Istor Breiz, 1893/Rann 33
E Breiz-Izel oa maneriou, oa tud vad e difen ar vro ;
Breman penn an daol e veler neb a vire saout ar maner.
(Barzaz-Breiz.)
An dud fidel euz an amzer-ze a ziskuezaz ive eur gouraich vraz er bersekution. Dastumet er prizoniou, na gollent eno nag ho feiz nag ho fisians en Aotrou Doue hag er Verc’hez.
Ar pez a estoun breman ar re a glev ar recit euz an traou erruet en amzer-ze eo ar gontantamant, al laouenedigez, ar peoc’h a oue etouez an dud persekuted-ze.
An dud euz an noblanç, dastumet er prizoniou ha dibourveet euz ho madou, oblijet d’en em servicha ho unan, deuet en eur stad tristoc’h evit hini al labourerien douar, a c’houzanve ho stad truezus gant kouraich, en eur gana hag en em laouennat en eur fœçon honest etrezo. E Karaez oa dastumet assamblez ar famillou Kersaozon, Sant-Luk, Rodellek du Portzik, Tredern, Gouzillon ha kals a re all ; lakeet oant er prizoun gant al laeron hag an dud fall. Bugale vihan an noblansou-ze oe lammet diganto evit o lakaat en hospital Brest. Euz krisder ar republikanet, va mignonet ker, n’em euz lavaret nemet ar virionez. Tadou ha mamou, ma livirit e karit ar revolution, n’anavezit ket he oberou fall. Ar reman en em denne ho unan a goste, gant aoun da drubuilla an dud vad-ze dre ho fresans. An dud persekutet-man oa karet gant an oll dud a dostea outo. Citoianed Keraez o doa kemeret ar resolution d’ho laza oll en eun nozvez ; mœs ar soudardet, karget da zivoal ar brizounerien, o doa kement a admiration evit ho c’houraich hag ho vertuziou, ma na fellaz ket dezo ho lezel en danjer.
Ar soudardet-man eta a ieaz da gaout tud Keraez hag a lavaraz dezo : N’omp ket soudardet avoalc’h evit difen ar brizounerien ; mœz, klevit mad, mar zit er prizoun d’ho laza, ni zeuio ni en ho tyez da laza ho priejou hag ho pugale. Dao mad oe da dud Keraez choum didrouz.
Viktoar Sant-Luk, leanez, a zestume en dro dezi ar merc’het iaouank prizouniet eno, hag e ree ganto he exercisou spirituel. Karantezuz braz oa evit an oll. An dudchentil-ze a veve etrezo evel ma oa bet ho c’hustum pa oant amezeien, o choum en ho maneriou.
Eun tammik koulskoude e kavent diœz kaout en ho zouez tud iaouank na garent ket a vraz ar feiz nag ar roue. Diskuezet oe dezo da genta eun neubeut a zisfizians, ha pa n’em gave unan euz an dud iaouank-ze ganto, a chome an dudchentil mud ha ne oa mui kaoz ebet ganto. Al leanez a reaz dezo kompren e renkent, hep dizonjeal ar brudanç, diskuez karantez d’ar breudeur faziet ; diskuez a reaz he unan ar skuer vad d’ar re all, hag he c’hundu leun a garantez kristen ha ken dudiuz a reaz kement a vad da unan euz an dud iaouank-ze en doa kals a speret, ma zeuaz d’en em gonvertissa.
An aotrou Sant-Luk hag he c’hreg oa kasset da Bariz, neubeud goude, gant ho merc’h leanez, evit beza dibennet. Deuet tost d’ar chaffault e c’houlennaz pignat da genta, hag e lavaraz d’he zad ha d’he mam : « C’hui o peuz diskuezet d’in beva, plijet gant Doue roi din ar c’hras da ziskuez deoc’h breman penaoz mervel. » Peb hini euz ar re oa er prizoun a oa galvet d’ar maro dre al lizeren kenta euz he hano. Maro Robespierre a zilivraz kals euz an dud-ze, deuet dija ho zro da veza dibennet.
An aotrou Alexandre de la Roque-Tremaria, bet medisin pe louzaouer an aotrou’n eskop Sant-Luk, hag en doa skrivet en enor d’an eskop mad-ze evit difen ar feiz hag ar veleyen vad, oe dibennet e Paris, assamblez gant he vreur, kabiten a lestr, ar 26 kerzu 1793, d’an oad a zaou vloaz ha daou-ugent ; merzeriet a oe abalamour ma touge varnezan imaich ar Galon-Sakr, rag an dud fall a ouie o doa bet ar roue hag he famill eun devotion dener d’ar Galon-Sakr.
D’ar 16 a viz here 1793, Rouanez ar Frans a bignaz d’he zro var ar chaffault. Hi oa ker kalounek ha ken deread dirag ar maro, evel ma zoa bet epad he buhez. Krizder ar Republikanet na zellaz na deuz ar renk, na deuz ar reiz.
Na deuz al lezen, na deuz guiriou ar Rouanteleziou etrezo.
Pa oa var an tron, e oa tamallet e faoz gant an dud fall ; hi a gemere eur soursi vraz euz he bugale. Dirazi vije gret skol d’ezo ho daou ; ar chagrin hag ar glac’har a goueze ken aliez var he c’halon na vire ket outi da gelen ar vugale baour-ze, kaout a ree frealzi d’en em gavout ganto. Eur galoun tener oa kaloun ar Rouanez, hi a garie ar beaurien, ar re o doa da c’houzanv er bed-man. Louis XVI, barnet evel Roue, oa bet kasset d’ar chaffault en eur c’har-aotrounet ; an intanvez barnet evel ar citoianezet-all oa kasset d’ar maro en eur c’har-labour, azezet var ar c’hoat kalet. Mari-Antoinetta oe guisket e guen evel merzerien amzeriou kenta an iliz ; he daouarn ereet a dreon he c’hein. Seder, kalounek hag a zelle sioul ha gant truez euz ar moustr braz a dud a oa en dro d’ezhi. Ar prenestou, an doriou oa sarret kloz. Eur vam kouskoude a zavaz he bugelik a bouez he divreac’h, hag ar c’hrouadurik o veza saludet ar Rouanez, a vouichaz d’he zornik hag he astennaz tram ar Brinsez. Mari-Antoinetta oe tenereet he c’haloun gant allazik ar c’hrouadurik hag an daelou a veuzaz he daoulagat. Ty-ker Paris en doa dastumet merc’het mezvez ha divezdet, bonedou-ruz var ho fen, guisket gant truillou evit insulti ar re kondaonet d’ar maro gant tribunal didruez ha disleal ar revolution. Ar merc’het-ze a c’houlenne goad ar Rouanez hag a reent dezhi hanoiou euzuz. Ar c’homerezet-ze a oant galvet lipouzezet goad ar guillotin.
Mari-Antoinetta a jomaz Rouanez er prizoun, Rouanez var kador-plouz, kolc’het kolo, ha skaon ar prizon. Chom a reaz Rouanez var ar c’har-labour he c’hasse d’ar chaffault. Sellout a ree euz ar bobl evel m’an dije lavaret : Va foaniou zo var ho zermen ; ho re-c’hui, siouaz ! a zo o komans !! Digouezet var ar blasen, e lec’h ma doa redet goad Louis XVI, pignat a reaz heb aoun ebet var ar chaflault ; sellout a reaz ouzh e falez gueichall ; pidi a reaz a greiz kaloun ; sevel a reaz he daoulagat etrezek an env, hag en or drei euz ar bourreo : Hastit-a-fo, emezhi ; hag a resevaz an taol kontel a droc’haz dezhi he fenn hag he buhez.
Habit karmez Mari-Antoinetta, lamet diganti ha diskuezet dirag ar varnerien fall, oa livet gant an dorn, eur galon-sakr oa ive merket varnezan gant ar groaz, ar gurunen-spern hag al lans ; hag en dro ar c’homzou-man : Kaloun-Sakr, ho pet truez ouzomp !
An aotrou Raguenes, bœlek iaouank, kure Landudek, kichen Kemper, oa deuet d’en em guzat e parrez Krozon e lec’h a oa ganet, hag eno a sikoure ar bobl fidel gant an aotrounet Balkon ha Meilars, hag a ziskueze kals a gouraich hag a feiz. E miz ebreul 1794, daou zen euz ar barrez-man (na ve lavaret ho hanoiou kasi morse gant tud Krozon) a zeuaz da c’houlen, digant ar mær, soudardet evit ho sikour da baka an aotrou Raguenes kavet ganto e Goandour.
Mont a rejont var eon d’ar gerik-se : kuzet oa an aotrou-ze e ty Kerinek ar merour. Ar soudardet a zeue en dro, heb beza kavet an hini a glaskent, pa dremenaz en ho c’hichen eul labourer iaouank gant he venvek var he skoaz o vont d’he labour. Cetu aze ar bælek, eme an traitour, cetu hen o tont.
Ar soudardet o doa c’hoant d’he lezel e peoc’h. Mæz an traitour a lavaraz dezo : Me zo sur heman zo eur bœlek, sellit euz he zaouarn, guennoc’h int evit daouarn al labourerien.
Pa oa klevet er vorc’h Kraon pe Krozon, e oa paket an aotrou Raguenes, e savaz eur c’hri truezuz ; goulen a reaz antreal e ty he vam evit kemer eur boutou lær. Pa dremenaz evit mont da Gastellin, var droad, etre ar jendarmet, e oa heuliet gant tud a boke d’ar plas ma oe merket roudou he dreid.
Barnet oe e Kemper gant hast. He vam oa eet dy evit konsoli he mab ; da zevez he varo hen a supliaz he vam da vont en dro da Grozon evit na zeuje ket beteg ar chaffault. Marie-Jeanne Leskivit a guitaaz-ta Kemper d’an devez terrubl-ze, ha pa oa deuet e kichen Kreac’h-mac’h e klevaz ar signal euz ar guillotin ; neuze en em daolaz var he daoulin, hag o sellout etrezek an ee a seblantaz dezi guelout ene he mab o pignat en envou ! Na lavaraz ket eur preæpos epad an hent, deuet oa an noz araok ma oa erruet e Krozon ; den na grede interroji ar vam baour-ze. Na vouelaz ket, lavarout a reaz ar pedennou euz an noz, gant eur vouez ferm, mæz pa oa o lavarout an De profundis evit Gabriel he mab ker, a reaz da anaout da oll dud an ty, dre he daelou hag he ran-galoun en doa ar merzer peur-aichuet he sakrifis.
Er miz araok, er memez blavez 1794, e oa bet barnet an aotrou Riou, person Lababan. Ar presidant, en doa gret he studi gant an aotrou Riou, a fellaz dezan e savetei. Lavarout a reaz dezan : Aotrou Riou, c’hui peuz tri-ugent bloaz, rak c’hui zo kossoc’h evidoun-me. Ar bælek a ouie ne vije ket lezet dibenna ar re o doa tri-ugent bloaz, a respountaz koulskoude hervez ar virionez : N’em euz ket c’hoaz tri-ugent bloaz, tri miz a vank din. Pa oe pignet var ar chaffault a lavaraz d’ar bobl : Tri dervez kaer em euz bet em buhez : hini va c’hommunion genta, an devez ma zoun bet beleget, hag heman eo ar c’haera pa hellan skuilla va goad evit va Doue. Dibennet oe e Kemper, merzer euz ar feiz hag euz ar virionez.
Er miz ebreul ive euz ar bloaz 1794, oa guillotinet e Lannuon an aotrounet Lajat hag Ar Gall, oajet unan euz eur bloaz ha tregont, hag egile euz pemp bloaz ha tregont. Ar veleyen-man oa degiset, hag en eur ober van da brena stoup, a ieent euz a ger da ger, euz a dy da dy, hag e kavent evel-se ar voyen da rei ho sakramanchou d’an dud fidel. Diskuliet oant abalamour d’eun eured o doa gret ; kavet oant e ty an introun Taupin e Landreger. Kondaonet d’ar maro, an daou verzer, o vont d’ar chaffault, a gane litaniou Jesus, hag ar Miserere. An Aotrou Ar Gall oe dibennet da genta ; an aotrou Frances Lajat o velout korf he gonsort leun a voad, a bignaz buhan var ar chaffault, o sonjal prezek d’ar bobl ; ne oa ket lezet d’hen ober ; pa velaz na helle prezek, a zavaz he zorn da rei he vennoz d’an assistantet.
An introun Taupin oe kasset da Landreger evit beza dibennet dress dirag he zy, lakeet oe var ar marc’h oa stag euz ar c‘har a zouge ar guillotin toum c’hoaz euz goad an daou vælek-ze. Var an hent en em gave ty Lajat, tad ar bælek ; an den koz oa kasset gant ar soudardet da sellet euz ar guillotin en doa lazet he vab ann deiz diaraok. An dud fall-ze oa ker kriz evit tud an aotrou Lajat, ma gollaz he vreur iaouank he skiant-vad var an heur, kement a chagrin a gemeraz.
Maro an introun Taupin a lakeaz kanv ha tristidigez en oll vro. Daou vælek all oa kuzet en he zy, mæz be o doa an eur-vad da dec’hout abred avoalc’h. An aotrou Lannier, superior euz ar seminer, oa unan anezo ; divezatoc’h oa prizouniet ive, ha pa varvaz Robespierre oa lezet da zont e meaz ; mez an aotrou-ze renkaz rei he c’her da zistrei pa vije galvet, ha na vankaz ket d’he ober, pa oa deuet an amzer ; mæz an eil gueich na choumaz ket pell er prizoun.
Evel an aotrou Lajat, kure Lehon, kichen Dinan, a dremene dre ar c’herriou gant eur banerat viou out he vreac’h, hag a ie kichen dor an tyez en or ioual : Cetu viou, piou an do viou ? An dud vad a ouie petra oa ar c’homzou-ze hag ar bælek mad digemeret e kuz a zeue d’ober badianchou, eureujou hag a roe ho sakramanchou d’an dud fidel, goude beza lavaret dezo an offeren.
Eun den koz euz a barrez Tregrom, hanvet Ar Roue, oa kondaonet d’ar maro evit beza kuzet beleyen en he dy. He vab, Per Ar Roue, a c’houlennaz beza dibennet e plaç he dad ; guillotinet oe an den iaouank-ma var ar blacen Plouaret. An oll a vouele var ar maro truezuz-ze. An den-man oa demezet, hag en doa eun tyad bugale vihan. Evel-se ive Mathurin Bouthier, bælek euz a eskopti Naonet, o veza klevet e oa lakeet he vreur er prizoun abalamour dezan, a zeuaz dioc’h-tu euz al lec’h ma oa kuzet, d’en em offri d’ar maro e plaç he vreur.
E miz gouere 1791, person Guiskriff, o veza bet an eur-vad da dec’hout euz a Giberon, oa deuet en dro d’he barrez. Eun devez ma lavare an offeren evit an dud lazet e Kiberon, ha ma oa kals euz he barrossianiz en dro dezan, d’ar mare ma c’horree ar c’halir, a gouezaz d’an douar lazet gant tennou fuzil ar republikanet. Daou zen hag eur vaouez oe lazet assamblez gantan.
Lod ac’hanoc’h, marteze, eme neuze Iann ar c’honter d’an dud euz a Geranna, a gavo e choman re bell da barlant euz amzer ar revolution ; ha lod all, marteze, a gavo nem euz ket lavaret avoalc’h, abalamour n’em bo ket kountet ar pez zo digouezet en ho farreziou. Evit ar reman, me lavaro dezo : Penaoz kounta ar pez na ouezan ket, ar pez n’em euz ket klevet, na guelet. D’ar re genta a respountin : Pardounit d’an dall koz da veza n’em arretet kement a amzer da gounta ar pez en deuz guelet en amzer guella euz he vuhez, hini he iaouankis,