Eun deiz a viz c’houevrer

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eun deiz a viz C’houevrer.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 67)



N° 57. — Itron-Varia Lourdes.
War an ton anavet, N° 49.


1. Eun deiz a vis c’houevrer,
D’an heur a greiste,
Pa zone uz peb kèr
Kloc’h au teir Ave. Ave.

2. Eur plac’hik iaouank flam,
Merc’h eur micherour,
A glaske koat d’he mam,
O vont hed an dour.

3. Raktal ’n eur sklerijen,
Dirag Bernadet.
Eun itron a zisken
Hag hi koant meurbet.

4. He roben zo gwennoc’h
Evit lili-han.
Hag he zeien glasoc’h
’Vit an oabl skleran.

5. War he zreid diou rozen
En aour a weler,
Er Baradoz hepken
Zo bleuniou ken kaër.

6. En he dorn eur rozer,
Ranjen aour, greun gwen,
Uheloc’h pa zeller,
Eur ouel war he fen.

7. Kreiz ar roc’h, en he zav,
Lies evel-se
An Itron dianav
A baras goude.

8. Meur e wej e komzas :
Chilaouomp he mouez
Evel me chilaouas
Ar groadurez kez.

9. C’houi hag ar gristenien,
« Ma merc’h, emezi,
« Evit ar bec’herien
« E tleet pedi. »

10. « Aman me renk gwelet
« Kalz a dud o tont,
« Hag eur chapel zavet,
« Us d’ar roc’h du-hont. »

11. Eur wej-al e lare
D’ar plac’h estonet :
« Euz dour ar vamen ze,
« Tostet hag evet. »

12. Didan ar roc’h eno
Biskoas na oe bet,
Nemet deliou maro
Ha geod dizec’het...

13. Kenkent e tarzas dour,
Hag aboe neuze
Oc’h evan ar c’hlanvour
Stank a ve pare.

14. « O, eme Bernadet,
Gouzout me garfe
« Pe hano a douget
« Ha piou oc’h ive ! »

15. Zouden, en eur zevel
He zellou d’an nec’h :
« Me eo ar Vam zantet
« A viskoas dibec’h. »

16. Rouanes an Envou
A davas goude :
Mes he madelezou
A greske bemde.

l7. D’ar gèr a Lourd breman,
A bep korn ar bed,
Han-goanv en eur ganan
An dud a zired.

l8.Trugare d’hon Itron
Euz an oll grazou
A strimp leiz he c’halon
War hon ineou.

K. G.