Kenteliou ar Grouadelez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 35-38)


Le Guennec - Kenteliou ar grouadelez.png

Kenteliou ar Grouadelez
————


Kinniget d’am ferson, an O. Cadre.



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 6/8
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Andantino } }
d8 g a b ([d]) c | b4. ~ b4 r8 | d,8 g a b ([d]) c | b4. ~b4 r8 | \break
d g d c e c | b d b a4 r8 | b4. ~ b4 r8 | b4. ~ b4 r8 | \break
d8 g d c4 b8 | a4. ~ a4 r8 | d, fis a d, fis a | c e d d 4 (c8) | \break
b4. ~ b4 r8 | d g d c4 b8 | a4. ~ a4 r8 | d, fis a d, fis a | \break
c b4 ~ b a8 | g4. ~ g4 r8 \bar "|."

      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Eun de -- vez o va -- le, war ribl eur wa -- zig dour,
Me glev eun evn o ka -- na war eur skour_:
Sav, sav da zel -- lou, merc’h yaou -- ank,
War Vreiz -- I -- zel, pep tra en -- ni zo koant,
Sav, ped e -- vi -- ti Dou -- e,
Ma ker -- zo eün gant hent ar wi -- rio -- ne.

    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
    line-width = #150
     ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}



Eun devez o vale, war ribl eur wazig dour,
Me ’glev eun evn o kanan war eur skour.

Diskan :

Sav, sav da zellou, merc’h yaouank,
War Vreiz-Izel ; pep tra enni ’ zo koant,
Sav, ped eviti Doue,
Ma kerzo eün gant hent ar Wirione.


« Me, eme an estig, eo krouadur Doue,
Deut euz e berz d’az kentelian hirie.

Perag eta, plac’hig, biskoaz n’az poa sonjet
Kaerat e ’r vro out bet enni ganet ?

D’am daoulagad n’eus bro a ve dudiusoc’h,
Na d’ar galon n’eus karantezusoc’h.

An heol a bar skedus ’us da Vreiz venniget ;
Al lann, ar c’hoad gantan ’zo alaouret.

Ar chapel er brouskoad, ar c’halvar ’lein ar roz
’ Zo testeni euz a fe da dud koz.

Tro-war-dro ar mor bras gant e drouz a luskel.
A rumm da rumm, pennou-heurt Breiz-Izel !

Neuze eo dous, plac’hig, bevan fur, mat ha reiz,
Genel, bevan, mervel war douar Breiz !

Evel da gendadou, kav gwell ganit mervel
’Vit nac’h Doue ha da vro Breiz-Izel !

Ped Doue ma chomo dispak ’vel diagent,
Baniel ar fe en hon Breiz, Bro ar Zent. »

An evn a vouskan c’hoaz ; kuitet ’n eus e vrankig ;
Em c’halon ’ klevan bepred e zonig.

Me a distro d’ar gêr o sonjal ’n e gentel ;
Hirie, d’am zro, me ’lar da Vreiz-Izel :

« Breiz ! Breiz ! pa ’c’h out eur vro ken kaer,
Me a vezo karantek ’n ez kenver,
Breiz ! daoust d’an dud dizoue,
Me ’vo da vugel ’ hed ma holl vuhe. »