Mont d’an endalc’had

Gousperou sant Mikeal gant un instruction

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 541-544)


INSTRUCTION EVIT GOUEL

Sant Mikeal, Arc’hel, an navet devez varnuguent eus a vis Guengolo.

AN hano-ma (Mikeal) a sinifi (piou so henvel ouz Doue ?), abalamour, pa fallas da Lucifer (pehini oa er gommançamant ar c’haëra Æl) beza henvel ouz Doue ha pignat quen huel hac en, ma resistas outan sant Mikeal o lavaret ar c’homsou-ma (Piou so henvel ouz Doue ?) ; ha neuse souden e oe precipitet Lucifer eus an eê bete gouelet an ifern assambles gant an ælez all he gonsortet, pere a ïoa en em renquet a un tu ganta da gombati ouz an Arc’hel sant Mikeal hac ouz an Ælez mad all, pere ho zrec’has oc’h en em soumeti oll da Zoue gant ho c’habiten sant Mikeal. Dre ar superbite hac an orgouil eta eo en em gollet Lucifer hac he Ælez revoltet, pere so rentet brema diaoulou dre ar pechet-se, eleac’h er c’hontrol ma’z eo em sauveteet sant Mikeal hac an Ælez mad all dre an humilite hac ar soumission, evit rei deomp da entend e vezimp collet ive mar bezomp superb hac arogant, hac e vezimp salvet mar bezomp douç hac humbl e galon evel an Ælez santel.

Peguement bennac ma’z eo galvet ar gouel-ma gouel sant Mikeal, abalamour maz eo ar Prinç eus an Ælez santel, e solennisomp couscoude hino ive gouel an oll Ælez assambles, rac ma aparchantont ouz an Ilis ha ma ho deveus J.-C. evit pen couls hac an dud , ha ma jouissont eus ar memes eürusdet pehini a esperomp-ni da gaout en ho c’hompagnunez. Un interest bras hon eus da veza devot da sant Mikeal, abalamour ma’z eo ar protectour general eus an Ilis caiholic, ha particulieramant eus ar rouan- telez a Franç, ha ma’z eo etablisset gant Doue var hon eneou da boeza hon droug hac hor mad : ha d’hon diguemeret er sorti euz a vuez ar bed-ma, evit hor presanti dirac an tribunal eus hor barner souveren da receo hor setanç diveza. Pedomp-en’ta d’hon assista favorablamant er moment terrubl-se ; ha rac-se e ven avis deoc’h da lavaret bemdez devotamant ho Confiteor evit en em recommandi d’an Autrou S. Mikeal Arc’hel, ha da dostat, mar guillit, ouz ar sacramancbou, en enor dezan hirio hac er gouel all pehini en deveus en eizvet dez a vis Mae. Hac evit solennisa erfat ar gouel-ma couls ha gouel an Ælez-Gardien hervez intantion an Ilis, e tleomp, da guenta, trugarecat Doue eus ar victor en deveus grêt da sant Mikeal ha d’an Ælez all da c’hounit var Lucifer ha var an oll ærevent, hac eus ar vadelez pehini en deveus da zigaç an Ælez santel-se da renta servij deomp ha d’hor sicour da c’hounit ar memes victor, ha da acquisita ur memes eürusdet eveldo : d’an eil, lacat hor poan da imita ar garantez, an humilite hac an obeissanç, ho deveus d’hor servija, peguen indin bennac omp ; ha d’an trede, diouall na zeuemp d’ho c’hontrista oc’h offansi Doue en ho fresanç.


Evit Gousperou sant Mikeal Arc’hel, e quemerrot ar pevar Salm quenta eus a C’housperou ar Sul, ha da bempet ar Salm Confitebor tibi, Domine, in toto corde meo, pehini so da ziveza.

Capitulum.

SIgnificavit Deus quæ oportet fieri citò, loquens per Angelum suum servo suo Joanni, qui testimonium perhibuit Verbo Dei, et testimonium Jesu-Christi, quæcumque vidit. R/. Deo gratias.

Chahistr bian. Apocalyps.

DOue en deveus discleriet an traou pere so ret a c’hoarfe souden, o coms dre voyen he Æl ouz he servijerien, pehini var quement en deveus guelet, en deveus rentet da goms Doue un desteni, pehini eo testeni J.-C.

R/. Graçou da Zoue.

Hymn evit Gousperou sant Mikeal : var an ton, goude beza communiet, pe Samaritanen.

O Sclerdet ho Tad, va Jesus,
Buez ha nerz hon eneou,
En presanç hoc’h Ælez eürus,
A galon hac a c’henou
E canomp deoc’h meuleudiou ;
Hac e respontomp ivez
An eil coupl ouz ho c’hanticou
Oc’h unissa hor mouez.

TIbi, Christe, splendor Patris vita, virtus cordium, In conspectu Angelorum votis, voce psallimus ; Alternantes concrepando, melos damus vocibus.

Leun a ur respet santel
E veulomp ar soudarded
Eus hoc’h arme celestiel,
An oll Ælez benniguet,
Dreist pep tra an Arc’hel eürus
Sant Mikeal ho c’habiten,
Pîni gant ur nerz vertuzus
A flastr da Satan he ben.

Collaudamus venerantes omnes cœli milites, Sed præcipuè Primatem cœlestis exercitûs Michaëlem in virtute conterentem Zabulum.

Pellaït dre voyen he sicour,
Jesus hon roue deboner,
Quement a fell d’hon adversour
En hon enep da ober ;
Hac o veza gueneoc’h rentet
Pur a gorf hac a ene,
Dre drugarez en hon andret
Grit ma erruimp en eê.

Quo custode, procul pelle, Rex Christe piissime, Omne nefas inimici ; mundos corde et corpore Paradiso redde tuo nos solâ clementiâ.

Gant ur voez leun a veuleudi
Canomp gloar da Zoue an Tad,
Canomp gant ar memes dudi
Gloar da Jesus-Christ he Vap ;
Canomp gloar d’ar Speret-Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Hac a so ive eternel .
A viscoaz da virviquen. .
Amen

Gloriam Patri melodis personemus vocibus ; Gloriam Christo canamus, gloriam Paracleto, Qui trinus et unus Deus exstat antè sæcula. Amen.

V/. Dirac an Ælez e canin meuleudi deoc’h, va Doue,

V/. In conspectu Angelorum psallam tibi, Deus meus.

R/. Adorabo ad templum sanctum tuum et confitebor nomini tuo.

R/. En ho templ santel hoc’h adorin, hac e veulin hoc’h hano.

Recommandation d’ar Magnificat.

PRinceps gloriosissime, Michaël Archangele, esto memor nostrî ; hìc et ubiquè semper precare pro nobis Filium Dei, Alleluia, alleluia.

O Prinç glorius meurbet, sant Mikeal Arc’hel ho pêt memor ac’hanomp, ha pedit Map Doue ato evidomp aman hac en peb leac’h. Doue ra vezo meulet. Doue ra vezo meulet ba trugarequeet.

Oremus.

DEus, qui miro ordine Angelorum ministeria hominumque dispensas ; concede propitius, ut a quibus tib[i] [1] ministrantibus in cœlo semper assistitur, ab his in terrâ vita nostra muniatur. Per. etc.

Pedomp Doue.

MA Doue, c’houi pehini gant un urz admirabl a regl ho implij hac ho servij d’an Ælez ha d’an dud, accordit deomp dre ho trugarez ar c’hraç ma teui ho servijerien an Ælez, pere a so bepret oc’h assista dirazoc’h en eê, d’hon proteji ha d’hon preservi endra vezimp en buez var an douar. Quement-se a c’houlennomp ouzoc’h, etc.


  1. Moullet : tibe.