Mont d’an endalc’had

Gourc’hemennou Doue, ha re an Ilis

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis.

J.-B. Lefournier, 1836  (p. 139-140)



GOURC’HEMENNOU DOUE,
ha re an Ilis.



Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri ;
E vean e hano na doui quet,
Nac ive netra all ebet.

Ar Suliou santel a viri
E servich Doue oc’h e veuli.
Da dad, da vam a enori,
Evit pell amser ma vevi.

Dioual na lazi dên ebet,
Nac à zesir, nac à effet.

Lubric na vezi quet ive,
Nac à gorf nac à volonte.

Laëres na miret madou dên ;
Ez gouiziegues ne ri biquen.
A enep dên-fals testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoanta dre iuxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentes,
Evit o c’haout dre falsentes.

Ar gouëliou-bers a sanctifii,
Neuse pep labour a lesi.
Ha cleo devot a pen-da-ben,
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Groüer a recevi
Da basq devota ma c’helli.

Yun a ri an daouzec deiziou,
Ar c’horaïs, ha’r vigilou.
Quic, nemet da zeiz Nedelec,
Guener ha Sadorn na zebr quet.

Meulet ac adoret ra vezo an Dreindet santel, bremâ hac epad an Eternite. Amen.