Izabell ar Iann

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Izabel ar Yann)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Izabel ar Yann (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 30-38)



IZABELL AR IANN
________


I


  Na pa retornis euz poazet,
Me na sonjenn en drouk a-bed ;

  Na pa retornis euz poazet,
Pewar lakes ’m eûz rankontret ;

  Pewar lakes hag ur Jouis
Oa ’n tal ar groaz, pa dremenis.

  Hag ar Jouis ’c’houl’ ouzin-me :
— Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe ?

  Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe
Da genta mab ho koulenfe ?

  Da genta mab ho koulenfe,
Ha ’ve posubl ’ve me a ve ?

  — Na eo ket war ar c’hroaz-hentjou,
Otro, ’ve grêt ann dimiziou,

  Met en ilis, pe er porched,
Etre daou den hag ur bêlek.


II


  Izabell ar Iann a lâre
Er gêr, d’he mamm, pa arrue :

  — Ma mammig paour, mar am c’haret,
Ma miret euz ar Jouisted ;

  Ma miret euz ar Jouisted,
Ma laket ’n ur gambr alc’houeet.

  Ar Jouis braz a vonjoure,
’N ti ar Iann koz pa arrue :

  — Demad ha joa holl en ti-ma,
Izabell ’r Iann pelec’h ema ?

  — Et è Izabell da boazet,
Ha na mèdi ket retornet.


  — Roët-c’hui d’in ann alc’houeou.
Ewit ma sellinn er c’hambrjou.

  Dor ar gambr wenn ’n eûz digoret,
Izabell ar Iann ’n eûz kavet…

  Izabell ar Iann ’c’houlenne
Euz he mammig paour, en de-se :

  — Ma mammig paour, d’in-me lâret,
Gant ar Jouis rèd ’vô monet ?

  — Se d’ac’h, ma merc’h, na lârinn ket,
Digant ho tad a c’houlenfet.

  — Ma zadig paour, d’in-me lâret,
Gant ar Jouis rèd ’vô monet ? —

  — Se d’ac’h ma merc’h, na lârinn ket,
Digant ho preur Louis goulennet.

  — Lâres-te d’in-me, ma breur Louis,
Ha rèd ’vô mont gant ar Jouis ?

  — Ia, gant ar Jouis ’vô rèd monet,
Pa ’z eo ar paeamant touchet ;

  Pewar c’hant skoed en arc’hant mad
Deûz touchet ho mamm hag ho tad.

  Ha kement-all ho preur Louis,
’Wit lâret ho reï d’ar Jouis ;

  Ha mar et-c’hui a galon vad,
Me am bô c’hoas un dra-bennag.

  — Pe a t’eûz bet, pe na t’eùz ket,
Gant ma grad-vad me na inn ket !


III


  Izabell ar Iann a lâre
D’he mammig paour, un dez a oe :

  — Ma mammig paour, lâret-c’hui d’inn,
Na pe-seurt abit a wiskinn ?

  — Gwisket hoc’h abit violet,
A vezo skanv d’ac’h da gerzet.

  — Gwisko ann abit a garo,
Kammed war-droad hi na raïo ;


  ’Ma ma inkane ’n toull ar pors
Izabell ’r Iann, euz ho kortos ;

  Houarnet mad gant leton-gwenn,
Hag ur brid arc’hant en he benn ;

  Hag ur brid arc’hant hen he benn,
He bommello en aour melenn.

  — Mar ’zo ’r brid arc’hant en he benn,
He bommello en aour melenn ;

  He bommello en aour melenn,
Me garie ’ve ’n tan en he benn !

  Ha koulzgoude am eûz pec’het,
Rag al loen paour n’è ket kiriek.

  Izabell ar Iann a lâre,
A bors he zad pa bartie :

  — Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n’ho kwel ma daoulagad !

  Me lâr adieu d’am holl broïs,
Met d’hennont al laer ma breur Louis ;

  Met d’hennont al laer ma breur Louis,
Hen eûz ma gwerzet d’ar Jouis !


IV


  Izabell ar Iann ’c’houlenne
Euz ar Jouis braz, un dez ’oe :

  — Jouis, Jouis, d’in-me lâret,
N’eo ket heman ’r pont mr eûz klewet,

  N’eo ket heman ’r pont ’m eûz klewet,
’Taoulinn warnehan al loened ?

  N’oa ket he gir peur-lavapet,
He marc’h ’dan-hi ’zo daoulinet.


V


  Izabell ar Iann a lâre
D’ar Jouis braz, un dez o oe :

  — Me glew kôg ma zad o kanan !
— N’ pet ket, Izabell, emehan ;


  N’ ret ket, Izabell, emehan,
Rag pemp kant lew ’z oc’h diout-han.


VI


  Ar Jouis braz a lavare
Er gêr, d’he vamm, pa arrue :

  — Na setu ur verc’h-kaer aman ;
Braoa plac’h-iaouank eo homan !

  — Na eo ket deut gant he grad-vad,
Eman ’n dour war he daoulagad.

  Ar Jouis braz a lavare
D’Izabell ar Iann un dez ’oe :

  — Deut ganen, Izabell, d’ar sellier,
Da danva gwinn ken dous ha mel.

  — Gwell’ ’ve ganen, en ti ma zad,
Eva dour euz feunteun ar prad.

  — Deut ganen, Izabell, d’am c’hambrjo
Da gonta aour a dousenno ;

  Deut ganen, Izabell, d’ar gambr wenn,
Da gonta aour hag arc’hant gwenn.

  — Gwell’ ganen, bea ’n ti ma zad,
’Konta uio d’ gas d’ar marc’had.

  Ar Jouis braz a lavare
Na d’he vammig, un dez a oe :

  — N’ouzonn petra ober out-hi,
Kals a boan-speret a ro d’in ;

  Goulennan ’r mennad a garan,
Bepred na ra nemet goela.

  — Mar n’ouzoud da ober out-hi,
Komer ur gontel ha lac’h-hi.

  — Tri marc’h a zo er marchosi,
Daou a zo d’ac’h, unan ’zo d’in ;

  Daou a zo d’ac’h, unan ’zo d’in,
Rag ewit honnes na lac’hin !



VII


  Hag a-benn un nao miz goude
Izabell kontantamant ’defoe ;

  ’Oa Izabell e-tal ann tan,
O tomman ur Jouis bihan.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Evnidigo diwar ann nij,
Gret ma gourc’hemeno en Breiz ;

  Gret ma gourc’hemeno d’am broïs,
Met d’hennont al laer ma breur Louis ;

  Met d’hennont al laer ma breur Louis,
Hen eûz ma gwerzet d’ar Jouis ! [1].


Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet (Kosteïo ann Anter-noz),
ar c’henta a viz Here-1868.


___________
  1. — Je n’ignore pas que le mot breton ordinaire pour rendre le mot Juif est Indew, pluriel Indewien; mais ma chanteuse m’ayant affirmé qu’elle avait toujours entendu dire que le Jouis de son gwerz signifiait Juif, je reproduis fidèlement son opinion : la critique jugera ce qu’elle peut avoir de fondé.