Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 29

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 320-329)



NAOVET PENNAD VARN-UGENT


————
An Dour-Du ha Plougasnou


Ha da beleac’h oa eat da chom ar c’here trubard ? Marteze d’an Dour-Du. Da viana, setu aman ar pez a c’hoarvezaz, el leac’h-se, d’ar mare ma komzan d’eoc’h :

Henvel a reer an Dour-Du ar guchenn diez a zo, enn eun draonien, var dro hanter an hent, etre Montroulez ha Plougasnou. Eul lodenn euz an tiez a zo e parrez Plouezoc’h hag eul lodenn-all e parrez Plouiann. Mad, eno, er mare ma’z eaz euz a Bount-Eoun ar c’here fallakr, ec’h en em gavaz da zerc’hell hostaleri, enn eur c’hoz-ti bian, eun den euz a gostez Leon, ha n’oa anavezet er vro gand den ebed. Ar Berthou oa he hano, a lavare.

D’ar mare-ze, kerkouls ha breman, Plouganaouiz a garie mont bep sadorn da Vontroulez. Ar marc’had ne viche ket bet great mad ma ne vichent ket bet enn-han. Ha pa n’en defe nemed pevar vi, pe eun hanter-lur amann da verza, paotr Plougasnou a gavo guelloc’h koll he zervez er gear evit mont da Vontroulez da verza he bevar vi pe he hanter-lur amann eged ho rei, ouc’h ar memez priz, er gear, da eun trafiker-bennag euz ar bourg. Hounnez oa ar c’hiz koz, hounnez eo ar c’hiz a zo breman.

Paotred Plougasnou n’int ket bet, ha n’int ket atao zoken mezvierien ; evelato, ec’h efont ho banne ker c’houek ha pep hini ; ha mar kirit rei d’ezho da efa, ec’h evint d’ho krasou mad, evel a leveront, e leac’h lavaret d’ho iec’hed, kel laouen ha tra. D’ar mare-ze, kerkouls ha breman, araok dont euz a Vontroulez, e veze bep a vanne, ha goude-ze e teuet var eeun d’ar gear. Mez ouc’h an nevezinti e vez sell atao, pe e vezont mad, pe ne vezont ket. Abalamour da-ze calz anezho, o velet eur bod ilio ouc’h ti bian an Dour-Du, a lavare an eil d’egile :

— Sell, setu aman eun hostaleri nevez ; d-eomp da velet hag evach mad a zo enn-hi.

Ar Berthou a anavezaz raktal he dud. Guelet a reaz oa paotred Plougasnou paotred dioc’h-tu, paotred dijipot, paotred leal hag eeun an tamm anezho. Tud evel-se a ioa eaz suna ho arc’hant digant-ho, rak kredi a reant n’oa ket muioc’h a fallagriez er re-all eged enn-ho ho-unan. Abalamour da-ze, an hostiz nevez a en em lakeaz d’ho zenna d’he di bep tro ma tremenchent a-biou. Gand he gaochou brao, gand he gomzou flour, e teuaz a-benn euz he daol.

Abarz nemeur e oue guelet Plouganaouiz o tont d’ar gear, tommet mad d’ezho, mezo zoken aliez. Ar gragez, er gear, a glemme o velet ho zud oc’h en em gaout er stad-se euz ho marc’had, ha, dreist-oll, o velet pegement a zispign a veze great. Ar pez a c’hoarveze gand Plouganaouiz, a c’hoarveze gand Sant-Ianniz ; ar memez hent a reant en eur zont euz a Vontroulez, ar memez tra a c’hoarveze gant-ho ; ha kement a zrouk a ioa e gragez Sant-Iann-ar-Biz evel a ioa e re Plougasnou.

Ouc’hpenn an dra-ze c’hoaz : ar bek douar-ze a zo leun a vartoloded a rank dilezer ho bro evit mont, a-dreuz ar mor braz, er broiou a-bell, da c’hounit eun tamm bara d’ezho ha d’ho zud er gear. Betek neuze, p’en em gave eur martolod e Montroulez, e teue var eeun d’ar gear da zigas he arc’hant d’he c’hrek evit prena bara d’ar vugale. Mad, abaoue m’edo ar Berthou enn Dour-Du, ar vartoloded zoken a deue d’ar gear mezo hag ho arc’hant hanter-dispignet. Martoloded Perroz ha martoloded Terenez a ioa bet e meur a vro, o doa guelet tud a bep liou, o doa ranket tenna ho spillenn euz ar c’hoari e meur a leac’h, a oue zoken flemmet evel ar re-all.

Perak oa troet an traou er c’hiz-se ? Setu petra c’houlenne an oll.

Eur zulvez vintin, araok an ofern e chapel Kerbabu, edo an oll o c’hoarzin goap da Nonnik an Deun, a ioa bet oc’h ober beach an Indez gand ar Saint-Pier, hag a ioa deuet d’ar gear gand daou skoued enn he c’hodel, e leac’h daou c’hant skoued a dlie da gaout. Nonnik en deoue mez, hag a lavaraz dirak an oll :

— Me a c’hoar e peleac’h eo bet laeret va arc’hant.

— E peleac’h-ta, Nonnik, eme an oll ?

— Enn Dour-Du, e ti ar Berthou.

Den na c’hoarzaz. Chom a reaz an eil da zellet ouc’h egile, rak an darn-vuia anezho a ioa bet, evel Nonnik, e ti ar Berthou, hag, evel Nonnik, a ioa bet flemmet.

Kerkent e savaz brud e-touez an dud. Lavaret a reat e roe ar Berthou da efa d’an dud, marc’had mad, evit ho mezvi hag ho laerez goude-ze. Mez den ne c’helle toui oa guir kement-se, rak an den mezo ne vel netra, ne c’hoar petra a ra.

Enn abek da-ze, den ne grede mont araok, hag an traou a viche chomet er stad-se n’eo eaz gouzout pegeit, ma ne viche ket bet, er mare-ze, persoun e Plougasnou, eur belek ha ne varc’hate ha ne tortille ket pa viche menek da harza ouc’h ar goall giziou. An Aoutrou Troadec oa he hano. Epad an dispac’h oa chomet kuzet er vro, ha meur a dro en deuz great d’ar republikaned. Pa deuaz ar peoc’h, an Aoutrou ’n Eskop her lakeaz da gure gand an Aoutrou Morvan, ha, da varo he-man, e oue hanvet da bersoun e Plougasnou. An Aoutrou Troadec a ioa eeun evel eur vialenn, tamm fallagriez enn-han. C’hoarzin a rea kalounek gand an nep a gounte d’ezhan a-du eur marvaill brao. Komz a rea ouc’h ar paour kerkouls hag ouc’h ar pinvidik, na muioc’h na nebeutoc’h. N’en doa drouk nemed ouc’h eur rumm dud : ouc’h ar re a gomze a enep Doue, a enep ho nesa pe a enep lezennou hor mamm zantel an Iliz. Ar re-ze a-vad, ne zaleent ket da veza kaset gant-han divar he dro ; fae oa gant-han lavaret eur ger epken out-ho.

Boazet, epad an dispac’h, da veza bemdez var riskl da goll he vuez, ne gemere aoun rak netra. N’oa bet strafilliet nemed eur veach enn he vuez, hag evit eun dra ker farsuz oa, ma n’oun ket evit miret d’her c’hounta d’eoc’h.

E traon bourk Plougasnou eman an aot. Enn aot-se ez euz eur roc’h hanvet Roc’h-Ledan. Pa vez izel ar mor, ez eer enn-hi var droad ; mez pa zao ar mor, e vez buan kelc’het gant-han. Eun dervez eur pillaouaer, euz a barrez Botmeur, e menez Are, a deuaz da billaoua da gostez Plougasnou ha Sant-Iann-ar-Biz ; n’en doa biskoaz, a lavare, guelet lenn ebed ker braz hag ar mor. — Ne ket souez. — Mont ha dont a rea, var an treaz, a-hed ar mor a ioa izel, mar doa eun dudi ne velet. Skuiza a reaz evelato o vale, hag e teuaz c’hoant d’ezhan da vont da ober eur c’housk var ar Roc’h-Ledan. Eaz oa d’ezhan mont, rak ar mor a ioa eat kuit ; brao oa d’ezhan, rak tomm oa an heol.

A-benn eur pennad, ar C’herne a zihunaz. Mez siouaz ! ar mor a ioa deuet enn aot hag en doa kelc’het ar roc’h. Kaer en doa ar C’herne klask hent da zont kuit, ne gave hini ; enn dro d’ar roc’h n’oa nemed mor. Koll a reaz he benn ; en em lakaat a reaz da grial ha da iouc’hal ken a dregerne an aot gant-han, betek Rufellik ha Tregastel zoken. Ne oue ket pell evit rei da glevet, rak, ouc’hpenn ma krie kren, Roc’h-Ledan a zo e kichenn an douar, hag enn aot-se e vez tud atao. Den a-vad ne oue spountet, rak gouzout a reat oa amzer da vont d’ar Porz-Louarn da lavaret da eur vag dont d’her c’herc’hat ; ha setu ive ar pez a oue great.

An Aoutrou Troadec a glevaz, ker buan hag ar re-all, oa kelc’het eun den, gand ar mor, var Roc’h-Ledan. Dont a reaz d’ar red d’an aot : c’hoant en doa da vont var neun d’her c’herc’hat, pe da vervel gant-han. Miret e oue out-han, rak ar C’herne n’edo ket var var da veza beuzet ; guelet a reat dija eur vag o tont dreist bek Tregastel. Mez an Aoutrou Troadec n’oa ket evit chom e peoc’h e kichenn ar mor. Dont a reaz da Draon-Ispi, hag ac’hano, divar eun dorgenn, e roaz an absolven d’ar C’herne. Ar pez her lakea evel-se da vont er meaz anezhan he-unan, oa abalamour ma ne c’helle ket kofez eun den hag a gave d’ezhan a ioa o vont da veza beuzet dirak he zaoulagad. Mez n’en em gavaz drouk ebed ; an Talbot, a Dregastel, a en em gavaz e poent gand he vag ; digas a reaz d’an douar ar C’herne ne ehane a grena o velet oa bet ken tost d’ezhan beza beuzet.

Me gred ne ket bet ar C’herne-ze, biskoaz abaoue, o kousket var eur roc’h, e kreiz ar mor, n’euz forz pegenn tomm e c’helfe beza bet an heol var he gein.

Mad, hennez, an Aoutrou Troadec-se, o klevet a begement a bec’hejou oa penn-kaoz ar Berthou, a lavaraz eur zulvez da dud Plougasnou n’oa ket mad d’ezho mont, evel a reant, da efa da di fripouned, evel ar Berthou.

Unan-bennag a gasaz ar gomz d’an Dour-Du, ha d’ar zadorn varlerc’h, ar Berthou, divar dreujou he di, a lavare da dud Plougasnou, a iea a-biou, rak hini anezho ne d-ea enn ti — hon tud koz a zente atao ouc’h ho fersouned :

— Me a c’hoar perak ne deuit ket herrio enn ti ; mez lezit ho persoun ganen-me, varc’hoaz me her c’houmpezo.

— C’houi, Berthou, eme unan o chom a-za.

— Ia, me ; rak me a zo eun den guiziek hag a c’hoar kalz a draou divar benn ar veleien. Varc’hoaz me a ziskouezo d’hoc’h Aoutrou persoun Troadec ne c’heller ket evel-se stlabeza tud evel-d’oun-me a c’hounit ho bara dioc’h ho micher.

— C’houi, Berthou, eun den guiziek ?

— Ia, me.

— Mad, efidandomen, hon Aoutrou persoun-ni ne ket eur ginaouek eo, ken nebeut.

— Pa gomzign-me out-han e velo, rak me am beuz guelet meur a velek epad an dispac’h.

— Ne gredan ket evelato, kaer hoc’h euz beza desket mad, en defe aoun razoc’h, hon Aoutrou persoun-ni.

— Varc’hoaz e velot.

— Na varc’hoaz zoken ! Dioc’h-tu evelse ?

— Ia varc’hoaz ha dioc’h-tu. Varc’hoaz vintin me a vezo e Plougasnou, eun den a lezen guiziek meurbed ha me. Ne ket n’am befe aoun va-unan, mez guelloc’h eo daou eged unan. Ha, ma ne deu ket ho persoun d’en em zislavaret euz ar gador, epad he brezegen, dirak an oll, e velot da beleac’h ez ai an traou, rak al lezen a zo breman striz var ar veleien ; ne ket evel araok an dispac’h.

— Ne ket strisoc’h, me gred, var-n-ezho eged var an dud-all ; ha ne c’heller ket ober muioc’h a zrouk d’ezho evit d’eomp-ni ?

— Nann, d’ar re n’ho d-euz ket a ijin ; mez me a c’hoar ar pleg var-n-ezho.

— Ma n’euz nemed ijin ganeoc’h, Berthou, n’hoc’h ket evit lavaret evelato e ve al lealded enn ho tu.

— Oh! gand ar veleien n’euz ket a izoum da gaout kement-se a lealded.

— Kement ha gand ar re-all, me gred.

— Fazia, ha fazia a vraz a rit, paotr Plougasnou.

— Perak-ta, Berthou ?

— Setu aman perak. Mar lavarit drouk divar-benn unan-bennag, evel c’houi ha me, e rankot diskouez eo guir ar pez a livirit, pe den n’ho kredo, pe zoken e rankot dislounka ho lavar dirak ar barner, ar pez a goust arc’hant avechou.

— Ha ne ket er memez tra evit ar veleien ?

— Nann ; avoualac’h eo tamall anezho, lavaret traou divar ho fenn, n’euz forz pegen diskiant e c’helfent beza ; an traou diskianta a vez kredet da genta, an oll a gredo ac’hanoc’h, hag ar veleien a zo ken aounik, ma ne gredont lavaret ger.

— Mad, Berthou, klevet a ran ac’hanoc’h, ha chom a ran sebezet ouc’h ho klevet.

— Varc’hoaz e klefot goasoc’h c’hoaz, rak varc’hoaz, evel am beuz lavaret d’eoc’h, ho persoun a ranko en em zislavaret euz ar gador, dirak an oll, dirak Doue, paotred Plougasnou.

— Ma rank en em zislavaret enn he zermoun, e vezo red d’eoc’h da viana her lavaret d’ezhan araok an ofern ?

— Hennez eo ive va mennoz.

— Neuze-ta e vezoc’h du-man varc’hoaz araok an ofern bred ?

— Ia, ha rok an tamm ac’hanoun, zoken.

— Ha da bed heur e vezoc’h e ti an Aoutrou persoun ?

— An ofern bred, am beuz klevet lavaret, a zo da zek heur e Plougasnou ; mad, da nav heur, me a vezo krog enn ho persoun.

— Da nav heur ? Mad, me her lavaro da gement hini a velign, ha ni a en em gavo ganehoc’h eno neuze, hag a velo penaoz ez ai an traou.

— Ia, ia, deuit, hag e velfot penaoz e vezo kribet he benn d’hoc’h Aoutrou persoun Troadec.

— Mont a raimp, Berthou. Kenavezo varc’hoaz !

Hag an dud bodet, enn dro da di ar Berthou, epad ar gount-se, d’ar gear hep banne ebed.

Antronoz, eun tamm araok nav heur, edo ar Berthou e bourk Plougasnou. Ar brud euz ar pez en doa, enn derc’hent, lavaret enn Dour-Du, a ioa bet kaset gand tud an ofern vintin dre bevar c’horn ar barrez, ha zoken dre Zant-Iann. Enn abek da-ze oa leun ar c’hoc’hi a dud, mall gant-ho klevet ar Berthou oc’h ober he gomz. An Aoutrou Troadec n’en doa klevet menek ebed euz ar pez a ioa c’hoarvezet enn Dour-Du, ha den n’en doa lavaret d’ezhan e tlie ar Berthou dont d’her c’haout. Evel-se edo erru dinec’h euz he di d’an iliz da gofez he dud. Chom a reaz souezet o velet kement-all a dud er c’hoc’hi. Trei a reaz varzu enn-ho en eur lavaret :

— Sell-ta, paotred, petra a zo a nevez ganeoc’h ?

Ker buan ar Berthou a deuaz euz a-douez an dud, ha var he lerc’h, eun Aoutrou barvek, dillad bourc’hiz gant-han. Krena a rea he izili gand he ioul ; he zaoulagad a lugerne evel daou gef-tan. Evelato e tennaz he dok dirak an Aoutrou persoun en eur lavaret :

— Me eo ar Berthou, hostiz an Dour-Du.

Hag ec’h en em zave var he dreid.

— Ah ! te eo ar Berthou, eme an Aoutrou Troadec, en eur zellet out-han euz an eil penn d’egile. Ah ! te eo ar Berthou !

Hag an Aoutrou persoun a vousc’hoarze. — N’oa ket strafillet enn dro-man, evel m’oa bet evit Kerne Roc’h-Ledan.

— Ia, me, emez-han rok, hag em beuz izoum braz da gomz eur ger ouz-hoc’h.

— Pa giri, Berthou, eme an Aoutrou Troadec o trei outhan, pa giri, hag e ve aman ha dioc’h-tu zoken e ve.

An dud, epad keit-se, a ioa en em gelc’het a dost hag a astenne ho gouzouk evit klevet guelloc’h penaoz e iache an traou enn dro. Ouc’hpenn daou c’hant den, a leverer, a ioa eno, ha dont a rea atao tud er bourk.

Ar Berthou a reaz eur zell faeuz ouc’h an dud. Kaout a rea d’ezhan ez ea, en eun taol, da zouara an Aoutrou Troadec, hep kaout izoum euz an den a lezen, ar barvek hirr a ioa deuet gant-han euz a Vontroulez. Abalamour da-ze e lavaraz d’an Aoutrou persoun ker rok ha tra :

— Gouzout a rit, kerkouls ha me, eo difennet dispenn an nesa, dreist-oll d’ar veleien ?

— Ia Berthou.

— Mad, disul diveza, hoc’h euz lavaret n’oan-me nemed eul laer.

— Me, Berthou, am beuz lavaret oaz laer ?

— Ia, Aoutrou persoun, c’houi. Ha m’hen anzavit ket, dek test e leac’h unan a gavign d’her lavaret d’eoc’h pa gerfot.

— N’em beuz ket lavaret e vichez laer, Berthou, hag aman an Aoutrou Troadec a zave he vouez evit beza klevet guelloc’h ; lavaret em beuz great a-vad oaz eur fripoun.

D’ar gomz-se, ar Berthou a zounnaz, luc’hedennou a strinke euz he zaoulagad. Chom a reaz da zellet ouc’h an Aoutrou Troadec ; he zen a lezen a ioa ker mantret hag hen.

An Aoutrou persoun a gendalc’haz :

— Ia, Berthou, lavaret am beuz great n’out nemed eur fripoun ; n’em beuz ket lavaret oaz laer, avad.

— Ha ne ket ar memez tra an daou c’her-ze : laer ha fripoun.

— Nann, Berthou. Marteze n’out ket laer, me n’her gouzoun ket, mez fripoun out a-vad. Anzao ouzign ; ped gueach n’ec’h euz ket sachet tud enn da di evit ho mezvi, ha, pa vezent mezo, ped gueach ne c’heuz ket lakeat da zourn enn ho godel evit kemeret ho guenneien ! Ha ne ket fripounerez eo an traou-ze ? Ha c’hoant ec’h euz e kafen-me tud da doui d’id eo guir ar pez a lavaran ? Selaou, n’em beuz nemed lavaret eur ger : Paotred Plougasnou, eme an Aoutrou Troadec en eur zevel he vouez huelloc’h c’hoaz, ha ne ket guir ar pez a lavaran ? Ha ne ket guir eo ar Berthou eur fripoun ?

— Eo, eo, eme an dud a-unan, ar Berthou a zo eur fripoun... Ar Berthou d’ar gear... Dao var ar Berthou...

Neuze e savaz mesk ha kabal e-touez an dud ; unan a lavare an dra-man, eun-all a lavare eun dra-all ; an oll a ioa dirollet, den ne c’helle gouzout petra a lavaret ; ne glevet nemed malloziou var ar Berthou.

Ar barvek a c’hellaz en em zila kuit, mez ar Berthou ne c’hellaz ket ober ar memez tra. Unan-bennag, ne c’houfenn ket lavaret d’eoc’h piou, nemed Job Lo e viche, a roaz d’ezhan eun hortad hag hen stlapaz a-daol var ar re a ioa enn tu-all. Ar re-man a roaz d’ezhan eur buntad-all, gand eun taol troad pe zaou, evit her c’has larkoc’h. Fall ec’h en em gavaz enn dro-man, rak koueza a reaz var Fanch Kerveni. Fanch, drouk enn-han, a grogaz, gand he zaou zourn er Berthou, hag hen stlapaz d’he dro, a flao, ouc’h moger ti an Avalou.

An Aoutrou Troadec, o velet edot o vont da zispenn paour keaz hostiz an Dour-Du, a lavaraz her lezer da vont d’ar gear. Ha ker buan, Plouganaouiz, atao sentuz ouc’h mouez ho fersoun, her lezaz da vont kuit.

Ar Berthou a en em zestumaz buanna ma c’hellaz, hag a ioa o vont kuit mezek meurbed, ha c’hoenn enn he lerou, va c’hredi a c’hellit, p’en em gavaz er bourk Nonnik Deun. Nonnik a redaz var he lerc’h hag a roaz d’ezhan eun taol troad, evel ma c’hoar rei eur martolod, en eur grial a-bouez he benn :

— Ha va daou c’hant skoued-me, Berthou laer, e peleac’h emaint ?

Ar Berthou ne zistroaz ket zoken da zellet piou a skoe gant-han. Ne reaz nemed astenn he gammed evit mont buannoc’h er meaz a vourk Plougasnou.

Goude tro ar re vraz e teuaz tro ar re vian. Ar vugale, o velet ho zud o kempenn ken didruez hostiz an Dour-Du, a ieaz d’hen ambrouk, betek an Ti-Nevez, en eur deurel mein var he lerc’h. Meur a vean a doumpaz en eur goueza var he gein, mez ne rea van ; ne zistroe ket da zellet, ne rea nemed bale buannoc’h-buanna varzu he gear...

Ha ma viche-ta en em gavet var-n-han krennardet Terenez, Samson ha Perroz !

Araok an noz, ar brud euz a gement-man a ioa eat betek Plouezoc’h hag an Dour-Du, larkoc’h marteze ; ar brudou a ia ker buan ! A-ziagent oa bet eur gomz-bennag divar-benn ar Berthou, mez den ne grede mont araok da genta ; eun tamm aoun a ioa ra-z-han, abalamour ma oa, a lavare, desket ha krenv var al lezennou, ha ma c’helle, var he veno, kas d’ar prizoun ha zoken d’ar galeou, an nep a glaskche trabas out-han. Breman a-vad, pa oa bet kefestet gand an Aoutrou Troadec, pep hini a lavar ar pez en deuz klevet. Oll e gouiet oa ar Berthou a gostez Leon ; kals o doa klevet en doa great eun torfed braz-bennag var dro Plouenan ; lod a lavare oa eur muntrer ; lod-all a lavare en doa lakeat an tan enn eun ti ha devet daou graouadur ; lod-all c’hoaz a lavare en doa laeret ilizou epad an dispac’h, ha guerzet beleien d’an dispac’herien... Mez ar brudou-ze a ioa oll mesk-a-mesk, ha den n’oa evit lavaret e peleac’h edo ar guir virionez. N’euz ket zoken gouezet biskoaz, evit mad, abalamour da betra en doa ranket kuitaat he vro.

Hag hennez e ve e guirionez kere trubard Pount-Eoun ? Ne c’hellan ket her lavaret d’eoc’h gand guirionez, rak n’em beuz merk anat ebed a gement-se. Ar pez a zo guir eo, d’ar zadorn varlerc’h, dor ar Berthou a ioa serret enn Dour-Du. Abaoue ar iaou oa eat enn he hent gand he c’hrek hag he vugale. Da beleac’h oa eat ac’hano ? Den ne gouie, den n’en deuz gouezet abaoue.

Daoust ha marvet eo, evel Loull ar Bouc’h, enn eur c’hougn-tro-bennag, pell dioc’h pep kristen ?

P’en devez great an den fall he reuziad var an douar, pa vez kouezet doun avoualac’h e puns ar pec’hed hag er fallagriez, an diaoul hen dilez en eur c’hoarzin iud. Tro an Aoutrou Doue a zo erru, zoken er bed-man, da c’hedal ma roio, er bed-all, da bep hini hervez he oberou.

Doue ne ziles james ar re a vale a-du gant-han : avechou er bed-man o devez evit guir eun tamm poan, mez er bed-all e vezint paet mad.

Achu eo va c’hount.

Ra blijo gand Doue beza madelezuz e kenver Ian Pennors, ankounac’haat he bec’hejou, rei d’ezhan ha d’an oll gristenien, lod enn he Varadoz !!!




FIN.