Enebour Breiz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 171-174)


Le Guennec - Enebour Breiz, 1912.png

Enebour Breiz
————



Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



Ma zelen, peurvuian ken drant,
Ma trid gant an dudi,
A gan hirie, gant nec’hamant,
Eur zôn a velkoni.

Eneb ar veventi direiz,
Ar si-ze ken mezus,
A gresk bemde en hon bro Breiz,
’Vel eur c’hlenved spegus.

Kregi a ra er yaouankiz,
Zoken er vugale ;
Dindanan gouenn goz ar Vreiziz
A blado hebdale.


Poanius eo gwelet tud yaouank,
Gloar ha buhe eur vro,
O teul en evaj, ’vel er fank,
Brud vat, fe o zado.

Mar deo truezus buhegez
Eur pôtr yaouank mevier,
Mantrus eo buhe an tiegez
Renet gant eul lonker.

Pried garo, tad didrue,
Na gar ’met gwin-ardant ;
D’ezan, hep keun, e werz bemde
Ine, nerz ha skiant.

Koll a ra peb urz, pep kreden,
Ankouaz hent an iliz ;
Bep sul e klev an oferen
Ouz tôliou an hostiz.

E wreg kez hag e vugale
O deus evit loden
Dienez, klenved, paourante
Ha daerou a anken.

War zao eta, gwir Vretoned,
War zao, en han’ Doue !
Ouz ar veventi milliget,
Stourmomp en pep doare !

Brezel d’ar gwin-ardant mezus,
Enebour an Arvor,
Ma vo hon gallout peurbadus
Ha diflach hon enor !