Mont d’an endalc’had

Ar Prat falc’het

Eus Wikimammenn
◄   Yvona Kerizel Ar Prat falc’het Kérez Sant Pezr   ►


AR PRAD FALC’HET.


Da Varz Brò-C’hall,
Charlès a Vrò-C’hall. —


AR PRAD FALC’HET.


————


Setu falc’het ar prad ! — Deac’h, pa ’z oùn tremenet,
Oa plijadur ’gwelet, ’n touez ar ieot, ar bleuniou,
Ken zard hò daoulagad, ken pinvidik liwet ;
Ha zelaou ar skrilled ’kana d’é hò zòniou !

A beb ment, oa ’enò, hag iwé a beb-liou,
c’hlaz ha ré vélenn, ha ré ruz ha ré wenn,
Hag holl ez oant laouenn, goudé ar gwal-deiziou,
Ha ken koantik ’savent, pa dremenenn, hò fenn !
 
Melwennou kaer Doue, ha c’houiled alaouret,
Ha kelienn ruz ka glaz a rée d’ez-hé al lez ;
Ann heol c’hoarzè out-hè, ann heol kaer beniget,
Hag ann evned ’gàné trò-drò ebars ar gwez.


Allas ! er mintinn-man eur farc’her diremed
A deùaz gant he falc’h, ha heb keùn na truez,
Ann dén fall digalon holl hen deùz hò falc’het !
Ah ! ma c’halon ’zò leùn euz a dristidigez !

Me oar eur falc’her-all, hè c’hanò ar Marò,
Hag a falc’h ’n touez ann dud, a hàd dré-holl glac’har ;
Koz ha iaouank, eùn deiz, holl, holl hon diskarò !
N’am eùz neb aoùn out-han, gallout ’rà dont, ma kàr !


*