Emgann Kergidu/Pennad 28
Marteze e karfac’h ive gouzout petra oa deuet da veza enn he gozni kere trubard Pont-Eoun, en doa kaset d’ar maro an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou, Anna ar Zant, ha marteze re-all c’hoaz ; ne c’hoar den. Me garfe her lavaret d’eoc’h, mez n’oun ket evit hen ober, da viana gand guirionez penn-da-benn. Setu aman evelato ar pez a c’hellan da gounta d’eoc’h.
Epad ma chomaz an drubuill dre ar vro, ar c’here ne veze guelet er gear nemed dervesiennou. Bemdez a veze gand ar zoudarded o c’haloupat bro, o tiskouez d’ezho an hentchou hag an tiez mad. Pa veze lakeat eun tiegez e skrab, ar pez a c’hoarveze aliez, ar c’here ne veze ket da ziveza oc’h ober furch. Evel ma gouie guelloc’h eged ar zoudarded, n’oant nemed divroidi, giz ar vro ha boasiou an dud, e veze peur-vuia da genta o lakaat he graban var ialc’h ar mestr. Pa c’helle e c’huzet, he lakea buan-ha-buan enn he c’hodel, hag e veze kuit da ranna gand ar re-all. N’euz forz penaoz ez ea an traou, ar c’here en deveze atao eul lodenn-bennag, braz pe vian, rak ne ehane da grial ken na veze roet d’ezhan. Evit netra enn deveze he voued. Pa veze e Kastel, e Montroulez, e Brest pe e Lesneven gand ar zoudarded, e veze bevet gant-ho, ha pa’z ea var ar meaz, e veze bevet, evel ar zoudarded, divar goust an ti ma vezet enn-han. Er c’hiz-se, me gaf d’ign, en doa destumet meur a vennek, ha, bep tro ma teue d’ar gear, e teue evit kuzet an arc’hant hen doa laeret.
A drugare Doue, ar barrad goal-amzer-ze a dremenaz. Euz ann env, Doue a reaz eur zell a druez ouc’h Breiz ; avoualac’h a bennou a ioa bet diskaret, avoualac’h a c’hoad skuillet. Digas a reaz ar peoc’h d’hor bro. An ilizou a oue digoret, hor beleien a deuaz enn dro, hag abars nemeur, an traou a iea er vro evel araok an dispac’h vraz. Neuze e kouezaz kerse var ar c’here.
Anavezet gand an oll, den ne d-ea var he dro ; tec’het a reat diouc’h out-han evel ma tec’her diouc’h ar c’hi klan. Nak hen, ken nebeut, ne d-ea var dro den ; ne veze zoken na var dro belek, na var dro iliz ebed. Chom a rea enn he di ne c’hoar den da ober petra. Avechou, pa veze kouezet an noz, e veze guelet o vont he-unan a-hed an hentchou distro da aveli he benn. Mez kerkent ha ma vele unan-bennag, e tistroe divar-n-han hag e teue d’ar gear a-dreuz ar parkeier pe ar c’hoajou.
Evel a velit, n’oa ket brao doare ar c’here. Mez goasoc’h en em gavaz gant-han c’hoaz eur bloavez-bennag goude m’oa deuet ar peoc’h, rak koueza a reaz an dienez enn he gear. « Ar pez a deu a-berz an diaoul, a leverer, a ia oll d’he houarna, ha c’hoaz e chom d’ezhan eun troad dishouarn. » E ti kere Pount-Eoun ec’h en em gavaz guir ar c’homzou-ze. Ar c’here en doa laeret meur a dra, meur a vennek, meur a bez daou-skoed zoken ; arc’hant avoualac’h a ioa bet etre he zaouarn evit beza pinvidik bete fin he vuez ; hag evelato, breman n’en deuz guennek ; teuzet eo he oll-vadou etre he zaouarn. Doue her guele, Doue her gede, ha breman Doue a sko, rak deuet eo he dro.
Ne ket gand kere Pount-Eoun epken eo c’hoarvezet kement-se. An darn-vuia euz ar re ho doa, epad an dispac’h, laeret leveou an Iliz pe re an noblansou, a zo deuet da veza paour, ha va-unan em beuz roet an aluzenn da vugale lod anezho. Lod a zalc’h marteze c’hoaz ho danvez ; mez ha ne velit-hu ket ho bugale, pe ho bugale-vian, o tont var an douar mud pe diot ? Ha mar teuont divac’hagn er bed-man, e varvont e-kreiz ho brud hep lezer ho hano var ho lerc’h. Setu petra c’hoarvez peur-vuia gand ar re a laer madou an Iliz hag ar zent.
Kouezet a-nevez er baourentez, ar c’here en em lakeaz adarre da labourat var he vicher goz. Mez hini a dud ar vro ne roe d’ezhan an disterra tamm labour ; oll hen anavezent, ha den ne falveze d’ezhan na mont d’he di, na komz eur ger epken out-han, na zoken teuler he zourn var ar pez a viche bet etre he viziad. Aoun a ioa da veza stlabezet ; c’houez ar muntr, c’houez ar goad a ioa gant-han... Eur Santegad pe eur Roskoad bennag, avechou, abalamour ma ne gouie ket hen anaout, a roe d’ezhan eun tamm koz botez-ler-bennag da c’hriat ha da aoza, pa veze o vont a-biou da verza, da Vontroulez, he artichaot, he ougnoun hag he gignenn ; mez nebeut paet e veze evit an tammou labour dister-ze, hag ar guenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell. Kerse oa ive-ta gand ar c’here, hen boazet da ober cher-vad gand ar zoudarded. Evelse he c’hrek hag he vugale a ioa enn noaz ; n’oa ket a arc’hant da brena dillad d’ezho. Goasa ma oa, oa d’he vugale. Avechou, evit-ho da veza hanter-noaz, e c’hoanteant mont da c’hoari gand ar vugale-all a dro-var-dro. Daoust ha ne ket nez d’ar vugale, ken paour, ken pinvidik, kaout c’hoant da vont da c’hoari an eil gand egile ? Mad, kerkent ha ma vezent guelet o tont e-touez ar vugale-all, e klevet dioc’htu unan-bennag o lavaret :
— Erru a-ze bugale ar c’here trubard ; d-eomp ac’halenn d’ar gear.
Pep hini a iea raktal enn he hent ; nikun ne choume gand bugale ar c’here ; evel aoun a ioa raz-ho.
Hag ar vugale baour a zistroe d’ho zi en eur vouela da lavaret d’ho mamm ne vezent hanvet nemed bugale eur c’here trubard. Ne gouient ket petra oa ar c’homzou flemmuz-se, rak d’an oad o doa ne zonjent e drouk ebed, hag ho c’haloun n’oa ket evit rei d’ezho da gredi n’oa ho zad nemed eun trubard hag eur muntrer. E peleac’h eman ar c’hraouadur mad hag a gaf abek enn he dad ? Mez ma ne gouient ket petra oa ar c’homzou-ze, e kavent evelato diez kenan guelet an oll vugale-all o kemeret an teac’h ker buan ha ma vezent guelet o tont. Ho mamm geaz, ouc’h ho c’hlevet, a vouele dourek, rak hi e doa eur galoun vad, ha ne doa biskoaz heuliet he fried enn he oberou fall. Evelato ec’h anaveze he dorfejou, hag abalamour da-ze e doa aoun ha mez o vont e-touez an dud, ha ne d-ea er meaz euz he zi nemed, evel ar bleiz euz he goat, pa deue an naoun d’he goaska.
Truezuz oa, evel a velit, doare an tiad tud-se, braz ha bian, ha kouskoude den n’en doa truez out-ho. Pa lavaran n’en doa den truez out-ho, e fazian. Unan a ioa er vro hag a gase d’ezho bep sizun he aluzenn, hag anez e vichent marvet gand an naoun ; hounnez oa Mari Kreac’h, grek Per ar Zant, c’hoar-gaer Anna ar Zant ! N’oa ket evit mont he-unan, a lavare, betek ti ar c’here, rak ar guel anezhan a roe kridienn ha spount d’ezhi — ha ne ket hep souez, — mez kas a rea he flac’h enn he leac’h da gas he aluzenn. Ar plac’h zoken ne d-ea ket enn ti, gervel a rea ar c’hrek, rei a rea an dorz vara d’ezhi ha ker buan e teue d’ar red varzu ar gear gant aoun na viche deuet ar c’here var he lerc’h. Kaerra aluzenn ! Ha ne ket an dra-ze ober vad d’ar re a ra drouk d’eomp ? Per hag Anna ar Zant a dlie ho c’haloun tridal gant levenez, e Baradoz an Aoutrou Doue, o velet Mari oc’h ankounac’haat, er guel a Zoue, an drouk great d’ezho ha d’ezhi.
Aluzenn Mari Kreac’h, kaer e doa beza kalounek, n’oa ket evelato braz avoualac’h evit beva eun tiad tud a-bez. Dre-ze, ouc’hpenn berrentez a ioa e ti ar c’here, ar gernez a ioa enn-han. Ne ket hep souez ive-ta ma kastizent bemdez, an dud paour, ha ma oant treuteat kement, a-benn eur pennad, ma n’oa nemed ar skeud anezho. Ar c’here a ioa deuet da veza ken dizec’h ha ken tano hag eur baluc’henn ; he c’hrek a ioa henvel out-han. Ar vugale a glevet o vouela, o krial, o c’houlen eun tamm bara ha n’oa grinsenn da rei d’ezho, ha den ne rea van evit ho c’hlevet. Doue hag an dud a ioa evel en em lakeat er memez tu evit beza kriz e kenver ar c’here hag he dud. Doue a c’hortoz hag a c’hed, mez ne ankounac’ha ket ar goall-oberiou.
Ma karche ar c’here beza eat da ziskarga he goustianz d’he bersoun pe da eur beleg-all-bennag er gofesion, Doue hag an dud o diviche great eur zell a druez out-han. Mez ar c’here ne d-ea na var dro belek na var dro iliz ebed, evel m’am beuz her lavaret d’eoc’h, ha setu perak, er vro, e kredet e kendalc’he he vuez difeiz ha direiz ; ha setu perak ive den ne gemere truez out-han. An traou n’oant ket evit padout pell er stad-se, pe, abarz nebeut, e viche kavet, e Pount-Eoun, eun tiad tud marvet gand an naoun.
Eur meurvez, mintin mad, ec’h en em gavaz, e Lopreden, eun trafiker amann a Vontroulez, a veze bep meurs e marc’had Kastel, hag a anaveze mad ar c’here.
— Dont a ran da lavaret d’eoc’h, emez-han, hoc’h distlabezet dioc’h kere Pount-Eoun.
— Ha guir a lavarfac’h, eme an oll ?
— Ker guir ha m’her lavaran d’eoc’h, eme-z-han. Ganen-me eo en em gavet er mintin-man, var dro teir heur, o tiskenn d’ar Vadalen, e kichenn Montroulez. He c’hrek hag he vugale a ioa gant-han. N’ho doa ket a galz dillad, evel a c’houzoc’h, evelato ar pez o deuz a ioa en eur pakad, gand ar c’here ouc’h he gein. P’am beuz hen anavezet, em beuz dalc’het va marc’h a-za, hag em beuz lavaret d’ezhan :
— Sell, te a zo a-ze, kere ?
— Ia, emez-han.
— Ha da beleac’h ez ez evel-se ?
— Red eo d’ign tec’het diouc’h Plouenan, rak mervel a rankfenn gand an naoun e Ponnt-Eoun, me, va grek ha va bugale. Mont a ran da chom en eur vro-all.
— Enn eur vro-all ne vezi ket anavezet hag e vezo eaz d’id dont var an tu mad, rak pell braz a zo ne valeez ket var an hent eeun.
N’oa ket re sklear c’hoaz, evelato e velen lagad ar c’here o lugerni gand an drouk ouc’h va c’hlevet ; anat oa ne rean ket a vad d’he galoun ; anat oa n’en doa ket a c’hoant da zistrei var an hent mad. Pa veliz kement-se, e roiz eun taol fouet d’am marc’h, ha me ac’hano.
— Salo e ve guir ar pez a livirit d’eomp a-ze, eme baotred Lopreden !
— Ker guir eo ha m’her lavaran d’eoc’h, eme an trafiker amann.
— Mad, guell a-ze !
Arabat eo d’eoc’h beza souezet o velet kement a fouge e paotred Lopreden pa glefchont oa eat kere Pount-Eoun enn e hent. Ha setu aman perak : Ar c’here a ioa anavezet er parresiou a dro-var-dro, a-bell hag a-dost ; enn-ho oa bet gand ar zoudarded, hag e pep leac’h en doa lezet merk he graban ha roud he grizder. Goasoc’h oa zoken eged ar zoudarded, abalamour ma gouie giz ar vro, ha ma kave easoc’h he bleg da ober poan ha drouk d’an dud vad. Dre’n abek-se, pa veze paotred Lopreden er marc’hajou hag er foariou, pa vezet oc’h esa prena pe verza, pa veze goulennet digant-ho, evel m’hor boaz d’hen ober, a beleac’h oant, ha pa respountent oant a Lopreden, e veze komzet dioc’h-tu er c’hiz-man out-ho :
— C’houi a zo euz a Lopreden ?
— Ia, a lavarent.
— Ar gear-ze a zo azioc’h Pount-Eoun, a gaf d’ign ?
— Ia, a lavarent adarre, azioc’h.
— Neuze ec’h anavezit eur c’here a zo eno hag en deuz great kement a zrouk epad an dispac’h. Mar d-ouc’h henvel ouc’h hennez, ne dle ket beza brao ober marc’hajou ganeoc’h.
Ar c’homzou-ze a bike paotred Lopreden enn ho c’haloun, rak n’euz ket muioc’h a dud fall e Plouenan eged el leac’h-all, ha nebeutoc’h marteze e Lopreden eged e pep leac’h.
Ar virionez en doa lavaret an trafiker amann, rak antronoz, e teuaz eul lastez bourc’hiz, gand eur c’harr, da gerc’hat an tamm armel a ioa chomet enn ti.
E Lopreden, dioc’h an abardavez, e oue kement a levenez, ma teuaz paotred ar Sann hag ho amezeien da gichenn an Ty-Du, gand bep a hordenn lann. Ober a rechont eun tantad, evel da c’houel Sant-Ian ha da c’houel Sant-Per, evit trugarekaat an Aoutrou Doue da veza kaset euz ho bro eun den ker fallakr ha ken dismegansuz evit-ho.