Istor Breiz, 1893/Rann 29
Allaz ! er bed-ma zo kaon, ha daëlou, ha glac’har
Koz ha jaouank zoug ho c’hroaz var lein menez Kalvar !
Meur a Francizien evit ar Feiz a varvo,
Dre urz Robespierre ho c‘hoad holl a skuillo.
An oll draou em euz kountet deoc’h, ne oa nemet c’hoari e kichen ar pez a zigouezaz goude.
Eun offeren sacrilaich oe lavaret e Paris, var an dachen lavaret e gallek Champ-de-Mars. Nao c’hant den euz a Vreiz oa eet d’ar maniel gouel-ze.
Pa dremenjont dindan prenestou ar palez, ar roue a c’halvaz ho c’habiten evit lavarout dezan : « Laouen oun da velout aman tud euz a Vreiz, tud a galoun vad. » Ar roue ker ne ouie ket pe seurt Bretonet oa ar re-ze.
Terri a rejont en eur zont euz a Baris da Gemper, beziou ar re varo e Kemperle ; ravaji a rejont iliz kathedral Sant-Kaorintin, ha terri a rejont var tiez an tuchentil ar merkou euz ho renk. An aotrou’n eskop a viraz outo da gana an Te Deum er gathedral. An dud-ze a gasse ganto ar baniel trikolor, pe a dri-liou, a remplaças a neuze ar pavillon guen.
Neuze oe goulennet ar sermant digant an aotrou’n eskop Sant-Luk, dre lezen ar 17 ebreul 1790 evel m’am euz lavaret deoc’h diaraok ; heman, klan braz gant ar chagrin, a gavaz koulskoude nerz avoalc’h evit refus senti euz al lezen-ze.
An aotrounet Bernetz ha Mauduit a skrivaz d’an oll veleyen d’ho c’houraichi da refus ar sermant. Ugent bœlek hebken a vankaz d’ho dever en eskopti Guenet, seitek hebken en eskopti Leon. Kant pemp ho tregont eskop a refusaz ar sermant, ha ganto kant mil bœlek.
Dioc’h-tu goude maro an eskop, an touerien hag an dud fall, o lavaret ne oa ket ezom da senti ouz hon Tad-Santel ar Pab, en em zastumaz en iliz Sant-Kaorintin evit ober eun eskop hervez ho c’hiz. Neuze eo oa lakeet Expilly da eskop e Kemper.
E Naonet oa lakeet da eskop Jean Minée, e lec’h an aotrou Laurentie, an eskop mad.
E Roazon, Ar C’hoz, euz a Blounevez-Porzay, e lec’h an aotrou’n eskop Jirak.
E Guenet, Masle e lec’h an aotrou Amelot.
An aotrou La Marche, eskop euz a Leon, a oa ker karet, ma choumaz e peoc’h e Kastel-Paol goude ma oa kasset kuit an eskibien all euz ho eskopti. Koulskoude an dud fall a glaske chasseal ive an aotrou-man, hag evit-ze oa goulennet tud euz a Vontroulez ; mæz re Vontroulez a refusaz mont a-enep ho eskop. Da oe mont da glask tud da Vrest evit kement-ze. Hogen re zivead e oant ; an aotrounet Kermenguy o doa allet savetei an eskop kouraichuz, hag hen en em dennaz e Bro-Saoz. Marvet eo en harlu ; he relegou zo bet digasset en dro e Kastel etouez ar re hen garie kement. Tremenet en deuz he nosvez diveza e Breiz e maner ar Gernevez.
Pa rankaz an aotrou’n Eskop Treguer kuitaat ker-ben he eskopty, kemerout a reaz gantan he vevel, den kalounek, an aotrou Taupin ; an aotrou Roquefeuille hag an aotrou Boisriou a roaz an dorn dezan d’en em savetei. Var dro unek heur, noz tenval meurbet, eskop diveza Landreger, an aotrou Le Mintier Sant-Andre, a guiteaz douar he eskopty, ha Breiz-Izel da vont da enezen Jersey a zo d’ar Saozon. Marvet eo evel an aotrou de la Marche hep beza gellet distrei d’he eskopty. Relegou an aotrou Le Mintier a zo bet digasset euz a Vro-Saoz da Landreger an urz an aotrou’n eskop David, eskop Sant-Briek ; neuze oe gret eur gouel kaër meurbet.
An hini en deuz respountet dezan he oferen diveza, zo nevez maro ; ouspen kant bloaz e devoe ; he hano oa Fanch Kerroux hag en deuz bet ar groaz sant Gregor digant hon Tad santel Pi IX evit enori he vuhez hir, stard meurbet er Feiz hag en oberou mad.
Eun nebeut goude ma oa eet kuit an aotrou’n eskop, ar republikanet a fellaz dezo saotri an Iliz kathedral. Eur vanden tud iaouank dizoue, avel an ifern en ho c’halon, a zeuaz en iliz, dont a reaz en ho fen mont da lavaret an oferen. Mont a rejont var eeun d’ar segreteri ; eno, en eur glask an traou da oferenna e kafchont eun arched. Ma, a lavaraz unan, greomp eun anterramant, œssoc’h kalze vezo deomp ; guelloc’h e gouezimp hor micher ; ni ouezo mad kana dre ar ruiou : Requiescant in pace. Ia, mad a leverez, eme ar re all, guelloc’h eo deomp ober eun enterramand.
An arched oa lammet he c’holo divarnan, hag unan anezho a oe lakeat da azeza ebarz. C’houerc’h pe eiz a viskaz dillajou oferen ar veleien, ha ker buhan an arched a ieaz er meaz euz an iliz douget gant pevar all. Peger braz sakrilaich !! Ar prenestou, an doriou a zerret dre ma ho c’hlevet e tont. A ben eur pennad, e skuischont hag e lakejont an arched var an douar. Krial a rejont var an hini a oa ebarz ; kaër e oa krial, heman na zave ket ; unan a grogaz en he zourn evit her sikour da zevel… Mœz, siaouaz ! maro oa evit mad… Hag an arched kemeret en dro genta, evit ober eur fars, a deuaz, en eil gueich da veza eun arched a zevri, rag antronoz ar republikan a oe sebeliet en arched-ze.
Araok kuitaat he eskopty, an aotrou Kourtois de Pressigny a fellaz dezan lavaret eur veich c’hoaz an offeren santel en he vro karet. Kuzet oe e ty an aotrou Robert Lamennais. Piou a servicho an oferen ? — Me, a respontaz Ian-Vari, bugel nao bloaz, — Gouzout a ret-ta servicha an offeren, va faotrik ? a c’houlennaz an eskop mad. — Ia, aotrou’n eskop. — Ha gout a ret mad ive ho katekiz ? — Ia, aotrou’n eskop : pen-da-ben ! — Silaou mad, Ian vihan, eme an aotrou’n eskop, kuitaat a ran ar vro, ha na vouezan mar gellin dont en dro. Ped mad an aotrou Doue, hag e rin did, varc’hoaz vintin, araok ma offeren, ar gonfirmation, rag te t’o ezom braz euz sikour ar Speret-Santel epad amzeriou ken trist. Hag evit guir, antronoz vintin ar paotr bihan Jean-Marie de Lamennais a recevaz sakramant ar binijen, sakramant an aoter hag ar gonfirmation. En amzer-ze e oa ret hasta-fo. Goude an offeren, an eskop a reaz e pourchass evit mont en harlu ; klasket e oe Ian-Vari bihan, dont a reaz, euz vaz gantan var he skoaz — e beg ar vaz eur pakadik dillad. — E pelec’h mout e vond evel-ze, a c’houlennaz he vam ? — Mont a ran gant an aotrou’n eskop, mont a ra etouez ar brotestanted, na gavo den da zervicha dezan he offeren, he servicha e rin dezan. An aotrou’n eskop, he zaoulagad leun a zaëlou, a respontaz d’ar bugel mad-ze : — Trugarekaat a ran ac’hanout, koulskoude, red eo did chom gant da dud. Ar bugel a zirollaz da vouela : — Aotrou’n escop, emezan, me vo da genta ho kurist bihan ha oude c’hui graio ac’hanoun hor avieler. An eskop er briataz ; chom e Frans, red eo did deski al latin, ha ma teuan biken en dro, en toui a ran did me raio ac’hanoud bœlek. Doue a bermettaz ma nem gavsont assamblez eur veich c’hoaz en iliz ar missionou e Paris ha Jan-Vari oe gret abostoler gant an eskop a zalc’haz mad d’he c’her. Ian-Vari de Lamennais a renaz eur vuhez santel meurbet. Anavezet e doa he eskop dre he vouez. E Lokornan-Leon, re Vrest, ar re voassa er Finistère a gassaz soudardet da lakaat da berson touer Jeandrot, bet priol ar venec’h e Sant-Vaze. An aotrou Poullaouek, ar bœlek mad, fidel da Zoue, e oe paouez aichui he offeren ; goapeet e oe en or zont euz an iliz gant ar soudardet, ha kalz tud euz a Vrest deuet da velet ar pez a erruje. An aotrou Poullaouek a zalc’haz koulskoude da rei ar sakramanchou ken en he barrez, ken er barreziou tro var dro. Mœz o veza klevet e teuche soudardet d’he brizounia, mont a reaz dre noz, d’en em guzet e ty person Larret. Ar soudardet nec’het da veza manket var ho zaol, a gassont ganto da gastel Brest person Larret hag an aotrounet Goachez, Liles, Kariou, kureet er barreziou divar dro. An aotrou Poullaouek a hellaz erfin mont e Bro-Zaoz goude beza bet aveichou hep lojeiz, na digemer ebet, nemet er parkeier pe er c’hoajou.
Ar veleyen o doa touet, oa galvet gant ar bobl touerien : lakeet e oant da bersonet er parreziou e plaç ar veleyen vad. Ar reman ne oant ket c’hoaz kasset kuit euz ar vro, a choume er chapeliou, leun euz ar bobl fidel ; hag an iliz parrez, e lec’h mar offerenne ar bœlek touer, oa dilezet, E Kemper, Expilly a renkaz lezel ar veleyen vad da rei ar pask d’ar bobl ; rag den na dostee euz koession an touerien. E Kastel-Paol, pa ree ar bœlek touer procession ar Sakramant, n’en doa den d’he heul nemet ar c’hloc’her hag ar garde nationale. Pa oant deuet en iliz Kreizker, ar relijiuset a dennaz ar Sakramant adorabl euz an tabernakl evit na vije ket profanet dre bresanç sabrilaich ar bœlek touer. Eur skolaer a lavaraz, o sellout euz ar procession iskiz-ze : « Doue ar bœlek touer zo an diaoul gant he lost. » Lakeet oe er prizoun evit an dra-ze. Pa zeuaz ar bœlek touer e parrez Pluneret, e kichen Santez-Anna Venet, eun den divar ar meaz, gant he vleo hir hag he c’hiz vrezonek, a lavaraz fraez dirag an oll : « Na c’houlennan ket pea muioc’h a zroajou, na kaout euz feiz nevez, na kaout beleyen touerien ; va ene zo d’ar Pab da c’houarn ha va c’horf d’ar roue. » Ar bœlek touer a renkaz kuitaat ar barrez-ze.
Pa oa goulennet ar sermant pe al le schismatik diouz person Plougerne, neuze an aotrou Poulpiquet, bet, goude ar revolution, eskop a Gemper, dont a reaz d’an ty-kear gant he veleyen hag a lavaraz : goude beza pedet an Aotrou Doue ha gret mad hon sonch, ne ket possubl deomp e koustians ober al le. Ni zo prest, a lavaraz an aotrou Poulpiquet, da sakrifia pep tra evit chom fidel da Zoue. Prest oump da zilezel deoc’h-tu hor madou, hon danvez, hon tretamant memez, mœz na zilezimp morse hor relijion. N’hellomp ket senti d’ho lezennou nevez ; ar gristenien, en amzer genta euz an iliz, a zo bet aliez ive oblijet da refus senti euz lezennou an impalaerien payen.
Neuze a roaz d’ar mær, Iann Abjean, he resolution dre skrid sinet gantan hag an aotrounet Bothorel, Roudaut, Balkon ha Bleuven, kureed, ha gant an aotrounet Appamon ha Goff, beleyen e Plougerne.
Ar c’henta gueich ma zeuaz ar bœlek touer pe sermantet e Plougerne, a renkaz kuitaat ar barrez ker buhan. Neuze district Lesneven a ordrenaz d’ar barrossianiz choaz eur person. Hen ober a rejont e chapel Intron-Varia-an-Traon ; oll nemet unan e roont ho moueziou d’an aotrou Poulpiket.
Ar re genta euz a Blougerne oa neuze lakeet er prizoun, hag an aotrou Poulpiket a renkaz en em denna e Bro-Saoz.
Paotret distrikt Lesneven a zeuaz da zigass Ar Gall da berson da barrez Plougerne. Ne zeuaz den d’he offeren. N’em den a reaz kuit, hag eun neubeut goude a zeuaz en dro gant c’huerc’h kant soudard ha pevar ganol. Rag ar bersonet nevez-ze a glaske lakaat an dud da zont d’ho offeren dre nerz, a veichou e kassent tud armet d’ho c’herc’hat en ho zyes.
Ar Gall oa bet e leveront eun heur hed-a-hed er segreteri, he zillad offerenna var he gein, o c’hedal tud da zont d’he offeren. Den na deuaz er meaz euz he dy ; ne oue ket soken kavet eur bugel da respount an offeren. Kaër oa sini ar c’hloc’h da c’hervel an dud, den na zeuaz var dro. Skuiz o c’hedal, ar persoun intru a lezaz an offeren a gostez, mont a reaz d’an ty-kear evit lakaat var baper oa hen guir bersoun Plougerne. Ker goullo oa an ty-kear evel an iliz ; ne oe eur pen kristen ennan. Ar zul goude e tigouezaz e Plougerne pevar c’hant soudard, gant eur ganol vraz. Tud Plougerne na reaz muioc’h a van. An oll en em gleve mad er barrez-ze. Ar pez a zo bet kaoz m’az euz bet kement a drubuil e kals a barreziou, eo ma kavet eno tud hag a iea a du gant an dispac’herien ; tud hag a felle dezho en em binvidikaat divar goust an nesa, ha divar goust an ilizou, pe en em venji dre gassoni ha dre zisprij a enep ar religion, E Plougerne, a drugare Doue, ne oe kavet den ebet evel-ze. Paour ha pinvidik eno en em glevet oll, hag en em garent er guel a Zoue. Dre gement-man e velit e oa feiz, ha feiz doun ha stard e kalon Plougerneiz. An oll a jome sioul e Plougerne, abalamour ma c’houient oa kuzet mad ho beleyen en ho zouez, ha ma chomchent ganto keit ha ma viche ezom. Meur a vennek a goustaz da Blougerneiz bevans ha lojeiz ar zoudardet ; mœz derc’hel a rejont ganto ho beleyen mad.
Abalamour d’ar pez a lavaran deoc’h, den-ta na finvaz e parrez Plougerne. Evelato ar zoudardet hag ho fersoun intru Le Gall, kure Plounevez, a jomaz eno pevar miz pen da ben. Bep sul ha bemdez zoken er penn kenta, ar persoun intru a zone he gloc’h evit kemen d’an oll edo o vont da lavaret he offeren. Den na deue var he dro, na da zul na da bemdez. Skuiz o velet e varve tud, ho lakeat d’an douar, hag e c’hane bugale hep ma teue den d’her c’hlask, enouet o lavaret he offeren heb den oc’h er selaoui, ar persoun intru a ieaz kuit eur vintinvez. Tri dervez goude, ar soudarded a ieaz ive en ho hent ; ha den goude-ze ne deuaz da ober nec’h da baotred Plougerne.
Er miz genver 1791, eur bœlek euz a Vonkontour, an aotrou Klec’h, oa goal gasset gant eur vanden tud iaouank, her goloaz a fank hag a lagen ; goude-ze oa taolet ganto var an douar ha brevet eno a daoliou treid, rak refus a ree atao ober ar sermant schismatik. Ar bœlek santel-ze a varvaz uneg devez goude, heb ober klem ebet, na diskulia he vourrevien. Ar bœlek-ze oe an hini kenta merzeriet e Breiz evit ar feiz.
E tu Lamball, an tadou Mesle ha Paskal, ha kals a venec’h all euz abaty Sant-Aubin, a oa fuzillet en ho gueliou gant eur vanden dud iaouank euz a ger, a dorraz an traou en ty, hag a gemeraz al listri sakr, ar guiskamanchou aoter.
An abaty-ze oa bet savet gant Olier kondt Penthièvre ; eno evel en oll gouenchou ar pec’her paour a zeue da soulaji beac’h he goustians ha receo gant an absolven peoc’h d’he galon. Aluzennou braz vije roët d’ar beaurien hag an dra-ze a rea da gridi d’ar republikanet e kavchent aour er gouent. Digoueza rejont-ta d’an abaty var dro hanter-noz. Mœstr ar soudardet a reaz tro ar gouent hag en or tont en dro a lavaraz dezho : neuz den var dro el leandi, na den all pelloc’h. Brevet oe an doriou, hag ar venec’h hanter-dihunet, oant lazet en ho gueleou memez, a daoliou fuzil. Pegen euzuz oa lazerez an oll tud santel-ze, heb difen ebet ! Lod oe bruzunet dezo ho empenn, a daoliou fuzil, lod kouezet euz ho guele, toullet ho c’horf gant ar boulejou a ruille en ho goad. Lazet oe kement manac’h oa el leandi nemet eur manac’h iaouank a lavarer. Eur paourkez manac’h e kreiz he vrud oe kavet c’hoaz beo en eul leac’h euz an ty ; ne doa ket allet mont da guzet, rag torret oa he ziou c’har ; eur paotrik iaouank hen treuzaz gant eun taol baionettez ken doun ha en didruez ma her stagaz ouz an nor… Poënt oa d’ar republikanet en em venji, rag n’ho doa kavet nag aour nag arc’hant er gouent ; hag evit kaout kement-se o doa grœt kement a dorfejou ! kemerout a rejont koulskoude ar vesseliou sakr. An dra-ze na viro ket ma lavaro atao an dud sod, hag an dud fall ez euz pinvidigez er gouenchou, hag ar pobl a gredo. Ar manac’h iaouank-flamm savetet, a jome er pen pella euz an abaty, lammout a reaz euz an ty hag en em guzaz er c’hoat. Lavaret a rer a jome he unan en abaty hag en eun nosvez bar-arne, a zigemeraz unan euz ar re ho doa lazet menec’h Sant-Aubin gueich-all, hag a glaske neuze disklao : ar manac’h a anavezaz mad montr an Tad Abbat e daouarn ar muntrer-ze deuet da veza koz. N’oa ken horolaj er gouent nemet ar montr-ze ha peb manac’h a renke mont da zellet outan da c’houzout an heur. N’oa ket-ta diez dezan en anaout.
Al leanezet karget euz an hospitaliou ha da gemerout sourci euz an dud klan oa lezet e peoc’h er mare kenta ouz ar revolution ; mœz erfin arraich an dud fall a gouezaz ive varnezo. E Sant-Herblon, en eskopti Naonet, oa lakeet e prison en ho guent ar Sœurezet guen, galvet e gallek Filles du Saint-Esprit ; mœz eun neubeut goude, sœur Katherine Juhel ha sœur Martha oa klasket evit dont da bansi an dud gouliet en emgann Sant-Florent, etre paotret ar Vendee hag ar republikanet.
Cetu ar pez a skrivaz republikanet Sant-Briek divar ben ar Sœurezet guen an 2 a viz guenver 1793 :
« Ret eo kass kuit euz ho zy merc’het Plerin, rag dougen a reont eur guiskamant difennet gant lezennou ar Republik, kemer a reont hano merc’het ar Speret-Santel, hag a roont d’an dud divar ar meaz kuzuliou na hellomp ket lezel da rei. Evel-ze da ben tri devez ar broculor a rank goloï kouent Plerin a zo vammen ar Sœuret-ze, ha peb sœurez a renko mont en dro etouëz he zud. »
Ar citoian Raffray oa karget da ober ar gevridi fall-ze. Leanezet vad Plerin o doa klevet ar vrud-ze, glac’haret ha nec’het braz e oant. Koulskoude chom a reent en ho gouent da c’hortoz.
Ar re oa neuze er gouent o deuz kontet ar pez oa choarvezet ganto. Eun abardaëz, var dro an noz, klevet oe son ar c’hloc’h hijet goal krenv ; digoret oe ar prenestr bihan zo kreiz dor ar c’houenchou : Benedicamus Domino, eme ar sœurez. Ne oa ket respontet dezi : Deo gratias, mœs eun den a lavaraz a vouez izel da sœur Elisabeth : neubeut a gaoz, ha bezit var evez ! hag ez eaz kuit buhan. Teir gueich deoc’h-tu a erruaz kement-ze. Martreze aberz eun den hag e ouie sonjou ar republikanet-all falloc’h evintan. Dont a reaz d′ar sœurezet ar mare da heulia ar c’huzul mad-ze. An iliz parrez oa sarret pell a oa, merc’het ar Speret-Santel o doa c’hoaz an eur-vad da gaout en ho chapell an hostiou sakr hag aveichou o doant an offeren, ar veleyen oant neuze ker goalgasset, ma na hellent mui offerennat nemet dre guz ; adori a reent sioul en ho santual-vihan Doue er Sakramant ra vezo meulet.
Trouz braz zo klevet eun devez eharz ar gouent, sœur Elisabeth zo glac’haret o klevout ar prœpoziou-ma : Citoianez, digor deomp an or ; senti ra buhan ; anavezout a ra neuze ar republikanet. Goulen a reont ar Superiorez. Ar sœur a teu sonj dezi neuze, euz an ali en deuz bet e kuz ; goude beza lakeet an dud fall-ze en eur zall, redek a ra d’ar chapell, kemerout a ra vessel-sakr an hostiou ; hag a ia da lavar d’ar Superiores mont hasta-fo da gaout al republikanet ; mœz na lavar dezi ger ebet euz an tenzor zo ganti, hag e ia d’he guzat. Sœur Katel Briand, ar Superiorez, a ia da gaout ar citoianed. Deomp d’ar chapel e maint-hi ; ar sœurez a ia var ho lerc’h en eur grena, aoun en deuz e rafent eur sakrilaich. An tabernakl a zo digor ! o tra souezuz ! Vessel-sakr an hostiou konsakret ne ma mui eno. Sœur Briand na voar ket e pelec’h ema. Ar republikanet en em denzont kuit. Goude-ze al leanezet a ieaz var ho daoulin gant sœur Elisabeth, evit adori a greiz kalon, Jesus er Sakramant ra vezo meulet, kuzet en eul lec’h distro euz ar gouent.
Ha moyen a vo da zerc’hel c’hoaz er gouent sakramant an aoter ? Goulennet oa kuzul euz eur bœlek kuzet tro-var-dro. Evel ma ree gueich-all ar gristenien nevez, emezan, ar Superiorez hag he leanezet a dlee komunia gant an oll hostiou-sakr. Al leanezet neuze, souezet ha leun a zoujans evit ar Sakramant, a zigemeraz an oll hostiou konsakret. Ho c’halon oe an Tabernakl hag al lec’h a repos evit an Doue-ze kasset kuit euz he ilizou gant an dud a lavare c’hoaz dezan evel gueich-all tud Bethleem : neuz ket a lec’h evidoc’h aman. Non erat locus !!!…
E Kastel-Paol, ar Sœurezet guen oa prizouniet ive ; hag eun neubeut goude-ze oa goulennet ar superiorez Christina Potier evit kemer sourci euz an dud klan. Hi a respontaz na zeuje morse e meaz euz ar prizoun nemet rentet e vije dezi he Sœurezet, he gouent, hag al liberte. Ret oe ober evel ma c’houlenne, rag na ouie ket ar citoianet petra d’ober euz ho zud klan.
E Kemper, sœur Marie-Claude ha sœur Eulalie o deuz rentet kals servichou mad d’an dud prizouniet er ger-ze. Guisket evel merc’het Kemper e teuent, heb beza anaveret evit leanezet, beteg ar re oa kondaonet d’ar maro evit ho c’honsoli ; hag o deuz lakeet an dud kez-ze da gaout ar bonheur da receo ar sakramanchou. Digass a reent d’ann oll brizounerien ar vagadurez hag an dillat o doa klasket evito. Ho memor zo binniget c’hoaz er ger-ze,
Er miz even, an eil bloavez euz ar revolution, ar roue, o velout ne oa mui mæstr var netra, goude beza guelet laza he c’hoardou, insulti ar rouanez, a glaskaz kuitaat ar rouantelez evit mont beteg he vreudeur o doa eun arme en tu all d’ar vro. Dre valheur, ar roue oe anavezet er ger hanvet Montmedy, ha dalc’het strissoch er prizoun e Paris.
Eur merzer a felle da Zoue kaout ; ne oa ket aichuet ar muntrou euz an amzer-se ; ret oa d’ar guella roue zo bet morse, skuilla he voad var ar chaffaut. Ar bersekution a zeuaz rustoc’h eget biskoaz ; ha lakeet vije er prizoun an duchentil hag ar veleyen.
Er Morbihan, e kastel Pre-Klos, oa paket an aotrou La Ruee gant he dri vab, pemp mevel ha pemp paysant, ha kasset oant d’ar prizoun gant an aotrounet Daleyrak, Katelan, Lokmaria, an aotrou Kersaozon, bœlek, ha kals re all. An aotrou Sant-Luk, breur da eskop Kemper, oe prizouniet en he gastel euz ar Bot, e Kerne, gant he c’hreg, he verc’h leanez hag eur bœlek. An introun Sant-Luk a lavaraz neuze d’he bugale : Rentit graçou da Zoue, o pebez bonheur, pebez joa da soufr evit Jesus-Christ !
An aotrou Tredern hag he famill oe kasset, euz he vaner Koetigrac’h e kichen Kastellin, d’ar prizoun e Kemper, frealzet oe en he boaniou gant he verc’h Hyacintha, plac’h iaouank a c’huezek vloaz ; houman a reaz an hent var droad da heul ar c’har a zouge he zad hag he mam d’ar prizoun, en eur gouraichi anezo dre he levenez hag he resination admirabl da volontez Doue. Tud iaouank euz an amzer-man, ra viro Doue e velfac’h ho tud ive chasseet euz ho zyez ha lakeet er prizoun ! Mæz ma errufe an dra-ze, plijet gantan rei deoc’hu ar c’hraç da imita an dud iaouank euz amzer ar revolution o deuz bet ho zud persekutet.
Roet oe urz d’ar relijiuset ha d’al leanezet da zont e meaz euz ho c’houenchou ; d’ar 15 a viz genver 1793 oa lakeet ar Sœurezet guen er meaz euz ho zy principal e Plerin en despet dezo hag en despet da gonseil an ty ker. Madou an Iliz oa guerzet, hag an arc’hant dispignet gant ar muntrerien a c’houarne neuze ar Frans. Unek ha tri ugent bœlek oa lakeet er prizoun e tour Brest. Ar roue Louis XVI a reaz kement dre he bedennou (rag na helle mui kommandi) ma oa dilivret evit eun neubeut amzer ar veleyen dalc’het e kastel Brest. An aotrou La Marche, ho eskop, en doa proposet en em renta prizouner en ho flaç. E Braspartz, e Plouguen hag e Ploumoger oe kasset kuit ar veleyen touer evit kaout ar re vad. Kasset oe soudardet er parreziou-ze, mœz ne oant ket guelloc’h evit-ze.
D’ar 16 guengolo 1792, Bernard iaouank euz a Vrest a zeuaz gant eur vanden soudardet e Ploudalmezeau. Ar zul a oa ; tud a villierou oa en iliz hag er vered var dro. Bernard a dreuz ar baysantet, antreal a ra en diabarz an iliz, hag en despet d’an aotrou mer Barbier gant he gouriz a dri-liou, e sklap er meaz euz an iliz daou euz an dri vœlek oa dioc’h an aoter. An drede a hellaz tec’hout. Evel-ze ar republikanet na zentent ket euz al lezennou o doa gret ho unan a nevez, ha gouriz dri-liou ar mær Barbier na hellaz ket mirout ouz an daou vœlek da veza taolet er meaz euz an iliz ha prizoniet. E Frans, ar republikanet n’ho deuz respetet morse na lezennou an dud, na lezen Doue. Lavaret a reent a gren ha gant divester ne oa ket ret mont eün gant al lezennou e kenver ar veleyen. Ar c’homzou euzuz-ze ne oant ket prœpoziou tud iaouank ha diben, mœz lavariou ar re a rene ar Republik : ho zud vrassa. Cetu ar pez a skrive divarben an dra-ze, district Brest, an 8 ebreul 1792 : « Gouzout a reomp mad pegen fall eo tenna ho liberte d’an dud heb abek ; difennet eo kement-ze dre ar Gonstitution ; hogen da eo deomp prizounia ar veleyen e kastel Brest evit dilivra ar bobl maleüruz euz ar veleyen hag euz ho relijion, etc. » An dra-ze zo lavaret : ne vo ket sentet ouz al lezennou mar reont diœzamant deomp da ziskuez hor c’hassoni a enep ar relijion. District Lesneven en doa c’hoant da enebi euz ar re fall, ha skriv a ree er miz du 1791 : « Neuz ket a drouz divar-ben ar relijion en hor c’harter. Ar baysantet, tud a beoc’h, n’anavezont ken relijion nemet hini ho zadou koz ; ha n’ho defe doujans ebet evit ar veleyen e teufe el lec’h ho fastored kenta, etc. »
Bete neuze an ofisourien var vor oa kasi oll euz an noblanç ; evit chench an dra-ze oa kasset kuit an oll ofisourien evit lakaat re all en ho flaç. An aotrou La Jaille, denchentil iaouank, a zeuaz neuze e Brest evit kommandi eur batimant. Brestiz a gommansaz redek var e lerc’h evel loenet gouez, hag an den iaouank e vije bet massakret, ma n’en dije ar c’honseil municipal lakeet tamboulina evel ma vije an tan e ker. Epad ma rede an dud d’an tan, an den iaouank a hellaz kuitaat ker hag en em savetei.
Al leanezet o doa prometet da Zoue beva ha mervel pell euz ar bed, evel-ze na sortient ket euz ho c’houenchou ; kasset oe tud fall d’ho chasseal da genta ouz a Landerne ha goude euz a Lesneven, en despet d’an dud euz ar c’herriou-ze. Leanezet Keraez o doa disklæriet n’ho dije ket kuitet ty ho fried Jesus-Christ, hor Salver adorabl. Tud euz a Gemper a zeuaz gant kirri evit ho c’hass d’ar prizoun. Koulskoude, abalamour d’an niver braz a beorien maget gant alusennou al leanezet, o doa aoun na vijent deuet da zifen ho madoberourezet. Re Gemper a zeuaz d’ar gouent d’ar mare ma vije lavaret an offeren genta, da lavaret eo da c’houlou-deiz. Eur c’hoar lik oa neuze e kichen an or o rei souben d’ar beorien evel ma oa ar giz bemdez. Ar soudardet a c’houlennaz kaozeal gant ar superiorez ; houman, o veza deuet da gael ar gouent, a c’houlennaz diganto dre gaer petra o doa ezom. « E teufac’h er meaz euz an ty ! oe respountet dezi ker rust ; perak n’out ket eet kuit c’hoaz ? — Mervel a rimp aman, emezi, ma ra Doue deomp ar c’hraç-ze ; ma ner gra ket, he volontez bezet gret. » Ar soudardet a gommansaz froja ar gael ; pa gouezaz hi dindan an taoliou, al leanezet en em daolaz var an douar, var ho bisaich, hag o c’hlebia an douar gant ho daelou en em lakeont da gana ar Miserere mei. Truez oa ho guelet o kuitaat dre nerz ho c’houent karet, ha beza taolet var ar c’hirri ho c’hasse da Gemper.
E Sant-Egonnek, ar bœlek touer Allouet na gave ket eur paotrik er barrez kountant da respount dezan an offeren. Pa felle dezan ober procession, ne oa ket evit kaout ar baniel, miret ountan gant ar baotret iaouank euz ar barrez.
E parrez Sant-Egonnek, a lavar an aotrou Inisan, tost d’al leac’h maz eo breman ar gar, ez euz en eun draonien, pell dioc’h peb ty, eur chapel savet gant hon tud koz en enor da zantez Berc’hed.
Evel ma na helle mui ar gristenien vad mont da iliz ho farrez evit pedi Doue, sonjal a reaz dezo e c’hellent beza dinec’h en eur chapel distro evel houman, pell diouz ar vorc’h. Eun nozvez, lun ar Rogasionou 1791, tud Sant-Egonnec, Guimiliau, Guiklan, Lampaol, etc. en em glevchont evit mont da bidi Doue er japel-ze. Ar brud a ieaz beteg Montroulez, kabiten ar zoudardet a lavaraz, dezo : Gouzout a ran da bed heur e tle en em gaout koueriaded ar barreziou-ze e santez Berc’het. Ha c’hoant o peuz e teskfemp d’ar goueriaded sot-se ober ar Rogasionou. Kemer a reaz gantan 200 euz he goassa soudardet, hag ho lakeaz da c’hourvezat e mesk al lann, var ar c’hleuniou euz an hent a dlie treuzi ar procession. Pa oe klevet euz a bell kan al litaniou : nag eo sod tud ar vro-man, a lavaraz ar re c’hlaz ; nag e tlefent trugarekaat ac’hanomp da veza deuet en ho bro da denna euz ho fenn sorc’hennou ken diot. Ne oa ket echu al litaniou pa oe klevet krial a bouez ben : Tan, soudardet ! Daou c’hant ten fusil a grozaz ahed an hent-doun, ha kalz euz a dud hor bro, goazet ha merc’hed a gouezaz d’an douar flastret ho fenn, torret ho izili, toullet ho c’horf… an dud paour !
Ar c’habiten a griaz evit an eil gueich : Tan adarre, soudarded ! hag evit an eil gueich ive 200 ten a riskaraz tud d’an traon, a beur-lazaz lod all e kreiz an noz !! essa a rejont ar Vretoned kemeret an terc’h dre zaou benn an hent, mœz ar soudardet a oa dilamet divar ar c’hleuniou hag a viraz outo. Ped ne oe ket lazet neuze c’hoaz a daoliou baionnettez ! Neuze oe eul lazerez evel en eur kigerez. Ar re a hellaz tec’hout en em guzaz el land da c’hortoz an deiz. Kalonou an oll oa leun a horrol ! Antronoz vintin en eur ziztrei da Vontroulez, ar soudardet a ieaz dre vorc’h Sant-Egonnek ; ar c’habiten a c’hourdrouzaz ar mear : me a lakaio diskar d’an traon tour braz Sant-Egonnek, hag a freuzo hoc’h iliz ker kaer ; hag er c’hiz-ze, ne jomo netra ganeoc’h evit digas da sonj deoc’h euz ho fals kredennou hag euz a ziotachou an amzer goz.
Mar freuzit an iliz, a respontaz ar mær, da viana a rankfet lezel ganeomp ar stered a zo en oabl, hag a lavaro deomp bepred ez euz eun Doue, hag a raio da bep hini hervez he oberou var an douar !
Ker an Oriant e Breiz a ziskuezaz kement a grizder hag ar ger a Baris e miz guengolo 1792. Eur marc’hadour euz ar ger an Oriant hanvet Gerard oe laket er prizoun var brudou-fall ; ha tud an ty-ker o doa an digaloniez da lezel ar bobl kounaret d’he denna euz ar prizoun evit he laza ; ar merc’het oa ar goassa ; an dud dirollet-ze a ziframmaz oll izili ar paourkez marc’hadour, hag he ben oa taolet dindan prenestou he famill maleüruz. O kenvroiz ker, ra viro Doue ac’hanoc’h euz an derrien-ze a revolution a choulen : goad, atao goad !
Ar baysantet a ie d’ar brezel en eur ioual : bevet ar religion, bevet ar roue ! Neket goad a c’houlennent, mœz liberte d’ar mad. Etouez ar re c’hlaz en em gave aveichou tud hag o doa sonj c’hoaz euz ho badiziant. Sauveur oe lazet er Roc’h-Bernard gant ar baysantet, a lavare dezan goulen pardon digant Doue da veza gret drouk d’ar veleyen-vad ; an den iaouank-man a zavaz he zaoulagat var-zu ar groaz hag hen adoraz. Ra vezo gret trugarez dezan ! Bez e oa c’hoaz eta eun elfen a feiz kristen, e kalonou an dud maleüruz na gomprene ket beza enebour da vinistred J.-C. eo beza enebour da Jesus-Christ he unan.
Ar re falla euz ar Vretoned o doa koulskoude kassoni euz an dud fall euz a Bariz, a gavent kalz falloc’h c’hoaz evinto. Tud fall ar vro-man o dije karet chom e hanter-hent euz an drouk ; ar pez ne deo œz da zen ; re Bariz a felle dezo beza fall tre. Re ar vro-man n’o doa ket bet a zonj, na da deuler ar roue en traon, na da sevel Republik. Ar Vretoned eet etouez an dud fall da gemer an Tuileries, palœz ar roue d’an devez 10 a viz eost, o doa manket e kenver ar Vretoned-all. An dra-ze zo anat sklœr da re a hell lenn al lizerou skrivet neuze gant an deputet breton da renerien ar pemp departamant euz ar Vreiz. Ar re o deuz kuiteet a volonte-vad hent ar relijion a zo dilœzet gant Doue ; hag an dud-man o deuz bet ar malheur da seblantout aproui ar pez o doa horrol kouskoude da ober. Roët o deuz ho mouez d’an tu fall ; tud aounik ha digaloun maz int bet.
Evel-ze Per Koustard, depute Naonet, a skrive en devez terrupl-ze euz an deg a viz eost, da zeg heur euz ar mintin. Nag eun devez trist, ma Doue, evit hor bro maleüruz ! 200,000 den armet o c’houlen teuler ar roue en traon ; ruill a ra ar goad ; pennou tud troc’het gant tud kriz zo douget er ruiou e beg ar peuliou. Ar roue hag ar brincet zo deuet da c’houlen skoazel diganeomp…, ar c’hanoliou, an tennou fuzil zo klevet heb hean… sklazi a ra va c’halon e va c’hreiz, o velout hag o klevout kement a draou euzuz !
Cetu ar pez a zonje ar re o deuz goudeze dre aoun roët ho moueziou evit lakaat ar roue mad Louis XVI d’ar maro. An dud-ze a zo galvet e gallek Régicides (muntrerien ar roue) ; mad a vije bet chench ho hano dezo oll, abalamour d’ho bugale. Neubeutoc’h a dud fall vije breman e Frans, ma na vije dalc’het hanoiou an dud maleuruz-ze. Er Finistère, ar Vretoned o doa c’hoant da zerc’hel pen dioc’h an dud-ze. Evel-ze pa oe kasset Royou-Guermeur gant Marat, ha Sevestr ha Kavaignak oe kaoz e Brest d’ho derc’hel er prizoun. Pa gollaz re ar republikanet galvet Girondins gant ar re grissa hanvet Montagnards d’an 31 a viz maë 1793 ar republikanet Breiz, bet ar goassa a enep ar relijion, a fellaz dezo difen an deputet Girondins.
Gervel a rezont 18 departamant euz ar Frans da zont da zilivra Paris euz krizder Robespierre, Danton ha Marat. C’hoant o doa da zont a ben euz ar ger a Baris dre ar gernez. Ha ken a zeuaz e Kemper ar c’helou o doa kollet en eur gombat en Normandi, renerien ar Finistère a esseaz da zerc’hel a enep ar re falla euz ar republikanet, an dra-ze vije bet mad tre ma na vijent bet tud fall ho-unan. Kredi a rejent oa kavet an tu ganto da jom hanter-fall.
E Plouenan, ar bœlek fall Touboulik oe kasset e meaz euz konseil ar gommun ; hag unan a ieaz beleg kranchat euz he visaich, rag ar baysantet o doa kement a horrol euz an touerien, evel ma o doa a respet euz ar veleyen vad.
E Krozon, ar veleyen vad, an aotrounet Ragenez ha Sizun, no doa ket ezom d’en em guza piz ; guisket e martolodet e hellent mont e peb lec’h er barrez ; hag ive an aotrou Balkon hag an aotrou Meilars. Pa vije guelet an touer Savina oc’h ober eur rumm procession : « Sell, eme an aotrou Ragenez, oc’h he voapaat dirag an oll var blacen Krozon, sell ar person gant he varreten a dreuz var he ben. » Unan euz ar veleyen oa gant an aotrou Savina, hanvet Sevaer, oa taolet er vouillen gant merc’het borc’h Krozon, a rede var he lerc’h gant ho balaennou.
Ar baysantet ouspen-ze, na felle ket dezo pea an droajou ; kasset oe neuze e Krozon kant soudard hag hanter-kant gant Sevellek ha Guiliers. Ne oant ket evit dont a ben na da ober pea droajou, na da baka bœlek ebed ; ha koulskoude oa neuze uneg bœlek bennag kuzet er barrez-ze.
E parrez Krozon oa araok ar Revolution seiz bœlek varnugent ; ha ret eo lavaret en ho enor, n’euz ket e Breiz (e lec’h ma oa parreziou ker fidel d’ar relijion) unan hag e defe roet muioc’h a desteni euz he feiz krenv eget parrez Krozon, en amzer-ze. Ar barrez-ze voa dign da veza mam-bro hon eskop santel an aotrou Graveran.
Savina, ar person touer euz a Grozon, ne oa ket eur goal den ; na glaske ket lakaat dibenna ar veleyen vad. Bro Krozon zo eur vro dizolo, ha diœz eo d’an dud en em guza eno, dre ma vank ar guez ; mœz an aotrou Savina a ree evel ma nen dije ket anavezet ar veleyen pa oant digasset dirazan. An dra-ze a erruaz a dra sur evit an aotrou Meilars. An aotrou Savina, person ha mær, a reaz d’ar soudardet ho lezel da vont kuit egiz ma n’en dije ket hen anavezet.