Mont d’an endalc’had

Instruction evit derguener ar Groas

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 255-256)


EVIT DERGUENER AR GROAS.

AR pez a dle peb guir gristen da ober derguener ar groas eo : da guenta, medita an histor eus a varo ha passion hor Salver, oc’h assista, mar guell, er sarmonen pehini e vez discleriet he bassion ; d’an eil, souffr hor poaniou gant patiantet diouz an exempl eus hor Salver, hac iun gant mui a austerite d’an deiz-se eguet d’an deiziou all, mar d’ê possubl ; dan drede, assista er servij divin hac en em unissa gant an Ilis eu oll pedennou pere a ra d’ar memes deiz evit quement seurt tud a so var an douar, hep excepti memes ar Iudevien hac an infidelet, abalamour ma ê maro Jesus-Christ evit an oll generalamant ; ha d’ar pevare, mont gant respet ha gant devotion da adori ar groas, da lavaret eo, d’en em brosterni dirac ar groas evit adori non pas ar c’hoad pe ar groas-se simplamant, mæs Jesus-Christ pehini a so bet staguet outi. Chetu ama comsou an Ilis pere a ellot da brononç devotamant en adoration-se, ha quellies gueich ma rancontrot ur groas bennac var hoc’h c’hent, ha pa antreot en Ilis o velet ar grucifi pehini a gustum beza abars a huel.