Janet ar Iudek
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janed ar Yudeg.
Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket neza hi c’hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.
Janedik ’r Iudek, c’hui a gleo,
Ken melenn hag ’nn aour e ho pleo ;
Pa vent melennoc’h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.
Et eo d’ Wengamp, ’boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P’oa o tremenn gant he urzou.
Oa Janedik war hi zreuzou :
Oa Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric’houec’h mouchouer,
C’houec’h ’nn ez-he d’ Fulup Ollier.
Fulup Ollier a lare,
’N ti ’r Iudek koz pa arrue : —
— Demad ha joa holl en ti-ma :
— Ar Iudek koz pelec’h ema ? —
Ar Iudek koz a lavaras
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas :
Petra ’glaskes war-dro d’am zi,
Mar na c’houlennes ket dimi ? —
— Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d’am ofern gentann,
Ha dont muia ma vo gallet,
Met ho merc’h Janet na deui ket. —
Janedik ’r Iudek a laras,
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas : —
— Bet-drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ’ielo ;
D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. —
Janedik ’r Iudek a lare,
En bered ar Vur p’arrue : —
— Kompagnunes, d’in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? —
Ann ofern newez n’eo ket bet,
N’eo ket ’r belek ouit hi laret,
Gant keun d’ vraoa plac’h ar vro-man,
M’eo d’ec’h, Janedik, a gredan. —
Fulup Ollier ’ tro ’nn asperges,
A Krog Janet en he surplis :
— Fulup Ollier, distreit ouzinn,
Pec’het ho euz, balamour d’inn !
Mamm Fulup Ollier lare
Da Janet ’r Iudek, en de-se ;
— Janet ’r Iudek savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;
C’hui welo Jesuz presantet
Tre daoudorn ho muia karet… —
A-gichenn ’nn aoter d’ann or-dal,
Oe klewet kalon Janet ’strakal.
Un’ ar c’hureed ’c’houlenne :
— A koad ’nn iliz ’ strak er giz-se ? —
— Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet ’r Iudek zo fatiket ! —
Janedik ’r Iudek a lare
Er ger d’hi, zad, pa arrue : —
— Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann ;
Bikenn ann ez-han na zavann,
Ken ’vo ur wes d’am liennan.
Tric’houec’h amourouz kloarek ’m euz bet,
Fulup Ollier ann naontekvet ;
Fulup Ollier ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier a lare
Er ger d’he vamm pa arrue :
— Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann :
M’ouifenn bout kaoz d’varo Janet,
Me garie bikenn ofern n’am be laret ! —
’Ma ho c’horfo war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Et int ho daou er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !
Kanet gant Marie-Job Kerival.
Kerarborn, 1848.
Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket nea hi c’hegell,
Met hi gwerzid a ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.
’Ma Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou,
Deuz ho ourla gant neud arc’hant,
Da c’holo ’r c’haleï hi vo koant.
Janet ar Iudek a lare,
’N ti ’nn Ollier koz p’arrue :
— Roët d’in skabell d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
Mar ben merc’h-kaer euz ann ti-ma. —
— Merc’h kaer en ti-ma n’ vefet ket,
D’ar studi da Baris eo et. —
P’ee Fulup Ollier d’ann urzou,
Ez oe Janet dre ar parkou :
— Fulup Ollier, distro, d’ar ger.
Beleïenn ’walc’h ’zo en Treger ! —
Janet ar Iudek a lare
Euz prennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Me well ’r c’hloer iaouank ’tont d’ar ger.
Ha belek Fulup Ollier !
Tric’houec’h dous kloarek am euz bet,
Fulup Ollier ’nn naontekvet ;
Fulup Ollier ’nn diweza,
Lakaï ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier ’lavare
D’ Janet ’r Iudek, pa dremene :
— Janet ’r Iudek, mar am c’haret,
D’am ofern genta n’ deufet ket ;
’N deufet ket d’am ofern genta,
Lakad rafac’h ann-on da vanka. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ielo ;
D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol me brofo,
Wit na laro ket ma broïz :
Janet ’r Iudek ’zo diaviz. —
— Mar karet Janet, n’ zeufet ket,
Me a roï d’ec’h pewar c’hant skoed ;
Ma zad be unan ’roïo kant,
Setu ’r gobr mad d’ur plac’h iaouank. —
— N’eo ket d’ho aour na d’ho arc’hant,
D’ec’h, Ollier, eo am euz c’hoant,
Nemet o sonjal beza well
Euz ho amitie, ’rok merwell. —
— Euz ma amitie, tre ’ vewinn,
Wit a ze hallet assurin,
Met nann ewit ho eureujin,
Hag eo ma mamm ’zo kiriek d’in. —
P’ee Fulup Ollier d’ann iliz,
Chache Janet war he surpliz :
— Fulup Ollier, distro d’ar ger,
Beleïenn ’walc’h ’ zo en Treger !
Pa lare ’r belek : Dominus vobiscum,
Save Janet en hi zao plomm.
Allas ! pa ver er goureou,
Kouezaz Janet war hi genaou !
’Gichenn ’l balustro d’ann or dal,
Oe klewet hi c’halon ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
Ha koad ann iliz a strake ?
— Janet ’r Iudek, savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;
C’hui welo Jesuz selebret
Tre daoudorn ho muia karet ! —
Kasset oe da gambr ann dourrell,
Hag eno chommas da verwell.
Mamm Fulup Ollier ’ lare
D’hi mab belek eno neuze :
— Hastet-c’hui buhan monet di,
Ha ’n han’ Doue konzolet hi. —
Fulup Ollier a lare
D’he vamm a gomze er giz-se :
— Tawet, mamm, n’em kaketet ket,
C’hui n’ po ket pell ur map belek ;
Hirie oc’h euz ma belegi.
Ha warc’hoas euz ma interri ! —
Fulup Ollier a lare,
En kambr ann dourrel p’arrue :
— Demad d’ec’h, ma muia karet,
’hui ’ zo o vont diwar ar bed ! —
— Ma vijenn ho muia karet,
N’ poa ket gret d’in vel m’ho euz gret ! —
. . . . . . . . . . . . . .. . . . . . .
Choucha he benn war hi barlenn,
Merwell eno neuze zoudenn !
Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varwskaon !
Setu-int et er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele :
’R re-se oa gant Doue choaset
Ewit bewa vel daou bried !
Kanet gant Mari-Job Kado.
Kerarborn, 1844.