Nozvez skrijuz-meurbed ma weliz o vervel
Va Dous muia karet,
Evel eur gwall huvre, da zonj a jomo pell
Em c’haloun, grisiennet.
Enn despet d’ann holl boan a gemere noz-deiz
Eur medisin dispar,
Evit gallout herzel oc’h ar c’hlenved direiz
Ha n’en deuz ket he bar,
Ar pas a iea war gresk ; ar glanvourez, siouaz !
Gand he foan a glemme,
Ha me ioa vel spountet, beuzet em glac’har vraz,
E-c’harz troad he gwele.
Kerkent, er berr-halan, eur griadenn mouget
Da rei d’in ann enkrez,
Ha me da dostaat ar goulou, vit gwelet
Hag hi ioa c’hoaz e buez.
He dremm a ioa gwenn-kann ; ar c’houezenn a ruille
Diouz he zal ivez gwenn :
Kerent ha mignouned da zaoulina neuze,
Vid ober ar bedenn.
Med evel pa vijenn, enn eunn taol, kouezet dall
Kentoc’h eget soubla
Me da vont e-kounnar ; c’hoant em oa da grial
Kement ha da ouela.
Euz va gwall-eur, siouaz ! e welenn ar vrazder
Hag ann devalijenn,
Rag euz va iaouankiz kement huvreou kaer
A nije da-viken.
Koll a reann hep fisians, pa deuaz, enn eur mare
He zerchenn da vouga ;
Araok eur barr-amzer e weler, evel-se,
Amzer zioul da genta.
Kerkent, enn eur daoler he daoulagad war-n-oun
E lavaraz gant feiz ;
« War-laez, er Baradoz, em euz fisians, mignoun,
D’en em welet eunn deiz ! »
Neuze me deuaz mezuz da veza selaouet
Ar vouez euz ar gounnar ;
Heb ar Relijion e sonjiz n’ez euz ket
Netra vad war ann douar.
Dihunet oa va feiz ; hag euz he japeled
Me da ziskouez ar groaz
Da behini neuze, gant karantez-meurbed,
Pell amzer e pokaz.
Enn eur zellet ouz-in, hag ouz kroaz ar Zalver,
E varvaz goustadik,
Laouen vel pa vije kousket ebken, seder,
Evel eur bugelik.
He japeledik ker, gand he groaz benniget,
A zo chomet gan-en ;
Ra c’hallinn, evel-d-hi, diouz Satan diwallet,
Mervel e gwir gristen.
|