Pa oan yaouank en ti ma zad, (diou wech)
Ma flijadur a oa dalc’hmad
En koajou Breiz, maluron,
Mont da vale.
Plac’hig dinec’h ha dizoursi, (diou wech)
Da glask hunvreou a zudi
En koajou Breiz, maluron,
’C’h en da vale.
Eun de, siouaz, eur barr-avel (diou wech)
Lakas em fenn eur zonj diboel :
Pell a goat Breiz, maluron,
Mont da vale.
Hag hepdale, e kemeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz.
Pell a goat Breiz, maluron,
’C’h en da vale.
’Vel ma kerzen gant an hent bras, (diou wech)
Eur vouez em c’halon a laras :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…
Dihunet gant ar c’homjou-ze, (diou wech)
Pep tra d’in a lavar neuze :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…
An ezennig o c’houibanât (diou wech)
A lar da zeliou glas ar c’hoat :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…
Gwazig ar prad, en eur dremen, (diou wech)
A gan tener en he feden :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale…
Hag eun durzunel da ziskenn (diou wech)
Da ganan klemmus em c’hichen :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale.
« — Plac’hig yaouank a Vreiz-Izel (diou wech)
Perak kuitât bro da gavel ?
En koajou Breiz, maluron,
Chom da vale.
« Plac’hig, deus ganin eur wech c’hoaz (diou w.)
Da chilaou mouez ar c’hoajou bras,
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« Eno, ’n eur vodennig didrous, (diou wech)
Eman kuzet ma neizik dous…
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« En neiz am eus daou lapousig, (diou wech)
Ha war ar skour eur mignonig,
Da goajou Breiz, maluron,
Deus da vale.
« Me zo ’evrus, heuilh ma c’hentel (diou w.)
Chom da vevan en Breiz-Izel !
En koajou Breiz, maluron,
Chom da vale! — »
« — Tavet, tavet, turzunellig, (diou wech)
Rannan a ret ma c’halonig,
Pell a goat Breiz, maluron,
C’houerv eo bale.
« Na guitan mui an evrusted (diou wech)
Evit kêriou a boan-spered,
Da goajou Breiz, maluron,
Demp da vale ! — »
Hag e heuilhis al lapousig (diou wech)
A gane laouen ha flourik :
En koajou Breiz, maluron,
Dous eo bale !
|