Tre Gwirgenec ha Gwirgenac

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
1890  (Levrenn I, p. 164-166)



TRE GWIRGENEC HA GWIRGENAC.
____


   Tre Gwirgenec ha Gwirgenac,
’M eus eur vestrès eun tu bennac :

   He diou-jod ’zo caër ’vel an deiz :
He far na gavfec’h ket en Breiz ;

   Sonn eo ’n he za ’vel eur blanten,
A greiz ma c’halon hi c’harrien.

   — Ma dousic, ho pedi a ran,
A greiz ar galon a dougan,

   Da gaout evit-on amitie,
Dreist an eil mignon d’egile.

   — Penoz birviken ober ze ?
Caout evidoc’h amitie ?

   N’am eus ennoc’h eun nep fianz,
En nep fesson, nep assuranz.

   — Reit-hu d’in alc’houez ho chardin,
D’ober eur bouket louzou fin ;

   D’ober eur bouket louzou fin
A leuvant hac a durcantin.

   — Ma rofen d’ac’h ma alc’houeo,
Cassfac’h ganac’h ma boukédo.


   Cassfac’h ganec’h ma boukedo,
’C’h afac’h gant-he e-mès ar vro.

   — Ha pa guitafemp hon c’hanton,
Nin iel da Paris pe da Rom.

   — Biken ma bro na guitaïs
’Balamour da bôtr a garis ;

   Nann, den iaouanc, ha credit se,
’Balarnour d’ac’h n’ rin ket ive !

   — Me ’c’h a breman d’ober al lez,
Pell euz ar gêr, d’eur bennherès.

   Honnès hi deuz aour hac arc’hant,
A lacaï ma c’halon contant.

______________