Mont d’an endalc’had

Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gourc’hemennou Doue, ha re an Ilis.



GOURC’HEMENNOU DOUE,
ha re an Ilis.


Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri ;
E vean e hano na doui quet,
Nac ive netra all ebet.

Ar Suliou santel a viri
E servich Doue oc’h e veuli.
Da dad, da vam a enori,
Evit pell amzer ma vevi.

Dioual na lazi den ebet,
Nac a zezir, nac a effet.
Lubric ne vezi quet ivez,
Nac a gorf nac a volontez.

Laëres, na miret madou den ;
Ez gouizieguez ne ri biquen.
A enep den fals-testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoüanta dre luxur pec’hi,
Nac e sounch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentez,
Evit o c’haout dre falsentez.


————

Ar Gouëliou-bers a santifii,
Neuse pep labour a lezi.
Ha cleo devot ha pen-da-ben
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Grouer a recevi
Da Basq devota ma c’helli.

Yun a ri an daouzec deiziou,
Ar c’horais, hac ar vijilou.
Quic, nemet da zeiz Nedelec,
Guener ha Sadorn na zêbr quet.

Meulet hac adoret ra vezo an Dreindet santel, bremâ hac epad an eternite. Amen.