Janedik ar Rouz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig ar Rouz.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 324-334)



JANEDIK AR ROUZ[1].
GWES KENTA.
________


I


   Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz a zo newe-zavet,
’Zo gret da Janedik ar Rouz,
Braoa plac’h ’vale ’n hi farouz.

   Janedik ar Rouz a lare
D’hi zad, d’hi mamm, ur zul ’r beure :
— Red eo laret na oc’h ket fur,
Lakad de ma eured d’ar zul ;

   Ha c’hui o klewet a bell-zo
Ema ’nn aotro Tremblai er vro ;
Ha c’hui o klewet, o welet
’Ma ’nn aotro Tremblai ’klask ma c’havet ! —

   Hi zad hag hi mamm a laraz
Da Janet ’r Rouz, ’vel ma komzaz :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Ho eured d’ar zul a vezo ;

   Ho eured vezo d’ boennt ann de,
N’ vo ket Tremblai war ar bale…… —


II


   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro person ’ zul ’r-beure :
— Hastet-c’hui, aotro, depechan,
C’houeza ’nn tan er mech a glewann ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
Oa leun ’nn iliz hag ar porchet ;
Oa leun ’nn iliz hag ar porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.


   Ann aotro Tremblai a lare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Aotro ’r person, d’in-me laret,
Pelec’h ’ ma ar wreg a eured ? —

   Ann aotro person a laraz
D’ann aotro Tremblai, p’hen klewaz :
— Aotro Tremblai, ma iskuset,
Eureuji d’ar Zul na rann ket ;

   Eureuji d’ar Zul na rann ket,
Ur vadeziant eo am euz gret. —
— Aotro person, gaou a laret,
Janedik ’r Rouz ’c’h euz eureujet ;

   Rentet Janedik ’r Rouz ama,
Pe me ho lazo da genta ;
Pe me ho lazo da genta,
Gant hi zad, hi mamm ’ma ama. —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, m’ar am c’haret,
Ma lest mont war vur ar vered ;

   Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried. —
— War vur ar vered n’ iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Ma lest da vont c’hoaz en iliz,
Da gimiadi euz ma broïz. —

   — Wit en iliz na iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ;
Ganin ’teufet war lost ma marc’h,
Kriet, garmet, goelet ho kwalc’h ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a rofet ;

   Ur gontel d’in-me a rofet,
’Wit troc’ha zeïenn ma eured ;
’Wit troc’ha zeïenn ma eured
A zo bet war-n-on re-stardet. —

   ’Nn aotro Tremblai p’hen euz klewet,
Ter gontel d’ez-hi ’n euz diskoet ;
Unan troad-duz, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour-melenn :


   En hini troad-du ’z eo kroget,
En hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistroas ’nn aotro en dro,
Oa Janedik war hi geno !

   Ann aotro Tremblai a lare
Da Janet ’r Rouz eno neuze :
— Tric’houec’h [2] groeg-eured ’m euz laeret,
Janedik ’r Rouz ann naontekvet ;

   Janedik ’r Rouz, ann diveza,
’Laka ma c’halon da ranna ! —


Kanet gant Janet ar Gall. — Kerarborn, 1848.

________


JANEDIK AR ROUZ.
EIL GWES.
________


I


   Braoa merc’hed ’zo ’ndann ann heaul,
Eo merc’hed ar Rouz a Bempoul :
Janedik ’zo kaer ’vel ur Rozenn,
Ann diou-all ’zo diou rouzardenn.

   Janet ar Rouz a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, na oc’h ket fur,
Lakad ma eureuji d’ar zul,

   Ha c’hui o klewet a bell-zo
’Ma kabitenn Tremblai er vro ;
C’hui oc’h ouzoud hag o klewet
Penaoz eman ’klask ma c’havet ! —

   Hi zad neuze a lavaraz
Da Janedik ’r Rouz, p’hi c’hlewaz :
— C’hui ’vo eureujet ’rok ann de,
Vo ’nn aotro Tremblai ’n he wele. —


II


   Kabitenn Tremblai a lare
D’he bajik-bihan en noz-ze :
— Sav warc’hoas-beure mintinn mad,
Ma iefomp d’ chaseal d’ar c’hoad ;

   Da chaseal renkomp monet,
Janet ’r Rouz ’vo warc’hoas eureujet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Janedik ar Rouz a lare,
D’ann aotro person en de-se :
— Hastet gant ho ofern-eured,
C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet ;

   C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet,
’Ma ’nn aotro Tremblai o tonet. —
Ann aotro person a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :

   — Penamet ifom da dillad,
’M boa da guzet ’n un arched-koad,
Da laket er zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —

   — Ha posubl ve digant Doue,
Ve damant d’am dillad ho pe !
M’ho c’harfe holl en un tantad,
Me er ger, war oaled ma zad ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
Oa karget ’nn iliz, ar porchet ;
Oa karget iliz ha porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.

   Kabitenn Tremblai c’houlenne
Digant ar person en de-se :
— Aotro ar person , d’in laret
Pelec’h ema ’r plac’h a-eured ? —

   — Aotro Tremblai, ma iskuzet,
N’eo ket un eured am euz gret ;
N’eo ket un eured am euz gret,
Ur bugel am euz badezet. —

   — N’eo ket un eured oc’h euz gret ?
Pelec’h ’man ’r bugel badezet ? —
— Gant he vageres ez eo et,
’Wit hen tomma war ann oaled. —


   — N’eo ket ewit badeziantjou
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou ;
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou,
Ann dantelez war ar manchou ;

   Janet ar Rouz ’c’h euz eureujet,
Hounnes a renkann da gavet ! —
— Ema bars ar zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —

   Kabitenn Tremblai a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :
— Ha na teuz-te ket a zonj mad
Pa oas er ger, en ti da dad,

   As boa te d’in-me lavaret
N’ gouskjes ket ganin noz da eured ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Janedik ’r Rouz a lavare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried ? —

   — Savet pa garfet war ar vur,
Laret kenavo d’ez-han sur. —
Janedik ’r Rouz a lavare,
War vur ar vered pa zave :

   — Ma fried paour, d’in-me laret,
Ma retornann am c’homerfet ? —
— Mar deuet, c’hui vo deuet-mad,
Pa na eo ket gant ho krad-vad. —

   Janet ar Rouz a c’houlenne
Euz kabitenn Tremblai neuze :
— Aotro Tremblai, d’in-me laret,
Ouspenn d’ac’h a vinn oblijet ? —

   — Ha d’in-me ha d’am faotr ar gambr,
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant ;
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant,
Bez’ a zo ’nn ez-he dek-ha-kant ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a brestfet ;

   Ur gontel d’in-me a brestfet,
Da droc’ha zeïenn ma eured,
Pehini a zo re-stardet,
Gant ar vamm a deuz ma ganet ? —


   — Wit kontellou na zougann ket,
Dalet ma fognard alaouret,
Da droc’ha zeïenn ho eured,
Ha lezit-hi gant ho pried ! —

   He bognard d’ez-hi ’n euz roët,
En hi c’halon deuz-han plantet ;
En hi c’halon deuz-han plantet,
Hag o koueza a deuz laret :

   N’iaje ket da varc’h-zoudarded,
D’ann aotro Tremblai ken-neubed.
Kabitenn Tremblai a lare
Da Janedik eno neuze :

   — Te varw ’n ur gwall-intention,
Doue da reï did ar pardon :
Penamed daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue !

   Tric’houec’h groeg eured ’m euz laeret,
Ha te a ra ann naontekvet ;
Te ann naontekvet, ’nn diveza,
Laka ma c’halon da ranna ! —


VI


   Janedik ar Rouz a lare
Da dud ann eured, en de-se :
— Diotoc’h wit-on vije kavet,
Em c’horf-balan [3] ’m euz-han plantet ! —


Kanet gant Mari Daniel, parez Duault.


____________
  1. Une version de cette chanson, extraite de la collection de M. de Penguern, a été publiée dans l’Athenæum français, en 1855. Elle diffère peu de la nôtre.
  2. On aura bien certainement remarqué déjà comme le mot tric’houec’h, dix-huit, mot-à-mot trois six, revient souvent dans nos chants populaires bretons.
  3. Le mot korf-balan, corset, me semble tirer son origine d’un vieil usage de notre pays de Lannion, qui consistait à faire les corsets des paysannes avec de la toile de lin trempée dans une décoction d’écorce de genêt (balan) qui la teignait en rouge tirant sur le jaune. Cet usage, aujourd’hui disparu, existait encore il y a trente ans.