N° LXXXIV. — Santez Tereza ar Mabig Jezuz.
Diskan
Gwerc’hez yaouank Lizieu lilienn ar C’harmel
Dirak ho skeudenn goant Breiziz ’c’houlenn skoazell
Roit d’ho pugale sikour ha sklerijenn
Da virout ar vuhez kristen.
- Renet ’c’h eus er bed-man nebeut a vloaveziou,
Pleustret betek ar penn hent bras ar vertuziou,
C’houi ’eo skouer ar c’hlanded, burzud a garante(z)
Etre Jezuz hag an ene.
- Bugelig, ho kalon ’oa prederiet dalc’hmat,
Dindan sellou santel ho mamm ger hag ho tad,
Da bellaat diouz an droug ha da greski bemde(z)
Ho santelez dirak Doue.
- Eur vouez ho poa klevet abred ’n ho yaouankiz :
Galv Doue, da guitaat madou ar bed iskis.
War-lerc’h ho c’hoarezed e viot leanez
Dindan skeud leandi Karmez.
- Henvel ouz ar rozenn a zigor he deliou
Pa ’zeu tommder an hanv, glizenn ar beureou,
Bleuniou leun a c’houez vat a ziwan ’n ho kalon,
Jezuz enni a ra e dron.
- N’eus ket rozenn hep broud, gwir garantez hep poan,
’Kreiz he buhez kuzet kalz a zrein a ziwan,
Gouzanv a rae hep klemm : ar garantez ’zo trec’h,
Start ’man Jezuz war ho tivrec’h.
- Doue ’n deus kutuilhet timat ar « Rozennig »,
Klenket ’n e Varadoz ene glan ar Verc’hig ;
Breman tost d’he Salver, eürus ’kreiz ar c’hloar,
E skuilh bennoz war an douar.
- Pedet oc’h, Tereza, e pevar c’horn ar bed :
Dre-holl ho madelez ’zo burzudus-meurbet ;
War hon parroz ivez strewit ar bokedou
Dizeliet e-barz an Nenvou.
- Jezuz en deus sec’het a garantez doujus ;
Kalz eus e vugale a ren buhez mantrus.
Tommit ar c’halonou ha kasit ar pec’her
Betek Kalon Sakr hon Salver.
|
————