Mont d’an endalc’had

Goalen Eured ar Verc’hez

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 136-143)



Goalen eured ar Verc’hez Vari
————

Ar c’his d’ar goas da lacat eur voalen pe eur bizaou var bez ar vaouez, pa eureujont, a zo, evit doare, coz meurbet.

Ervez an dud gouezieg, ar c’his-ze a ioa etouez pobl Doue araok ma teuaz hor Zalver var an douar. An iliz, evel a c’houzer, ne deus ket condaonet an oll giziou e deus cavet. Ar giziou mad a ioa araog al lezen gristen, e deuz ho dalc’het ha savet pedennou evit ho bennigen hag ho sanctifia. Setu ar pez e deus great evit ar voalen a eured.

Ar voalen laket gant sant Joseph, deiz he eured, var bez ar Verc’hez glorius Vari, a zo en eur gear euz an Itali. Setu da viana petra lavar eur scrifagner a zo o ren eur gazeten c’halleg hanvet Le Clocher. Ar scrifagner-ze eo Ian Labous, eur breton, anavezet evit eur c’hristen mad, eun den a skiant, goueziec, hag en deus guelet cals traou, hag ar voalen-ze en deus guelet ive, dioc’h ma lavar, o veza bet oc’h ober eur veach er c’harter-ze. Lezomp Ian Labous he unan da goms.

« Va mignon lenner, emezhan, mar dit morse da ober tro an Itali, e venn ali deoc’h da chom eun dervez bennag en eur gear ha ne ket mez he guelet, eur gear hag a rer Perouz anezhi. Guelet a rafac’h eno, e kichen, eul loc’h glaz evel an oabl, neuze e velfac’h ilizou hag a zo enho taolennou euz ar re gaera. Dreist oll, er gatedral e velfac’h eun daolen hag a zo peintet varnezhi dimizi ar Verc’hez ha sant Joseph.

Er gear-ze ez euz eun devosion vras da vam Doue ; ar pabed o deus roet dezhi an hano a gear Itron-Varia ar Rozera, ha reketi a ran deoc’h digouezout er gear-ze deiz unan bennag a voueliou ar Verc’hez.

Caout a rafac’h an ilis veur goloet oll tro var dro a vleuniou hag a rubanou. Dreist oll chapel ar Verc’hez a zo kempennet a zoare, hag eur millier a c’houlaou var elum enhi a laca da lugerni an iliz oll. Ar bobl a vanden a zo daoulinet var bave an iliz, hag oll a eur vouez e canont Litaniou ar Verc’hez. Savit, beacher, ho taoulagad var an tabernacl a zo azioc’h an aoter. Petra zo en tabernacl-ze ker bihan ha ker striz ? Guelit-hen o tisken anezhan he unan douget gant daouarn ha ne velit ket, evel pa ve douget gant daouarn an ælez, hag o tont d’en em lacat var an aoter.

Eur chaloni, carget a gementse, a deu d’hen digeri, hag a denn anezhan eun draik dister, guenn, henvel oc’h eur mean strink. Tostait, ha goulennit digant ar c’henta deut petra eo an dra-ze a henorer eno, hag a ziskuezer dezhan kement a respet, hag e lavaro deoc’h ez eo eno goalen eured ar Verc’hez santel, ar voalen laket dezhi var he bez gant sant Joseph d’an deis ma vouent eureujet.

Ar voalen pe ar bizaou-ze a voa chomet en douar santel etre daouarn eur iuzev. Lignez ar iuzev-ze e devoa dalc’het mad d’ar voalen-ze, zoken goude ma voue distrujet Jeruzalem ha caset ar iuzevien ama hag ahont. Gouzout a reant da biou e voa bet, hag he c’has a reant gantho eleac’h ma zeant, petra bennak m’e devoa nebeut a dalvoudegez evitho. An oll a voar ar iuzevien a zo mirerien.

Eur iuzev eul al lignez-ze a deuas da chom da Rom vardro an decvet cantvet, hag en em lakeaz eno da ober kenvers gant arc’hant, perlez, mein prisius.

Goalen ar Verc’hez a ioa en he denzor. Hogen er mare-ze ive Hug, gouarner euz a gear Chiusi, a zemezas d’ar brinsez Judith nizez d’an Impalaer Othon trede. Judith a garie en em ficha caer, ar pez ne d’eo ket eun dra rouez etouez ar merc’hed. Cas a reas da Rom, da brena dezhi abenn he eured mein prisiuz hag a bep seurt braoenteziou, eun den hag en em anaie mad dioc’h an traou-ze.

An den-ma a reas mad he gevridi, ha dre chans e tigouezas e ti ar iuzev a ioa goalen ar Verc’hez etre he zaouarn. Hema, evit guerza hirroc’h traou all, a roaz ar voalen couls lavaret var ar marc’had, rak dirag he zaoulagad e devoa nebeut a dalvoudegez.

Setu eta ar relek santel o vont, euz a zaouarn ar marc’hadour iuzev, etre daouarn ar fougerez Judith.

Houma, evit doare, ne blijas nemeur ar voalen-ze dezhi ken nebeut ; ne c’have ket marteze skeduz avoalc’h, ha neuze ne grede ket marteze e voa hounnez goalen ar Verc’hez.

An itron-ma ta a lezaz ar voalen en he c’haset, hag e chomaz eno ancounac’het eur pennad mad. Red e voue eur burzud evit diskuez talvoudegez ar voalen-ze.

Judith n’e devoue nemet eur mab a voue sammet gant ar maro hag hen c’hoas bugel. Enterramant ar bugel-ze a voue great gant eun lit vras.

Ar c’horf a voue caset da ilis santez Mustiola, guerc’hez ha merzerez. Tud Chiusi o deuz eun devosion vraz evit ar zantez-ze a zo he ilis vardro eul leo dioc’h kear.

Pa zouget corf ar bugel d’an douar, a veac’h e voa digouezet en ilis-ma, setu an hini maro o tont e buez, o sevel hag oc’h azeza var bord he arched. N’em eus ket afer da lavaret e voa an oll estlamet ha strafuillet o velet kementse. An ofis a eanaz, hag an oll a vodaz en dro d’ar bugel deut adarre beo. Pephini a felle dezhan ober eur goulen bennak divarbenn ar bed all-ze a belec’h ne veler nemeur den o tizrei.

Ar bugel ne respontas ket eur ger d’ar goulennou curius-ze. Setu ama avad petra a lavaras :

— Mar en deus Doue va lezet da zont adarre beo, ne ket evit rei deoc’h da anaout ar pez n’oc’h eus ket izom da c’houzout, mes evit renta servich d’am zad, ha deoc’h oll, tud Chiusi.

D’am zad e tigasin da zonch euz a zaou veu en deus great ha n’en deus ket sevenet, ha setu perak Doue en deus va lamet diganthan.

Evidoc’h-hu, tud Chiusi, it da gerc’hat din ar voest a zo braoigou va mam enhi.

Pa voa digaset ar voest, ar bugel hen digoraz, a dennaz anezhan goaleri ar Verc’hez hag hen roas da berson santez Mustiola, en eur lavaret freaz e voa hennez ar bizaou laket gant sant Joseph var biz ar Verc’hez santel deiz he eured, ha ne dliet ket lezel eun dra sacr evelse etouez braoenteziou ha fougerez.

Goude beza lavaret kementse e varvaz eun eil tro evit mont adarre d’an Env.

O velet eun hevelep burzud digouezet dirag eur bobl tud, an oll a voue estlamet, evel am eus lavaret, hag en em lakeas da henori ar voalen-ze laket etre daouarn person santez Mustiola. Neuze an oll gristenien divardro en em lakeas da zont a vanden da bidi dirag ar relek santel. Ar pelerinach hag an devosion-ze a badaz eur c’hant vloaz pe zaou, hag a vianeas nebeut ha nebeut goudeze. Er pavarzecvet cantvet an iliz ma edo ar voalen enhi o veza dare da goeza, ar voalen a voue caset e kear Chiusi ha roet da viret d’an tadou a urs sant Fransez.

Eno e chomaz epad trizek vloaz ha triugent. Hogen eun dervez e voue laeret gant eur manac’h allmand. (Evit doare an allmanted o deus bet hed ar vech biziet cam pe an dorn a grok). Ar manac’h-ma a reat Winter anezhan. Daoust pe dre zevosion, pe he dech a ioa trec’h dezhan, e sonjas laerez ar voalen ; Neuze var digarez ober eur pelerinach e Assiz, he c’hasas ganthan en hent. O tremen dre Berouz e lezaz ar bizaou eno e ti eur mignon dezhan.

Pa anavezas tud Chiusi ar c’holl o devoa great e vouent glac’haret meurbet. Cas a rejont tud euz ho fers da Rom evit en em glem euz al laeronsi-ze, ha re all da Berous da c’houlen ho relek. Ar gannaded a voue digemeret mad, mes n’o devoue netra.

O c’hortos Rom da zougen he barnedigez e voue eur brezel ar c’hrisa etre tud Perouz ha tud Chiusi.

Setu aze, e ber gomzou, histor ar voalen bresius-ze, ha penauz ez eo hirio miret hag henoret e kear Perous.

Ar vrezel-ze a badas tost da gant vloas. Tud Chiusi a felle dezho caout ho zra coustje pe goustje ; ha tud Pirous ne felle dezho discregi euz ho zenzor evit priz ebet. An hini a ioa ar voalen etre he zaouarn he roas d’ar re a c’houarne kear, hag ar re-ma, gant aoun d’he c’holl, a lakeaz ober evithi eur voest houarn, pevar alc’huez varnezhi, hag an tenzor-ze a voue laket en ti-kear da viret. Mont a rejont zoken bete gourc’hemen, a enep an hini a lavarje hano da renta ar bizaou, ma vije lamet he vadou diganthan, ha ma vije zoken laket d’ar maro.

Ar Pabet o devoue eur boan ar vrasa o clask lacat ar peoc’h etre an diou gear-ze. Sixt pevar, pehini a ioa euz a urs sant Fransez, ne c’hellas morse dont a benn d’hen ober, caer en devoue cas cannadet ha zoken Cardinaled da gear Perous.

Koulscoude evel mateu an amzer a benn a bep tra, ha zoken euz ar c’hasoniou, an amzer ivez a zoupleaz ar gasoni etre an diou gear-ma. Souplaat a reas dreist oll pa zigouezas dre chans gant tud Chiusi caout relegou ho fatronez ar Verc’hez ha merzerez santez Mustiola. Epad ma edo tud ar gear-ma en eul levenez ar vrasa abalamour d’an tenzor o doa cavet, ar Pab Innosant eiz a gemeras tro ac’hano da zougen he varnedigez ha da ziscleria evit mad e tlie goalen ar Verc’hez Vari chom e Perous.

————

Eun den pinvidic hag a voa en aferiou eleac’h ma embrege cals a arc’hant, a deuas ar maro dezhan. Kerkent e teuaz ar re a voa er memes aferiou gantha da regli ho c’hontchou. Ober a rejont kement ma zeaz an oll danvez gantho, ha ne jomas gant an intanvez nemet eun toul cambr evit en em denna enhi gant eur verc’hig e devoa. O veza eat gant he merc’h er gambr zu-ze dindan an doen er c’huec’hvet pe er seisvet astach eus eun ti bras, ne rea ar vam baour nemet goela, ha ne devoa da rei d’he bugel nemet eun tam creunn seac’h.

Ar verc’hig, pehini a voa bet boas da gaout bouet c’hoec bete neuze, a gave kerse, hag e divije bet caret caout eun dra bennag all ouspen he bara. Mes evel ma vele ne rea he mam nemet goela, ne grede ket en em glem, hag e tebre he zam bara zeac’h ep lavaret ger. Tremen a reaz evelse tri dervez, ha bemdez he mam he lakea da lavaret he fedennou noz ha mintin. Ar pevare dervez, pa edo o lavaret he Fater, pe mar kirit he mam o lavaret he Fater dezhi, edo gant hon Tad pehini so en env. Pa voue arruet gant ar c’homzou-ma : Roit deomp hirio hor bara pemdeziec, ar verc’h a zistroas oc’h he mam :

— Va mam, arabat eo din goulen eun dra bennag gant va bara ?

Ar vama vou e sebezet o clevet ar goulen-ze, mes evel ma zoa leun a feiz, e teuas da zonch dizi eus a vadelez an Aotrou Doue, hag e lavaras d’he merc’h :

— Eo, va merc’h, goulen a ellit ; c’hui a zo dibec’h, ha Doue a silaouo ho peden.

Ar verc’hig a c’houlennaz eta eun dra bennag da zibri gant he bara, hag he mouez a voue clevet en env. An dervez-ze zoken araog an noz, e teuaz eun dijentil da skei var dor ar gampr ha da c’houlen coms oc’h ar vam glac’haret-ma. Lavaret a reas dezhi :

« Me am boa bet antercant mil lur digant ho pried, ha ne felle ket din ho renta dezhan. Evel n’oa ket a baperiou, ne alle ket va c’hontragn d’ho rei. Mes hirio eus scoet eun taol em c’halon, o sonjal ne allan ket savetei va ene en eur zerc’hel ar pez ne ket din. Dalit, setu aze dec mil lur, hag eur paper evit diskuez e tlean deoc’h daou ugent mil lur all, hag an daou ugent mil lur-ze a zigasin deoc’h kenta ma c’hellin. »

Guelit pebez ners e deus eur beden great gant eun ene mad ! Guelit ive pe ger mad eo an Aotrou Doue o rei d’an den-ze ar c’hras d’en em anaout, ha kementse evit rei he goulen da eur verc’hig vian !

————