’N han’ Doue, ne zilammit ket
Gwaz yaouank digant e bried,
Na mab karet digant e dad,
Na digant e Vreiz eur Breizad.
Eur potr kalonek ha seder
A oa Kaourig an Heveder ;
E wreg yaouank, Soaz an Herry,
Ken zeder all, mar ne oa mui.
Eun devez, Kaour a lavarê
D’e vaouezig eus ar beure :
« Deût eo an de d’in da vonet
« Pell diouz douar ar Vrezoned.
« Pep gwaz barrek a rénk d’e dro
« Zevel vit harpa e vamm-bro ;
« Pebez dudi, pebez enor
« Ma vijen zoudard en Arvor !
« Allaz ! p’eo digemennet d’in
« Monet pelloc’h, monet a rin :
« Kenavo ’ta, va c’harante !
« Benn eur bloa ’teuin adarre. »
Eur pok war he muzellig ru,
Hag e benn-baz, ha kuit dioustu ;
Kuit gant an hent hep trei e benn,
Aon yudal dre nerz e ankenn.
Kaset a voe ar zoudardig
Pell diouz dremm glan e garedig ;
Kaset a voe mab an Arvor
D’ar zervich d’an tu all d’ar môr ;
Tre d’ar broiou lec’h ne zav ket
Dero galloudus er gwasked,
Elec’h ne c’houez ken an avel
Tremenet diwar Vreiz-Izel.
Kerkent ha ma voe distaget
Diouz an douar he doa maget,
E tizec’has plantennig Breiz
Dindan bannou eun heol direiz.
E kalon ar potr e krogas
Eur c’hléñved diremed, ziouaz !
An droug-hirnez, kléñved ar vro,
Kléñved a zun gwad ha daëro.
An dén nerzus a oa bet Kaour
N’ oa ken vit stlejal e gorf paour,
Ankouaet gant e galon tridal,
Marvet ar c’hoarzin war e dal.
Hag e spered kêz divrôet,
Bepred etrezek Breiz trôet,
A glevê duhont ’rôg mervel
Moueziou karet oc’h hen gervel :
« Oh ! — lavarê d’e vignoned —
« Pegen eürus ar Vrezoned,
« Pa varvont dindan heol o bro,
« Daoulinet o zud en o zro !
« Pa na glevont huanadou
« Nemed en yez koz o zadou ;
« Hetusoc’h eo mervel en Breiz
« Eged beva ’n eur vro direiz.
« Eno pep korf a vê douget
« Beteg an iliz vinniget,
« Beteg iliz wenn ar barroz,
« Zent Breiz-Izel oc’h hen gortoz.
« Ha pegen brao vê diskuiza
« E-deun ar gwele diveza
« Pa vê kelc’hiet ar c’horf maro
Gant douar zantel ar vamm-bro !
« Va mignoned, n’am lezit ket
« En douar zec’h-mañ da gousket :
« Ac’han n’ oufê biken nijal
« Va ene da gât ar bed-all ! »
Prest goude ’teuas eul lizer,
Eul lizer du d’an aotrou Maer,
Da lavaret e oa maro
Soudardig Breiz pell diouz e vro.
Distrôet eo Kaourig d’ar gêr
D’ e vro vinniget Landreger,
Serret, ziouaz ! e zaoulagad
E-deun archedou c’houec’h troatad.
Kaer en devo heol klouar Breiz
Tol sklerijenn warnañ e-leiz,
Ne zihuno ken e vugel
Lac’het gant heol ar broiou pell.
Lapoused a bep tu d’an hent
A gan atao vel diagent ;
Met hirvoudi ra ’r ganaouenn
A vijê gwechall ken laouen.
Ha barrou nerzus an dero
’Trezeg o mignonig maro
An em astenn evel gwechall
Klemmus ha kañvus o krozal.
E gerent, e vuia karet
A deu war e lerc’h, diskaret
Dindan ar pounnera glac’har
A c’heller gouzañv war zouar.
Hogen eur vouez a zav en êr,
Eur vouez frealzus ha tener :
« Va zud kêz, sec’hit ho taelo,
« Er Baradoz ni ’n em welo !
« Eno, abred pe divezad,
« E vê rentet Breiz d’ar Breizad,
« Hag ar mab d’an tad glac’haret,
« Ha d’ar wreg yaouank he fried. »
|