Eur c’hristen nevez euz ar C’hanada

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 497-499)



Eur c’hristen nevez euz ar C’hanada.
————

Eun tad a gompagnunez Jesus, o comz euz an dud anter-c’houez euz ar C’hanada, a ro deomp an histor vrao-ma.

Etouez ar gouezidi gounezet d’ar feiz e voa unan hanvet Ian er vadiziant, ha ne reat anezhan nemet Iannik. Hogen Iannig, araok dont da veza christen, en doa laeret daou bez ugent real divar goust eur ministr (belek) protestant a voa eno. (Rag eno ive e caver ministred protestand, tiadou a bez, greg ha bugale). Mad, ar zae zu, evel ma c’halver er vro-ze ar guir veleien, a c’hourc’hemennas da Iannik cas an arc’hant laeret d’he berc’hen. Iannig a ia eta da di ar ministr protestant, ha setu ama ar gaozeaden a voue etrezho. (Ho pet sonch ar gouezidi a goms trefoet).

Ar ministr. Petra glaskez ?

Iannik. Me laeret te. Sae zu lavaret din : Iannik, cas an arc’hant laeret d’he berc’hen.

Ar ministr. Pe seurt arc’hant ?

Iannik. Daou bez a ugent real laeret ganhen divar da goust pa voan gouez fall. Brema me christen ; me goalc’het tal din gant dour ar vadiziant ; me map ar speret-bras ; dal, kemer da arc’hant.

Ar ministr. Mad a rez, lannik ; ne laer mui ; kenavezo !

Iannik. Kenavezo ! ne ket avoalc’h se ; Iannig a fell dezhan ouspen.

Ar ministr. Eur billet ? d’ober petra ? Ar sae-zu e deus lavaret dit goulen billet ?

Iannik. Sae-zu lavaret netra ; Iannig epken goulen billet.

Ar ministr. D’ober petra, c’hoaz eur vech, eur billet ? va laeret ec’h eus ; digas a rez din va arc’hant ; n’euz izom netra ken.

Iannik. Eo, izom, cleo : Te coz, me iaouank. Te mervel da genta ; me mervel goude ; entent a rez ?

Ar ministr. Ne ententan ket sur ; petra a fell dit da lavaret ?

Iannik. Silaou c’hoaz ha cleo mad ; eno ema ar beac’h. Te maro araog hag en ifern pell zo. Me maro varlerc’h, ha da skei var dor an Env. Piou zo aze, a lavaro an tad bras Sant Per o tont da zigeri ? — Me, lannik. — Ah ! te eo ! petra fell dit ?

— Me tad, goulen mont da lochen ar speret bras. — Ha da bec’hejou ? — Sae-zu pardonet anezho din ? — Ha da laeraden a di ar ministr ? Casset ec’h eus-te an arc’hant d’ar gaer ? Peleac’h ema da villet ? — Guelet a rez brema penauz en em gavo Iannig eno, ep billet ! Red e vezo dezhan ober tro an ifern oll evit da glask, ha c’hoas marteze ne vouezo ket da anaout.

————

E touez fablennou gallec e cavomp houma pehini a so brao avoalc’h evithi da veza ber.

An Inosans n’oa mar’ ebet
He zae venn e devoa collet,
Buan d’he c’hlasc en em lakeas,
Da di’r blijadur e redas,
Mes eno netra ne gavas.
Ac’hano ’za da di’n danvez,
Goude da di’r c’halloudegez ;
Netra, poan hag amzer gollet.
E peleac’h e deus-hi cavet ?
Dindan gazel ar guir c’hlac’har
E teuas he zae venn d’ar gear.

————

Eur c’houeriad, en devez-all
A c’houlenne oc’h mest eur stal :
— Petra verzit-hu, marc’hadour ?
— Pennou ezen, va mignon paour.
— Cals a verzit, var a velan,
N’euz mui er stal nemet ho penn oc’h unan.

————


DIVEZ.