Enezen Sant-Malo
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Enezen Sant-Malo (Duhamel).
Na ma ouijen-me canan ’vel ma ’c’h oûn compozi,
Me gomposje eur zonic vije d’am fantasi ;
Me gomposje eur zonic, ha na vijen ket pell,
Da daou den deuz ar c’hontre, en em garrie fidel.
Pa ve carante barfet aman en-tre daou den,
Joaüz vent ’vel eun eostic o canan ’n eun drezen.
Ha goude bezan caret, ha laket ho fians,
Ve glac’haret ho c’halon, mar na ve recompans.
— C’hui, ’mezhan, ma mestrezic, ’zo kiriec d’am zourmant,
Ganec’h e-man ma dessign, ha d’ac’h-c’hui am eus c’hoant;
Ganec’h e-man ma dessign, ha d’ac’h-c’hui am eus c’hoant,
C’hui ’c’h eus an ingratiri ’n andret ma zantimant !
— Tawet, ma zervijer, na lavaret ket se,
Rac kement a deziret garfen a arrufe.
Ma ligne zo contrel d’ar pez a c’hoantaët,
Ewit ac’hann da dri bloaz, ma mignon, n’am pô ket.
— Tri bloaz ’zo calz ha neubeud a amzer de dremen,
Au hini ve o c’hortos a gav hir an termen,
Gwellan m’oufemp da ober ve em dispartia,
Wit beza net a gojo, da c’hortoz au tri bloa.
Hac mar chomfemb er vro-man hon daou da em garet,
Deufe an dud da laret a vefemb mignoned.
Me iello da Sant-Malo, lec’h zo eun enezen,
Ebars en creiz ar mor don, dispoz d’ar ienien,
’Lec’h n’am bo nep plijadur ha nep coutantamant,
Nemet ar glao, an awel, hac a bep sort tourmant.
— Possubl ve, ma zervijer, ve balamour d’in-me
Em lacafac’h ’n eun danjer ’n eun tourmant er gis-se.
Ma holl vado en antier, ha c’hoaz na int ket d’in,
N’int cap da baëan ar boan souffret ’balamour d’in.
— Ho fesson vad, ma mestrès, zo capab d’am paëa,
Gant ma c’hallin hi c’havet, na c’houlennan netra.
Az zôn-man a zo zavet gant eur c’hloarec iaouanc ;
Me ho ped, hen excuset, na eo ket c’hoaz savant ;
Doue na ro ket d’an holl peb-hini he c’houlen ;
Kement hec’h â d’ar studi na vent ket bêleïen.
Hema zo ’r c’hloarec iaouanc o retorn d’he ganton,
Hac a gav bezr an amzer nac o canan eur zon.