Mont d’an endalc’had

En da Spered

Eus Wikimammenn



EN DA SPERED
————
War don : Paotred Plouilio, Les Arzonais, Bourgault-Ducoudray


War an dachen an noz a red,
Tavet eo an emgann stard ;
Petra ’dremen en da spered
Du-hont o paour kêz soudard ?
— Me ’zonj em amzer dremenet,
Evurus ha leun a beoc’h :
Bro, kerent, pried, mignoned,
Bepred ma zonj ’zo ganeoc’h !

En eur c’haloupat ar mor braz,
Er-maez pe tostik d’an ôd,
E risk ar splujer pe ar Raz,
Petra ’zonjez, martolod ?
— Ma hunvre ’nij du-hont a bell,
A-dreist an douriou treitour ;
Em spered, pried ha bugel,
M’o gwel, ’vel ’n eur melezour !

Harluet pell-pell diouz da Vro.
Trec’het gant an Almaned,
Prizonier, eun da stumm garo,
Petra ’zo en da spered ?
— Me ’zonj abaoe meur a viz,
A-hed ma buhez kalet,
En deiz ma teuin war ma c’hiz
Daved ma Bro venniget !

E-barz da wele a anken,
Da izili gouliet,
Pe zonj a dremen en da benn,
Soudard gloazet, morlivet ?
— Me ’zonj ma yec’hed dam-varo
Ne vo biken en distro,
Hag a-raok pignat d’am gwir Vro,
D’am zud me ’lar : Kenavo !

Eostig Kerinek