Eur gaou talvoudus
Azezet war ar c’hlasvezen, a-us d’ar mor divent e Brignogan, peder blac’h yaouank a oa o komz etrezo eus a bep seurt traou. Unan anezo a lavaras eur gaou re anat, ha dioustu eun all a lavaras d’he c’henseurtez n’oa ket mad lavaret gevier.
— Mad ! eme Paulinig, evidoun-me em eus sonj em oa eun dervez lavaret eur gaou, met eur gaou da ober vad oa ; selaouit mat va istor, ha goude e lavaroc’h d’in pe fall pe vat em eus great.
Er blavez 1918 oamp neuze, an tennou a strake a bep tu evel p’o dije great marc’had, ha soudarded a goueze a-steiou. Er c’hlanvdi bras en Naoned oan neuze o prederia ouz ar zoudarded keiz gwall vac’hagnet. Unan eus ar zoudarded-ze, eur Breizad eus Sizun, bruzunet e c’har zehou hag e vreac’h zehou ive, a oa d’in da entent outan. Eiz dez goude ma oa digouezet er c’hlanvdi, e c’har a oa trouc’het dioutan, ar c’heaz paotr yaouank. Buhan e teujomp da veza daou vignon, rak me lavaras d’ezan oan eus Kemper. Buhan ive e lavaras d’in en devoa e Sant-Kadou eur vestrezig, hag hi koant evel eur stereden.
— Evurus oc’h neuze, mignon, ma talc’h mat d’he ger.
— Oh ya, dimezel, dalc’her a raio d’he ger, rak eiz dervez araok kimiadi diouti oa bet ar weladeg, ha pell zo e vijemp bet dimezet panefe ar brezel-man. Kalz a verc’hed all o deus a-vreman great evel ma raio va mestrez : roet o deus o c’halon da dud mac’hagnet, pegwir o c’harient pa oant dibistik. Oh ya, dimezel, dimezi sur a rin gant va Marianig, hag hep dale pell, rak breman, pa ’z eo trouc’het va gar diouzin, e vezin kaset d’ar gear, da welout va zud ha va dousig koant.
Koulskoude, breac’h zehou va zoudard, e-leac’h gwellaat gant nerz al louzeier, a zeblante ober goap ous oll skiant al louzaouerien, breina rea a dachadou, hag he zrouc’ha oa bet red.
Staget a-nevez evit eur pennad mat war e wele a boan, paotr Sizun na golle ket kalon, ato ar zonj eus e Varianig a zave da uhella en e spered, ar zonj-ze a zeblante hen delc’her beo, rei nerz d’ezan ha lakat da dec’het dioutan an derzien.
Eun abardaevez oan eat en e gamprig, ar paotr a zeblante morgousket, met gwelout a ris war e chod dehou eur veradennig daerou, bihanik evel eur berlezen.
— Ac’hanta, kenvroad, eur c’houskig ho peus great ?
— Siouaz ! dimezel, kousket ne ran ket, rak bet am eus digant va mestrez eul lizer ha n’eus ket ennan nemeur a dra vat evidoun. Dalit, lennit hag o welfoc’h.
Lenn a ris al lizer penn-da-benn : ar plac’h yaouank a lavare oa red d’ezi dimezi dioustu, rak he zad a oa nevez marvet, ha red oa kaout raktal eur gwaz evit kas an tiegez en-dro, ha kant ha kant digarez all.
« Ma vijes bet aman breman, Loeiz, va mignon muia-karet, sur e pije va c’hemeret, ha laouen e vijen bet o lakat va dourn en da hini, met siouaz !… »
Ha va Breizad a oa eur beac’h pounner war e spered, e galon a lamme evel eur podad lichou, an derzien a rede dre e wazied. E nebeud deveziou ar zoudard a deuas da veza teuzet evel eur spez.
— Va Doue ! emeve, marteze ar plac’h fall-ze a gendalc’h da zigas lizerou dipitus d’am zoudard, hag an dra-ze hepken a c’hall lakat diez e spered, ha lakat an derzien da wasaat.
Koulskoude, eur vintinvez al louzaouer-meur a lavaras d’in gouestadik :
— Achu eo, n’eus mui netra da ober, nemet gortoz falc’h an Ankou !
War-dro div eur goude kreisteiz, va c’henvroad a reas ouzin eur zellig truezus, ha gant eur vouez hag a ziskoueze doan e spered, e lavaras d’in ar c’homzou-man :
— Skrivit d’ezi, lavarit d’ezi emaoun o vont da vervel, pell diouti, pell diouz an hini a garan c’hoaz !
Raktal e kemeris paper ha pluen, ha buhan liou war baper. Lavaret a ris d’ezi e vije ar c’hlanvour laouen oc’h he gwelout, ha marteze hi zoken a c’halle c’hoaz her parea. Klevet em oa gantan e oa hi pinvidik, e c’halle dispign eaz arc’hant eur veach d’an Naoned. War eun dro e kasis d’ezi kelou dre orjal, hep rei da anaout d’am c’hlanvour.
Paotr Sizun ne flache mui, seblantout a rea gortoz ar c’helou gant fizians, e derzien a ziskennas eus a zaou-ugent anter da nao ha tregont, hag en doare-ze oa bet e-doug daou zervez. D’an trede dervez, da nav eur eus ar mintin, edoun adarre en e gamprig : e zaoulagad anter-varo en e benn a zelle ouzin gant truez, ha diouto e welis beradennou daerou, ar re ziveza a welis. Kompren a rean petra c’houlenne ar c’hlanvour, petra glaske e zaoulagad beuzet en o daerou. Koulskoude, lenn d’ezan al lizer skrivet gant e Varianig, a vije bet rei d’ezan taol ar maro. Ar plac’h yaouank a Zant-Kadou a oa karget a zigareziou, he mamm-goz a oa klanv, poent ar medi a oa, an eost a oa o vont da goll, ha goude !… Pegwir he doa roet he ger d’eun all !… n’helle ket dont !
War-dro dek eur, ar zoudard toc’hor a zeblante beza kousket, a-veac’h ma kleven e huanadennou, e galon a lamme gouestadik, e zivesker, e dreid a oa yen, e zaouarn a oa c’hoaz klouarik.
Direnket marteze ganen, va c’hlanvour, evel spontet, a zihunas, a zigoras frank e zaoulagad.
— Ac’hanta, dimezel, netra c’hoaz ?…
Hag e klozas e zaoulagad, ar paour keaz toc’hor. Mont a ris neuze gouestadik da lakat va muzellou war e skouarn, hag evit esa astenn d’ezan c’hoaz eun tammig e vuhez, e lavaris ar gaou-man :
— Warc’hoaz vintin Marianig a erruo, en hent ema-hi, kelou mat a zo evidoc’h !
War dremm drouglivet ar c’hlanvour e welis raktal an nervennou o labourat, digeri reas e zaoulagad, sellet a reas etrezeg an Nenv, ha seblantout a rea lavaret d’in edo e ene o vont da nijal war-zu eur bed gwelloc’h. Gervel a riz neuze al louzaouer, komprenn a rean oa pred ar maro gant va c’henvroad hag e gwirionez ne fazien ket, eun anter-eur goude e tenne e huanad diveza, pell diouz e Varianig, diouz e Varianig digalon ha digar.
Ha breman, p’ho peus klevet va istor, lavarit d’in pe vad pe zroug am oa great o lavaret va gaou, a c’houlennas Paulinig, en eur zec’ha eul lomm daerou.
Loeiz ar Floc’h.