Mont d’an endalc’had

Gwreg ar pesketer

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 161-166)



Gwreg ar pesketer


An avel zo fuloret, ar môr a zo diroll,
Dimeus ar besketerez ez eo dizro an holl,
An holl en kichen an tân zo evurus meurbed,
Goude eun devez trubuilh, eun devez poan-spered.

Neuze war lein an dosen e welched eur plac’h kez,
En he daoulagad daerou, en he c’halon enkrez ;
En dro d’ei tri vugelig, juntet o dornigo,
O laret : — Mam, na ouel ket, hon zad a deuï en dro !

— Pell zo, eme ar vam baour, tleje bezan er ger,
Na gustum chom diwead pa ve fall an amzer ;
Ma bugaligou vihan, an noz zo tenval, du,
Pedet Doue evitan, et da gousket dustu… !

Ar vugale ’n eur bedi a zo et da gousket,
An anken gant eun hunvre oute zo pellaet !

Gwelet reont en dro d’e zent hag êledigou :
Baradoz ar vugale a zo en hunvreou !

Ar vam gez a zo bepred war he zosen uhel,
Yudal e ra ’n he diouskouarn trouz ar môr, an avel ;
Ouz he zreid war ar gerrek, gant eur gounar spontus,
E tilamm ar gwagennou, gante eun drouz heuzus,

Ous ar môr dichadennet hi a chom dizeblant,
He daoulagad er pellder a zell gant nec’hamant,
Kredi ra d’ei a-wechou, eus kreiz he foan-galon,
Klevet eur vagig vihan o tont war ar môr dôn…

Siouaz ! pa zell en dro d’ei he wel ar wirione,
An avel a yud bepred, ar mor zo didrue ;
En pep ti, en pep lojen, an dud a zo kousket,
He fried n’eo ket distro… He c’halon zo rannet !

Distrei ra d’he zi bihan, dour en he daoulagad,
Kousket eo he bugale, kousket ha kousket mad ;
Neuze he tec’h adarre daoust e d’an amzer gri,
Da chapelig ar Werc’hez hec’h a da hirvoudi…

— « O Gwerc’hez ar Gwir-Zikour, Mari Stereden Vor ;
» Miret ouz ma bugale d’en em gavout minor ;
» Roet d’eur vam ankeniet gwir frealzidigez,
» Miret outi, o Gwerc’hez, da vezan intanvez… ! »


Eun hanter-eur pe war dro hec’h eo bet er chapel,
Daerou puilh he deus skuihet ouz treid he Mam zantel ;
Deut ez eo c’hoaz war he c’hiz da chilaou er mor braz,
War ar mor braz dirollet n’he glev netra, siouaz !

Glac’haret-tre ar wreg paour a distro c’hoaz d’he zi,
Hanter-noz a zo zonet, he den n’eo ket arri ;
War he daoulin eo kouezet, braz, braz eo hec’h anken :
Da gennerzi ar c’hristen n’eus ket vel ar beden !

Pedet he deus ar Werc’hez, pedet he deus Doue,
Pedet evit he fried, evit he bugale ;
Tre ar beden, an daerou, e tremen an nosvez,
N’eo ket evit diskwiza : he fried zo er-maez ?

Er-maez ar môr dichaden, gant an avel zavet,
A zailh ebarz e aochou vel eul loen pennfollet ;
An noz a zo ankenius, ober ra grizilh, glao,
Vit ar vagig dilerc’het an amzer n’eo ket brao !

— O pebez nosvez anken, e lavar ar wreg kez,
O de, deus buhan en dro, ma tec’ho ma enkrez,
O mintin, deus eta prim, da rei d’in-me kelo
Dimeus tad ma bugale… Lar d’in, n’eo ket maro !

Ar beure evit ar plac’h a zo re bell o tont,
Ha c’hoaz dre ma tosta d’ei e kresk, e kresk he spont ;

— Marteze vo kêlo mad, inarteze fall… piou oar ?
Ha mar vefe kêlo fall, d’ezi gwasât glac’har !

Deus forz gouela ha pedi, ar mintin a doste,
Mar na darz ket c’hoaz an de, noz n’an eo ken ive ;
Kentan dremvel ar mintin, war ar môr gourdavet,
A zeblant eul linsel-gaon, ankenius da welet…

Ar vam baour hanter-varo, a dec’h eus he lojen,
Ar spi ebarz he c’halon, he sav war an dosen
Tenvalik eo c’hoaz ar mor… — Forz kaer a zo, emei.
Dre ho sikour, o Gwerc’hez, m’hen gwelo o tistrei,

P’he deus sellet en pep lec’h ha zellet en pep tu,
War an drêzen tost d’ezi hi a wel eun dra du ;
Hep gouzout, na oar penoz, he lez eun hirvouden,
Gant he foan-galon ive eo kresket hec’h anken.

Eun nerz krenv eur c’hoant krenvoc’h he c’has warzu an dra.
O tiskenn ebarz an aod : — Petra ez eo, petra ?
He c’halon a lamp enni p’en en gav war an trez…
Eur griaden a c’hlac’har… — O Per, ma fried kez !

En e gichen eo semplet o tont d’hen briata,
Mes, alaz ! ar pesketer n’eo ken eus ar bed-ma ;
E zaoulagad zo zerret ; war e drem dislivet,
Bet blonset gand ar gerrek, e ruilh ar gwad duet !


Aman, aze ha du-hont, gant ar mor dismantret,
Eman tammou ar vagig, tolet ha distolet ;
Dimeus ar vagig drailhet, hi na ra van abed,
Daoulinet war an drêzen, he komz ouz he fried…

Mantrus ez eo da sonjal glac’har kri ar wreg-man :
— « O ma fried, ma fried, klev ac’hanon breman,
» Digor c’hoaz da zaoulagad… Hep mar ez out kousket,
» Komz diouin vel da kustum, evit na ouelin ket… »

Kaer he deus gouela, gouela, he fried zo maro,
Komz outi war an douar biken ken na raïo !
Neuze ar vam c’hlac’haret a sonj en he stad kri ;
— Maro eo ar gonidour, penoz rin, emezi ?

Penoz a rin-me breman dimeus ma bugale,
Pa n’o deus tad abed ken da brient bara d’ê ?
War-ze ken gwaz ha biskoaz e tistank he daero…
— O ma Doue, ma Doue, perak n’on ket maro ?

Kerkent ous ar chapelig e tec’h eur vouez sklintin,
Mouez seder ar c’hloc’h o son Anjeluz ar mintin ;
Ar zon vel eur c’halvaden ’ra d’ei zevel he fen,
En despet d’he foan-galon bepred hec’h eo kristen !

— « Itron-Varia-Drue pounar ez eo ma c’hroaz ;
» En kenver hini ho Mab n’eo netra abed c’hoaz ;

» Ma glachar ma’z eo ken braz, brasoc’h oa ho hini,
» Roet d’in nerz, o Mari, eveldoc’h d’en trec’hi ! »

Peden gaer an intanvez gant Mari zo klevet,
He glac’har a zo trec’het hag he foan distanet :
— « An Doue madelezus a vev al lapousig,
» Na zilezo birviken stad ma zri vugelig…

» Pegwir e wisk ar vleuen kaeroc’h ’vit Salomon,
» Pegwir ec’h anve reiz mad ezommou ma c’halon,
» E roïo d’ar vinored, d’an intanvez skoazel,
» Ra vo gant an holl meulet e hano ken zantel ! »

.......................................................................................

En disheol ar chapelig korf paour ar pesketer,
A zo breman douaret ; war e ve e lenner :
— Aman e tiskwiz en peuc’h, Per-Mari ar Steuno,
Kollet ebarz eur penze… Doue d’hen pardono ! —

Bemde aboue ar vam gez, d’an noz ha d’ar beure,
A deu war be he fried da zaoulina gant fe ;
Eno, gant he bugale, hec’h ankoua he foaniou :
A-dreuz d’ar be ar beden a unan kalonou…


————