Mont d’an endalc’had

Gwerziou Barz ar Gouet/Kentskrid

Eus Wikimammenn
◄   Kent-skriu   ►



KENT-SKRID
————


Sklerijennomp ar sperejou
Hep dizec’hañ an eneou.
Brizeuk.


1. — Ar gwerziou, soniou ha marvailhou a zo el levr-ma a oa bet, an darn vuiañ ane, moulet er Feiz ha Breiz kos, pe en Kroaz ar Vretoned. Rener an eil gazeten, an autrou F. Vallée, eur mignon dreist d’ar Vreiziz, en deus teurveet rei d’iñ eun taul dorn ewit dibab ar pennadou-ma hag hadauzañ ane tam pe dam. Rak ous o c’hemeret adarre d’o lakât dirak rummou brasoc’h a lennerien, em eus græt d’e eur c’hempenn nevez eus ma gwella, o trei ane ivez en galleg, ha meurwech en brezoneg Gwened. El labour diweza-ma an autrou ’n abad Gwilhevik en deus ma skoaziet gant e ouiegez dibaut hag hini barzed gwenedourien eus e anaoudegez.

Ma merc’h Lea he deus sikouret anoñ kals da choaz toniou a zere ous pep pez barzoniez. Eur re bennak a oa bet kinniget d’iñ gant an aut. Vallée hag an aut. Ervoan Ar Moal pe Dir-na-dor, barz ar c’hanaouen-nouu c’houek.

C’hoas em eus da drugarekât an autronez Perrin, moulerien ar Barzaz Breiz, o deus autreet d’iñ hadvoulañ ama tri fennad eus ar penn-ober-ze a varzoniez vrezonek, evel ma c’holennen gante, ha pa dlefe kaout mez dirak soniou ken brao ma gwerziou-me er memes yez, hag ar re am eus græt en galleg war an hevelep danvez, d’esa diskouez pegen kaer eo.

Ahendall e vo kavet, ouspen peziou heuliet a belloc’h, tri fennad anaveet mat, eus barzed gallek, am eus klasket ober d’ar Vretoned tanvât o c’hened dudius.



2. — Kals a dud a zonj d’e e vez neb a gar ar brezoneg eun enebour da studi ar galleg ha da bep mennoz diwarben an deskadurez hag an araukât. Ze neket gwir, tam ’bet.

Spered broad Breiz a zo keltiek, dishanval dious hini lodennou all bro-C’hall gos, bet latinaet gant kleze Sezar ; neket laret, ewitse, e ve a-enep d’ezañ. Ken-ze, gounid a rafent o daou, o kerzet dorn ous dorn d’an emgann ewit lakât gouenn an dud da vont war wellât ; war an tam douar-ma, e tle pep den mat stourm ha poelladi ewitse, ma teuy gwir gouez an nerz da oannât ha nerz salvus ar gwir da grenvât bepret. Yez ar Fransizien a zo kaer ha krenv aoalc’h drezi he-unan, ewit lezel hep o heskina kement lennegez all izeloc’h a c’hall labourat a-unan ganti da griski brud vat hon bro.


Daoust ha bleuniou bris ar c’hlazen
A varv dindan skeud ar rozen ?


Frankiz ar yeziou a zo, ahendall, eur gwir dre natur, ha n’haller ket torri aneañ hep beza kastizet. « Bro-Zauz na zinac’h ket ar frankiz-ze da Geltied he zeir rouantelez, na da Fransizien an inizi sauz-ha-normand ; n’he dinac’h ket zoken d’ar Voered hollandez, bet trec’het er brezel — pa ’z eo hon Breiz-ni, neket trec’het, hogen em roet a youl vat, dre ziviz skrid, gant he dukez Anna [1]. »

Ar Breizad gwirion d’e vrezoneg a oar kenkouls-all beva ha, pa vez red, mervel evel eur Gall mat, o seveni reis hag a-zevri an holl dleadou a zalc’h ous an hano-ze, evel ma c’houlen grons pep gwir zo stag outañ. Koll a rafe eun tam mat eus e dalvoudegez, en deiz ma renkfe dioeret sord a ra d’eañ beza heñ, an arouez anat a zishanval anezañ dious ar re-all. Evelse endeeun pep Fransez a ziansav an hano enorus-ze dre lorc’h da veza « bourc’hiz ar bed » a zistera, elec’h uhelât. Evel ma lavar eur gazeten hugunod gallek ha brezonek, Kloc’h an aut. P. Passy (1903, I, p. 4), « ar garantez etre ar boblou, ewit beza frouezus, a renk beza harpet war garantez ar vro ; hag houma nedeo ket gwir, ma ne vez harpet war garantez ar rann-vro, kaloniez ewit tour iliz ar barouz. Pep kanton en Suis a zo dizalc’h dious ar re-all ewit e draou e-unan ; dreze endeeun e vez ken beo-bueek en holl Suissed karantez o bro. »

Ar republik vihan-ze he deus koulskoude peder yez, ne lavarañ ket gouzanvet hepken ha lezet en peuc’h, hogen implijet gant renerien ar Stad.

3. — En eul levr all em bo an tu da ziskleriañ aben nemeur, a zonj d’iñ, perak em eus græt stama pe stase diwarben kals a draou a zell ous ar yezadur hag ar giriou brezonek. Aoalc’h e vo brema rei eun displeg bennak ewit esât lenn ar pennadou.


An doare skriva en brezoneg a zo kals gwelloc’h eget an hini a vez heuilhet en galleg; ar zoniou eo a ren aneañ ; pep lizeren a vir atau an hevelep hini : g ha s na vent nepret lavaret evel j ha z.

Koulskoude e c’haller awechou distrei eun tammik deus ar seurt reiz, ewit lakât ar skrid diroestloc’h hep beza diesoc’h da lenn. Laket em eus n elec’h ñ dirak eur gonsonen (nemet eun n all e ve), o veza ar sillabennou-ze lavaret bepret dre ar fri ; memes tra ewit an, on, e penn diweza ar giriou en brezoneg Gwened, dre ma vent lennet dalc’hmat evel en galleg.

Ahendall, o klask bihanât er skritur disheveledigeziou ar brezonegou komzet, em eus alies implijet an troiou-ma :

w a vez lennet en Treger ou hanter-gonsonen ; en Leon, u warlerc’h g, k, elec’hall v ;


æ = e en Treger, ea, ae en Leon ;

au = ô en Treg., ao en Leon.

Eur giriou bennak a zo troet tam pe dam, eus eur pennad d’egile, dious ma vez ar pennadou-ze tostoc’h da yez eur c’hanton pe d’eun all. An tri doare lavar peus-hanval a Leon, Kerne ha Treger a zo talvoudus bras d’e beza mesket en eur yez skrivet, a vez pinvidkaet gant giriou ha giziou prezeg pepini ane, pa vent mat d’an holl. Ar yez furmet erc’hisse a c’hall, avat beza skrivet eun nebeut dishanval, dious ma vez prezeg Leon, pe Kerne pe Treger o trec’hi war ar re-all.

Er gwerziou dreistoll e c’haller digemeret divorc’het ar sort meskaduriou reis ha fur ; ne c’hallont nemet beza mat d’ar yez holl, ha d’emgleo kement hini a gomz anei, o lakât kevret daou dra c’houek ha dudius : beza a-unan ha dishanval.

En traou red, bezomp unanet ;
Er re arvarus, dizalc’h net ;
E pep tra, ’n em garomp bepret.

Ze zo eur c’hrenn-lavar latin anaveet en Breiz, ha mat da heuilh dreoll.



  1. Eur c’houlennadeg ewit yeziou pep rann-vro, da gannaded lezennourien 1870 (en galleg), gant ar c’hont a Charencey, H. Gaidoz ha Ch. Bro-C’hall, Paris, 1903, paj. 7 hag 8 eus kent-skrid an aut. Gaidoz.