Istor Breiz, 1893/Rann 28
An oabl, siouaz ! a zo tenval, an avel foll zo o voudal.
Ne veler e bolz an envou, nemet tan, luc’het, kurunou.
Itron Maria Rumengol, miret ar vro da vont da goll !
An eskibien en em gave e Paris evit an Assemblée, o velout kement a drubuil en Iliz Frans, a skrivaz d’hon Tad-Santel ar Pab hag a lakeaz var al lizer ar pez a oa c’hoarvezet abaoue ma oe bet galvet ar Stadou e Paris ; an aotrou’n arc’heskop Boisjelin a skrivaz al lizer-ze. Houman n’en doa ket bet amzer da zigouezout gant ar Pab, ma zeuaz al le da veza goulennet digant ar veleyen deputeet.
Adversourien ar roue hag ar relijion, evit dont kentoc’h a ben euz ho sonjou fall, o doa e Paris hag e peb ker, klubou. Eno en em zastume ar falla tud euz ar c’herriou. Eno ez eo bet preparet epad ar revolution, pe an dispac’h braz, an oll grimou, an oll dizurziou euz an amzer-ze. Ne vize digemeret er c’hlubou nemet an dud anavezet mad evit beza leun a gassoni a enep ar roue hag ar relijion. Ebarz ar c’hlubou-ze, e veze kelennet an ebestel nevez a zeue ac’hane evit hada ar ravolt etouez ar bobl ; hag evit he zalla, en eur brometti dezan al liberte hag an egalite, da lavaret eo : e vije mœstr peb hini hiviziken da veva en he roll, ha na vije mui den huelloc’h evit ar re all.
Ar c’henta klub oa e Paris oa hini ar Vretonet, siouaz ! he hano oe nebeut goude klub ar Jakobinet, n’heller ket sonjal en enan hep spont !!
Ar c’hlubou o doa labouret kals evit kreski ar brezel a enep ar relijion ; pa c’houlennent kuzul euz an Assemblée Nationale e vije respountet dezo : N’euz forz petra a reot a enep ar veleyen a vo mad atao evidomp-ni.
Eur bœlek hanvet Maury, prezeger kaer, en em lakeaz da zifen eskibien Breiz ; var ar re man a goueze arraich an dud difeiz. An aotrou La Laurentie, eskop mad euz a Naonet, oa bet var var da veza lazet gant tud he eskopti, abalamour ma talc’he d’ar guir relijion. An aotrou Maury a lavaraz-ta en Assemblée e Paris : « Kaer ho pezo, ni heulio ar skuer kaer roet a nevez-zo d’an oll dud a Iliz euz ar rouantelez gant ar veleyen vad euz a eskopti Kemper ; ha m’ar fell deoc’hu gourdrouz ar veleyen euz ar maro evit kaout diganto eul le kontrol d’ho c’houstians, ni a ouezo mervel kentoc’h evit ober al le-ze. Koll fortun ha buhez ne vo netra evidomp pa ho c’holler evit derc’hel d’ar relijion. » Epad ma prezege an aotrou Maury, an dud fall a grie hag a skrive billejou evit lavaret d’ar re oa var ar ru hag ebarz prenestou ar sall, ober trouz evit na vije ket klevet prezegen kaer ar bœlek. An aotrou Maury a c’houlennaz digant an Assemblée ma na vije ket goulennet al le digant ar veleyen nemet goude vije bet klevet respount an Tad-Santel ar Pab.
D’ar bevare euz a viz genver 1791 oe galvet an dud a Iliz oa en Assemblée evit ober al le dirag an oll. Ne oa bet ankounec’het netra evit ober aoun d’ar veleyen vad ; tud fall a oe lakeet en dro d’ar zall, ha soken en diabarz, hag ar re-ze a ioue peb an amzer : D′ar maro, d’ar maro, nep na douo ket, nep na raio ket al le goulennet ! Koulskoude ar c’henta den a Iliz galvet da doui, eun eskop, an aotrou D’Usson de Bonnak, eskop Ajen, a reüzaz a gren ober al le, hag a ziskennaz euz ar gador. Eur person euz he eskopti a reaz eveltan. Unan euz an Normandi a lavaraz e talc’hje d’ar guir relijion beteg ar maro. Neuze an dud fall e kounar a zifen d’ar veleyen dont beteg ar gador, hag a lavar dezo respount ia pe nan hebken, heb lavarout perag na fell ket dezo toui. Kazalez, unan euz an depuleet mad, a glaskaz neuze difen ar veleyen ; hogen he vouez ne oe ket selaouet. Ar presidant a lavaraz neuze d’an oll dud a Iliz sevel en eun taol hag ober al le. Ar veleyen vad oa var dro tri c’hant anezo, hag en ho zouez tregont eskop, azezet oll var bankou an tu deou euz an Assemblée (rag ar re fall oe azezet var bankou an tu kleiz), ar veleyen vad, a lavaran, galvet da zevel evit ober al le, a chomaz oll azezet, ha nikun anezo na zentaz euz mouez ar presidant ; guelloc’h ganto senti ouz hini ho c’houstians, hini Doue.
Mirabeau, an den dirollet-ze, en doa henchet an Assemblée da ober kement a draou fall, a lavaraz en or zont er meaz en devez-ze : Ni hon euz bet ho arc’hant hag hi o deuz dalc’het an enor ; ar veleyen zo bet hirio treac’h deomp.
Mirabeau a varvaz neubeut a viziou goude. Etre ar goueliou iskiz eus ar republikanet, oe gret unan er miz ebreul 1791 goude maro an den fall-ze evit he enori. Rag en amzeriou trist-man a fell c’hoaz dezo enori an dud fall ha goapaat an dud vad. Penaoz o deuz allet ar Vretonet hag ar Francisien gouzanv heb klemm an oll draou euzus gret a enep ar relijion gant ar republikanet ! Lakeet oe eta patrom Mirabeau var eun aoter, var blasen Lesneven ; an oll dud er c’hargou a renkaz dont d’ar gouel iskiz-ze pe koll ho fost. Lesneven oa neuze ar ger genta euz a vro Leon, hag e oa enni kals tud er c’hargou. Ar baysanted oa deuet dy da velet eun dra ken dibaot. Pa oe kanet ar Marseillaise, an oll, o tra mezuz ! ann oll a zaoulinaz dirag patrom Mirabeau evel gueichal ar paganet dirag patrom ar roue Nabuchodonosor. Ar baysanted a zirollaz da c’hoarzin ; ar soudardet a ordrenaz dezo daoulina : lod a blegaz eur c’hlin, daou kalounekoc’h evit ar re all, a lavaraz a vouez huel : Petra oump deuet d’ober aman ? en em dennomp ac’han ; ha neuze oe klevet trouz ar boutou pren var pave Lesneven ; al Leonardet o font kuit evit mont en dro d’ar ger. Pa oe aichuet ar jolori, e oa guelet eun den e karg en he za, hag an tok var he ben, etouez ar re maleüruz avoalc’h evit daoulina dirag ar patrom divalo. An aotrou Feburier, barner a beoc’h e Lesneven, oa an den kalounek-ze ; enor dezan, enor da viken !! An dra-man a zo pec’hi a enep Doue, pec’het a idolatri ! ! emezan. He vignonet a glaske he lakaat da zaoulina en despet dezan. D’an daoulin, d’an daoulin, a ioue an dud fall. Biken, a respounte an aotrou Feburier, na zaoulinan nemet dirag ar guir Doue, krouer an env hag an douar ! an dra-man aotronet a zo idolatri, netra ken. Var ho taoulin, Feburier, a lavaraz an offiser var varc’h, var ho taoulin ; biken, el lavaran d’eoc’h, ne adoran nemet Doue. Ar soudardet o tostaat outan a den ho sabren hag ho savont uz he ben ha lod var he beultrin. Skoit pa geroc’h, eme ar c’hristen mad, ne meuz ket aoun dirag ho kleze.
An itron Feburier, he bried, a vele euz eur brenestr an dra euzuz-ze. Pa oe goulennet diganti divezatoc’h pe seurt sonj he devoa bet o velet he fried ken tost d’ar maro. Trugarekaat a ren an aotrou Doue, d’he veza roët din da bried, hag e mije karet beza en he gichen gant va bugale evit renta testeni gantan d’ar guir feiz. Lakaat a riz ma fevar krouadur var an daoulin evit goulen skoazel Doue evit ho zad. Pedennou ar vugale inosant-ze oant selaouet, evit ar veich man an den mad ne oe ket lazet ; ne oa ket deuet c’hoaz ar bloavez terrubl 93.
Kasi an oll Vretonet deputeet en Assemblée a reaz al le schismatik : lod anezo a reparaz ho faut eun neubeut goude. Ne oa eskop ebet en ho zouez, a drugarez Doue.
Aman an dall koz a heanaz hag e kouezaz daelou euz he zaoulagad, sonjal a ree martreze en deveziou trist-ze e renkaz kuitaat ar seminer.
Peb bœlek e karg a renkaz neuze dre an oll rouantelez pe toui pe kuitaat.
Ar c’hloarejen iaouank euz a Roazon, a renkaz renons d’ar velegiach, skriva a rejont araok pellaat diouz ar seminer eul lizer d’ho eskop ker kalounek, an aotrou de Jirak, evit prometti dezan derc’hel d’ar guir relijion beteg ar maro. An oll c’hloarejen en oll eskoptiou a renkaz neuze n’em denna d’ar ger. Nep na oar ket petra eo beza galvet da servich Doue, na gompreno ket va foan ha va nec’hamant pa renkiz mont kuit euz ar seminer.
An dud a ouie peurvuia en avans piou euz ar veleyen o dije dalc’het stard d’ar feiz, ha piou en dije gret al le. Pa vije en eul leac’h bennag eur bœlek ha na roe ket ar skuer vad, pa na oa ket gouiek, pe a oa aounik ; hennez a lavarent a douo, ha peurvuia ec’h errue evel-ze.
An dra-ze oa ken anat evit an oll, ma souezaz eur veich an dud fall euz a Roazon, o klask lakaat da doui eur bœlek ha n’en doa ket eur vuhez reglet mad, abalamour m’ac’h enebe outo. — Nan, eme ar bœlek-ma, ne oa ket aounik, na rin ket eul le a enep ar guir feiz, — Penaoz, eme an dud fall-ze dezan, c’hui, c’hui a refus ober al le ; souezet omp a gement-ze. — Entent a ran ac’hanoc’h, eme ar bœlek, c’hui a sonj unan hag en deuz roet skuer fall d’ar re all a dle beza euz ho tu c’hui ; daoust m’am euz bet ar malheur da vankout, n’em euz ket c’hoaz kollet ar feiz.
Ma na vije ket bet en em gavet tud aounik na vije ket bet kalz a douerien, rag dre c’hras Doue ez euz bet atao nebeut a veleyen a voal exempl. Etouez ar re fall-ze, koulskoude, a renkaz ar re a c’houarne neuze ar Frans choaz pastoret d’an ilizou, paz eo guir e tifennent ouz ar veleyen vad tostaat ouz ho farreziou.
Ne oa e nep leac’h iskinet ar relijion evel ma oe e Breiz. Tud ar Finistère ha re Kostez-an-Nord oa ar re grissa a enep ar veleyen vad. Ar C’hoz, euz a Blonevez, ha Jean Minée euz a Baris, laket da eskop fall e Naonet, a iskine ar veleyen hag ar gristenien vad en eun doare goal griz.
Ententit mad, va zud, evit kompren kouraich ar veleyen vad en amzer denn-ze, nac’het e vije outo pa joment stard er guir feiz, ho bevans, hag ar voyen da veva en honestis. Ar bœlek a reüse ober al le schismatik, a renke divar neuze beva divar an aluzen. Ouspen-ze e vije lavaret kement a draou fall anezan ma zeue lod euz ar bobl d’ho c’hridi. Gouzout a rit en amzer a drubuil ez euz atao tud a dro euz an tu krea.
E peb parrez, en em gave tud evel-ze, a zeue da ober goab euz ho beleyen, pa ho c’havent stard d’ar feiz. Pa vije euz eur vorc’h bennag lakeet eur bœlek mad er prizoun, e teue var he lerc’h a vandennadou tud iaouank dirollet, an dud fall o doa lavaret dezo oa ar veleyen ar pen abek euz malheuriou ar vro.
Tud all, er c’hontroll, a vouele var ho lerc’h, o c’houzout mad pa vank ar veleyen, ar relijion a ia kuit.
D’ar zul, 23 guengolo 1791, republikanet Brest a zigouezaz e parrez Sant-Divy ; kanet oa ar gousperou ; kelc’hi a reont an iliz, ha daou soudard a antreaz en Iliz hag a c’houlennaz digant an daou vœlek a gane ar gousperou : Ha gret o peuz al le goulennet dre al lezen ? Nan a respountaz an aotrounet beleyen : peuraichuit da gana, abalamour d’ar bobl zo aman ; pa vint aichuet dont a reot ganeomp e Brest. An aotrou Gourmelon hag an aotrou Kauseur oant lakeet e kreiz an dragonet ; ar baysantet oe gourdrouzet e brezonek. Ho goad a verve en ho gwasied ; an dragonet a lammaz buhan var ho c’hezek, koulskoude eun drafat mein a gouezaz var ho c’hein ; eun ten pistolen tennet var ar baysantet ho lakeaz da heana. An daou vœlek var droad a renkaz bale e kreiz an dragonet var varc’h beteg Guipavas ; meur a zaëlou oa skuillet var ho lerc’h ; eno oe roet bep a varc’h d’ar veleyen vad-ze ken goalkasset evit ar Feiz, hag e oant prizouniet e kastel Brest da c’huerc’h heur euz an abardaez. An aotrou Parcevaux oa prizouniet d’he dro, tamallet da veza roët ali d’ar baysantet da enebi ouz al lezennou fall.
Er parreziou, e leac’h ne oa nemet kouerien pe paysantet, na droe ket speret an dud ker buhan.
Al labourerien divar ar meaz a oar mad ho c’hatekiz peurvuia ; ha ne deo ket ken œz ho lakaat da gemer ar gaou evit ar guir.
Abalamour da gement-ze, ar veleyen vad a hellaz lod anezo chom pell amzer kuzet etouez an dud divar ar meaz ; hag e chomaz evel-ze ar feiz kristen stard etouez an dud.
Eleac’h ma n’em gave aotrouien fall, a gassee ar veleyen hag ar relijion, an dud a droe kein d’ar feiz, aveichou dre aoun, evit plijout d’an dud fall-ze, o sonjal oant gouieziekoc’h evito.
Ar pez a erru, siouaz, nemet re aliez c’hoaz.
Dalc’homp eta stard e peb amzer d’ar veleyen ha d’ar relijion ; hor bro a zo bet atao brudet mad evit-ze.