Janedik ar Marec
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig ar Mareg.
Belek ar Bihan a lare
’N ti ar Marek koz p’arrue :
— Me zo deut ama ann de-ma
D’ho pedi d’am ofern genta ;
Hag holl ho pedann da donet,
Nemet honnont ma dous Janet ;
Nemet honnout ma dous Janet,
Hounnes larann na deuio ket. —
Janet ar Marec a lare
Da velek ar Bihan neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern-genta me ielo ;
D’ho ofern-genta me ielo,
Ha mar be profet, me brofo ;
Me lakaïo ur pez a skoed,
Ar walenn-aour ’ poa d’in roët ;
Ma c’hoerezed ’ brofo iwe,
Wit n’hon bezo mez diout-he…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janet ar Marec a lare
En bered Gaudri p’arrue :
— Groagez ha merc’hed, d’in laret
Hag ann ofern ’zo komanset ? —
— N’eo komanset nag achuët,
N’hell ket ar belek hi laret ;
N’hell ket ar belek hi laret,
Pa sonj en Janet ar Marec. —
Janet ’r Marec, pa deuz klewet,
Bars ann iliz ’zo antreet ;
Bars ann iliz eo antreet,
Euz ar balustro daoulinet.
P’oa ’r belek ’c’h ober tro ’nn iliz
’Chache Janet war he surpliz,
’Wit gwelet hag hen zistroje
D’ laret adieu d’he garante.
’Gichenn marchepi d’ann or-dal,
Kleweur ho c’halonou ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
A koad ann iliz a strake ?
A koad ann iliz a strake ?
Ma oa kalon Janet a ree !
Ken a lare hi holl broïz
’Oa ur plac’hik gwall-diaviz ;
Oa ur plac’hik gwall-diaviz
Bout sot gant un den a iliz !
Belek ar Bihan a lare
Da zakrist Gaudri en de-se :
— Kasset Janet ’meaz ann iliz,
Wit ma larinn ar zakrifiz,
Rag me n’on ket wit hi laret,
Pa zellann euz Janet ’r Marec. —
Belek ar Bihan a lare
Da Janet ’r Marec en de-se :
— Tawet, Janet, na oelet ket,
Ur banket-kaer a zo aozet ;
Ur banket-kaer a zo aozet,
Evel ur banket a eured ;
Evel ur banket a eured,
Er penn uhellan a vefet. —
Janet ar Marec a lare
’N ti ar Bihan-koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar bean kegineres ama ;
Mar bean aman kegineres,
Lec’h ma tlefenn beza mestres ! —
C’hoar ar belek a lavaraz
Da Janedik, ’vel m’hi c’hlewaz :
— Kegineres ama n’ vefet ket,
’R penn uhellan ’nn daol a vefet ;
’R penn uhellan ’nn daol a vefet,
Ha viz-a-viz d’am breur-belek. —
Ar c’hennta banne ’ziskennaz,
Da Janedik a lavaraz :
— D’ho iec’het, plac’hik diaviz,
Dont da garet ’n den-a-iliz ! —
Ann eil banne a ziskennaz,
Memeuz tra d’ez-hi a laraz ;
Memeuz tra d’ez-hi ’n euz laret,
Janet ar Marec ’zo zemplet.
Janet ar Marec a lare
D’ar gompagnunes, pa divalle :
— Kompagnunes, ma iskuzet,
Deut ’on d’ober mez ar banket !
Ma iskuzet, kompagnunes,
Deut ’ on d’ober mez ann dewez !
Seiz servijer kloarek ’m euz bet,
Belek ar Bihan ann eizvet ;
Belek ’r Bihan, ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janet ar Marec a lare
Da zakrist Gaudri, un dez oe :
— Laret d’ velek ’r Bihan dont aman,
Digass an traou-nouenn gant-han ;
Digass gant-han ann traou-nouenn,
Ez on war ar poent da dremenn. —
Zakrist Gaudri n’euz ket zentet,
D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret ;
D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret,
Janet ar Marec zo marwet !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Belek ar Bihan a lare
En bered Gaudri p’ valee :
— Piou ’zo er bez-ma douaret,
Pa n’oa ma c’honje goulennet ? —
Sakrist Gaudri a lavaraz
Da velek ’r Bihan, p’hen klewaz :
— Nac’h ouzoc’h pelloc’h n’hellann ket,
Aze ema Janet ’r Marec !
Belek ’r Bihan, p’hen euz klewet,
Dour-benniget ’n euz kommerret,
Ha war ar bez eo daoulinet,
Ur mennad hen euz goulennet :
Goulennet ’n euz digant Doue
Merwell iwe eudann tri de ;
Merwell iwe endann tri de,
Ha douaret ar bevare.
Doue hen euz-han selaouet,
War-benn tri dez ez eo marwet ;
War-benn tri dez ez eo marwet,
Hag ar bevare douaret.
En bourk Gaudri, bars ar vered,
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet ;
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet,
War vez ’r plac’h iaouank hag ’r belek ;
Kaer ’zo donet d’hi c’hutuilla,
Na ra bepred met fleurissa !……[1]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant ma mamm, Rosali Ar Gac. — 1853.
- ↑ Rapprocher cette pièce ainsi que la précédente de celle qui leur correspond dans le Barzaz-Breiz (page 286, 6e édition) sous le titre de Geneviève Rustéfan.