◄ II. — Pelerinach Santez-Anna-Wened | III. — Gwennola a varv dougerez… | IV. — Eur bugelik a zo ganet er be ► |
Goulskoude war dro nav heur deuz ar mintin, ar glanvourez a dreuz-komzaz adarre, e daou lagad a droe en e fenn, eun derzien vraz a grogaz enni en eun taol-kont. Ar belek a deuaz raktal, hag ar c’hloc’her a oa dija eat war gein eur marc’h buan, da gemen d’ar medisin.
Allaz ! arok ma c’hen em gavaz ar medisin, an ælez a ioa deut da gerc’hat ene kaër Gwennola Kerzuliek.
Ar medisin a zistroaz buan d’ar gaër, hag a lavaraz da gloc’her Mellak mont raktal war o loan da Zantez-Anna, da gemen d’an aotrou Kerzuliek e oa maro e wreg e Mellak. Pa oa digoueet ar c’helc’her e Zantez-Anna, e ieaz raktal d’an hotel vraz, el leac’h e tlie beza diskennet an aotrou Herry Kerzuliek. Gwelet a reaz ar wetur e toull an nor, an aotrou Herry a oa er zâl o tebrí eun tam, abarz dont kuit…
— Aotrou, a lavaraz ar c’hloc’her, hoc’h itron a zo marvet bremaik da zek heur e Mellak.
D’ar c’homzou-ze, an aotrou goueaz d’an douar a stok e gorf, hag etre teir gwech, e sankaz eur gountell enn e c’houk, heb lavaret eur ger.
D’ar garmaden spontuz a lezaz neuze ar c’hloc’her, tud an hotel a deuaz da welet petra oa c’hoarveet.
Raktal oa klasket daou vedisin, vit stanka ar goad a rullie deuz gouk Herry Kerzuliek. Pa oa louzaouet an den dizesperet, oa laket en eur gwele vit repozi, n’oa danjer abed ken evit e vuez.
Ar c’hloc’her a zistroaz neuze da Vellak, el leac’h oa sebeliet korf Gwennola.
An aotrou Person a oa en ti, pa zigoueaz er ger. Mac’harit a bropozaz deustu skriva ar c’helou heuzuz da Boullaouën da dad ha mam Gwennola.
An aotrou person a ioa a-unan ganti, mes lavaret a reaz e oa red douari ar c’horf maro abenn tri devez d’an hirra, hag evel ma n’o divije ket amzer da zigoueout abenn an termen ze deuz Poullaouën da Vellak, e vije great al lidou heb ar gerent.
Gwennola a varvaz d’ar merc’her vintin, ha da zadorn vintin da nav heur e oa douaret. Dreist oll oa bet kaër al lidou, pevar belek a ioa bet en interramant, oll dud Mellak, ha kalz deuz parroziou tro-war-dro, pere a oa bet estlamet o klevet eun heveleb kelou spontuz.
Antronoz, d’ar zul vintin, o oa kanet eun offeren hag eur zervich evit repoz ene Gwennola Kerzuliek. Pa oa achuet an offis, ema er c’hiz da vont da daoler eur banne dour binniget war ar bez.
Marc’harit an Naour a deuaz evel ar re all, ha pa oa eat an dud kuit, hi a jomaz da gempen ar be, ar bokodou laket war an douar. Daoulinet e oa etal ar be, o lavaret eun de profundis, pa glevaz eur vouezik o tont deuz strad ar be.
Estlamet oll, Marc’harit a zavaz evel eun tenn, en e zao. Tra estlamuz ! ar vouezik a glev, a zo evel eur glemmaden, eun hirvoud.
He zreid, he diwesker a gren evel delliou, hag hi sabatuet, n’eo ket evit flach deuz al leac’h-ze. Garm, garm a ra, hag an dud a deu da c’houlen outi petra c’hoarvez ganti.
Kemennet e oa d’an aotrou Person, ha dont a reaz trum da welet petra oa c’hoarveet.
An hirvoudou a zeblante brema sevel
splannoc’h deuz an douar.