Itron-Varia Lourd (kendalc’h)

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 97-105)



Itron-Varia-Lourd. — Kendalc’h.
————

Comzomp c’hoaz euz a Itron-Varia-Lourd, euz ar burzudou a ra e leac’h ma voa en em ziskuezet da eur verc’hik paour ha dister hanvet Bernadeta Soubirous. Eno ar Verc’hez e deus gourc’hemennet d’ar plac’hik-se lakat sevel eun ilis pe eur chapel dezhi ; eno e deus laket da zevel eun eienen pe eur feunteun gaer eleac’h ne voa kent berad dour. Cals burzudou so digouezet, cals tud clanv so bet pareet, ken eno var al leac’h, ken oc’h efa dour digaset dezho euz ar feunteun-ze.

Caout a rer, er c’hæriou bihan, etouez ar vourc’hizien, tud hag a so bet ofiserien pe soudardet, hag a so avoalc’h ho guelet eur vech evit gouzout dioc’htu o deus douget ar zabren pe ar c’hleze. Tud eün ha leal peurliessa, reud avad ha sounn ato var ho izili evel pa vent bepret e penn eur vanden soudardet. Kuiteat o deus an arme, hag o deus cavet ama pe ahont eur gark bennak da ellout implija ho amzer hag ive caout peadra da veva. En ti pa vezont gant ho zud ez int ken dizroug ha bugale, ho mouez avad a so seac’h ha dichek pa reont ho c’hark, pa c’hourc’hemennont eun dra bennak d’ar re so dindanho.

Eun den evelse, eme an hini a scrif kement-ma, e voa tad ar bugel m’az an da gomz anezhan. Clevet em oa e voa bet gant he vugel e Lourd e kichen ar roc’hel ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez varnezhi, hag oa bet pareet ar bugel eno. Mont a riz, evit ober eun enclask, evit clevet ar virionez, da gaout an tad he unan, hag em digemeraz dichipot evel ma ra peurvuia ar re a so bet eveldhan e servich ho bro. Ha setu ama petra glevis gantha.

An tad-ze en doa daou grouadur. Ar iaouanka anezho hanvet Jul, oa moumon he dad, hag an ofiser coz ne alle morse comz euz ar bugel-ze na deue he vouez da grena, ha ne roe da anaout sclear pegement her c’harie.

Jul a ioa bet iac’h ha cre beteg he zek vloas. Neuze e coezas clàn ep ma c’halje den gouzout penaus na perak. D’ar 25 a vis Genver 1865, da noz, pa’z ejot da goan en em lakeas da glem gant ar boan c’houzouk. Ne ellas dibri tam ; efa a ellaz epken eul loiadik souben bennag ep bara.

Antronoz, evel n’oa ket guelleat dezhan, e voue galvet eur medesin var he dro. En he nervennou ema he zroug, eme ar medesin, ha cridi a ran ne zaleo ket da barea. Kementse a roas fizians d’an tad.

E guirionez, abenn eun dervez pe zaou en em gavas guelloc’h, hag ec’h ellas dibri eun tam bennak. Hogen ar c’hlenvet a deuaz adarre, hag e voue evelse bete fin miz Ebrel, guech guelloc’h, guech falloc’h. Azalek neuze ar c’hlenvet ne ziscrogas mui, hag ar bugel ne alle lonca nemet dour, leas, souben, c’hoaz arabad e vije teo ar zouben pe ne dremene ket. Ar bugel kez, gant eur vagadurez evelse a zizec’he var he dreid hag a iea da netra.

A neuze e veze daou vedesin var he dro, daou zen gouezieg, ep ma c’heljent anaout mad he glenvet, hag evelse ivez ep gouzout pe seurt louzou da rei dezhan.

Eun dervez an tad a velaz he vap el liorz o redek hag o lamet, a dreuz hag a hed, evel pa vije collet he benn ganthan. O veza m’az oa ken dinerz ar bugel, he dad a gemeraz aoun oc’h he velet o redek evelse, hag a lavaras dezhan : « Na da ket da fringal evelse ta ! »

— Ne allan ket miret, va zad, eme Jul ; mont a rencan ! ne ellan ket miret !

An tad a ieas d’he gaout, a grogaz enhan, hen lakeas var he varlen ; hogen he zivesker a lame ; goudeze he benn hag he c’houzoug a droe hag a zistroe. Divar neuze ar vedesinet a vouezas mad e voa crog enha ar c’hlenvet spontuz a c’halver Koroll-Sant-Gui. (Danse de saint Guy).

Ar c’hlenvet-se a stag er c’hourlanchen, pe er gornaillen. Ar vedesined a anaie neuze he glenvet, mes ne allent ket he barea. Hirra a eljont da ober, e voue, gant an amzer, miret outhan na fringe ha na gorvigelle kement he izili. Gouzoug ar bugel avad a jome ato stanket. Roet e voue dezhan a bep seurt louzeier ; laket e voue aliez er gibel, casset e voue d’an doureier tom. N’hen lezet na da studia na da ober tam labour. Hogen kementse ne rea nemet skuiza ar c’hlanvour.

Ar bugel kez en doa mez gant he glenvet. Guelet a rea ar vugale all iac’h o c’hoari, hag an dra-ze a rea poan dezhan. En em denna a rea en he bart he unan ken trist ha tra. Pa gave eul levr bennag en em lakea d’he lenn dre guz ; rag hir meurbet e cave an amzer. Eun dervez ma voa eat gant he vam da Sant-Ian-Luz evit en em zoura eno, e cavas var daol eun Itron euz an amezegez, eul levrig hag a gomze euz ar burzudou c’hoarvezet e Lourd eleac’h ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez santel. Lenn a reaz al levrik-ze, hag ar pez en doa guelet enha a jomas don en he speret. Da noz e lavaras d’he vam e c’halje avoalc’h ar Verc’hez he barea. Hogen ar vam ne dolaz evez ebet oc’h ar c’homzou-ze euz he bugel.

Dont a reaz ac’hano ker clanv evel ma voa da vont.

An tad hag ar vam a ioa nec’het ha glac’haret o veza collet kement a boan ep gallout ober vad ebet d’ho c’hrouadur. Eana a rejont da rei louzeier dezhan, hag hen lesjont etre daouarn Doue. Kementse ne vire ket outho da veza ho daou noz deiz var evez euz ho bugel.

Jul gouscoude a iea ato dinersoc’h dinersa. Daou vloaz a ioa n’en doa debret tam bouet ebet. Ne jome beo nemet gant ar pez a efe, ha ne allet, nemet gant mizou bras, rei dezhan da efa eun dra bennag hag en divije an ners da vaga. Eur scrij oa guelet pe gen treud ha pe gen drouk-livet oa deut da veza. N’oa mui eur berad goad dindan he groc’hen ; kemeret e vije evit eur skeuden coar guenn. Anat oa e tostea ar maro outhan, ha ne alle zoken mont a bell.

An tad, en he c’hlac’har, ne allas ket miret neuze da vont adarre da ziskuez he vugel da eur medesin all goueziecoc’h c’hoaz, a gave dezhan, eget ar re a ioa bet diaraok var he dro.

Hema o veza sellet piz oc’h gouzoug ar bugel, o velet pe ger stanket oa, a hejaz he benn, hag o velet an tad o scrija, e lavaras :

— Ne lavaran ket ne elfe ket ho map parea ; hogen goal glanv eo. Ar medesin-ma a lakeaz he louzaoui d’he c’hiz ; hogen he louzou a strafuille kement ar bugel, ma voue red he lezel. Ar medesin he unan a lavaraz eana.

Neuze an tad a deuas da sonjal ma vije great d’ar potrik lonca eur vruzunen vouet bennak dre gontragn, e teuje marteze da ellout treizia. Hogen ar vedesinet a ziskuezas dezhan sclear ne allet ket ober eun dra evelse ep mouga ar bugel ; e voa he c’houzoug en eun doare na dremenje biken bruzunen vouet dreizhi nemet dont a raje da zistanca.

Epad ma edo an tad hag ar vam en nec’hamant-ze, Jul a lavaraz adarre eun dervez d’he vam :

— Va mam, ne ket ar medesin-ze na medesin all ebet eo a gaso va c’hlenvet kuit. Ar Verc’hez Vari eo ani fareo. Casit ac’hanon da roc’hel Lourd, hag e velot e vezin pareet eno ; me voar avoalc’h.

Ar vam a lavaras kementse d’he fried, hag hema a respontas dioc’htu :

— N’eus ket da chipotal ; red eo he gas da Lourd, hag ar c’henta’r guella.

Tad ar bugel ma comzomp anezhan n’en doa ket a feiz. Ar burzudou a gleve comz anezho a ioa marvaillou evithan. Ne grede ket e teuje Doue d’en em emel euz ar pez a dremen var an douar. Pa lavare eta evelse dioc’htu cas he vap da Lourd, ne ket m’en divije fizians d’he velet o parea dre vurzud. Esper en doa epken, o cas he vugel da ober eur veach c’hoanteat ganthan, da velet he speret o laouenaat, ha dre al laouenidigez-ze marteze ive d’he velet o vellaat a hent all. Cridi avad e vije pareet he vap dezhan, dioc’htu, en eun taol, ar zonch-ze a voa pell diouthan.

Edot neuze en derveziou kenta a vis c’huevrer, hag an amzer a ioa criz. Hogen an distera goal amzer a vije avoalc’h evit peurgas ar bugel paour. Red e voue eta gortoz eun nebeut.

D’an daouzeg a vis c’huevrer an amzer a ioa caer ha clouar. An tad a ieaz en hent gant he vugel. Kemeret a rejont an hent houarn bete kaer Tarb.

Epad ar veach Jul a ioa laouen bras. Leun oa a feiz ; n’en doa douetans ebet na vije pareet. Bep en amzer e lavare d’he dad :

— Va zad, pareet e vin ; c’hui velo. Meur a hini all so bet pareet c’hoas ; perak ne ven-me ket ? Ar Verc’hez Vari am fareo.

Feiz ar potrik a voa seul souesusoc’h ma voa bet savet ep clevet nemeur comz a relijion. He dad, evel on eus lavaret, n’en doa ket a feiz ; he vam a iea d’an oferen hag a rea he fask ; ha setu eno oll. Ha setu ar pez a strafuille an tad, a jenche penn evit penn d’he oll gredennou, hag her c’hontragne da respont d’he vap :

— Ia, ia, va bugel, pareet e vezi ! petra bennak n’en doa fizians ebet he unan,

O veza digouezet e Tarb ha diskennet en eun hostaliri vraz, an oll a daolaz ho zell var ar bugel kez, o velet pe gen treud ha pe gen distruch oa ha gouscoude he vizach a ioa coant ha laouen. An oll o doa truez oc’h ar potrik, hag an tad o veza lavaret evit petra oant en em laket e beach, an oll a rekete m’en divije ar bugel he c’houlen, hag oll e tiskuezent ho devoa mall d’he velet en distro.

An tad, petra bennak ne espere ket eur burzud, a gasas gantha ato da velet, eur pakad kuignou.

Pa zigouesjont e kichen ar roc’hel, edot o lavaret an oferen er chapel a zo a zioc’h an doare cao ma ema ar feunteun enhi. Jul a bede gant feiz, a greiz he galon ; he vizach a ioa entanet oll ; kemeret e vije evit eun æl.

Ar beleg a ioa oc’h an aoter a evesseaz outhan, ha pa voa echu an oferen, e teuas da gaout ar bugel hag he dad. Jul a ioa ato var he zaoulin, hag ar belek a lavaras dezhan :

— Va bugel, ha c’hoant oc’h eus-hu da veza consacret d’ar Verc’hez ?

— Ia me garfe ervad ! eme ar potrik.

Ar beleg a reas dioc’htu ar beden evit kementse, hag ar bugel, laouen braz a lavaras neuze d’he dad :

— Brema, va zad, ez an da veza pare !

Neuze e tiskenjont d’ar c’hao. Jul a ieaz adarre d’an daoulin dirak skeuden ar Verc’hez, hag en em lakeas da bidi, he zaouarnigou gantha pal ha pal ; an tad ne rea nemet sellet.

Goudeze e savaz, hag e tostajont oc’h ar feunteun. Ar bugel a voalc’haz he c’houzoug hag he gerc’hen. Neuze e kemeraz eur banne dour hag ec’h efaz eul loncat bennak.

An tad a grene o velet he vap oc’h ober ar pez a rea, didrouz, laouen, leun a feiz hag a fizians. Strafuillet oll oa o velet an amprou diveza-ma. Gouscoude ne felle ket dezhan rei da anaout d’he vugel en devoa douetans, hag e kinnigaz eur guign dezhan en eur lavaret : Guel ha te ello dibri brema. Hogen goude beza roet ar guign d’ar potr, e troaz he gein, evit na velje ket penauz en em gemerje ; ar momet diveza a ioa deut, ha meneg a ioa eno a vuez pe a varo he vap.

Ne voue ket pell evit distrei, o clevet Jul o crial outhan gant eur vouez sclear :

— Va zad ! va zad ! dibri a ellan, ha mad e cavan ! m’em boa lavaret deoc’h ! me ioa sur ! m’em boa feiz !

An tad a ioa er meaz anezhan he unan ; he vap a ioa pare, hag hen bete neuze ne grede ket, hag en doa c’hoas beac’h brema o cridi. Gouscoude abouez moustra avoalc’h ec’h ellas respont :

Ia, va map, me vouie avoalc’h ne alle ket ar Verc’hez mancout da rei deoc’h ho coulen. Ha gouscoude ne grede ket avoalc’h. Ar Bugel avad en doa debret diou guign chasun, hag a c’houlenne eun all. An tad a lavaras neuze : Gortozit, Jul, ha pedit c’hoaz ar Verc’hez Santel.

Neuze e redas d’ar chapel evit lavaret d’ar beleg ar pez a ioa digouezet. Ker strafuillet e voa, ne vouie nemeur petra rea na petra lavare. Ar beleg a ziredaz da gaout ar bugel, ha pa zigouezaz, edo Jul o tribi an tam diveza euz he drede kuign. Escop Tarb a ioa eno ive en dervez-ze, a velaz ar bugel hag a glevas gant he dad a be clenvet scrijuz oa pareet ; an oll a rea lid ha stad d’ar potrik, en em laouenea hag a veule Doue abalamour dezhan.

Dont a reaz ive neuze sonch d’an ofiser coz euz he bried. Pebez laouenidigez evit ar vam clevet ar c’helou euz ar burzud-ma ! Kerkent e laca cas dezhi dre an telegraf electrik ar ger-ma epken : « pare ! »

Hogen, goude m’en doa casset ar c’helou, e teuas keus dezhan ; an douetans aioa c’hoaz en he galon. « Marteze, emezhan, an dra-ma ne deo nemet eur vellaennig en eur dremen. » Ne alle ket cridi e voa e guirionez pare he vap.

Ar potrik avad a ioa laouen hag eurus. Dalc’h mad e lavare d’he dad : « Guelet a rit, va zad, eo ar Verc’hez epken a elle va farea, me vouie avoalc’h ; m’em oa hen lavaret deoc’h meur a vech. » Dont a reas d’an hostaliri, hag eno e tebras chasun. An tad en doa avoalc’h da ober o sellet outhan o tibri. Goudeze e teuas en dro var droad da gichen ar roc’hel da drugarecat he vadoberourez. Unan euz ar veleien a ioa eno a lavaras dezhan : han ! potrig, anaoudeg e vezi, ha ne ket ta, e kenver ar Verc’hez mam Doue ?

— Oh ! ar Verc’hez Santel ! emezhan, biken n’he ancounac’hain ! hag e tiskueze gant he zorn skeuden ar Verc’hez hag an Env.

Pa zigoueschont en hostaliri vraz, e Tarb, edo an oll oc’h ho gortoz. An oll a gemere perz en eurusdet ar bugel.

Clenvet ar potrig a ioa padet daou vloaz ha naontek devez.

Neuze e teujont adarre gant an hent houarn d’ar gær ; mall o devoa da velet mam ar c’hrouadur. Houma, ec’h ellet cridi, a ioa el levenez abaoue me devoa bet ar c’helou, hogen pa errujont, ar bugel a ioa skuis maro hag a ieas da gousket ep dibri tam ; ha setu ar vam ankeniet ha nec’het. Sonjal a rea oa bet tromplet pa voa lavaret dezhi e voa pare he map. Antronoz vintin avad e voue dinec’het pa velas Jul oc’h taol o tibri c’hoek ; muia a ioa da ober oa miret outhan da zibri re.

Abaoue, ar bugel a so iac’h pesk. Pareet oa, ne ket a nebeudou, mes en eun taol, ha ne ket bet clanv eun dervez ac’houdevez.

Ar vedesinet a ioa bet var he dro o deus discleriet ne voa ket en ho gallout parea ar bugel-ze, hag ep lavaret crenn e voa eur burzud eno, o deuz anzavet oll e voa eno eun dra hag a ioa dreist gallout ar vouiziegez.

An tad, evel ma on eus lavaret, n’en doa ket a feiz bete neuze, hogen neuze e voue red mad dezhan cridi ; red mad e voue dezhan distrei oc’h Doue ; ha setu an hent en doa kemeret an tad a drugarez evit digeri he zaoulagad d’ar paour kez den-ze a ioa dall bete neuze evit he ene.

Evit Jul a so abaoue devot evel eun ael. Er scol ema, hag e tesk evel ma car, rag studia ha poania a ra a zevri. Ha pa c’houlenner digantha ha caret a rai iviziken ar Verc’hez Vari, e respont ter :

— Oh ia ! a greis va c’halon hag epad va buez !

————