Fanchik ha Janik

Eus Wikimammenn
◄   Eun Amzer a zo bèt Fanchik ha Janik Ar Mederrien   ►


FANCHIK HA JANIK.


D’am mignon
Émile Grimaud. —


FANCHIK HA JANIK.


————


Deac’h d’abardeiz, goudè ’n tòmder,
Pa oan ò vàlé dré ’r parkou,
’Klewiz eur vouez huël ha sklezr,
O kàna war-duz ar prajou.


— « Mé ez ia eur wech c’hoaz béteg ti ma mestrez,
» Ha pa gollfenn ma foan, gret am eùz alièz :
» Ann dud a lavar d’in am eùz amzer gollet,
» Ha mé, ’wit hò c’hlewet, bepred n’ho c’hredan ket. » —


Ha mé ’chôm ’n em zao da zelaou :
Ha ma klewiz neuzè zoudenn
Eur vouezik-all, en touez ar faou,
Pehini a gàné, ’vel-henn : —


— « Korfet braò è ma mestrez, bàlé é rà er-fad,
» Ruz eò ével eur rozenn, ha glaz hi daoulagad ! » —


Eùz hò moueziou ’oa anad mad
Na oant c’hoas nemed bùgalé,
O vessà ar zaoud bars ar prad,
Unan oa plac’h, paotr egilé.

— « Jànik, ’skrijé ar paotr Fanchik,
» Pé-lec’h oud-ta, pa n’as gwelan ?
» Sav da vàz d’ann neac’h eùn tamik. —
» — Sell ! sell ! ma gwelet ’rèz breman ? —

— » Na ràn ket da ! deùz ’n kreiz ar prad,
» Duhont en tàl ar vuc’h penn-gwenn. —
» — Sell ! — ah ! bréman as gwelan mad,
» Gant da vròz-c’hlaz, ha diarc’henn. —
 
— » Diez è da zaoud da diwall ? —
» — Ia ! ma c’hòlé ha ma buc’h-dù
» War ar melchon, bars ar park-all,
» ’Vel ma pellaan, ’vé diouc’h-tu.


— « Pé-goulz ’kassi da zaoud d’ar gèr ? —
» — Pa zònò ’n Angelus ; ha té ? —
» — Ha mé iwé. — Té ’s bé amzer
» D’òber ’vel ma kàrez goudé ? —
 
— » Zè n’eò ket gwir ; rèd ’vé d’in c’hoaz
» Gwalc’hi patatez, hag ober
» Tàn dindan-hè, beteg boùd poaz,
» Ha ’liès pura ar gaoter. —

— » Ha mé : — lakàd boed d’ar c’hézek,
» Klask ar mòc’h, hò lakàd ’n hò c’hraou,
» Klask ann denved bars al lannek,
» Eùn hanter-lew, heb làret gaou.

— » Fanchik, deùz aman eùn tamik. —
» — Mònt raë ma zaout da laerez. —
» N’aìnt ket, éwit eur pennadik ;
» Mé ’m eùz avalou, ha kérez !


— » Avalou ? té t’eùz avalou ? —
» Ia, ma faotrik, ré-rù, ré-vad ;
» Mé reï did leiz da c’hodélou,
» Med ’rabad vò làret d’am zad ! »

Ha Fanchik dreist ar c’hleuz er prad !
Setu-han en kichenn Jànik,
Skanv, birvidik he daoulagad,
Ha ’n he greiz ’lamm he galonik.
 
Ha c’hoarz, ha kàn, ha lévénez !
M’hò gwell bremà duhont, hò daou,
War hò fenn peb a garlantez,
En hò c’hoanzé dindan ar faou.

Gant-ez a leiz beb-seurt bleuniou,
Burlu, bleùn-bàlan ha spern-gwenn,
Ha bleuniou-all, a beb-seurt liou,
Hag hi o kànan a boez-penn ! —


Keit-zé ar zaoud ’zò ò laeres,
War ar c’haol ha war ar melchon,
War ann ed hag ar patatès :
Ma dìgwez mamm Fanchik, Fanchon !

Allas ! ha kerkent ann taoliou
Da goeza war ar paotrik kaès,
Ha taoliou dorn, ha bàc’hadou : —
A-walc’h ! a-walc’h ! mamm dìdruez ! —

Ah ! Fanchik paour, ah ! paotrik kaès,
’Neb ’hunvrè kérez, avalou,
Eùz ar merc’hed na dap ’liez
’Med kalounad hag ankeniou ! —


————
Kerarborn, e mîz Gouéré 1863.