Deut holl, m’ho ped, da glevet
Eur zon neve,
Eur zonig a zo zavet
En bro Kerne ;
Zavet d’eur pôtrig lorc’hus,
Eur pôtr a c’hiz neve,
Gant e ardou mogedus
A ’n em bakas eun de.
Fentus ’ve gwelet Fanchik
En goueliou Breiz,
Gant e liviten lost-pik,
Faoutet er c’hreiz ;
Eun tok ribot gwintet son
War e benn a bonsin ;
D’an dud fur, gwalc’h o c’halon,
E ro lec’h da c’hoarzin.
E vleo a ve klaouieret
Gant louzou c’houez ;
E varo a ve gwiet
Gant pep evez ;
Maneget e grabanou,
Eur walen war e viz,
Eur « cigare » en e c’henou,
Evel eur gwir vourc’hiz.
N'eus ket ezom da zonjal
’C’h eo gwir gristen ;
Ne c’houl ket, an eubeul fall,
Mestr na lezen ;
Yez e dud, ar brezoneg,
’Ra ruan an aotro ;
Distagan ’ra ar galleg,
’Vel eur piler pato…
Eun devez dreist d'ar re-all :
— Sell, ’me Fanchig,
Marteze ’c’h eo poent sonjal
Klask eur wregig ! —
War eur plac’h pinvidik bras,
Eur plac’h fur ha kristen,
Ar pôtr a deulas e choaz,
’Vit kerkent he goulen.
Eun noz eta, fichetoc’h
Eget biskoaz,
An azen kez leun a lorc’h
A gemeras
Eur wenojen ’dreus parkou,
’Vit mont, gant tân ha c’houez,
’N eur frizan e voustachou,
Da c’houlen e vestrez.
’Hed an hent, Fanch a zonjas
En e gomjou,
Ha kerkent ma tigouezas
War an treuzou :
— « Bonsoir, Monsieur, Madame,
Soyez très enchantés,
Moi, Fanchig, je réclame
Vot' fille à marier… —
An holl a c’hoarz o klevet
Eur seurt komjou ;
Tog izel ha korf pleget,
Fanch an ardou
A ziskoue chaden e vont
Ha lunedou e fri ;
’Kreiz an ti, ’c’hortoz respont,
Kerent e zous Mari…
Houman, ’benn eur pennadig,
A lavaras :
— N’oc’h ket grêt, paourkez Fanchig,
’Vit bout ma gwaz ;
Ma yez eo ar brezoneg,
’Blij ket din hoc’h hini,
Birviken pabor gallek
Ne reno ’barz ma zi !
’Rôk sonjal kât ac’hanon,
’Rôk ma goulen,
Krennet eun tamm, ma mignon,
Ho liviten ;
C'houeet, m’ho ped, nebeutoc’h,
Ha bet muioc’h a fe ;
Ouspenn ma vefet furoc’h,
Esoc’h ’vo d’ac’h ive.
War gement-se, trugare,
Ha kenavo…
Chans vat da gât hepdale
Eur wreg faro ;
Ganin hoc’h eus goneet,
Rak, mar na po eur plac’h,
Evit serri ho moged,
Ho po breman eur zac’h.
|