Mont d’an endalc’had

Ar Mederrien

Eus Wikimammenn
◄   Fanchik ha Janik Ar Mederrien Sone   ►


AR MÉDERIENN.


Da varz Sant Lorans,
ann Aotrò Kémar. —


AR MÉDERIENN.


————


— « Gwaskomb, paotred, gwaskomb ! — en penn ann erw Fantik
» Gerc’hò eur pichet chìstr ! — Stard, Ervoan ha Gabik ! —
» Gwella da Véderienn ! — Gloeb-dour int gant ar c’houez !
» War hò lerc’h ann irwi ’n em c’hòlò a damoez ! » —

’Vel-zé ’komzé eùn deiz Laou gòz d’he véwélienn,
En eur parkad gwìniz, ’n hé zav war ar wrimenn.
Neuzé pìjé gwelet ar falz ò vònt en drò,
Ha war ann erw ken stank ’koezan ann ed dàrò !

Ar skrilled a gàné a béb-tuz hò zòniou,
Hag ann evned bihan, er gwez, mesk ann deliou : —
Hag ann heol ’oa ken tòm ! ha gant ar c’houez treuzet,
Ho rochedou kanab war ho c’hein ’oa peget.


Neb gir na lavarent. Fanch-vraz ez oa er penn,
Ha distaolet gant-han ha bòtou ha chupenn ;
Fanch-vraz, gwella mewel ez oa neb-lec’h er vrò ;
Na vijé ket kavet hé bàr dek lew trò-drò. —
 
Goudé Fanch-vraz ’teué kerkent Ervoan ar Meur,
Ha war hé lerc’h, Iannik ann Tàlek hag he vreur,
Paotred-vad bars eur park, pè gant tranch pè gant falz,
Labourerienn kaled, ’vel ma zò ’n hon brò kalz.
 
Eùn tàmik war hò lerc’h Efflam Kerborio
’Boaniè stard, ’n hé gichenn Fantik Kerlohio.
Allaz ar plac’hik pàour n’helljé c’heuill birwikenn
Mar na ràjé Efflam ann hanter hi-lòdenn.

Ha ma luc’hé ann heol, ma kàné ann evned,
Hag ar falz, ’vèl eùn aer, ’ruzé en mesk ann ed,
Hag ar gwiniz tròc’het, ken poùner, ken mélenn,
’C’hòloé ann irwi, war hò lerc’h, penn-da-benn. —


E maint en penn ar park ! Sétu tònt ar vàtez,
Ha war hi fenn gant-hi laès-kaoulet ha krampoez.
Ah ! gwella ma kavfònt bremaïk hò mérenn,
’N hò c’hoanzez war ar ieod, en skeud eur c’hòz derwenn !

Eur c’hornaded bùtun vezò gret goudé-zé,
Eul lòmik gwin-ardant vò iwe, martézé.
Holl hò gwellfet laouenn, ha heb damant d’hò foan ;
Ha d’all labour kerkent, béteg ma vò koulz koan ! —
 
Labourerienn ma brò, Méderienn kalonek,
Pé-ré a bed Doue bemdez en brezonek,
Warc’hoas éman ar zul : goudé ann oferenn
Er pardon e tansfet, lammfet war ar c’hlazenn ;

Ha pa gùzò ann heol, e teufet holl d’ar gèr,
O c’hoarzinn, ò kàna, laouenn ha dibreder.
Efflam a breenò kraon-amandez da Fantik,
Hag Ervoan ha Iannik ’ambrougò hò dousik.


Ha d’al lùn labourfet aré, heb keuz na klemm,
Mar bé mad ar c’hrampoez, ha mar bè hò falz lemm ;
Ha ’vel-sé, arrufet ken braò gant ar Màrò,
Heb keuz a-bed, na spont, digwezò pa gàrò ! —


————


En Plouaret, miz Eost 1864.