Eur burzud great gant ar mabik Jesus

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 42-46)



Eur burzud great gant ar mabik Jesus
————

Ouspen ar burzudou great gant hor Zalver ha merket en Aviel ; etouez ar c’hredennou devod euz ar bobl a Judee e comzer euz a veur a vurzud all great ganthan adalek ma teuas var an douar. Setu ama unan anezho.

En nosvez ma voue ganet Salver ar bed, ha ma zeaz ar bastored d’he adori er c’hraou a Vethlehem eleao’h ma cafjont ar bugel divin astennet var eun dornat colo, o crena gant ar riou, ez oa eur pennad ac’hano, en eul lochen dister, eur vam iaouank, caer evel Rachel, azezet e kichen an tan, ganthi var he barlen he map kenta ganet, hag hen tome o clask he lacat da gousket. Sellet a rea oc’h an elik-ze coant evel eur rozen en devoa neuze pemp bloas. Mes ar bugel coant-ze, hanvet Nephtali, a ioa deut dall var an douar, ha siouas, n’en doa guelet morse a sclerijen.

Setu neuze, e creiz an nos du ha sioul, ar vam gez o clevet trous treid unan bennag o tont d’ar red varzu al lochen. Aoun e devoue, rak n’edo o c’hortos den, hag ep he zonjal e kemeraz he mab etre he divrec’h evel p’e divije aoun na vije lamet diganthi. An nor a zigor, ha Sara a vel he fried, an den mad ha fur Esdras, ar c’henta euz ar bastored a ioa eat eun nebeut derveziou diaraok da gas ho bandennou chatal d’ar peuriou drus. Souezet meurbet, Sara a ziscrogaz euz he bugel, hag a c’houlennas, leun a nec’hamant !

— Petra zo digouezet ? Eur reus bennag ? Eat eo an denved gant ar bleiz ? Mes nan, ne c’heus goal gelou ebet da lavaret din, rak guelet a ran out laouen.

— Sara ! Sara! Eme Esdras, bez laouen ; eur c’helou braz hag eürus meurbet am eus da zigas dit ! Cleo, edomp digouezet e carter Jorah, eleac’h ma sao ar guez palmez brao-ze ac’h eus guelet. Savet on doa hon teltou er meziou evit dioual ac’hano hor bandennou chatal. Noz oa pell a ioa, hag e sellemp gant plijadur oc’h ar stered e bolz an Env, pa on eus guelet en eun taol eur sclerijen dispar en dro deomp. Kerkent on eus guelet eun eal en deus discleriet deomp, en eur gana dudius, e voa ganet henoz ar Messi prometet d’hon tadou.

— Oh va Doue, petra a glevan-me ?

— Meur a hini euz ar bastored a zo eat dioc’htu da Vethlehem ; cavet o deus Mari ha Joseph, hag ar bugel mailluret en eur c’hraou. Daoulinet o deus dirazhan, hag oz int distroet d’hor c’haout en eur veuli ha trugarecat Doue euz ar pez o devoa guelet.

— O va Doue, eme verc’h Israel, o sevel he daoulagad varzu an Env ; ar profesiou zo deut da vir ; an envou a zo digoret, hag ar gliz o deus laket an douar da c’henel deomp eur Zalver.

— Ne ket falvezet din, eme Esdras, caout ar blijadur d’he velet ep-d-out. Deus buan ma zaimp hon daou d’he adori. Les hor bugel, hon Nephtali ; cousket eo, ha neuze ar c’hez bihan, evithan n’eus nemet tenvalijen.

Mes ar bugel n’oa ket cousket ; clevet en doa kement en doa lavaret he dad, ha pa zeaz he vam, araok mont en hent, da lacat eur pok dezhan var he dal, e savaz en he gouazez, e lamas ganthi a dro vriad en eur lavaret :

— Va mam, me ielo ive. Perak va lezer ama ? Me ne gouskin ket, ne rin nemet gouela. Me fell din mont da velet, er c’hraou, ar mabik coant-ze a dle c’hoarzin ive eveldon me pa vezan fur.

— Oh, va bugel ker, eme Sara, petra rafez o tont di pa na velez ket ? Neuze, deut eo ar mare dit da gousket. Cousk aze, va mabik ker !

An tad a lavaras neuze :

— Ni a ia pell ac’hann ; ha neuze ien eo hag an hent zo dies. Ne vezimp ket pell oc’h ober hon tro. Alo, va bugel, couskit aze, ha n’o pet ket aoun : ho mam goz zo en ho kichen.

Ar bugel a bedaz, a vouelas ; mes an tad hac ar vam a zalc’has mad ; gortoz a rejont gouscoude ken na voue cousket ar bugel, daoust d’ar vall o devoa da vont da velet ar bugel nevez ganet.

Kerkent ha ma voant eat er meaz euz an ti, Nephtali pehini n’en doa great nemet neus da gousket, a deuas dezhan eur zonch en tu all d’he oad. Clevet en doa comz euz ar Messi a reat anezhan heol a justis, bann a c’hras, guir sclerijen, hag e sonjas neuze e vanke dezhan eun dra bennag hag o devoa ar re all. Setu hen oc’h ober ar beden-ma.

« O bugel, bihan eveldonme, me garfe mont d’ac’h adori ive gant ar bastored all. Ma na c’hellan ket da velet o c’hoarzin, e c’hellin da viana cregi en da zorn ha mont var va daoulin en da gichen. Neuze e chellan ive kennigen dit va oanik coant. O, desk din petra da ober, ro din daoulagad ar feiz a glevan hano anezho ken alies gant va zad. Ren va c’hamejou, rak me ne ouzon ket peleac’h e zan. »

Goude beza great ar beden-ze, ar bugel, poulzet gant eun nerz dreist he oad, a zavaz ep dihuna he vam goz. Clask a ra he zillad braoa, hag ho guisk. Neuze e clask kegil he vam, hag e tistak diouthi eur ruban glaz a ioa en dro d’al lin, hag e za d’ar c’hraou da glask he zanvad muia caret, eun oanig guenn a c’hoarie ganthan var an deiz, hag a ioa neuze cousket er c’hraou var eun dornadik foen. Staga a ra eur penn euz ar ruban oc’h gouzoug an oan, hag ar penn all oc’h he vreac’h.

Neuze, ô burzud ! e voue gouelet an danvadig o vont evel eur c’hi araog ar bugel dall, hag ar bugel oc’h he heuilla ep steki he dreid nag er vein nag er griziou, nag en toullou digompez en em gave var he hent. Lavaret e vije edo o vale var eun hent bras pe eul leur blean. Ar bugel n’en doa aoun ebet ; caout a rea dezhan clevet a bell eur ganaouen a laouenidigez oc’h he c’helver.

Penauz e reaz ar pennad hent-ze euz he lochen da graou ar mabik Jesus ? Den ne voar. Ar pez zo sur eo da c’houlou deiz Nephtali a ioa e Bethlehem. Heuilla a reaz bandennou tud a iea neuze da velet ar bugel divin. Eat beteg ar c’hraou, an dallik kez a glaske gant he zaouarn ar manjouer ; strobet e voue etre an ejen hag an azen, hag ez eas da goeza var ar c’holo e kichen salver ar bed epad ma edo Mari sioul o sonjal en he c’halon en traou burzuduz a ioa digouezet.

Ar mabik Jesus, a lavarer, a reaz eur c’hoarz o velet en he gichen ar bugel dall hag he rener an oanik guenn.

Esdraz ha Sara a ioa eno etouez ar foul. Ho daou e leverjont var eun dro : O va Doue ! ne ket eun uvre eo ? Nephtali ama ! hag e zeant da glask mont dre douez an dud d’he gaout. Araok avad ma o devoa gallet mont beteg enhan, an dallik paour, leun a feiz hag a garantez, en doa gallet cregi e dornig ar mabik Jesus hag he lacat var he galon, ha kerkent oa digoret he zaoulagad hac e vele couls ha nicun.

Ervez eur greden devot, setu eno unan euz ar burzudou a reaz ar mabik Jesus prest goude he c’hinivelez.

Neuze kement a ioa eno, eat er meaz anezho ho unan gant ho levenez hag ho anaoudegez vad, en em lakeas da gana calonek cantig an Elez : Gloar da Zoue en huela euz an Envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad.

————