Markiz Trede (An Uhel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Markiz Trede.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 336-348)



MARKIZ TREDE.
________


I


   Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez-savet ;
Ur werz a zo newez-savet,
D’ur plac’hik iaouank ez e gret :

   D’ur plac’h iaouank bet anleuvet,
War hent Leon, ’vont d’ar Ieodet ;
Anleuvet gant markiz Trede,
Euz ann hent, war he inkane.


II


   ’N aotro Trede a c’houlenne
Euz ar plac’hik p’hi rankontre :
— Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —

   — D’ar pardon d’ar Ieodet ez ann,
’Wit koves ha komunian ;
’Wit koves ha komunian,
Gonit ar pardon, mar ghellan. —

   ’N aotro Trede a lavaras,
D’ar plac’h iaouank ’vel m’hi c’hlewas :
— Wit d’ar pardon n’ez iefet ket,
Ganin da Drede a teufet :

   Plac’hik iaouank me ho tisko
Da vont oc’h unan dre ’n hentjo ! —
— Salv-ho-kraz aotro, iskuset,
M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket ;

   M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket,
D’eva dour feunteun ’ oann chomet ;
D’eva dour feunteun ’ oann chomet,
Ha ma re a-rok a zo et. —

   Ann aotro Trede a lare
Na d’he balefrinier neuze :
— Didoles-te d’in war ma marc’h,
A-c’hane ’ tiskouro hi gwalc’h ! —

   — Salv-ho-kraz, ma mestr, na rinn ket,
Glac’hari ’r plac’h n’ c’houlennann ket ;
N’ c’houllann glac’hari hi c’halon,
Ur plac’h fur eo, plac’h-a-feson ! —


   ’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Diwar he varc’h a ziskennas ;
Diwar he varc’h eo diskennet,
Ur fasad d’he baotr ’n euz roët.

   Ur fasad d’he baotr ’n euz roët,
A-vriad er plac’h eo kroget ;
A-vriad er plac’h eo kroget,
War gein he varc’h ’n euz hi laket.

   Ur mouchouar gwenn ampezet
War hi geno hen euz laket,
’Wit n’ vije ket anavezet
Gant ann dut o vont d’ar Ieodet.

   ’R plac’hik iaouank a lavare
A-biou d’hi re pa dremene :
— En han’ Doue, mar am c’haret,
Kompagnunes ma zikouret ! —

   — Allas ! ho sikour n’hellomp ket,
P’eo ’n aotro Trede ’n euz ho c’hoantet ! —
Ar palefrinier a lare
Na d’ann aotro Trede neuze :

   — Lemet ’r mouchouar d’war hi geno,
Taoli ra ’r gwad a vouchado ! —
— Lez-hi da daol ’r pez a garo,
Ar merc’hed ’zo leun a ardo !…… — [1]


III


   ’N aotro Trede a lavare
D’he c’houarneres p’arrue :
— Na laket ar beer uz ann tân,
D’ar plac’hik ha d’in-me d’hon c’hoan ! —

   Ar plac’hik iaouank a lare
D’ann aotro Trede, p’hen klewe :
— Debret, evet ’r pez a garfet,
Ewit-on me na goaninn ket. —

   Ar plac’hik iaouank a lare
D’ar gouarneres en noz-se :
— Gouarneres, mar am c’haret,
Gret ma ’z inn gant-oc’h da gousket. —


   — ’Wit ganin-me na gouskfet ket,
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret ;
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret,
Gant ’n aotro Trede da gousket. —

   Ann aotro Trede a lare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Na deut-c’hui ganin d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou-finn :

   Da glask ur bouket louzou-finn,
A varjolain a durkantinn ;
A varjolain hag a lavand,
A zere ouz-oc’h plac’hik koant. —

   Ar plac’hik iaouank a lare,
’N kichenn ar jardin p’arrue :
— Adieu ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n’ho kwell ma daoulagad !

   Aotro, prestet d’in kontellou,
Da droc’ha treid ma boukedou ;
Da droc’ha treid ma boukedou,
A zo re-hir euz a dreunchou. —

   Ann aotro Trede, pa glewas,
He zorn ’n he c’hodel a voutas,
He zorn ’n he c’hodel ’n euz boutet,
Ter c’hontel d’ez-hi ’n euz tennet :

   Unan troad-du, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour melenn :
En hini troad-duz ’eo kroget,
’N kreiz hi c’halon deuz-hi plantet !

   Pa zistroas ’n aotro en dro,
’Oa ’r plac’h iaouank war he geno ;
’Oa ’r plac’h iaouank ’n kreiz ar jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn.

   Ma lavare c’hoas ann den-fall,
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Penamed daoni ma ine,
N’ voas ket et gwerc’h dirag Doue ! —


IV


   Ann aotro Trede a lare
Da holl dut he di en noz-se :
— Arru ez e gwall bell ann noz,
Poent da bep-den mont da repoz ! —

   Ar gouarneres a lare
D’ann aotro Trede en noz-se :
— ’Lies am boa ho kelennet,
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,


   — Ispisiall war-benn hou-man,
’Zo c’hoar-vager da Gernenan :
Na euz servijer en ho ti,
Na oar ho nozwez koulz ha c’hui. —

   — Mar karet n’am diskuilfet ket,
Me ’ roïo d’ac’h peb a gant-skoed ;
Ni hi lienno, archedo,
’Zono d’ez-hi ar glaz tano ! —


V


   N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Ez oa perzier Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.

   ’Nn aotro Kernenan ’ lavare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Trede pelec’h ema ? —

   Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan, p’hen klewas :
— Et eo en un tammik afer,
Na deuïo ket henoz d’ar ger. —

   — Gaou a lares, palefrinier,
E-medi sur da vestr er ger,
Rag te zo kustum mont gant-han,
War ann hentjou da verc’hetan ! —

   ’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Gant ’r vinz d’ann traon a diskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon e diskennet,
Ur gwall salud braz hen euz bet.

   — Aotro Trede, d’in-me laret,
D’am c’hoar-vager oc’h euz-c’hui gret ? —
— E-medi duze er jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn ! —

   — Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
— Kernenan, les d’in ma buhe,
Me a roï did ma holl leve ! —

   — N’eo ket mado a c’houlennann,
Buhe ’wit buhez a renkann ;
Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —

   D’ar zal vraz neuze ez int et,
Da c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
Markiz Trede hen euz kollet,
Kernenan hen euz-han treuzet !


   Kriz ’vije ’r galon na oelje
’Bars en Trede neb a vije,
’Welet ar zal-vraz o ruia,
Gant gwad ar markiz o skuilla !

   ’N aotro Kernenan a lare
En maner Trede, d’ar pred-se :
— Laket ho torn endann he benn.
M’ vo roët d’ez-han ’nn absolvenn ! —


Renaou, ar boutaouer-koad, en paroz Tregrom. — 1854.


________


VARIANTE.

J’ai recueilli six versions de cette chanson, dans différentes localités ; mais aucune d’elles ne présente des différences assez marquées avec celle que je donne, pour que le croie devoir la reproduire, si ce n’est une cependant, dont voici la seconde partie, qui me parait contenir des détails intéressants.

. . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   Markiz Trede a lavare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Eomp-ni brema da gousket,
Pell ’omp en noz, poent e monet. —

   Ar plac’hik iaouank ’respontas
Da varkiz Trede, p’hen klewas :
— Et-c’hui da gousket pa garfet,
Ma fedenno ’m euz da laret. —

   Ar plac’hik iaouank a lare
En maner Trede en noz-se :
— Itron Varia ’r goz-Ieodet,
Gret ma ’z inn fenoz d’ho kwelet ! —

   Markiz Trede p’hen euz gwelet
Ar plac’h da gousket na ee ket,
’Meaz he wele ’zo dilampet,
Da gomz ho daou int em laket.

   Markiz Trede a lavare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn,
Da dibab ’r bouket louzou-finn…… —

   — Markiz Trede, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a rofet,
’Wit krenna troadou ma bouket,
Am euz-me re-hirr dibennet. —

   — Kontello d’ac’h na roïnn ket,
Ur pognard aour ’po, mar karet. —
Er pognard aour pa ’z eo kroget,
Euz ar Werc’hes deuz goulennet :


   Itron Varia ’r Rosera,
Pe me em laz, pe me na ra ?
Balamour d’ec’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. —

   N’oa ket hi gir peur-lavaret,
’N kreiz hi c’halon deuz-han plantet :
Pa zistro ar markiz en dro,
’Oa ar plac’hik war hi geno !

   Markiz Trede a lavare
D’ar plac’h iaouank eno neuze :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —

   Markiz Trede a lavare
Na d’he holl baotred en noz-se :
— Ma faotred, et-c’hui da gousket,
Arru pell ’n noz, poent eo monet. —

   Ar gouarneres a laras
Da varkiz Trede p’hen klewas :
— Na euz hini ebars ho ti
Na oar ho torfed kouls ha c’hui.

   ’Lies ’m euz bet ho kelennet
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,
Ispisial war-benn houman,
C’hoar-mager ’nn aotro Kernenan ! —


V


   N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Oa ’r perzier en Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.

   ’Nn aotro Kernenan a lare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa ’bars ann ti ma,
Markiz Trede pelec’h ema ? —

   Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan p’hen klewas :
— Ma mestr-me n’ema ket er ger,
Na bet a-baoue digwener. —

   — Gaou a lares, palefrinier !
Da vestr ’ zo ’r ger, pa ’z out iwe ;
Te’ zo kustum da vont gant-han
War ann hentjou da verc’hetan ! —

   Markiz Trede, ’vel ma klewas,
Traon gant ar vinz a ziskennas ;
Traon gant ar vinz e diskennet,
’N aotro Kernenan ’n euz saludet.

   — Les-te ganin-me ma buhe,
Me roïo did ma holl leve,
Ma maner kaer euz a Drede,
Hag iel’ en servij ar roue ! —


   — Ne ket da leve a glaskann,
Rebech m’ c’hoar-vager c’houlennan,
Rebech m’ c’hoar-vager ’renkann kavet,
A zo bet ’bars ma zi maget ! —

   — Ema duze ’bars ar jardinn
’Dann treunchenn ar wezenn ivinn ;
Endann kef ar wezenn plantet,
Mar na gredes, kerz da welet ! —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
He gleze dre-z-han ’n euz treuzet :
— Markiz Trede, me ho tisko
D’ laeres merc’hed war ann hentjo ! —

   Kriz ’vije ’r galon na oelje
’N maner Trede neb a vije,
O welet ar plench o ruia
Gant gwad ar markiz o skuilla !


Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarborn, 1848.


———————————————————————————————————

NOTE.

Cette chanson est très-répandue dans le pays de Lannion ; c’est une de celles qui ont le plus de succès dans les veillées d’hiver, où l’on s’apitoie sur le sort de la pauvre jeune fille, et maudit le ravisseur. Coatredrez est la principale maison noble de la commune de Tredrez, entre Saint-Michel-en-Grève et Lannion, non loin de Koz-Guéodet. Albert le Grand (Vies des Saints de Bretagne, page 683) mentionne un évêque de Tréguier sorti de cette maison ; voici en quels termes : « Hugues de Coat-Tredrez, de la noble maison de Coat-Tredrez, fut eslu évesque de Tréguier, l’an 1461, sous le pape Paul II, l’empereur Frédéric III et le duc François second. L’année suivante il fut fait cardinal, et alla à Rome, ayant résigné à Christophe Du Chastel. Il mourut en sa maison de Coat-Tredrez, et fut enterré en sa cathédrale, dans le chœur, du côté de l’Évangile. » En l’année 1594 un sieur de Coat-Tredrez, tenant pour le roi, partage la défense de Morlaix avec les seigneurs de Bois-Eon et de Corboson. Le peuple, à Saint-Michel-en-Grève, à Trédrez, à Ploulec’h et dans les environs, a conservé le souvenir d’un seigneur de Coatredrez, du nom de Pierre, qu’il a flétri de l’épithète de cruel, Pierre le Cruel. Serait-ce le ravisseur de notre ballade ? Le manoir de Kerninon, encore habité par la famille de ce nom, Le Roux de Kerninon, est en la commune de Ploulec’h, limitrophe de celle de Tredrez. Tous les chanteurs disent markiz Drede ou Trede. Les noms propres sont ainsi très-souvent défigurés dans les chants populaires, et l’on est parfois fort embarrassé pour les reconnaître sous leurs déguisements et leur restituer leur véritable orthographe ; mais ici, aucun doute n’est permis. Cette chanson est si populaire dans les pays de Lannion et de Tréguier, que les chanteurs en intercalent souvent des vers et des couplets entiers dans les pièces qui présentent des situations analogues. On eu a vu des exemples dans Rozmelchon et Janedik ar Rouz


————
  1. VARIANTE:
    Ar plac’h iaouank a hirvoude,
    Na gave den hi c’honzolje,
    Met ’r palefrinier a weziou,
    Gant truez vraz euz hi c’hanvou :
    — Tawet, merc’hik, na oelet ket,
    Me viro n’ho po drouk a-bed !…… —