Mont d’an endalc’had

Janedig ar Rouz (Duhamel, Kanaouennou Breiz-Izel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig ar Rouz.

Rouart, Lerolle & Cie, 1913  (p. 25)



JANEDIG AR ROUZ



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {"Goustad"} 4= 60
    \autoBeamOff
    \numericTimeSignature
    \time 4/4 
    d8 e f g a4. b8 | \time 3/4 d4( c) b8.([ c16]) | \time 4/4 a2~ a8 r e f |
    a4 g f d | \time 3/4 e8([ f]) a([ g]) f4 | e4( d)~ d8 r \bar "|."
}
\addlyrics {
Ja -- de -- dig ar Rouz a Gas -- tel -- Pol __ Ar vra --
van plac’h yaou -- ank a __ oe __ tro ’nheol. __
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


Janedig ar Rouz a lavare
D’he zad ha d’he mam eun de a oe :

« Ma zad, ma mam, c’houi van oc’h ket fur,
Pa et da lakat ma eured d’eur zul,

« E lec’h ma vo an holl o klevet ;
Kabit en Tromplus zo klask ma c’haouet !

— Bet kontant an hini a garo,
Hoc’h eured d’ar zul ni a lakaio ! »

————

Janedig ar Rouz a lavare
D’e youtr, person koz, eun de a oe :

« Ma youtr, person, d’in-me lavaret
E pelec’h am lakfet da guzet ?

Paneve aon da gouch ho tilhad,
Me ho lakfe’n eur be stoufet mat.

— Me ne ran ket forz eus ma dilhad,
Me garfe vent holl d’ober eun tantad !

« Me garfe vent holl e-kreiz an tan,
Med’mo an eurvad da vont gant ma c’hoant. »

————

Ne oa ket he c’homz peurachuet
Ma oe leun an iliz hag ar vered,

Oe leun an iliz hag ar vered
Gant kabiten Tromplus hag e zoudarded.

« Otro person, d’in-me lavaret
Pelec’h’ma ar plac’h ho peus eureujet ?

— Me n’am eus eurejet plac’h ebet
Mez eun interamant ’vat em eus graet.

— Mar ha peus hi vel-se interet
E pelec’h ma an douar ’peus ruziet ? »

————

« Kabiten Tromplus mac’h an ganac’h
Me ne vin ket oblijet nemet d’ac’h.

« Brama me ya war vur ar vered
Da laret piou eo ma fried korniet.

— War vur ar vered me lar n’i ket
War lost ma inkane ne laran ket ! »

Pa oent gant an hent bras avanset
E gontel gantan deus bet goulennet.

« Kabiten Tromplus, mar am c’haret.
Ho kontel velen d’in’a brestiet

« Ho kontel d’in-me a brestiet
Ma zeien eured a zo re stardet »

Ar gontel dezi pa oe roet,
En he c’halonig he doa hi plantet.

En he c’halonig he doa hi plantet
Hag ar gwad ru dindou a zo poullet

« Triouec’h plac’h yaouank am eus lazet
Janedig ar Rouz eo an naontegvet.

« Janedig ar Rouz eo an divizan,
Hounnez ’deus ma glac’haret ar muan ! »


Chanté par Françoise Zostec, Plouguernevel (Haute-Cornouaille)