Hunve ar Werc’hès

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 314-316)



HUNVE AR WERC’HÈS
____


   Pa oa ’n Itron Varia dous en he gwele,
E teuas d’ezhi eun hunve :

   He mab o tremen o tizremen
A-biou d’ezhi, euz hi c’hontempli,

   Ma lavaras evelhenn d’ezhi :
— Ma mammic, lavaret-hu d’in

   Pe c’hui a gousq, pe c’hui a repoz ?
— Ma mab, na gouscan, na reposan

   Eun hunve drezoc’h a sonjan.
— Ma mammic keiz, lavaret d’in

   Pez hunve ez hoc’h hini ?
— Ma mabic keiz, gwelet a ran

   A vefet comerret hennoz,
Gant eur goulaou sclezr, ’n eul letern cloz ;


   En eur groaz a veet staget,
Ha gant scourjeo plom foetet ;

   ’N ho pisach sacr a vô scopet,
A dolio treid veet ruillet.

   — Ma mammic, gwir ê hoc’h hunve.
Neb a oufe hac a larfe

   Ann hunve-man, ter gwez bemde,
Ter gwez en noz, ter gwez en de,

   Biken dour na tân n’hen gwalfe,
Nac en ifern na diskenfe ;

   Tri de ha ter noz ’rôc ma varwfe,
Ouife pe heur e tesedfe.


Marc’harit Fulup. — Plouaret, juin 1885.


____________