Iann ann Arc’hantek
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yann an Arc’hantek.
Jannedig Helari, merc’h he mamm,
E braoa plac’h ’vale dinamm ;
Ha na gred ket sevel he fenn,
Gant ann dud-jentil hi goulenn ;
Gant ann dud-jentil, ’r baroned,
O c’houlenn Jannet da bried.
O pebeuz fortun hi d-eûs gret !
Un den-a-vor d-eûs komerret ;
Un den-a-vor d-eûs komerret,
He hano Iann ann Arc’hantek.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he bried Jannet, un dez ’oe :
— Ma fried Jannet, me ho ped,
Ul lestr newez a vô savet ;
Me a savo ul lestr newe,
Wit roï en presant d’ar roue ;
A veo he hano Mari,
’Aïo war-vor da gombatti.
Me aï’ da gabitenn war-n-hi,
Iann ann Arc’hantek ’vô gant-hi.
Pa vinn euz ’r c’hè, en Lanhuon,
Me a leusko tri zenn kanon ;
Leusko tri zenn kanon er mor,
Ken a greno ’r gêr a Roskor ; [1]
Hag a lakaï ma lestr en gwenn,
’Wit m’hi gwelfet a-ziabell.
Iann ann Arc’hantek a lâre,
War ar mor-dôn pa bourmene :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kê da veg ar wern uc’hella,
Da welet pelec’h omp ama.
Ar paj, pa ’c’h ee ’n nec’h, a gâne,
Pa deue d’ann traon, hen ’oele :
— Uc’hella ma c’hellan ’on bet,
N’am eûs gwelet douar a-bed ;
N’am eûs gwelet douar a-bed,
Met peder lestr d’ar Spagnoled ;
Ho gitono a-rez ann dour,
Ma mestrig paour, ur sinn traïtour ;
Ho gitono ’zo liou d’ar gwad,
Ma mestrig paour, sinn da gombad !
Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
D’he vartoloded ’n eûs lâret :
— Ma martoloded, me ho ped,
Na vet ket traïtour em andret ;
Na vet ket traïtour em andret,
Da lakâd paper, lec’h boulet.
— Tawet, ma mestr, na nec’het ket,
Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket ;
Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket,
Da lakâd paper, lec’h boulet ;
Tre ’pado buehez er c’horf-man,
Birwikenn trahison na ran !
Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
’N korf he roched em diwisket ;
War-c’houre ’r pont hec’h eo savet,
Ha tri zenn kanon ’n eûs leusket ;
War ar bevare ’eo ratet,
Laket ’oa paper, lec’h boulet !
Ar spagnol braz a c’houlenne
Ouz Iann ’nn Arc’hantek, p’hen komerre :
— Lavar d’in, Breton arajet,
Na a betra out-te karget ?
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, pa hen klewe :
— Karget ’on a figes, a graon,
Hag alamandes, bet’ ann traon ;
Karget ’on ’winn Bourdel ar gwella,
Deut ganen ewit hen tanva.
Ar spagnol braz a lavare
Da Iann ann Arc’hantek neuze :
— Mar roës da verc’h-hena d’in-me,
Me ’lezo ganid da vuhe ;
Me ’lezo ganid da Vari,
Da vont war-vor da gombatti.
Ann Arc’hantek ’n defoa ur verc’h
’Oa gwenn he daou-dorn, ’vel ann erc’h ;
He daou-dornigo, he diou-jod,
Ken kaer hag al laez en ur pod.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, eno, neuze :
— Bikenn ma merc’h me na roan,
Hi c’holl pe gonid a renkan…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Gichenn ma fenn bete ma zroad
Te ’labe ma roched a wad !
M’ vije gant Jannet Helari,
Honnes ’denje ’r gwad anezhi.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he verdedi, eno, neuze :
— Ma merdedi gêz, me ho ped,
Chui ’c’h a d’ar gêr, me na inn ket ;
C’hui c’h a d’ar gêr, me na inn ket,
Grêt m’ gourc’hemeno d’am fried.
Lâret dezhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor eo sur war-var ;
Ha kas he mab hena d’ar skool,
Ha diwal na ve den a vor ;
Ha kas he merc’h d’al leandi,
Peadra ’walc’h ’chommo gant-hi. [2]
Jannet Helari a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met he martoloded a ree :
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me a wel arru ho pried ;
Me ’wel arru ul lestr-newe,
Iann ’nn Arc’hantek war he c’hourre…
Kanet gant ur vates hostaleri, en bourk Plistinn — 1864.
- ↑ Au lieu de Roskô, pour la rime.
- ↑ Variante : Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he baj bihan eno neuze :
— Pajig bihan, mar am c’haret,
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket,
Gra m’ gourc’hemeno d’am fried.
Kas d’êhi ma roched leun a wad,
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad ;
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad,
Gant ann daero he daoulagad.
Ha lâr d’êhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor hi ’ve war-var.
Lâr d’êhi reï he merc’h hena
D’ann nep hi gonlenno kenta ;
Na raï ket tensaour a verc’hed,
Na int ket mad da em viret ;
Ha kas he mab bihan d’ar skôl,
N’hen disko ket da aen a vôr :
Met he mab hena, m’hen goar mad,
A vô den a vôr ’vel he dad :
Hag he merc’h iaouank d’al leandi,
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
Tric’houec’h kant skoed leve ’zo em zi…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup,
euz a barous Plunet — 1872.