Mont d’an endalc’had

II. — Pelerinach Santez-Anna-Wened

Eus Wikimammenn
Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   I. — Herry ha Gwennola II. — Pelerinach Santez-Anna-Wened III. — Gwennola a varv dougerez…   ►



II. — Pelerinach Santez-Anna-Wened


Prestik goude, ar vatez a deuaz da lavaret d’ezi e oa eur baourez e-toull an or, hag e devoa ezom braz da gaozeal ganthi. Gwennola neuze a zec’haz an diveradennou daëlou a c’hleble c’hoaz e daoulagad, hag a ziskennaz daved ar baourez.

— « Itron, eme houma, ho kastel a zo braz, mes oc’h enkrez a zo brasoc’h c’hoaz. Eiz vla zo oc’h dimeet, hag eur bugel a vank d’oc’h eüruzded. Me zo eot en iliz Itron Varia Gleden, hag eno, da c’houloude, va zreid en noaz dirag aoter ar Verc’hez, em beuz pedet evid’oc’h, goulet em beuz evidoc’h ar c’hras da gaout eur bugel, hag e deuz selaouet va feden. Lavaret e deuz d’in dont da gemen d’och ar c’helou kaër-ze, a gresko ar garantez etre ho pried ha c’houi. Eur miz araok ma c’hano ar bugel, c’houi a ielo da ober eur pirc’hirinach da Santez-Anna-Wened, en eur dremen dre iliz Kleden. Kenavo, itron, kenavo ar c’henta gwelet. »

Strafuillet gant ar c’homzou-ze, Gwennola na ouie petra d’ober, na ouie ket pe e oa dleet d’ezi kredi ar c’homzou-ze pe no oa ket. Mont a reaz d’e c’hambr, doaniet he spered, he c’halon enkrezet. Mont a reaz da gambr he mam, hag e lavaraz d’ezi pez e devoa klevet.

— « Merc’hik ! kred ha pedomp evit ma teui ar c’homzou-ze da wir. »

An amzer a dremene buan, an delliou a goueze puill deuz ar gwez uhel, ar goanv a dostae a lammou braz, hag an aotrou a chasee bemdez gwasoc’h gwaz er c’hoajou tro-war-dro. Skrignak, Poullaouën ha Karnoët a oa al lec’hiou ar muia darempredet gantan.

Ar goanv a dremenaz buan, ha pa deuaz an Nevez-Amzer gant e vokedou kaër, an aotrou a zeblante laouenneat e galon, pa welaz an neventi digoueet en e vaner.

E traon ar c’hoat, ar c’horn-boud a gase a-bell e zoniou lawen ha sklitruz, ar mevelien o-unan a gane er c’hoat hag er prajou tro-war-dro, soniou kaër Breiz-lzel, ha laouen o oant vel bokedou ar prajou. D’an deiou diveza e viz ebrel, Gwennola a lavaraz d’he fried.

— « Herry, promotet em euz mont da bardona da Santaz-Anna-Wened, war dro hanter miz maë, ha kredi ran e vezi kontant da zont asambles ganen. »

— « Diodez ! mont da bardona d’ar mare-ma deuz da vuez, a ve eur gwall dra evidoud, evit da iec’hed. »

— « Ma ! mont a rankan, prometet em euz d’ar Werc’hez.»

— « Ma rankez mont ez aimp hon daou, goulskoude ar veaj-ze a zo hir, hag an hentchou stronsuz meurbed. »

— « Doue a vo ganeomp. Hen hon diouallo.»

— « Pe heur neuze e fell d’id e iaffemp ?

— Koulz vo d’omp en em lakat en hent dilun genta, rak hast em euz da welet patronez ar Vretoned war he zrôn alaouret, hast em euz da bedi anezi, da drugarekaat anezi deuz ar c’hras kaër a ro d’eomp hon daou.

En eur dremen, ez aimp eharz treid an Itron-Varia Gleden, d’he zrugarekaat ive deuz ar c’helou kaër he deuz digaset d’in eiz miz a zo.

— « Ma ! dilun e vezo staget an daou loen gwella zo er marchosi ouz ar c’harrons goloët, hag ez aimp da gousket da Rosporden, hag an de varlec’h, e welimp tour kaër Santez-Anna.

— Mar plich gant Doue ! a lavaraz Gwen.

— Ia, ia ! deuz bepred ! a lavaraz Herry. D’ar lun vintin wardro eiz heur, Job ar Riou, mevel-braz ar maner, a stagaz ouz ar wetur daou lon-kezek, karget ar friantiz, ha prestik goude an aotrou hag an itron Kerzuliek a azeaz er wetur. Kemer a rejont neuze trum ha trum hent Keraez, ha deuz eno da Gleden. Job a roaz eno eun tam kerc’h d’e gezek, ekeit a ma oa e vistri en iliz. Kemer rejont neuze hent Gourinn, el leac’h ma tlient leïna. Goude beza debred, e kemerchont hent Rosporden. Eno e tigouezchont da vare kuz-heol. Pa oa laket ar c’hezek en ho c’hraou, e rejont eun droïk en kear, goude beza bet oc’h ober adarre eur bedennik en iliz.

Antronoz, war dro eiz heur, ec’h en em lakejomp adarre en hent evit mont da Gemperle da breda. Tremenet o devoa Bannalek heb disken, ha galoupat a ree ar c’hezek founuz founuz en eur c’hrâ vraz tostik da vourc’h Mellak…

Souden, setu daou vleiz braz, an tan en o daoulagad, o tond er meaz euz eur c’hoat, hag o saillat gant ar c’hezek. Ar re-ma a spontaz, an toucher ne oa mui trec’h d’ezo, ha ken buan a lavaret, ar wetur a ruillaz e foz an hent braz. O koueza, Job, an toucher, a dapaz eun taol troad marc’h war e benn, hag a varvaz raktal. An aotrou hag an itron, strafuillet oll er wetur, a grie abouez o fenn. Eun nebeud tud a oa o labourât en eur park war ribl an hent, a ziredaz pa glevchomp garm. Raktal e tistagchont ar c’hezek, pere no devoa bet drouk abed. Deuz o c’hoste, daoust ma oa bet treinet ar wetur eur pennat mat, an duchentil n’oant ket bet gloazet. Gwennola avad, a oa ruiet braz he fenn dre ar spontaden e devoa bet.

Korf maro an toucher a oa kaset raktal d’ar vourc’h evit beza interet. An aotrou hag an itron a oa ive digemeret en eun hostaleri, e ti Varc’harit an Naour, e bourk Mellak. Gwennola oa laket en eur gwele, rak an derzien, eleac’h bihannaat, a greske a lammou braz. An aotrou, er mez anezan e-unan, a bignaz war unan euz e gezek, hag a ieaz da Gemperle, da glask ar medisin. Pa oa digouezet an aotrou Rouz, ar glanvourez a dreuz-komze, na oa mui he anaoudegez vad ganti. Ar belek a deuaz, hag a roaz d’ezi an Nouën.

Evelato, gant al louzeier krenv a roaz d’ezi ar medisin, an derzien a dorraz a nebeud da nebeud, ha vardro teir heur goude hanter-noz, Gwennola a zeblante beza er meaz a zanjer.

Neuze e lavaraz d’e fried ar c’homzou kaër ma :

— Herry, va mignon, va esperanz er bed-ma : gouzout a rez eun dra prometet a zo eun dra dleet, me em euz prometet mont da Santez-Anna, ha mont a rin, kousto pe gousto.

— « Va c’halonik, a lavaraz Herry, kred ac’hanon, arabad eo d’id sonjal evit c’hoaz mont da welet Santez-Anna.

— Kerz, kerz neuze em leac’h, ha ped Mam ar Vretoned da rei ar iec’hed d’az pried, evit ma c’hello prestik mont da zaoulina dirak he skeuden santel.

— Mont a rin, hag hirio vintin, e pedin evidoud. »

An deiz a oa o komans goulaoui, pa gemeraz Herry hent Santez-Anna.

Mac’harit an Naour, pe unan deuz he merc’hed, a chome bopred etal gwele ar glanvourez, a oa ganti brema he oll anaoudegez vad

— Roit d’in eun tam paper, ma skrivin warnan va hano, hag al leac’h emaoun o chom, marteze an tam paprr-ze a zervicho d’eoc’h divezatoc’h. Setu aman daou leorik, an Aviel, hag Imitasion Jezuz Krist hag a raffoc’h d’am mam hebken, ma teufe d’in mervel ama.

— Ia, ia, eme Mac’harit an Naour, me rai ar pez a c’houlet, itron.

— A-benn an noz ho koaz a vezo dizro, dont a rai adarre da gennerzi ac’hanoc’h, ha red eo esperout, abenn daou pe dri devez, e vefoc’h pare klok, hag e c’hallfoc’h mont beteg Zantez-Anna.