Mont d’an endalc’had

Eun devez a blijadur

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 14-21)



Eun devez a Blijadur


Kinniget d’eur Vreizadez vad a vro Gerne


I


Evel daou vignon koz e oamp c’hoaz ’n em gavet,
Ha ken aliez gwech e c’hallemp ’n em welet

E vije plijadur… Nemed eun dra hepken :
An amzer a dec’he evel eul luc’heden.

Kaer hon dije mala, kas en dro hon laten,
N’hallemp ket en eun de dibuni hon c’huden ;
Laret ha hadlaret, lonka kalz hag ankouaz
En despet d’hon holl c’hoant, na laremp trawalc’h c’hoaz,
Evit gwir, daou vignon o deve da gonta
Eur bern bitellajou, traou na dalvont netra,
Hag o deus koulskoude o zam talvoudegez,
Mar na vefent laret en em gavfer diez ;
Rak n’eo ket, a dra zur, komzou lorc’hus ha kaer
Eo a zalc’h karante er c’halonou tener :
Ar galon na c’houll ken nemed eur sonj, eur zell,
Eur gomz vad lavaret gant furnez ha gant poell…
Dre-ze, etrezomp-ni, e oa gwir garante,
C’hoant unan ac’hanomp a oa c’hoant egile…
— N’a teus ket a sonj, Fanch ? — Ankouaet teus, Yannig ?
— N’ouvean kaer petra… Gortoz eur pennadig…
Hag evelse hon daou e redemp meneou,
O tiviz war hon Bro, war an dud, ar c’hiziou.
Pa gavemp eul lec’h koant, ha ni skwiz o redek,
Ec’h azeemp neuze euz koste eur garrek ;
Hon daoulagad batet, er pellder o c’hedal,
Aliez e chomemp, hep goût d’imp, da sonjal
A-wechou e troemp an eil ouz egile,
Hep na gredemp laret : — Petra zo a neve ?

— Kaerat ma ’z eo hon Breiz ! O dudiusat Bro !
— Mes na gav ket d’it, Fanch, ez eo poent mont en dro ?
Na glovez ket du-hont mouez koant ar mesaer ?
Ma fell dimpkaout hon c’hoan e vo red mont d’ar ger!…
— Gortoz eur pennad c’hoaz… Te, Yan, a zo bervet,
Chom eta da zellet ouz an oabl alaouret ;
Na glevez ket er bourk ar c’hloc’h o son ar c’hlaz ?
N’omp ket re diwead… Deomp da redek c’hoaz ;
Rak ma vemp re abred… Anveout a rez Mon…
Hi na vefe ket pell o kana d’imp eur zon !
Na vefomp ket biken o lonka hen zam koan,
Chom aman da redek c’hoaz en touez ar balan…
Ha pa davo ar brud dre ar vro tro war dro,
Pa gerzo an teuz-noz dre an henchou distro,
Neuze da Ger-Sioul, da dremen an nosvez,
Da welet Helena ec’h efomp, mar karez…

II


Dao, dao… — Piou zo aze ? — Daou reuzeudig koz, koz,
Kollet gante o hent ha diwead en noz…
An oabl a zo du, du ha karget a goumoul,
Sonjet hon deus hon daou skei war dor Ker-Sioul ;
Klevet hon deus laret e ve kavet en Breiz,
Dindan eun doën zoul, kalonou-aour a-leiz…

Hag ar Vreizadez vad a zigoras he dor :
— Ma zi a zo bepred evit Barzed Arvor ;
Allo, Fanch-an-Eubeul, zav d’ar penn uhelan,
Ha te, Yan-Dizoursi, kemer ar gador-man ;
Astennet ho tiou-c’har ha groet eur grazaden,
Pa vo tommet d’ho korf, ’refomp eur vlagaden…
— Doue, nag ez eo brao, dirak eun tantad tan,
Klevet er chiminal an avel o vouskan !
Nag ez eo dudius, diwar gorn an oaled,
Klevet er fornigel kanaouen ar skrilhed !
Evurus kant mil gwech an neb an eus toën,
Hag eun oaled tommet pa deu an amzer yen…
« Oh! tudou pinvidik, miret ’n ho tiegez,
» Enpad ar gouanv kaled, skabel ar bewien gez ;
» Groet ma teuïo ar paour d’azea warnezi,
» Bennoz ’n aotro Doue a gouezo war ho ti ! »
Neuze, evel gwechall, kontaden ha soniou
A ziruilh hep paouez dimeus sac’h-an-ardou ;
Tec’hel a rejont holl ken laouen, ken tener,
Ma krogas eur skrilhig da laret e bater…

III


— « Gwechall goz, emezan, gwechall pa oan bihan,
» Tadig koz Ker-Sioul dalc’hmad warlerc’h e goan,

» Azeet er gador, a lavare d’e dud :
» — Tostaet en dro d’in… Aman, braz ha munud !
» Hag e vouez krenerez, raouiet da vat ha skwiz,
» A gonte d’ê neuze e droïou yaouankiz ;
» An holl daoulagadou warnan vije troet,
» Gallout a ret sonjal na vije c’hoant kousket…
» Ken bravik e kontê, ma welec’h aliez
» Ar merc’hed o ouela gant teneridigez ;
» Hep sonjal, a-wechou, ar botred lavare :
» — Ar re-goz, evelkent, oa kanfarded ive !
» Ar potr koz a dalc’he hag e gontaden gaer
» Na baoueze morse nemed dre ar bater.
» Warlerc’h ar pedennou peb hini goude-ze,
» En e wele kloz, kloz a re meur a hunvre…
» Siouaz ! eme ar Skrilh, er bed n’eus ken a stur,
» An dud n’ouveont ken kemer o flijadur,
» Elec’h bezan zentus ha beva en o zi,
» Ar yaouankiz hirie a zo deut dizoursi…
» N’eus ken doujanz abed, n’eus ken furnez, na fe,
» Fall eo an dud yaouank… N’eo ket hep digare !
» Red mad eo d’e skampa evel traou-penfollet,
» Kaer a zo ober trouz, van abed na ve groet…
» — Pell araok ar c’huz-heol, gwechall eme o zud,
» Potr ha plac’h yaouank fura zistroe d’o c’hlud…

» — Gwechall, eme, gwechall… An dud koz a oa zod,
» Yaouank a renk frinkal… Bec’h d’ei ha tro d’ar rod !
« C’houi, kos radoterien, c’houi n’anveet netra…
» Kousket aze en peuc’h… Paouezet da gana,
» Hag an dudou koz, koz a renk zerri o goug,
» Petramant, hepdale, e lamper war o choug… »

IV


Ar Skrilh a roas peuc’h, ha, pleget hon fennou,
Ni a boueze hon daou furnez e genteliou…
— Gwir eo, Yan, eme Fanch, — Ya ’vat, Fanch, ma fotr kez.
Breman ez eo spontus bue an tiegez…
Ar mab eneb d’an tad, ar verc’h eneb d’ar vam ;
Den na c’houll mui zenti, nan an disteran tam ;
Ar mevel, ar vatez a zo ken rok ive,
Ma tigoue d’o mestrou daoulina dirake…
Kement-se n’eo ket mad ! Pep unan e vicher,
Petramant an dizurz a zo mestr, barz ar ger !
Tad, mam, mestr ha mestrez a dle gourc’hemenni,
Bugel, mevel, matez a zo groet da zenti…
— Mad, eme Helena, achu ho peus, potred,
Da glem ha da dermal, da drailha ho spered ?
Lezet aze ar Skrilh, zavet ho taou war gwrec’h,
Gant eur bannac’h jistr tom c’houi a vezo dinec’h…

Neuze ec’h ankouaomp ar Skrilh hag e gomzou,
Ar jistr tom a ra d’imp mouga hon zrubuilhou,
— Ma’ z eo gwir — n’haller nac’h — ez omp arri diroll,
An dizurz, koulskoude, n’eo ket ken gwaz dre-holl ;
Ha ma teurve Doue rei d’imp bue, yec’hed,
Hon Breiz a hadvevo, war lavar ar Varzed !
… Mes, hanter-noz a zon ! Poent eo monet en dro…
— Trugare, Helena, nosvez vad… Kenavo !
— Kenavo, Fanch ha Yan, Doue ha zent koz Breiz
D’o diwall ’barz an hent, da rei d’ac’h amzer reiz ;
Ar c’hentan ma c’hallfet distroet adarre…
— Oh ! nan, nan, evel kent ! Kenavo… Trugare !

V


— Al loar a bare splan er volz steredennet…
— Penoz, Yan, eme Fanch, mont rafemp da gousket ?
— Abredik ez eo c’hoaz… Gortozomp eur pennad,
Ni na vemp ket hon daou o vale bro dalc’hmad…
Oh ! gwellan da nosvez ! Perak ar Vretoned
O deus dilezet hent ar gwir evurusted ?
O Fanch, dre hon skridou, hon c’homzou, hon skoueriou,
Distroomp ane war wenojen o Zadou…
Greomp d’eze tanva, tanva ar garante
He deus hon Breiz-Izel evit he bugale ;

Touomp diwar vreman, en hano hon zent koz
Rei hon bue da Vreiz ha bemde, ha bemnoz !
… Div eur a oa zonet en iliz ar barrouz,
Al loar a oa kuzet, an noz a oa didrouz…
Hag hon daou, evurus, e tistrojomp d’hon zi,
Tremenet re vuhan hon devez a zudi…
— Oh ! pegoulz, lavar Yan, pegoulz e teui c’hoaz ?
Ken liez ma teuez hon plijadur ve braz ;
Deus kentan ma c’halli, rak ma zi, ma c’halon,
A vo dalc’hmad digor d’it, ma gwellan mignon !
Bevomp da virviken evit Doue, hon Bro,
Na fallgalonomp ket… Hon Breiz a hadvevo ! ! !
Hag en em gwitaomp… Mes eun devez ken mad,
A lez en hon c’halon eun envor hag a bad ;
C’houez vad an holl bleuniou, kan tener an evned,
N’int ket ken dudius hag hon evurusted,
Deveziou evelse n’oc’h ankouaer biken,
Int hepken eo a gont en buegez an den !

D’ac’h-hu, Breizadez vad, d’ac’h ar barzoneg-man,
Eur blijadur eo d’in kinnig d’ac’h anezan…
O kana dre du-ze, mar klevet eun Evnig,
Kaset d’ezan, mar plij, gourc’hemennou Yannig.