Mont d’an endalc’had

Istor Breiz, 1893/Rann 31

Eus Wikimammenn
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 627-667)



KENTA NOSVEZ HA TREGONT
————

Ho croaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb lec’h,
Ha croaz ar guillotinerez zo savet en he lerc’h.
Bemdez e veler ho peleien eveldoc’h var ar C’halvar,
Var ar chafot o stoui ho fen, o pardouni d’an douar.

Er Morbihan oa en em zastumet an darn-vuia euz ar Vretoned pa na felle ket dezo mont d’an armee. E Franç ar Vendee en he bez a gombataz evit ar Feiz hag ar Roue. Er Finistère, an tenna d’ar sort a oa merket evit an 19 a viz meurz 1793 ; ar billejou oa devet, an daoliou taolet kuit gant paotret Leon. Kanoliou oe lakeet dirag an iliz-veur. Ar mamou, an dud koz a heulie an dud iaouank. An hostaluriou oa leun a dud divar ar meaz, karget ho fuziliou ganto. Lazet oe ar mær ; paotret Leon a denne dre ar brenestou ; unan euz ar re huella euz an officerien oa lazet ; mœz ar jeneral Kanklaux a zalc’he mad ; ha da oe d’ar re Leon dont e meaz euz ar ger. Pa oant erruet var pont Keriduff, diou leo euz Kastel-Paol, ar republikanet oe var ar poent da veza trec’het. Mœz, allaz ! dont a reaz d’ho sikour soudardet euz a Lesneven.

Ar jeneral Kanklaux en doa ordrenet d’he soudardet skei gant ar mær ken he oa dija lazet ; gourc’hemen a reaz ive dezo en em deuler var ar baysantet, a benn-herr, ho baionnettez e beg ho fuzil, beza didruez ouz an oll ha diskar d’an douar muia ma helchent koz ha iaouank, goazet ha merc’het. Lod euz ar Vretonez a dec’haz dre hent Plouenan, lod all dre hent Roskoff ha Santec ; an darn-vuia a dec’haz dre an hent braz a iea euz a Gastel da Verven. Kanklaux a zeuaz var ho lerc’h. Neuze an aotrou Kerbalanek euz a Blouvorn en em lakeaz e pen ar baysantet Gourc’hemen a reaz d’ar re n’ho doa ket a fuziliou mont buhan araog ; ha lakaat a reaz ar re oa armet d’en em guzet a dreon ar c’hleuniou, da denna var ar soudardet pa en em gavent azindan tenn.

Kasset oa kelou d’an oll barreziou a dro-var-dro d’ar goazed iaouank dont d’ar vorc’h Plougoulm d’en em glevout evit ar gombat. Paul Inisan euz a Lanzeon a ioa e penn Ploueskadiz, Guineveziz, Lanhouarniz, etc. Per Prigent a Vitevede a oa e pen tud he barrez. An aotrou Kerbalanek oa mœstr var ann oll, outan a renke an oll senti. Ne deaz e guele ebet epad an noz, kemeret en doa eul loan hag edo var vale beteg an deiz. Guelet on deuz dija e oa an aotrou Parcevaux er prizoun abaoue 1791. Penefe e vije bet eno ive. An aotrou Kerbalanek a lakeaz tud a vanden, a dreon ar c’hleuniou, hag a lavaraz dezo dont en dro davedan goude tenna var ar re c’hlaz. An emgann a gomansaz evit mad e Pont Kergidu, diou leo euz Kastel-Paol. Ar Republikanet oe var ar poent da veza trec’het, maz allaz ! dont a reaz sikour dezo euz a Lesneven ha neuze meur a baotr-ter a gouezaz er fouss. Kanklaux en doa roët c’hoaz urz d’he zoudardet da zont var ar Vretoned, ho baionnettez e beg ho fuziliou. Skoit, a dreuz ar baionnettez, eme an aotrou Kerbalanek : « Evit ho Toue, ho Roue hag ho Pro ; kaloun eta paotred Breiz ha dao dezo. » Plougoulm, Kleder ha Sibiril oa kondaonet evit an dra-ze da baea muioc’h a zroajou ; hag abalamour d’ar baotret iaouank-ze c’hoaz, Plougerne, Plouneventer, Ploudaniel, Guisseny ha Kerlouan a beaz 20,000 liour etrezo.

Epad emgann Kergidu ar merc’het a reaz eur vad vraz d’ar Vretoned ; mont a reant e kreiz an tennou da gemer ho zud gouliet, d’ho digas ganto a gostez evit ho damanti. Beleyen oa ive etouez ar Vretoned hag a rentaz dezo ar guella servichou mad. O pegement a vad a ra da galon eur c’hristen kaout eur bœlek da bardoni dezan he bec’hejou. Guelet ar veleyen en ho zouez a rea kaloun d’ar Vretoned da gombati startoc’h. N’oun ket evit mirout da gonta deoc’h c’hoaz ar pez a gont ker brao an aotrou Inisan. Goude emgann Kergidu diou blac’h iaouank euz a Arvor-Gleder a iea da louzaoui daou zen iaouank a Bloneour-Drez kouezet er gombat ; pemp pe c’houerc’h soudard a gouezaz varnho, araok ma o doa gellet mont beteg eun ty, c’hoant ganto da beuraichu laza an dud iaouank-ze. An diou blac’h iaouank a lakejont an daou c’hlazet var an douar ; hag unan gant eur forc’h, eben gant eur peul, en em lakejont d’en em ganna a vad a enep ar soudardet ; hag er reont ker mad ma hellaz daou-ugent bennag euz ar baysantet dont da lakaat ar soudardet kriz-ze da dec’hout.

An aotrou Breton, person Sibiril ha Kerangueven euz merouri Kerouzere, o veza bet var var da veza lazet gant ar soudardet, en em gusaz a dreon ar c’hleuniou, pa veljont eur republikan all o tont varn’ho. Deomp, eme an aotrou Breton ha treuzomp ar ganol ; enn tu all a vo eaz deomp kaout eun tam kuz. Eur veach m’oa tremenet ganto ar ganol, ne glevent trouz ebet. Chom a reont a za hag e sellont var ho lerc’h ; ar soudard republikan oa bet re verr he lamm evit treuzi ar ganol, hag e oa kouezet ebarz, mont a rea da veuzi. Deomp d’hen tenna alesse, a lavaraz ar bœlek. An daou Breton hen denjont er meaz gant kalz a boan. Digeri a reaz he zaoulagad hag e chomaz mantret, o velet en he gichen ar re en doa c’hoant da laza ne oa ket eun hanter-heur c’hoaz. An daou-man her lezaz, hag a ieaz kuit. Ar soudard o velet anezo o vont enn ho hent, a zavaz he benn da zellet outo, mœz ne lavaraz ger ebet.

E Guenet, oa lazet paotret iaouank a zouge var ho zok paper pe eun tam lien guen evit cocarden. Ma ne vije ket kavet e ty he dud an den iaouank klasket evit arme ar republik, devet oa an tyez, al loenet hag an ed. Lazit kement den a glasko sevel ar pavillon guen, oa lavaret dezo.

Mistri ar Republik e Guenet a lakeaz ar garde nationale da laza a daoliou fuzil ar baysantet a reüze tenna d’ar sort. Ar re-man n’ho doa ken armou nemet ho birjer. Kant hag hanter kant oant lakeet er prizoun. Pe seurt sonj o peuz ? oa goulennet diganto. — Pa n’euz mui na Roue, na lezen, na beleyen, ni fell deomp kaout krog gant an Nation. Perag kass ac’hanomp pell euz hon bro ? Mar d’eo red mervel, koulz mervel aman en hor bro. Cetu an doare ma lakee ar baysantet kalounek-man ar mistri-ze da ruzia euz ho c’hundu fall. Ar pez en doa lakeet ar baysantet da gaout kassoni euz ar Republik oa an dismegansou gret gant ar Republikanet d’ar veleyen vad. Pa n’euz ket mui mistri mad, eme ar baysantet, ni en em zavo en eun taol a enep ar Republik. Ar republikanet e Frans o deuz e peb mare, beteg vreman, diskuezet kounar ha kassoni diouz ar veleyen vad. Gras dezho da zont guelloc’h. Beteg hen, ral eo guelet e Frans eur republikan chomet christen mad beteg ar maro. Peurvuia koulskoude ar gristenien gross-ze n’ho deuz ezom euz ar relijion nemet var ho zremenvan. Eur gouarnamant hag a ra brezel d’ar relijion katolik, a ra lezennou evit mirout euz tud eur vro da heuil ho relijion, a zo eur gouarnamant kondaonet. Mar fell d’ar Republik chom e Frans, a rank dont Republik katolik. Gensonne ha Gallois, daou komisser fall deuet evit lakaat ar Vendee hag ar Vreiz da senti euz al lezennou nevez, a skrive da Baris e kavent o dije ar baysantet sentet kentoc’h, ma na vije ket bet heskinet ar veleyen vad.

Paysantet ar Morbihan a gerzaz var ar Roc’h, Rochefort, Redon, er c’herriou tro-var-dro beteg Pontivy ; eno e kemerjont eur pez kanol d’ar 15 a veurz 1793. Aben tri pe pevar devez ar baysantet en em savaz en eun taol a enep al lezennou nevez, er pemp departamant euz ar Vreiz. Ne ket an noblans a lakeaz an dud divar ar meaz da ober ar brezel, ar baysantet eo a ieaz da glask an noblansou en ho maneriou evit ho hencha d’ar brezel. E miz fever 1791, paysantet Sarzeau hag ar barreziou var dro oant deuet dija da glask evit ho komandi an aotrou Francheville, bet offiser var vor, deuet koz, goloët a c’houliou ; mœz leun a nerz hag a galoun en despet d’he oad braz.

Cetu aman darn euz eul lizer a skrive eur chouan breton d’ar republikanet kriz-ze :

« Neket evit kombati tud hor bro omp en em zastumet assamblez. Ne deo nemet evit ober deoc’h selaou hor c’hlemou disprijet ganeoc’h ken liez a veich. Na gemerit ket an oll dud iaouank evit ar brezel. C’hui lavar an enemiet a glask dont er vro. Mar teuont, ni en em zivoallo mad, ni a gombato gant kaloun. Rentit deomp da genta hon ilizou, hor beleyen mad, bet int bet atao evidomp tadou ha mignoned ; goude oll, rentit deomp-ni hor roue, rag n’ententomp ket ar republik. Ar garantez evit ar feiz hag ar guir liberte eo a gundu ac’hanomp. Selaouit hor pedennou, ha ni zeuio da veza breudeur evidoc’h. »

Ne oa ket gret a respount d’al lizer-ze : ar brezel a zeuaz goassoc’h evit kent.

Ar re zo bet ar re vella er brezel-ze eo potret ar Vendee : ho hano zo meulet ha brudet en oll broiou euz an Europa.

Kathelineau, marc’hadour gloan var ar meaz, ha labourer douar, oe lakeet ganto da gommandi, ha ker mad oa en he vuhez, ha ker stard d’ar vertuz ha d’ar relijion, ma zeo bet galvet Sant an Anjou.

Leskur, denchentil a gombate assamblez gantan, oa galvet Sant ar Poitou.

Bonchamps, d’Elbee, La Rochejacquelein ha kals a dudchentil all, a gombate gant ar baysantet kalounek-ze, ho hanoiou zo skrivet e kaloun an dud vad.

Etrezo ne oa ket a gassoni enep an adversourien ; paotret ar Vendee a ouie pardoni d’ar muntrerien, beza christenien vad ha leun a gouraich er gombat. Desket o deuz d’ar bed oll peger kaer eo da eur bobl kaout eur feiz kre hag eur galoun vraz. Dalc’het o deuz pen, epad an oll revolution, d’an dud fall-ze o deuz laket da blega dindanho an nemorand euz ar Frans.

Ne oa ket pell goude maro ar roue, ma zavaz trouz etre he vourrevien ; eur rumm a felle dezo laza an oll dud pinvidik er rouantelez, eur rumm all na c’houlennent ar maro nemet euz an dud a iliz, hag an duchentil hebken ; hag ar re-ze na glaskent ket kaout eur republik, mœs kaout Filip Orleans, leshanvet Egalite, evit beza ho roue. Ar reman a gollaz er jeu, ha neuze ne oa fin ebet d’al lazerez e Paris, hag e kals a guerriou. An amzer-ze zo galvet e gallek la Terreur, e brezounek, amzer ar spount.

E Pariz en eun devez oe dibennet eur c’harrad marc’hadourien euz a ger, tregont anezo. Eun devez all anter kant den, etrezo eun den gouiziek meurbet, an aotrou Lavoisier. Rag, emezo, ar Republik n’en deuz ket ezom a dud gouiziek. Dibennet e oe ive eun den iaouank a ree guerziou kaër, André Chénier : araok mervel a skoaz var he dal en or lavarout : m’em boa koulskoude eun dra bennag aze. Ar Republik na garie ket an dud a skiant.

Ar Vendee oa lodennet dre verouri, an eost vije lodet etre an aotrou hag ar merour ; bemdez en em gave kenvret an aotrounet hag ho verourien, ha setu tud mignonet etrezo. An eil hag egile o doa nec’hamant pa vije eost fall, ha laouenedigez pa oe eost mad. Merouriou eur c’hastel oa en dro dezan hag ar verourien oa evel lod euz tud tosta an aotrou. Paysant ha denchentil a veve tost da vad er memez giz. An aotrou na vanke ket mont da vadiziant, na da euret he verour, ha pa varve a ie d’he beziat. He guzulier hag he alvocad oa en he afferiou, silaou a ree anezan en he joaiou hag he frealze en he c’hlac’har. An aotrou na gemere ket he lod en he bez, pa oa re fall an eost, presta a ree d’he verour arc’hant hag ajou pa oa bet goal vloavez. Lakaat a ree anezan da azeza dioc’h he daol, hag he serviche he unan pa zeue ar merour d’he visita. Ma oa eun den klanv er verouri, oll tud ar c’hastel a rede dy. Breman c’hoaz ar giz zo evel-se gant noblans ar Vendee evel gueich all gant ar Batriarchet.

Abaoue oa deuet ar c’helou a renke kaout ar Republik 300,000 den iaouank d’hen difen, paotret ar Vendee na fellaz ket agren tenna d’ar sort. Mar renkomp mervel, marvomp enn hor bro kentoc’h evit mervel en diaveaz, ha difennomp mad hor relijion.

Deuit d’an tenn pe viot lazet, a lavare an 10 euz a viz meurs 1792 da baotret iaouank Sant-Florent, komiser ar Republik en eur diskuez dezo eur c’hanol karget a goz hernez. Guelloc’h deomp mervel emaint-hi. Eun ten kanol zo tennet var an dud iaouank kalounek-ze. Ar re-man en em daol var ar pez kanol hag a lakeont ar soudardet da gulat, a daoliou baz. En or zont en dro er ger a gavchont var ho hent, Kathelineau a dorloë he vara. Ahanta, paotret, emezan, ret eo ober ho sonj a zevri, ar pez o peuz bolc’het a renk boza kendalc’het. Ar baotret iaouank en em gelc’haz en dro dezan. « Ret eo klask an dudchentil d’hon hencha, mar hon euz kalon evelto, gouiezekoc’h int. » Kalz euz an dudchentilet-ze a renkaz hencha ar baysantet d’ar brezel, en despet dezo soken. Kathelineau oe lakeet er pen kenta, daou-ugent euz he gerent oa assamblez gantan.

Danvez an Iliz hag ar vesseliou sakr teuzet a tlie, e lavaront, prokuri d’ar vro 800 milion ; daou c’hant hebken a zeuaz d’ar Republik. Ar rest oa dalc’het e godelou ar republikanet, ho zreid a glebient er goad hag ho daouarn a leuniont gant an arc’hant dastumet er sic’hier. Aliez ne vije abek ebet evit kondaoni an dud vad d’ar maro, nemet ar c’hoant o doa tud a netra, da gaout danvez ar re penvidik.

Var blacen ar c’herriou vije ar chaffault savet, hag ar goad bemdez o redek. An dud fall a gemere evito danvez ar re vije lazet ; ha Danton, unan euz ar re voassa, a c’hounezaz evel-ze daouzek mil liur rent en eur bloavez. Robespierre oa neuze mæstr e Paris : ar re oa er c’hargou diagent oa dibennet pe lakeet er prizoun. Neuze oa lazet an dudchentil abalamour oant tudchentil ; ar beorien oa lazet abalamour o doa lavaret na garient ket ar re c’hlaz, evel-ze oa hanvet ar republikanet gant ar bobl. Merc’het iaouank oa dibennet abalamour na felle ket dezo dimizi gant republikanet ; groagezet abalamour ma recevent kelou euz ho friejou divroet.

D’ar 15 a viz gouere 1793, district Lesneven, poulzet gant ar re falla euz a ger, a lakeaz ar Garde nationale, daou-ugent den anezi, da vont da gemerout kastel Kerjean difennet gant diou itron koz, koz, itronezet Koatanscours ho havo. Ahanta, paotret, ha neket beza sur da c’houniz, mont daou-ugent a enep diou vaouez kabac’h !! Nag enoruz ar c’hounit-ze evit ar Frans !! Digasset oant e kastel Brest ha kondaonet d’ar maro, abalamour na garient nemet an noblans, hag a gomzent a enep ar c’hrimou, al lezennou fall hag an torfejou a lakeent al lezennou-ze da ober. Dibennet oant e Brest d’an oad a 65 ha 70 bloaz e miz kerzu 1793. An hini a skriv traou evel-ze a gav diez braz en ober. An aotrou Tersek, prokulor e Lesneven, en doa klasket savetei ho buhez dezo ; deuet oa evit-ze beteg en diabarz ar prizon ; mœz an itronezet-man a zrugarekaaz anezan en or lavaret e oant laouen dre ho maro kriz da c’houniz kentoc’h gloar ar baradoz !!

An aotrou Tersek a brenaz kastel Kerjean, hag e oa var var da goll he vuhez abalamour da-ze ; mirout a reaz an danvez hag he rentaz d’an heritourien pa gavaz an tu. Donze-Verteuil, klasker tud evit ar guillotin, en doa araog furchet e peb lec’h euz ar c’hastel hag a gemeraz an arc’hanturi hag an traou preciussa. Pegen dishenvel an daou zen-ze !!

Renan Nouvel, unan euz a Blovalannek, oa lakeet er prizoun abalamour oa bet guelloc’h dezan koll he zanvez eget senti d’ar republik ; ar c’hreg Keruzek oa paket ive abalamour ma ziskueze laouenedigez pa zeue beac’h d’ar republikanet ; Joseph Sillart, abalamour en doa savelet buhez eun denchentil en eur ziskuez d’ar zoudardet he boursue an hent kontrol ; re all abalamour oa kavet varnezo kroaziou, chapeledou, hag ispicial imaichou euz ar c’halonou sakr a Jezus hag a Vari.

An aotrou Lamarzelle, euz ar Morbihan, yountr d’an depute pe kannad er gambr e Paris zo maro var ar chafault dibennet abalamour oa bet gret prizonier o kombati evit ar relijion. Eur yountr all d’an aotrou-man a zo maro e Fouger, gouliet e meur a gombat evit ar feiz hag ar vro.

Arme ar republikanet oa bet trec’het ken aliez gant paotret ar Vendee, ma vanke peb tra necesser d’ar zoudardet : n’o doa na dillat, na fuzil, na guele, na boutou. Peb parrez oa neuze oblijet da fourniss d’ar republikanet ar pez a vanke dezo. Peb parrez a dlie fourniss c’huerc’h marc’h evit an arme; ma na oa ket a gezek eni, e oa red dezi prena en eur barrez all. Ouspenn-ze oa red rei kerc’h evit magadurez ar c’hezek-ze epad eur bloaz. An hini en doa eur marc’h evit he blijadur a renke hen rei d’ar republik pe autramant vije lammet digantan. Difennet oa neuze prena pe guerza fuziliou.

Ar merc’het a renke ober ar rochedou, chupennou evit ar zoudardet heb peamant ebet.

Ar c’here a dlee rei peb deg devez pemp rum boutou lær evit an arme. Ia, beac’h oa neuze var an dud ! Ouspen-ze, kemeret oe arc’hant tud ar Finistère tost da bevar million. An hini en doa pemzek mil liur rent a dlie pea c’huerc’h kant ouspen ar guiriou. An dra-ze ne oa ket avoalc’h ; eul lezen a ordrenaz disklæria d’ar gouarnamant an oll zouar euz ar vro ; ha var al lezen-ze oa merket a dlie al labourerien hag ar vicherourien ho eost, ho frouez, ho micher d’ar gouarnamant.

Skuiza a ra eun den o kounta kement a draou trist ; na hellan ket lavaret c’hoaz pegement a boan a c’houzanve neuze al labourerien ; ar republikanet na oant ket skuiz oc’h ho merzeria. Tud divar ar meaz, a lavare ar re-ze c’hui zo re euruz o choum er ger e lec’h mont d’ar brezel evel ar re all. C’hui zo oblijet da vaga ar re a zifen ho traou ha dalc’hit sonj n’o peuz netra deoc’h oc’h unan, ho tanvez zo d’ar republik ; hi e deuz roet deoc’h ho eost : lod evidoc’h, ha lod evit ar vro ; n’ho peuz ket a vir d’he zispign evel ma blij ganeoc’h, mæz er fæçon ma plijo ganeomp. Neuze oa gret lezen ar maximum ; peb hini a dlee disklæria d’ar republik an ed hag an oll draou en doa da verza. Lod ar republik oa kemeret etouez ar guella. Ar merour na helle guerza he ed er marc’had, nemet da eur pris merket dre avans. Peb ozac’h neuze a guze he ed guella ma helle, ha na felle ket mui da zen dont d’ar marc’had.

En amzer-ze an aotrou Balkon, o veza bet galvet da zont da velout eun den klan e borc’h Krozon, e tro mare kreisde, oe pedet gant tud an ty da choum da zibri ganto.

An aotrou-ze a vije aliez o rei ho sakramanchou d’an dud fidel ; guisket evel eur pesketour, ne oa ket anavezet gant an oll evit beza eur bœlek. Pa oa oc’h taol, eur plac’h iaouank a zeuaz en ty en or redek, o lavarout : Setu ar soudardet o tont da glask ar bœlek. Greg an ty a reaz d’an oll tevel, hag a lavaraz d’ar bœlek pignat en eur gabinet varlae ; digemerout a reaz mad ar soudardet hag ho c’hassaz deoc’htu da velout an ed er zolier ; kontant ma helle, en eur goll lod euz he ed, savetei buhez ar bœlek. Evit guir, ar soudardet a brizaz an ed, hag epad ma oant oc’h ober ar pikorec, an aotrou Balkon, o veza taolet he voutou, a lammaz dre ar prenestr e meaz, hag hen o redek tram ar mor, en em guzaz prount etouez ar c’herrek.

Tri labourer euz a Loperhet n’o doa ket kasset an tri sac’had ed goulennet diganto evit ker Landerne, paket oant gant ar jendarmet, ha laosket er prizoun ken o doa roet an hanter muioc’h a ed. Digant parrez Lok-Eginer oa goulennet tregont guele. An dud a Lok-Eginer n’o doa ket gueliou euz ar seurt oa goulennet, hag e oa ret dezo pea evit ar gueliou e hostaluriou Landerne.

Ar revolution na helle ket choum a za goude eur seurt kommançamant. Distrujet oe an nemorand euz ar relijion gouzanvet beteg neuze.

Ar veleyen fall oa neuze lakeet er prizoun kouls hag ar re all. Kaer o doa goulen ho guir, ha lavarout o doa gret an oll drouk goulennet diganto, ne oant ket selaouet, hag o doa an enor da veza ive persekutet evel ar veleyen vad. Torret oe imaichou ar sent, mein an aoteriou ; meur a iliz oa lakeet da varchossi.

Da vouel sant Kaorintin, e blavez maro ar roue, Dagorn hag Herault, republikanet fall ha galloudek, a zeuaz er gathedral gant soudardet ha merc’het kollet. Terri a rejont mean an aoter. Paotredigou, desket ganto, a daole lagen ouz ar sænt, ar merc’het a gemere dantelez an aoteriou evit ober bonedou ; hag eur c’hreg maleuruz a reaz eur boned voulouz d’he mab hena, gant ar golo voulouz euz ar vessel sakr. Neuze oa digoret an tabernakl, taolet an hostiou sakr var an douar, ha gret traou mezuz a refuz va ginou disklœria deoc’h. Oh ! braz e bet trugarez an Aotrou Doue pa n’en deuz ket konfountet ar ger maleuruz-ze hag ar rouantelez oll ! Rag e peb lec’h neuze oa dismantret an ilizou gant ar memez blasphemou ha sakrilaichou. Goude-ze an traou sakr oa taolet var ar blacen ha gret oe eun tan braz ganto. E Kemper eun ofisour maleuruz a choumaz da diza an tan epad ma tanse ar re all en dro, ouz zoun ar biniou. En devez varlec’h a varvaz an ofisour-ze ; hag an dud a velaz eno ar bunition euz he dorfet. Tud fall e Paris a viske guiskamant ar veleyen hag a zanse guisket evel-ze eun dans fall hag euzuz hanvet la farandole pe la carmagnole.

Ne hellet ket ken dougen hanoiou ar sænt, hag e lec’h beza galvet Iann, Per ha Paol, buzage ar republikanet oa galvet Kaius, Brutus, Scevola ; Pont-Abbad, e kichen Kemper, oe galvet Pont-Marat, hano unan euz ar re falla euz ar republikanet ; Ponte-Kroaz oa hanvet Pont-Libre ; Kemper oe galvet Ker-var-Odet ; hag ar brezounek oe disklæriet eul langaich fall.

Ar Vreiz hag ar Vendee oa ive reputet ar broiou falla gant ar republikanet. Neubeut a dra a lavaran deoc’h euz ar Vendee, abalamour em euz avoalc’h da gounta deoc’h ar pez a zigouezaz e Breiz.