Mont d’an endalc’had

Eur ger araog

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900 (p. 268-271).
◄   Eur ger araog Itroun Varia ’r Folgoat, Kurunet   ►



EUR GER ARAOG


————


Da genta, ne sonjen ket scriva, ’vit difenn ar pez ’ zo merket e’l levr-ma.

Da galz tud e’m eus lennet ar fablennou, da galz all e’m eus canet ar guerziou hag ar c’hanaouennou ’zo e’n-han. Oll int bet kavet, bep tro, deread meurbed hag, atao, oun bet aliet d’o c’hass da voulla.

Goulscoude, meur a hini, marteze, a gavo abek.

Lod a raio faë — « Sorc’hennou ! a livirint, traou netra ! Da ober petra o lakat war baper ? »

Lod all a skrijo pa welint eul levr scrivet e-gis ar Gonidec. Ker kustum int da lavaret droug divar benn an Aotrou keaz-se, ma credont bea lammet, evit biken, he hano deus al levriou brezonec.



An traou ’ zo e’l levr-ma, ’ zo bet scrivet, pell amzer ’ zo. An hini ’n deus ho scrivet a zo maro. Epad he vuez, e’n doa eun teod lemm, hag e bluen, a flemme ’vel eun douchenn fouet. Mez ne savo ket evit difenn ar mod e’n deus kemeret da scriva ar brezonec. Rag-se potred ar grammadeg, a vezo tud sot ma teuont da grial ha da sponta.

Evit ar re all, ar re a raio faë var an traou ’ zo contet el levr-ma, e tegasin da zonj deus geriou laret gant an Aotrou Gwillou, hag ho deus kavet, sur oun, caer evel ar wirionez :


Heb eur begat pebr hag olen
Eo meurbed goular ar zouben.
Er ghiz-se ma noc’h eus bemdez
Nemet labour tenn hag encrez
E vo divlaz ho terveziou :
Red eo [caout] plijadur aviziou.


Al levr-ma n’e ket great evit bea lennet e’n ilis, epad an oferen ; n’e ket great, zoken, evit bea lennet, e stern an daol, an tokou divisket, evel pa lenner Buez ar Zænt pe An Aviel.

Great eo evit bea lennet e korn an oalet, goude coan ha goude ar pedennou, pa jommer da domma e kichen an tan ha da gonta conchennou, epad ar goanv. Great eo, c’hoas, evit bea canet dre ar parkeier, epad an anv, evit lakat an dud a ranc labourat ho eost a-zindan an noz, da vea laouën ha da ancounec’haat o scuisder.

Caout levriou canticou ha levriou devot a zo mad ; n’eus netra guelloc’h, zoken. Mez ma na ve canet mui na soniou na guerziou, e’n hor bro, Breiz na ve ken Breiz.

Breizis a gâr an traou devot :

« Lâr dîn, anaout a rez ar vro
A gar he giziou koz, ato.
E leac’h ’ peder c’hoas en ilizou
Hag er vered var ar beziou ? »

Mez carout a reont ive soniou ha guersiou

« Lâr dîn, anaout a rez ar vro
E kaner guerzio ha sônio
E tal ar fornigol, bep nos
E koun oberiou ar re gos ? »[1]

Ar vro-ze eo Breiz-Izel.



Al levr-ma ’ zo great, ive, evit rei sonj da re all, dre ma cavint sôniou coant ha guerziou caër, d’ho dastum ha d’ho miret. Nag a draou deread, great gant ar Barzet, a zo collet, siouaz ! abalamour n’int ket bet casset da voulla ! Ma vije bet cutuillet oll sôniou ha guerziou an Aotronez Gwillou, Pouliquen, Queinnec, Guizouarn, Herri ha n’ouzoun pet all, nag a vleuniou caër hon dije bet, hirio, e levr ar Barzonec.

Ouspen-ze, en amzer vrema, ar scoliou, skignet e peb parres, a ra brezel d’ar brezonec. Mil aon ’ zo na rankfe iez hon tadou kala dirag iez Bro-C’hall. D’ar vugaligou e’r scol e ve desket sôniou gallec. Ar zôniou-ze a ganont c’hoas pa vezont deut e’n oad.

Erruet eo bet gan-hen mont da veur a eured. Bep tro, pa vije debret lein, an dud yaouank en em lakae da gana. Mez, morse, na meus klevet cana eur ganaouenn brezonec. Ato, sôniou scrivet, peur-liessa, e gallec saout hag a vije, alies, siouas ! gual dizoare ho anaout. Sûr, ma ve roet da Vreizis, sôniou ha rimadellou caër, e brezonec iac’h, ’ ve losket a goste kos canaouennou ar C’hallaouet hag e c’helfemp laret neuze ’vel ar barz :

Keit ’ vo gerrek en aod ar mor
’Kano ar barz war dreuz he zor,
Bepred, eo iez koz an Armor.


————
  1. F.-M. Luzel.