Enem gonsolet evit mad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 41-42)


N° 30. — Angelus Zul Fask.


1. Enem gonsolet evid mad,
Rouanes euz an Envou,
Zec’het-pelloc’h ho taoulagad
Ha stanket war ho taerou,
Setu resusitet ho Mab
Leun a c’hloar, a driomfou.


2. Alleluia, o pebes joa,
D’ach-hu, Mam a garante !
D’imp-ni ive, alleluia,
Levenez leiz hon ine,
Ouz hen gwelet, en de kaer-ma,
En e zav, bev adare !

3. Ia, Gwerc’hes zakr, bezet joaüs,
Ho, kalon zo dizamet
Resusitet eo ho Jezus
Evel m’en devoa laret !
Ha breman, Mam drugarezus,
Dirag-han hon difennet.