Adarre eur pare burzudus
Adarre eur pare burzudus. — Ar Verc’hez santel ne ean da ziskuez he gallout hag he madelez e corn pe gorn euz ar Frans. E kichen kear Chalon-var-Marn ez euz eun ilis da Itron-Varia-ar-Spernen, eleac’h ma za a bell zo tud da bardona. Eno eur plac’h iaouank, hanvet Alina Bourgeois, zo bet pareet en eun doare burzudus d’ar 25 a viz Even. Ar plac’h iaouank-ze, oajet a seis vloas varnugent, a ioa nao bloaz a ioa o chom e couent Itron-Varia ar seis cleze, e Chalon. A veac’h oa bet daou vloaz eno ma voue scoet gant meur a glenved, ha dreist oll gant an derzien gousk. Er c’hlenvet-ze he izili a chome e c’his ma ho lakeat. Seis miz a ioa e voa seizet oll he c’hostez cleis.
Ar medisin, o velet e colle he boan, en doa he dilezet. Eur medisin all, nevez deut da Chalon a falvezas dezhan he louzaoui ; ne reas ket muioc’h a vad dezhi.
Alina a ioa devod, hag a gommunie alies ; diez oa avad rei ar gommunion dezhi ; ne allet lacat an hosti nemet dioc’h eun tu en he ginou, ha rei dezhi eur veraden zour bennag evit he lonca.
Eun uvre e devoue hag a grescaz he feiz. Dre he c’housk e velaz ar superiolez maro eun nebeut miziou a ioa. Houma a lavaras dezhi e vije pareet ma carje mont da bardona da Itron-Varia-ar-Spernen. Hogen evel ma voa goaseet dezhi, ha ma taole ar goad, ne gredjot ket e devije nerz avoalc’h evit ober ar veach-ze. Ar glanvourez ne roe peoc’h defot he c’has, o lavaret sur e vije pare.
Roet e voue dezhi-ta he goulen. Da vintin, pa zeat da ober ar veach, e c’houlennaz he dillad caera hag he boutou evit ma c’halje, emezhi, bale dereatoc’h pa vije pare. Eur boan vraz a voue oc’h he c’has d’ar c’har hanvet omnibus eleac’h ma voue laket en eur c’horn hag eur c’hoar en he c’hichen evit he delc’her var he azez. En eur vont e chenche liou dalc’h mad dre ma teue sourradou poan dezhi.
Mar doa bet poan oc’h he lacat er c’har, e voue muioc’h c’hoaz oc’h he zenna er meaz pa voue digouezet er Spernen. Ar c’hoar he dalc’he ha diou c’hoar all a ioa ganthi, a voue red dezho he dougen d’an ilis. Laket e voue var eur gador, hag ato ar c’hoar crog enhi evit he delc’her.
Beleg ar gouent a lavar an oferen hag a ro ar gommunion dezhi gant calz a boan. Ar c’hoar a roas dezhi eur veraden zour bennak tennet euz a buns an ilis.
Neuze ar glanvourez en em gavaz eun nebeut guelloc’h. Person ar Spernen a lavaraz an oferen d’he dro. Da genta e lavaraz eun dizenez, goudeze e canaz ar Salve, Regina. Eun tregont bennag a ioa en ilis.
Setu en eun taol Alina o santout an tu clanv euz he c’horf oc’h en em zistenna ; sevel a ra en he za en eur loskel eur griaden hag en em daol d’an daoulin evit pidi Doue.
An oll a voue souezet hag en em lakeas da scuilla daelou a laouenidigez.
Ar c’hoar a dosteaz oc’h Alina hag a c’houlennaz outhi goustadik :
— Pareet out ?
— Ia, pare oun.
— Sevel a ri d’an Aviel ?
— Ia, ia, sevel a rin.
E guirionez sevel a reas d’an Aviel, ha goudeze ez eaz adarre d’an daoulin. An daelou ne eanjont da redeg epad ar rest euz an oferen. Pa voa echu, beleg ar gouent a dosteaz oc’h ao. Person ar Spernen, hag a lavaras dezhan goustadik : pareet eo !
An Aotrou person a reaz eur scrijaden hag a zistroaz oc’h Alina :
— Mar doc’h pare, emezhan, savit ha tostait ama da drugarecat ar Verc’hez.
Ar plac’h iaouang a zavas dioc’htu hag a ieas dileber da zaoulina var diri an aoter.
An Aotrou person, en he laouenidigez ne c’hellas ket miret da gomans an Te Deum, a voue canet gant an oll petra bennak ma crene ho moueziou.
Aotrou Person ar Spernen a reaz eur proces verbal euz ar pare burzudus-ze ha kement a ioa eno a sinas varnezhan, beteg ar charretour. Den ne ziskuezas mui he joa hag he zouez eget ar charretour-ze hag an tavarniour ma en doa laket ar c’har en he di. Eno Alina a zebras chasun eun tam bouet : seiz vloaz a ioa ne doa cavet bouet ebet blazet mad.
An tavarniour a ioa clanv he c’hreg, a lakeaz Alina da vont d’he guelet hag a lavaras dezhi :
« Han ! ma pefe feiz evel houma, e c’helfez beza pareet ive eveldhi.
N’em eus ket izom da lavaret pebez laouenidigez a voue e couent Itron-Varia ar seiz cleze pa zigoueze Alina er gær. Ne ket epken tud ar gouent, mes c’hoaz an oll amezeien divar dro a felle dezho he guelet ha kemeret perz er c’hras e devoa bet. Mont a reas goudeze d’en em ziskuez d’ar medisin en devoa he louzaouet, evit rei dezhan da velet gant he zaoulagad pebez gallout ha pebez madelez e deus mam Doue.
Alina zo iac’h pesk abaoue.