Mont d’an endalc’had

En em frealzit evit mat

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Añjeluz.

A. Prud’homme, 1934  (p. 32-33)



N° XXVII. — Anjeluz sul fask.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.

Ton all

Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


  1. En em frealzit evit mat
    O Rouanez an Neñvou,
    Sec’hit breman ho taoulagad
    Ha stankit ouz ho taerou
    Bev eo ho Mab ennomp ’zeus stad
    Kanomp e veuleudiou.

  2. Alleluia, o pebez joa,
    D’eoc’h-c’houi, Mamm a garantez !
    D’imp-ni ivez, Alleluia,
    Pebez laouenidigez !
    O welet hon salver karet
    A varo da vev savet.

  3. Gwerc’hez santel, bezit joaus,
    Ho kalon ’zo dizammet :
    A varv da vev eo deut Jezuz,
    Evel m’en doa lavaret ;
    Ha breman, Mamm drugarezus,
    Ra vimp ganeoc’h difennet !