Gouspero Kerné

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gouspero Kerne.



GOUSPERO KERNÉ.
____


— Lavar d’in petra eo unan ?
— Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo daou ?
— Daou destamant.
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo tri ?
— Tri Ferson ann Drindet ;
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Pelra eo pevar ?
— Pevar Avieller;
   Tri Ferson ann Drindet,

   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo pemp ?
— Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo c’huec’h ?
— C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo seiz ?
— Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Pelra eo eiz ?
— Eiz evurusted,
   Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo nao ?
— Nao Arc’hel,
   Eiz evurusted,
   Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,

   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini ’zo en nef.
— Petra eo dec ?
— Dec Gourc’hemenn,
   Nao Arc’hel,
   Eiz evurusted,
   Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo eunnec ?
— Eunnec Profet,
   Dec Gourc’hemenn,
   Nao Arc’hel,
   Eiz evurusted,
   Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.
— Petra eo daouzec ?
— Daouzec Abostol,
   Eunnec Profet,

   Dec Gourc’hemenn,
   Nao Arc’hel,
   Eiz evurusted,
   Seiz Sacramant,
   C’huec’h podad gwinn,
   En Cana Gallilé,
   Pemp bara ann désert,
   Pevar Avieller,
   Tri Ferson ann Drindet,
   Daou destamant,
   Eun Doue hep ken, pehini zo en nef.


Canet gant Jean-Mari Plassart, euz a barroz ar
C’hloastr. — 1874.

______________