Burzud all a vadelez
En amzer an dispac’h braz, en eur barrez eleac’h ma zoa eur skeuden d’ar Verc’hez respetet bras gant ar gristenien vad, an dispac’herien a lakeaz en ho fenn discar ar skeuden-ze. Hen ober a rejont gant eun hu hag eur jolori ar vrasa, e creiz ar malloziou. Unan anezho, evit diskuez beza guelloc’h potr eged ar re all, a votaz he zeleur en eur puns. Kerkent great ha lavaret ; ar skeuden a voue strinket en eur puns e creiz ar blasfemou hag a bep seurt comzou milliget. Ar jolori gouscoude ne badas ket pell ; an hini en doa aliet da genta ober an torfet, a gollaz ar guelet var al leac’h, hag a voue red he ren dre an dorn evit mont d’he di. Den ne c’hellas miret da zonjal e voa eno eur gentel roet d’an dispac’herien-ze.
Bloaveziou a dremenaz, ar peoc’h a deuaz, hag ar relijion a deuaz ive adarre en dro. Gouscoude skeuden ar Verc’hez a chome e gouelet ar puns, hag an oll dud honest a ioa glac’haret a gementse. Eun dervez person ar barrez a lavaras dezho : « Va mignoned, red eo deomp ober amand henorabl d’ar Verc’hez santel, ha tenna he skeuden benniget euz ar puns eleac’h ma zeo bet stlapet. »
Pephini a gavas mad ali an aotrou person ; laket e voue deiz, ha great gouel en deis-ze.
Oll dud ar barrez a ioa en em zestumet en dro d’ar puns. Ne vanke nemet an aotrou person, hag her gortozet evit comans al labour. Digouezout a reas, mes n’edo ket he unan ; ren a rea dre an dorn eun dall anavezet mad gant an oll, mes n’edot ket o c’hortos he velet eno. Grosmol a zavas, mes ar person a lakeas tevel :
Christenien, emezhan, an dall paour-ze a zo deut d’am zi er mintin-ma, evit goulen diganhen ha diganeoc’h eur c’hras am eus prometet dezhan en hoc’h hano. C’hoant en deuz hen lesfac’h da zicour sacha var ar c’herdin evit tenna skeuden ar Verc’hez euz ar puns-ze eleac’h ma en deus sicouret he stleper brema ez eus dek vloas. Glac’har en deus d’an torfet-ze ; anzao a ra eo gant justis eo bet puniset. Goulen a ra pardon digant Doue, digant ar Verc’hez santel ha diganeoc’h oll, christenien. Lavaret a c’hellan deoc’h ez eo bet pardonet gant Doue ha gant ar Verc’hez ; ho tro zo brema, va breudeur.
— Ia, eme an dall, en eur asten he zaouarn hag en eur vouela, pardon a c’houlennan ! Ne c’hellan mui caout peoc’h ebet ; va c’houstians zo crignet gant ar morc’hed. Me a c’houlen pardon !
— Ia, ia, eme ar bobl, ra vezo pardonet ! Ra deuio ! Ra deuio ! Hag e voue laket dezan en he zorn unan euz ar c’herdin a dlie sacha ar skeuden euz a vouelet ar puns.
An dall eta o veza tosteet oc’h gouzoug ar puns, en em lakeas da zicour sacha. Tud a ioa diskennet beteg ar gouelet evit staga ar c’herdin. Dre chans ar skeuden n’oa ket bet torret. Epad ma he zennet er meaz, en em lekejot da gana al Litaniou. Dont a reaz er meaz ep droug ebet. Pa voue guelet savet da c’horre ar puns, an oll a straclaz ho daouarn gant levenez. Mes eur griaden a voue clevet hag a c’holoas mouez an oll. An dall oa, a ioa en em laket var he zaoulin, astennet he zivrec’h ganthan, hag a grie : Guelet a ran ! Guelet a ran ! An oll en em droas varzu an den dall. Deut oa ar guelet dezan, ha goudeze e vele couls ha pep unan. Heuilla a reaz, ep den d’he ren, ar brosesion adaleg ar puns beteg an ilis eleac’h ma voue laket ar skeuden eleac’h ma edo kent. Sicour a reaz he lacat en he flas, hag e vevas goudeze meur a vloas o veuli hag o renta testeni da vadelezou ar vam a drugarez.