Emgann Kergidu/Pennad 27
Distroomp breman da Benn-an-Neac’h da velet penaoz ez a an traou dre eno.
Goude m’oa eat ar zoudarded enn ho hent gand an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou, Anna ar Zant ha Mari Kreac’h a joumaz ho diou mantret ha sebezet. Hini anezho ne lavare ger ; n’oant ket evit lakaat enn ho fenn e viche guir ar pez a ioa c’hoarvezet. Ker pounner kroaz n’oa ket evit koueza var Benn-an-Neac’h ; an traou-ze n’oant nemed huvreou... Ah ! Siouaz ! guir oant kouskoude, ha re vir zoken !
Goude beza skuillet forz daelou ha dizammet he c’haloun, Anna a deuaz enn-hi he-unan da genta. Dont a reaz da azeza e kichenn Mari.
— Klevet hoc’h euz, va c’hoar, eme-z-hi, ar pez en deuz lavaret araok mont kuit kabiten ar zoudarded : « Krena a dle an nep a zizent ouc’h lezennou ar Republik. Hogen, gouzout a rit kerkouls ha me, e tifenn ar Republik rei golo d’ar veleien. Me gred ive-ta ec’h en em gavo aman adarre, varc’hoaz abred, ar c’habiten gand he zoudarded, da c’houlen digant perc’hen an ti-man perak e talc’he e kuz an daou velek a zo eat gant-han herrio. Mad, me gaf d’ign, va c’hoar, eo red d’eomp en em glevet, rak erru an noz ; n’hor beuz ket ive-ta re a amzer.
— Ia, va c’hoar Anna, ho klevet a ran ; mez ne c’houzoun e peleac’h trei. Va c’haloun a zo glac’haret-oll, n’am beuz tamm nerz.
— Doue a roio nerz d’eomp. En em daoulinomp hon diou da c’houlen sklerijenn ha kaloun digant-han.
Hag an diou vaouez a en em daolaz ho diou d’an daoulin evit pedi Doue. — Peger c’houek peden e tlie beza hounnez !
Pa ouent savet enn ho za, Mari a lavaraz :
— Doue a zo eun tad mad, her gouzout a ran ; ne ra netra nemed evit hor brasa mad, her gouzout a ran ive. Mez evelato, re eo an dra-man... Oh ! koll a rign va fenn.
Ha Mari d’en em lakaat adarre da vouela goasoc’h eged araok.
— Na zigalounekait ket, va c’hoar ; ni ne velomp nemed ar pez a zo dirak hon daoulagad ; mez Doue a vel larkoc’h hag a c’hoar ar pez a zo guella da ober evit hor brasa mad.
— Ia, traou brao eo kement-se hag eaz da lavaret, mez pa ranker tremen dreiz-ho, int c’houero meurbed.
— Hag hor Zalver, Mari, pa rankaz pignat, gant he groas, var menez Calvar ? Hag ar Verc’hez Vari, he vamm, pa vele he mab Jezuz barnet d’ar maro, staget oc’h ar groaz dirak he daoulagad, ha brao oa he doare ?
— Guir an traou-ze, va c’hoar ; mez evidoun-me n’am beuz ket a nerz avoualac’h evit tremen ar barr-man.
— Mari, na d-it ket da bec’hi. Red eo d’eomp plega da volontez an Aoutrou Doue, hag hen ober a galoun-vad.
— Plega da volontez an Aoutrou Doue, red eo evit guir, mez plega a galoun-vad, n’oun ket evit hen ober. Ha penaoz lezer aman pemp minorik paour var va lerc’h ? Oh ! Anna, va c’haloun a zizec’h em c’hreiz.
— Lezer pemp minor var ho lerc’h ? N’euz hano ebed a gement-se.
— Penaoz, n’euz hano ebed a gement-se ? Her gouzout mad a rit, siouaz ! Per, ho preur ha va fried karantezuz, a zo eat gand Doue, tremen daou vloaz a zo ; ha varc’hoaz, pa vezign-me eat d’ar prizoun, va bugale a c’hello lavaret n’ho devezo mui na tad na mamm, rak enn amzer, evel a zo breman, ne vezer ket pell, evel a c’houzoc’h, evit ober barnedigez var ar re a ro golo d’ar veleien.
— Guelet a ran n’en em ententomp ket, va c’hoar ; ne ket c’houi eo a ielo d’ar prizoun.
— Piou-ta ?
— Me, va c’hoar Mari.
— C’houi, Anna ?
— Ia, me.
— Allaz, nann ! Me eo mestrez Penn-an-Neac’h. Varn-oun-me ive-ta e kouezo ar beac’h. Hag ouc’hpenn, eun dra leal eo.
C’houi, va c’hoar, a zo mestrez Pen-an-Neac’h enn eur c’hiz ; c’houi a ra ar marc’hajou ; c’houi a bren hag a verz hervez ho faltazi ; evelato ne ket aman d’eoc’h kement tra a zo. Va c’hoar, plijet ganeoc’h va zelaou. Enn eun amzer-all, birviken n’am biche lavaret d’eoc’h kement-man ; fenoz e rankan her lavaret : ne ket evit ho klemm nag evit ho tamall, na kennebeut evit ho tiskar e giz e-bed eo her lavaran. C’houi a gaf d’eoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Neac’h, marteze e faziit. P’oan-me eat d’ar gouent, an tiegez aman hag an oll vadou a ioa chomet dirann etre va breur ha me. Va lod a choume ganeoc’h aman da lakaat e talvoudegez, ha c’houi a dlie rei, bep bloaz d’ar gouent, ugent poezellat viniz ha daou-ugent skoued enn arc’hant. Breman, abaoue m’oun deuet d’ar gear, ne rankit paea netra ken evidoun. Dre-ze ive-ta e teu va zra d’ign ker goestl ha da bep hini.
— Oh ! va c’hoar, n’her nac’han ket ouzoc’h, pell ac’hano ; ho tra a zo d’eoc’h.
— Gouzout mad a ran ne nac’hit ket va danvez ouzign ; ne ket ive evit her goulenn diganeoc’h eo e komzan evel a ran.
— Na petra hoc’h euz c’hoant da lavaret-ta ?
— C’hoant am beuz da lavaret d’eoc’h ez oun ker braz mestrez ha c’houi e Penn-an-Neac’h, hag abalamour da-ze eo ken nez di-me mont d’ar prizoun gand ar zoudarded evel ma’z eo d’eoc’h c’houi, rak kement ha c’houi em beuz roet golo d’ar veleien, pa’z eo guir eo an hanter d’ign aman.
— Ha ! va c’hoar, eme Vari en eur lammet a-dro-vriad enn dro da c’houzouk Anna ; nann, ne reot ket an dra-ze ; re a garantez hag a galoun eo kement-man.
— Ha perak, va c’hoar ?
— Abalamour m’eo di-me eo mont d’ar prizoun. Her gouzout a rit kerkouls ha me, aman ne reac’h netra hep goulenn va ali-me. Dirak Doue, me eo ar vestrez, di-me eo ive-ta mont gand ar zoudarded.
— Nann, ne d-eot ket ; ma rank unan-bennag ac’hanomp mont, me eo a ielo.
Mari a choume sebezet ; me gred oa stourmadek enn he c’haloun ; c’hoant e doa da choum c’hoaz var an douar da zevel he bugaligou — ha ne ket souez — hag evelato he c’houstianz a rebeche d’ezhi e voa laosk.
Anna, oc’h he guelet en arvar, a zalc’haz startoc’h ; edo o vont da c’hounit.
— Na vezit ket souezet, va c’hoar, emezhi, ouc’h va c’hlevet. P’oan eat d’ar gouent, ha n’am boa-me ket lezet oll draou ar bed-man evit en em rei da Zoue epken ? Ha n’oan-me ket maro evit ar bed ? Eun dervez ma oue digoret dor ar gouent ha great d’ign dont kuit, me am biche kavet guell kaout taol ar maro digant unan-bennag eged dont adarre etouez ar bed. Ha breman e kaf d’eoc’h e tec’hfenn araok ar maro ? Nann, nann, va c’hoar.
— Kouskoude, Anna, va c’houstianz ne ket direbech dirak Doue ; me eo mestrez Penn-an-Neac’h.
— Nann, Mari, eur veach c’hoaz, ann dra-ze ne ket guir. N’oc’h ket muioc’h eged-oun-me mestrez e Penn-an-Neac’h, rak an hanter a zo di-me ; ker braz mestrez oun-me ive-ta ha c’houi, ker kabluz ha c’houi oun ive-ta da veza roet golo d’an Aoutrou Gall ha d’an Aoutrou Coarigou. Tavomp var gement-man, ha guelomp a behini ac’hanomp hon diou e vezo ar brasa dienez er bed-man.
— Va c’hoar baour, roit peoc’h ; ranna a rit va c’haloun. Dispartia dioc’h va bugale !...
— Diou gristenez vad omp hon diou, me gred ; neuze e c’houzomp ar bed-man ne d’eo nemed eur skeud, eur bouill moged. Eur blavez muioc’h pe nebeutoc’h var an douar, petra a ra ze ? Hor guir vro a zo gand Doue enn he Varadoz ; ar c’henta mont kuit ac’halen eo ar guella. Evelato ez eo red, evit darn, chom var ar bek douar-man, keit ha ma c’houlen ho stad. Ha c’houi, va c’hoar, hag ho stad ha ne c’houlen ket e chomfac’h c’hoaz er bed-man evit sevel ho pugale ? Bremaik e ranne ho kaloun, ha ne ket iskiz, o sonjal e rankac’h ho lezer var an douar, evel pemp minor paour, dilezet gand an oll, gand Doue zo-ken, marteze ; ha breman, a c’hellit chom gant-ho direbech ha dibeoc’h, ne fell ket d’eoc’h ? Oh ! sonjit peger braz dienez e ve ar c’holl ac’hanoc’h !
— Nann, Anna, ho kinnig a zo re vraz. Kemeret diganeoch ho puez !... Nann, ne c’hellfenn goude-ze kousket berad. Bep sourrad avel a glefenn, enn noz, a gaf d’ign a ve hoc’h ene o tont da rebech d’ign va laoskentez ha va nebeut a galoun.
Edo Mari oc’h achui he c’homz, pa glefcheur trouz er porz.
— Erru ar zoudarded enn dro, eme Anna, di-me eo mont gant-ho, ha mont a rign.
— Nann, nann, eme Vari, me eo am beuz roet lojeiz d’ar veleien.
Ne ket ar zoudarded a ioa erru er porz, bugale Mari oa.
Pa oue guelet ar zoudarded o tont en ti gand kere Pont-Eoun, Mari a lavaraz d’he flac’h, gand aoun n’en em gafche drouk gant he bugale, kemeret anezho buan ha mont gant-ho da guzet e ti eun amezek-bennag. Ar plac’h a ioa eat, ha, breman p’oa deuet an abardavez-noz, pa gouie oa eat eur pennad e ioa, ar zoudarded enn ho hent, oa erru d’ar gear d’ho digas d’ho mamm.
Ar vugale a deue er porz en eur c’hoari, en eur c’hoarzin, o reded an eil var-lerc’h egile, evel m’oant boazet d’hen ober bemdez. Daoust hag int-hi a anaveze ar c’hlac’har a ioa enn ho zi ! Ar c’hosa anezho a ioa o ren he unnek vloaz epken !
— Va c’hoar, eme Anna, evel sklerijennet en eun taol euz an env, setu aman ho pugale ; ha c’hoant hoc’h euz d’ho c’huitaat ha d’ho lezer var an douar eb den d’ho c’helen, d’ho lakaat var an hent mad ?
— C’houi, Anna, a raio em leac’h.
— Nann, n’oun ket evit hen ober. Den ne c’hell derc’hel plas eur vamm e kenver he bugale ; eur vamm a dle chom gand he bugale keit ha mar plij gand Doue he lezer, ha c’houi a dle chom gand ho re. Greomp guelloc’h, goulennomp digant-ho petra da ober : ar virionez a glever aliez a c’hinou ar c’hrouadur.
Ha ker buan Anna, hep gortoz respount he c’hoar, da c’hervell map kosa Mari.
— Deuz aman, Iannik, ha selaou mad ac’hanoun. Varc’hoaz vintin e tle soudarded dont aman adarre da gerc’hat da vamm pe me da vont gant-ho d’ar prizoun, evel m’int bet, er gentaou, o kerc’hat an Aoutrou persoun ha belek ar gouent ; mad, lavar d’ign pehini ac’hanomp hon diou a ielo gant-ho.
Na penaoz e vez penn an den, mareou a vez ! Daoust ha n’oa ket nez da Iannik goulenn e chomche gant-han he vamm ? Mez, nag Anna, na Mari, n’ho doa sonjet e kement-se. C’hoant ho doa ho diou da rei ho buez an eil evit e-ben.
Ia, ken nez oa ho mamm d’ar vugaligou baour, ma teuaz pevar anezho d’en em deuler e barlenn ho mamm en eur vouela hag en eur grial : Nann, va mamm, c’houi ne d-eot ket gand ar zoudarded, c’houi a choumo ganeomp-ni. — N’hon euz tad ebed, eme Iannik, ha, mar d-it gant ar zoudarded, n’hor bezo mamm e-bed kennebeut !
— Ac’hanta, klevet a rit, va c’hoar, eme Anna, evel dizammet ?
— Mari ne respountaz ger : dont a reaz da veza drouklivet ; he daelou a zac’haz ; he daoulagad a droaz enn he fenn ; koueza a reaz semplet e starn-an-daol... Re bounner beac’h oa ar c’homzou-ze evit kaloun eur vamm.
Anna hag ar plac’h he zavaz var ar skaoun. He daelou a deuaz da reded a-nevez, mez ne lavare netra ; ne rea hemed difrounka ; he c’haloun a lamme enn he c’hreiz evel p’en diviche c’hoant da strinka er meaz. Eun truez oa he guelet !... He c’hoar Anna, evel krenveat gant Doue, ne zigalounekea tamm. Treac’h oa d’he c’hoar, gounit a rea ; hi eo a dlie mont antronoz gand ar zoudarded d’ar prizoun, ha goude-ze d’ar maro. Ne glaskaz ken komz euz an dra-ze d’he c’hoar, rak aoun e doa da ober poan d’ezhi a-nevez.
Gervel a reaz da zont d’he c’haout eur mevel koz a ioa mevel e Penn-an-Neac’h p’edo ho zad ouc’h ho zevel, he breur Per hag hi, hag a ioa evel unan euz a gerent an ti. — Ar mevelien-all a ioa eat, eur pennad a ioa, pep hini anezho d’he vele hep tamm d’he goan, ker glac’haret oant o velet ar pez a ioa c’hoarvezet hag o klevet ar pez a c’hoarvesche antronoz vintin. — Ho zri, Anna, Moriz hag ar plac’h, a grogaz e Mari evit he lakaat enn he gouele, er penn huela euz ar gampr, rak n’oa ket evit chom ken var he zreid. Ar plac’h a choumaz enn he c’hichen gand aoun ne diviche eur fallaenn-all. Anna ha Moriz a deuaz kuit.
Moriz, he galoun rannet, a azezaz var eur skabell e korn an aoled. An daelou a rede dourek euz he zaoulagad a-hed he ziouvoc’h roufennet gand ar gozni. Anna, evit beza dare da vont enn hent kerkent ha ma teuchet d’he c’hlask, a en em lakeaz dioc’h-tu da lakaat an traou enn urz vad, ha da zestum an traou a dlie beza kuzet araok ma teuche ar zoudarded enn dro da furcha a nevez an ti, rak an disterra tra a ioa avoualac’h evit lakaat devi antronoz tiegez Penn-anNeac’h enn he bez. Goude-ze e lakeaz en eur baner eun tammik dillad evit-hi ; nebeudik, rak diskredi a rea n’e doa ket izoum a galz. P’e deoue great an traou-ze, e teuaz da gaout he mevel koz.
— Moriz, deuit d’am c’haout, emez-hi.
— Petra eo, Anna.
— N’emaoun ket enn arvar divar ho penn. Va guelet hoc’h euz bianik, pa ne c’hellen ket c’hoaz bale ; abaoue ma’m beuz skiant, n’em beuz guelet ganeoc’h nemed pep seurt giz vad. Doujanz Doue a zo enn ho kaloun, fisianz am beuz enn-hoc’h, hag ez an d’hen diskouez d’eoc’h. Deuit aman gan-en em c’hamprik.
Ha Moriz a ieaz varlerc’h Anna.
— Guelet a rit ar c’houfr bian-man?
— Ia, Anna.
— Mad, enn hennez eman arc’hantiri ha traou sakr an Iliz. Setu aman an alc’houez hen digor, enn-hoc’h-c’houi e fizian anez-han. Va c’hoar-gaer ne ket deuet c’hoaz avoualac’h enn-hi he-unan, n’em beuz ket a c’hoant da nevezi gouliou he c’haloun en eur lavaret d’ezhi e ran an dra-man. Hennez, ar c’houfr-se, a ranker da guzet a-raok ar zoudarded. Evit-se n’euz nemed eun dra da ober : kemerit ho pal, ha breman p’eo noz, pa ne c’hell den ho kuelet, it du-hont da gorn ar jardin, e tu ar zao-heol, grit enn douar, a-zindan ar vezen lore, eun toull braz ha doun avoualac’n evit her lakaat. Varc’hoaz, dioc’htu ma vezign-me eat kuit, lavarit d’am c’hoar-gaer e peleac’h eo kuzet ha petra a zo enn-han. Roit ive an alc’houez d’ezhi. Lavarit ive ar memez tra da Loranz ar Sann, a Lopreden ; hennez a zo ive eun den eeun hag a zoujanz Doue ha ne verzo ket ac’hanomp. Guelloc’h eo e c’houfe daou pe dri e peleac’h eman traou an Iliz eged ho guelet o vont da goll, rak ne c’hoar den petra c’hell c’hoarvezout c’hoaz dre aman. Marteze, siouaz ! e ranko ouc’h-penn unan dont var va lerc’h-me.
Moriz a grogaz enn he bal hep lavaret ger ; ne rea atao nemed vouela... Ar paour keaz koz !...
Great an toull, ar c’houfr a zo ebarz, var gorre euz taolet douar, a-rez douar ar jardin.
— Breman, Moriz, eme Anna, e c’hellit mont d’ho kouele da ziskuiza ha da gousket eun tamm.
— Great eo va c’housk evit fenoz, Anna geaz, eme Voriz, oc’h huanada !
Evelato e kemeraz eur pennad goulou rousin, hag e savaz d’ar zolier, el leac’h m’edo he vele.
Anna a choumaz c’hoaz var vale evit lakaat pep tra enn he renk, var he meno ; mez, e guirionez, evit lavaret kenavezo oa, evit ar veach diveza da gement tra a ioa enn ti hag a ioa bet test, enn he bugaleach, euz he c’hoariou genta. Piou a c’hellfe lavaret petra iea neuze dre galoun ar vaouez paour-ze ? Den ; rak eur c’himiad evel hen-nez a zanter er galoun, mez n’hen disklerier ket ; komzou an den ne d-eont ket betek eno.
Mont ha dont a rea dre an ti, goustadik hag evel var begou he zreid, euz an eil penn d’egile en eur denna avechou huanadennou hirr. Edo erru da lost an ti, pa oue galvet gand Yvonaik, he nizez, ha n’oa nemed c’houeac’h vloaz :
— Va moereb Anna, emez-hi !
— Petra eo, Yvonaik?
— C’houi a zo aze ?
— Ia, va merc’h vian ; petra fell d’id ?
— Va mamm, ha ne ket-ta, ne ket eat gand ar zoudarded ?
— Nann, nann, Yvonaik. Da vamm a zo enn he gouele kousket c’houek. Ne ket eat gand ar zoudarded, n’e daio ket zoken.
— N’e d-aio ket ?
— Nann, va merc’h vian.
— Mad, me am boa aoun rak an dra-ze, va moereb ; ha n’oan ket evit kousket.
— Kousk dinec’h, Yvonaik, da vamm a choumo gan-ez.
— Mad, guell a-ze, ha bennoz Doue d’eoc’h, va moereb ; breman me a gousko.
Ar c’homzou-ze a c’hounezaz Anna. Dont a reaz dioc’htu d’he gouele en eur vouela d’he zro, o klevet eun ealik bian o komz er c’hiz-se, hag en eur veuli Doue da veza roet d’ezhi nerz avoualac’h evit trec’hi he c’hoar-gaer.
— Bennoz d’eoc’h, Aoutrou Doue, emez-hi, daoulinet e kenver he gouele, da veza roet nerz d’am c’haloun ha pouez d’am c’homzou ! Setu aze eun ealik hag am fae, er bed-man zoken, euz ar pez am beuz great ; c’houi, Aoutrou Doue, am faeo er bed-all. Breman e c’hellan kousket dinec’h etre ho taouarn ; breman e c’houzoun e vizign, varc’hoaz vintin, nerzusoc’h eged biskoaz e ken kaz m’e defe va c’hoar Mari c’hoant da vont a enep he ger.
Va c’hredi a c’hellit, den ne gouskaz c’houek e Penn-an-Neac’h enn nosvez-se.
Bep mare e klevet huanadennou e gouele Mari, ha goude-ze ar c’homzou-man euz ar Bater : Dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris...
N’oa ket c’hoaz goulaouet an deiz pa deuaz Anna da aoza dijuni da dud an ti, evel m’her grea a ziagent. Den n’en doa naoun, den ne zebraz tamm...
Mari a ioa sebezet, evel enn noz araok. Chom a rea, evel mantret, da zellet ouc’h he c’hoar-gaer, hep lavaret ger e-bed out-hi. Anna a iea hag a deue hep komz ive ouc’h den. Anat oa e oa doaniet, mez ne doa ket a c’hoant d’hen diskouez ; moustra a rea he c’haloun. Nec’het oa ive evit gouzout penaoz lavaret kenavezo er bed-all da Vari, pried he breur ; aoun e doa da fall-galouni enn taol diveza.
Mont a reaz d’he zammik-kampr, hag eno, daoulinet dirak ar grusifi e doa klevet he fedennou ken aliez a veach, e pedaz Doue a voueled he c’haloun. En em erbedi a reaz ouc’h Jezuz en doa he-unan en em erbedet ouc’h he Dad, er Jardin 01ivez, hag a gouie peger kriz eo ar maro da bep den.
Jezuz a zelaouaz he feden. Skuilla a reaz enn he c’haloun eur berad euz an nerz-se en doa bet he-unan digant Doue an Tad.
Krenveat evelse euz an env, Anna a zistroaz, a-benn eur pennadik, ker seder ha ker mao, ma viche lavaret, ouc’h he guelet, ne dlie drouk e-bed c’hoarvezout gant-hi.
— Va c’hoar Mari, eme-z-hi, goulaouet eo an deiz eur pennad a zo. Bremaik e teuio ar sklerijenn, rag gouzout a rit peger berr eo ar mintiniou er mareou-man euz ar bloaz. Red eo d’eomp en em guitaat.
— Nann, nann, eme Vari, n’oun ket evit ho tilezer.
— Mari, en em glevet omp ; peoc’h var gement-se ; lezit ac’hanoun da sturia ac’hanoc’h ; sentit ouzign.
— Dizec’ha a ra va c’haloun em c’hreiz.
— Savit-hen varzu an env : Doue a ro nerz d’an nep a c’houlen. Selaouit ac’hanoun ; abarz nebeut, me gred, eman ar zoudarded aman. Mad, red eo d’eoc’h beza eat kuit araok ma teuint, abalamour d’ign-me da lavaret, gand guirionez, eo me mestrez Penn-an-Neac’h. Ar pez hoc’h euz da ober ive-ta eo mont da di Loranz ar Sann, da Lopreden ; eno e viot digemeret kalounek, c’houi hag ho pugale. Eberr, pa vezign-me eat kuit, c’houi a deuio enn dro, hag a raio guella ma c’hellfot en eur fiziout e Doue.
— Nann, nann, n’oun ket evit ho tilezer, va c’hoar geaz, eur vuntrerez e vefenn ! Na petra a lavarfe ac’hanoun ho preur Per, va fried ?
— Me a lavaro d’ezhan, p’en em gavign gant-han dirak Doue, ouc’h chomet var an douar da zevel he vugale, d’ho c’helenn, d’ho skora, evit m’en em gavimp-oll, en eur gichen, a-benn eur pennad aman, e Baradoz an Aoutrou Doue.
— Oh ! va Doue, ranna a rit va c’haloun !
— Plegit a galoun vad da volontez an Aoutrou Doue, red eo. — Bugale, deuit aman, ho pemp da lavaret kenavezo d’ho moereb. — Kenavezo, Iannik ! Kenavezo, Goulc’henik ! Kenavezo, Laouik ! Kenavezo, Yvonaik ! Kenavezo, Jannedik! Sentit, bugale, ouc’h ho mamm ; heuliit bepred lezen Doue, hag heuliit-hi stard, hag eun deiz ec’h en em velimp er Baradoz. Lavarit ive, eur veach an amzer, eur beden evit ho moereb...
Aman, mouez Anna a gouezaz, uza a rea he nerz. En em deuler a reaz a-dro-vriad enn dro da c’houzouk he c’hoar-gaer en eur lavaret epken :
— Kenavezo, Mari !!!
Hag an diou c’hoar a choumaz eur pennad stak-ouc’h-stak an eil ouc’h e-ben.... Ho c’halounou a lamme harp oc’h harp... Ho daelou a en em veske... Siouaz ! evit ar veach diveza ec’h en em velent er bed-man !...
Ar vugale, o velet hag o klevet kement-all, a vouele hag a grie... Red e oue d’ar meveleien distaga an diou c’hoar an eil diouc’h e-ben...
Mari a zemplaz !...
— Kasit-hi buan da di Loranz ar Sann, enn hano Doue, eme Anna.
Ker buan, ar mestr mevel, Tangi an Dero, a grogaz enn-hi ; n’oa buez ebed enn-hi ken, kel laosk oa he izili evel pa viche maro. Tangi a lakeaz eur vreac’h a-zindan he diouskoaz hag eun-all a-zindan pennou he daoulin ; ar plac’h a harpe he fenn, ar vugale, ho femp, krog enn ho mamm, hini aman, hini a-hount, a deue da heul en eur vouela hag en eur grial, ma’z oa eur guir rann-galoun ho c’hlevet.... Ne c’houfe den kounta evel ma’z eo dleet traou ken doaniuz.
Kerkent ha m’oa eat he c’hoar-gaer kuit, Anna a zaoulinaz e-kreiz al leur-zi :
— Me ho trugareka, o va Doue, emez-hi, da veza roet nerz d’am c’haloun. Eur vamm vad hag euz ho toare a choumo gand he bugale. Ha me am beuz fizianz da veza abarz nebeut ganeoc’h enn ho Paradoz. Bennoz d’eoc’h, o va Doue !
Goude-ze e savaz enn he za hag ec’h azezaz var ar skaoun e kichen an daol. Eno, he daoulagad savet varzu an env, ne lavare ger ouc’h den ; lavaret e viche edo o kaozeal gand eun eal bennag euz ar Baradoz. — Tud an ti, oll, a vouele dourek o velet eun hevelep karantez etre diou c’hoar. Ar re-all a vez o klask miret ha derc’hel ho buez, hag an diou-man a zo o klask mont d’ar maro an eil evit e-ben.
Ne choumchont ket pell er stad-se. Marteze eun hanter-heur goude m’oa eat Mari kuit, e teuaz d’ar red hag en eur grial, enn ti, ar mevel bian a ioa er meaz oc’h ober diouc’h he zaout :
— Erru ar zoudarded enn dro, emez-han ; diou lodenn a zo anezho ; eul lodenn a zo erru dre an hent hag eul lodenn-all abiou Koat-ar-Forest.
— Va Doue, eme Anna o vont adarre var bennou he daoulin, nerz ha galloud d’am c’haloun, skiant d’am zeod ! Ho polontez ra vezo great var-n-oun ha var va buez !
Abarz nemeur e voe klevet chaok ar zoudarded, hag enn eun tabl oa eul lodenn anezho a bep tu d’an ti, unan e kichen pep dor.
Kerkent ar c’habiten a lamm enn ti gand eur guchenn euz he dud.
— Peleac’h, emez-han, eman mestr an ti-man, an den fall a ro digemer d’ar veleien, enebourien ar Republik ?
— Mestr an ti-man, Per ar Zant, eme Anna, a zo maro, nebeut blaveziou a zo
— Unan-bennag kouskoude a dle beza e penn an tiegez ?
— Ia, me eo breman ar vestrez ; her guelet a c’hellit, rak ar re-man, an dud-man, a zo enn dro d’ign, n’int nemed mevelien ha mitizien, ha di-me eo d’ho c’haz ha d’ho digaz, d’ho sturia ervez va faltazi.
— Marteze, maouez, oc’h euz c’hoant da lavaret, dre ar c’homzou-ze, e c’hellit lakaat anezho da enebi ouzomp-ni ?
— Nann, n’am beuz ket a c’hoant d’ho lakaat da enebi ouzoc’h ; evit lavaret d’eoc’h eo, n’euz den aman hag a ve e penn an tiegez nemed oun-me.
Anna a gomze er c’hiz-se gand aoun n’en diviche unan-bennag eveseat ; enn dervez araok, oant diou vaouez enn ti, ker mestrez ha ker mestrez, ha breman n’euz nemed unan.
Ar c’habiten, evit doare, n’en doa ket taolet evez ouc’h kement-se, rak respount a reaz :
— Mad a rit chom hep stourm ha lezer ac’hanomp da ober hor giz, rak tud ho ti n’int ket a-bouez diouzomp-ni. Mar hoc’h euz c’hoant d’her guelet anat, n’hoc’h euz nemet sellet e toull an or er meaz, nag e vellfot. — Mad, pa’z eo c’houi mestrez an ti-man, e rankot dont ganeomp da Gastel da lavaret d’hor jeneral Canclaux perak e roit golo da veleien dizent ouc’h ar Republik. Mez araok eo red d’eoc’h lavaret d’eomp e peleac’h ho deuz kuzet, ar veleien a ioa eat ganeomp deac’h, an arc’hantiri hag an traou da oferenna, rak gourc’hemennet eo d’eomp ho c’has da Gastel d’hor jeneral.
— Ar veleien a ioa eat ganeoc’h deac’h ac’halenn, a zo, me gred, etre ho taouarn ; ha n’hoc’h euz ket goulennet digant-ho e peleac’h ho deuz kuzet ho arc’hantiri ?
— Nann, rak n’ho diviche ket lavaret d’eomp ; mez ni a c’hoar emaint kuzet aman, enn ti-man.
— Ar veleien-ze kouskoude a dle gouzout e peleac’h ho deuz kuzet ho zraou.
— C’hoant hoc’h euz, a gaf d’ign, maouez, da ober goap ac’hanomp-ni. Fall a rit. Anzavit ouz-omp-ni ho torfed, hag ar Republik a vezo madelezuz enn ho kenver.
— Ho Republik ha c’houi, kabiten, a c’hell ober ac’hanoun-me ar pez a girint ; au nerz a zo etre ho taouarn, mez n’oun ket evit lavaret d’eoc’h e ve enn ti-man, gand va guiziegez, ar pez n’eman ket.
Nann, e korn ar jardin edont, a-vad, kuzet enn douar.
— Ah ! c’hoant oc’h euz da ober ho penn fall ? Mad, bremaik ni her guelo ; ni a ia da freuza kement tra a zo enn ho ti, ha kaout a raimp ar pez a glaskomp.
— Freuzit ha furchit kement ha ma kerfot, goude-ze e velfot ne lavaran nemed ar virionez, rak ne gafot enn ti-man netra euz ar pez a glaskit.
— Ni a ia da veiet. Goaz a-ze d’eoc’h mar kavomp an disterra tra ; ne ket braoaat a raio ho toare.
— Doue am zelaou hag a c’hoar ne lavaran ket a c’hevier.
— Me ne ran ket a forz euz da Zoue, koz maouez ; me a ia da velet, eme ar c’habiten, drouk enn-han.
Ker buan e c’halvaz da zont enn ti ar zoudarded a ioa er meaz ; ne lezaz nemed daou e kichen pep dor, en eur gourc’hemenn d’ezho fourra didruez ho baionnettez e kof an hini a c’hoantache kemeret an teac’h. — N’en doa ket a izoum da lakaat kement-se a evez. E Penn-an-Neac’h e gouiet petra a erruche, her guelet hor beuz great.
Anna ar Zant ne doa ket a aoun e kafche ar zoudarded eun dra-bennag, rak ar guenneien a ioa enn ti a ioa eat gand ar plac’h da di ar Sann da rei da Vari pa deuche enn-hi he-unan, hag arc’hantiri ha traou an iliz a ioa e korn ar jardin kuzet-kloz. Ne doa ket a aoun e vichent dizoloet, rak eun nozveziad reo ha barrou grizill a ioa bet, ha toull kuz ar mevel koz n’oa ket anat e peleac’h oa great. Dinec’h oa ive-ta divar-benn enklask ha furch ar c’habiten.
Ar zoudarded a en em lakeaz da c’houillia ha da furcha kement tra a ioa enn ti, euz an eil penn d’egile, euz an neac’h d’an traon ; an armeliou a oue divarc’het, an dillajou stlapet e-kreiz al leur-zi, an hirrier didalet hag ar greun ingalet aman hag a-hount ; aoun o doa paotred ar Republik e viche kuzet unan-bennag etouez an dillad pe e-kreiz eun arc’had viniz. Mez kaer ho deoue freuza ha difreuza, ober trouz ha pec’hi, ne gafchont netra nemed seiz pe eiz guennek mouniz a ioa ankounac’heat var stal armel ar mestr mevel. Ha talout a rea ar boan da ober kement a drouz hag a freuz evit ken nebeut a dra ?
Ne oue ket avoualac’h d’ezho furcha diabarz an ti, mont a rejont c’hoaz er c’hreier, er granchou, e lok-al-ludu, ha zoken e klud ar ier. Kaer o deoue klask, ne gafchont netra. Drouk a iea e lod anezho.
— Ha ne ket eur vez evit soudarded eveldomp-ni, eme unan fallakroc’h eged ar re-all, me gred, beza evel-hen o koll hon amzer, hag o rei leac’h d’hor goapaat d’an toullad koueriaded a zo dre aze ? Lakeomp an tan enn tiegez enn he bez, er c’hreier, er granchou, er berniou kolo ; devomp saout ha kezek... An dra-ze a raio eun tantad brao, hag e c’hellimp tomma da viana, rak evidoun-me a zo hanter-skournet.
— Ia, ia, devomp ar stalabez ; an dra-ze a raio aoun d’ar goueriaded-all.
— Nann, eme ar c’habiten, ker mezek hag ar re-all, ha muioc’h, marteze, rak touet en doa da Ganclaux digas d’ezhan, araok an noz, forz traou brao, forz arc’hant, ha ne gave netra. Nann, ne lakeomp ket an tan, rak an ti-man a zo savet var an huel ; an tan a ve guelet a-bell, hag abarz nemeur e ve aman eur vandenn goazed hag a c’helfe trei enep-d’omp buan avoualac’h. Ar sioula ma raimp hon tro eo ar guella. Ar pez hon deuz da ober eo mont d’an ti da c’houeza eun tantad mad a dan enn oaled da domma ha da boazad hor lein er c’hiz ma’z eo red. Me am beuz guelet du-hont var ar c’hradaill eun tamm brao a gig moc’h, hag er siminal eun dousenn anduill a-ispill ; en eul laouer vean, er gampr, em beuz dizoloet boutailladou leun, avoualac’h evit karga hor c’hof d’eomp-oll ; me gaf d’ign e raio an traou-ze muioc’h a vad d’eomp eged lakaat an tan aman da zacha marteze ar c’har var hor c’hein. Ha ne ket guir, va zoudarded ?
— Eo, eo, eme ar zoudarded. Guelloc’h eo d’eomp kaout dirazomp, var an daol, guin da efa ha kik da zebri, eged ne d-eo guelet an ti-man o tevi. Guelloc’h eo tomma ar c’horf gand banneou leun ar c’hof, eged ne d-eo gand tomder an tan, n’euz forz pegen tomm e c’helfe beza, rak nao blavez kraza a ia gand eur sourrad avel.
Dioc’h-tu e teujont d’an ti. An eil blac’h hag Anna a rankaz kerc’het ar c’hik hag hen netaat ; ar mevelien a oue great d’ezho mont da gerc’hat keuneud ha da c’houeza an tan.
Edot oc’h aoza lein pa glefcheur eul leue bian o tont enn ti en eur vlejal, rak lezet oa digor dor he graou var-n-ezhan.
— Gortozit, gortozit, eme eur zoudard, setu aman eun tamm kik douz da lakaat gand ar c’hik sall.
— Hennez, al leue-ze?
— Ia, he-man enn he bez.
— C’hoant ac’h euz da ober goap ac’hanomp ; red eo da viana ma vezo poaz da leue.
— Poazet e vezo e berr amzer ; lis-lis, m’hen taolign enn tan.
— Araok e ranki her laza hag her c’hignat, me gred.
— Ann tan her lazo, hag her c’hignat ne ket red.
— Te gaf d’id e tebrimp-ni da leue kroc’hen hag all ? He vleo a stanko toull hor gouzouk.
— A gaf d’eoc’h. E kichen Roazon, n’euz ket pell, va c’hamarad ha me, enn eun ti evel heman, var ar meaz, hor boa poazet kroc’hen, bleo hag all eun ejenn enn he bez-pikol.
— Eun ejenn enn he bez ! C’houez ar gaou a zo gan-ez.
— Ganen-me c’houez ar gaou ?
— Ia, ken na flerii treuz nao moger.
— Pa lavaran d’eoc’h eo guir, e c’hellit va c’hredi. Ouc’h-penn an dra-ze am beuz great c’hoaz. E-kichen an Naoned, eur veach-all, n’euz ket tri miz abaoue, eur c’hamarad-all ha me, divoueded gand an naoun, hon deuz debret eun ebeul bloaz, poazet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejenn Roazon.
— Goasoo’h goasa ez a gan-ez. Ne c’houzomp ket betek peleac’h ez i ma vezez lezet.
— Perak ne gredit-hu ket ac’hanoun ?
— Abalamour ma’z oud eur gaouiad.
— Me gaouiad ?
— Ia, ker braz gaouiad ha kear Vrest enn he fez.
Hag an oll diroll da c’hoarzin.
— Lezit anezhan da gounta marvaillou, eme ar c’habiten, o tont da lakaat ar peoc’h. Pa’z eo guir hor beuz kavet eul leue, eo kouls terri he benn out-han hag her c’hignat buanna ma c’hellor. — Ne ket te, Alexis, a zo bet kiger enn da vro, eme-z-han, da eur zoudard-all ?
— Eo, va c’habiten.
— Mad, hast a-fo laza al leue-ze hag her c’hignat. Gra diou lodenn anezhan. An hanter a lakaimp da ober kik rost, hag an hanter-all a vezo lakeat er pod gand ar c’hik-moc’h hag eun tamm patatez. Kik dous ha kik sall, an eil gand egile, a dle beza mad.
— An dra-ze ne vezo ket pell evit beza great, eme Alexis ; biskoaz den n’en devezo debret kik freskoc’h.
Hag evit guir, ne zaleaz ket. A-benn eur pennadik e teuaz da gaout an aoled gand daou beziad kik, hag a oue lakeat unan e pod ar iod silet, gand eur pillerad amann, egile e pod ar soubenn gand kik moc’h ha patatez. Tan a forz a oue great, hag abarz nebeut, lein ar zoudarded a ioa aozet.
Tud an ti a joume mantret, hini anezho ne grede lavaret ger.
Lein a oue debret ; kement banne guin a ioa enn ti, a oue efet. Daoulagad ar zoudarded a ioa skerj enn ho fenn, erru oa tomm d’ezho. Poent oa mont kuit, ar c’habiten her guele, rak ne veze ket dinec’h gand he zoudarded pa veze re dommet d’ezho ; neuze ne zentent nak ouc’h urz, nak ouc’h lezen. Abalamour da-ze e savaz dioc’h an daol hag e teuaz da lavaret da Anna :
— C’houi ive-ta eo mestrez an ti-man ?
— Guelet a rit ar re-man-oll a zent ouzign, rak n’int nemed mevelien.
— Mad, neuze e rankit dont ganeomp da Gastel da gaout hor jeneral Canclaux. Eno e leverot perak hoc’h euz roet golo da veleien ; eno ec’h anzavot e peleac’h eman arc’hantiri an iliz.
Hag en eur zistrei ouc’h he zoudarded :
— Daou ac’hanoc’h staga stard he daouarn d’ar vaouez-man adren he c’hein.
Ha n’oa ket brao guelet hanter-kant soudard o kaout aoun rak eur vaouez ?
Goude ma oue staget he daouarn d’ezhi, Anna a c’houlennaz komz ouc’h ar c’habiten.
— Petra eo, eme he-man, o tont d’he c’haout ?
— Gouzout a rit er-vad, eme Anna, n’oun ket evit mont euz ar gear hep kas gan-en eun tamm dillad. Eur goaz louz a zo divalo da velet, eur vaouez louz a zo divalaoc’h c’hoaz. Lakeat em beuz eur guchennik enn eur baner ; guelet a rit n’oun ket evit ho dougen, rak ereet eo va daouarn, abalamour da-ze e c’houlennan diganeoc’h lezer va mevel koz d’ho digas d’ign betek Kastel.
— Ia, evit kaout tud d’ho tenna euz a dre hon daouarn, mar teu unan-bennag da enebi ouzomp var an hent.
Hag int-hi a zo aounik, soudarded ar Republik !
— Nann, kabiten, ne stourmign ket ouzhoc’h ; ha m’am biche c’hoant d’hen ober, ne ket he-man, ar mevel koz-man, eo a iache gan-en. C’hoant am beuz her lesfac’h da zont gan-en netra nemed evit dougen va faner d’ign betek ar prizoun.
— Mad, grit ervez ho faltazi, ha kazit ganeoc’h ho mevel koz.
— Kabiten, eme eur serjant, me gaf d’ign eo eun tamm dismegansuz evidomp mont e kear gand eur vaouez ereet he daouarn d’ezhi. Lavaret a rafe an oll hor befe aoun raz-hi, ni soudarded.
— Guir a lavar ar serjant, eme ar c’habiten. Distagit d’ezhi he daouarn, ha neuze e chello dougen he faner er c’hiz ma karo.
Kerkent ha m’e deoue Anna kroget enn he faner, ar c’habiten a lavaraz d’he dud :
— Breman, hastomp a-fo mont enn hent, rak nemed re hirr n’hor beuz daleet dre aman.
Betek aman Anna e deuz bet kaloun, mez breman, pa rank kuitaat he zi, hag her c’huitaat evit biken, hen diskredi a ra, he c’haloun a venn mankout d’ezhi. Betek aman oa chomet stard, ne doa skuillet berad daelou, ha breman e vouel e giz eur bugel. Ne vezit ket souezet o velet kement-se. Mar hoc’h euz kuiteat ho kear ha ranket lavaret kenavezo d’ho tud ha d’ho pro evit mont a-bell da choum e-touez tud estren, mil gueach dishenvel diouzoc’h ken dre ho iez, ken dre ho guiskamant ; mar hoc’h euz ranket mont da joum enn eur vro ien ha digaloun, enn eur vro ha n’euz tamm menez enn he c’hreiz na banne mor var he zro, neuze e c’houzoc’h guell eged na c’hellfenn her lavaret d’eoc’h, peger poaniuz ha peger kriz eo kuitaat tud hor bro. Ha kouskoude peger braz kemm a zo etre stad an hini a guita he vro evit eur pennad, gand ar c’hed da zistrei enn-hi divezatoc’h, ha stad Anna ar Zant, a ia er meaz euz he zi evit ar veach diveza, her gouzout mad a ra ? Na vezit ket ive-ta souezet o velet Anna o trei hag o tistrei en eur zellet enn dro d’ezhi ouc’h kement a ioa enn ti. An disterra tra a zigase enn he mennoz he amzer dremenet. Aman, bianik, e c’hoarie gand he breur : a-hount e tennaz he mamm he huanad diveza ; var an daol-ze oa bet gourvezet korf he zad araok beza lakeat enn he arched ; larkoc’h, du-hount, enn he c’hambr, edo he guerc’hezik Vari, e doa ken aliez a veach daoulinet dirazhi evit goulen sklerijenn ar Spered-Santel da anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhi gand Doue. Ar guel euz an traou-ze a ranne he c’haloun. He faner ouc’h he breac’h, e chome enn he za sebezet ha dilavar. Ne d-ea na ne deue.
Ne choumaz ket evelato pell evel-se, rak ar c’habiten, breman p’eo leun he gof, a zo mall gant-han mont kuit.
— Ac’hanta, maouez, emez-han, a-ze e chomfot da huvreal ? Poent eo bale, buan enn hent.
Ar c’homzou-ze a zigasaz Anna enn-hi he-unan. Trei a reaz ouc’h tud an ti, ne reant nemed vouela, en eur lavaret epken :
— Kenavezo er bed-all ! Pedit Doue evid-oun !
Hag he fenn pleget, an daelou o reded dourek var he diou voc’h, ez eaz er meaz euz an ti.
Dioc’h-tu ar zoudarded a oue renket, lod araok, lod var-lerc’h, hag Anna e-kreiz, evel m’oa eat, enn dervez araok, an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Ha kerkent e oue roet urz da vont enn hent.
Oant en em gavet var eun huelen a zo etre maner Kerlaodi ha bourk Plouenan, hag e velet divar he gorre kalz bro, pa deuaz Anna, en eur huanada, da drei ouc’h Penn-an-Neac’h en eur lavaret :
— Kenavezo, va bro baour ! Kenavezo, va zud keiz !
Hag en eur zellet ouc’h bourk Plouenan :
— Kenavezo va iliz parrez ! Enn-hoc’h oun bet badezet, enn-hoc’h em beuz great va fask kenta ! Kenavezo ive, Itroun-Varia a Gereloun ! Dirazoc’h em beuz pedet meur a veach ; na zilezit ket ho pugel, rak c’houi eo va mamm. Roit nerz d’am c’haloun da herzel ouc’h enebourien hor relijion, ha da vont d’ar maro evit-hi, mar d-eo red... Digorit d’ign dor ar Baradoz !
— Na choumomp ket evelse a-za da huvreal, eme ar c’habiten ; baleomp e-dillo.
Hag int-hi adarre enn hent.
Mar doa bet deac’h mantret Kastelliz o velet an Aoutrou Coarigou o tont e kear gand eur vandenn soudarded, oant mantretoc’h c’hoaz herrio o velet ar memez soudarded o tigas d’ar prizoun eur vaouez..., eur vaouez epken.
Dor ar prizoun a zigoraz adarre hag a zerras kerkent ha m’oa eat ebarz Anna ar Zant. Mez ho doa, me gred, ar zoudarded o veza bet kement-all o kerc’hat d’ar prizoun eur plac’h iaouank dinerz ha diskoazel.
Anna ne zaleaz ket e Kastel. A-benn eun nebeut dervesiou e oue kaset da Gemper gand an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou ha pemp pe c’houeac’h-all euz an dud vella a ioa er vro. E Quemper e ouent barnet ho zri d’ar maro ; ho zri ho deuz skuillet ho goad evit ho feiz, ho relijion hag ho Doue, e miz guengolo 1794.
N’eman ket em mennoz kounta d’ehoc’h ar pez ho deuz gouzanvet e prizoun Quemper da c’hedal mont d’ar maro ; traou re zoaniuz eo an traou-ze da gounta. N’em biche lavaret netra d’eoc’h ive-ta divar-benn prizoun Quemper, m’am biche gellet miret da gounta d’eoc’h ar pez a reaz eno daou zen koz araok mont d’ar maro.
Unan anezho oa an Aoutrou Riou, persoun Lababan. P’edot ouc’h he varn, ar barner braz, hen anaveze mad, rak er memez amzer hag er memez skol oant bet desket, a lavaraz d’ezhan :
— Aoutrou Riou, c’houi hoc’h euz tri-ugent vloaz, rak kosoc’h oc’h eged oun-me.
— Nann, eme ar belek, tri miz a vank d’ign.
Ar barner braz en doa c’hoant d’hen tenna er meaz ; mez an Aoutrou Riou ne falveze ket d’ezhan lavaret gevier. Ar re ho deveze tri-ugent vloaz achu, ne vezent ket barnet d’ar maro. Lakeat e vezent enn eur prizoun-bennag, evel e Brest, e Rochefort, enn enezen Re, pe enn eur prizoun-all-bennag el leac’h ma varvent gand an dienez. Lod-all a veze kaset da eur vro a-bell, ar Guian, el leac’h ma varvent abarz nebeut gand ar c’hlenved.
D’ar zul Bleuniou, da gresteiz, e tlie beza dibennet an Aoutrou Riou. Evel ma tigore Pask enn dervez-se, e talc’haz da gofez betek unnek heur-hanter. Neuze e lavaraz d’an dud a choume hep beza cofeseat :
— Ne ket re d’ign kaout d’am zro eun hanter-heur evit en em lakaat e stad da vont da gaout va Doue. Pedit evid-oun !
Egile a ioa eun den divar ar meaz, he hano oa Corintin, mez ne c’houzoun ket e lez-hano ; klevet em beuz oa a gostez Leuhan pe ar C’hastel-Nevez. Ne ket red goulen abalamour da betra oa bet destumet gand ar sitoianed ; anat eo oa abalamour ma karie re he Zoue hag he roue, evel ar re-all a ioa eno. Rak na d-it ket da gredi e viche, er mareou-ze, lakeat al laeroun hag an dud fall er prizouniou ; unan-bennag, marteze, mez nebeut. An darn-vuia euz an dud fall hag euz al laeroun a c’haloupe bro, a laere an ilizou, ar maneriou, a zeve an tiez var ar meaz, hag a gase, enn ho leac’h d’ar prizoun, an dud vad hag a zoujanz Doue, pa n’ho deveze ket ho lazet pe ho devet.
Mad, hen-nez, ar c’houeriad koz-se, Corintin, evit-han da veza barnet d’ar maro, a ioa eno ken eaz ha ker mao evel pa viche bet enn he gear o tomma e kichen an tan. An nep en diviche her guelet, gand he zaoulagad habask ha laouen, gand he ear dinec’h, gand he vleo hirr, e giz Kerne, faoutet dre an hanter var greiz he benn, o koueza a bouchadou kordigellet var he ziouskoaz ; an nep en diviche guelet peoc’h eun den eeun ha leal var he dal, ha mousc’hoarz eun den dinam var he vuzellou, en diviche lavaret edo o vont da ober, deiz eured he vap, eun dro-zanz var al leur-gear. — Ha neuze kroz an daboulin o tregerni dre gear, en eur gas tud d’ar maro, a viche bet soun ar biniou o c’hervel ar baotred da vont enn dro.
Eur vintinvez edo o paouez mont diouc’h an Aoutrou Gall ; azezet oa var eun tamm koat en doa kavet e mesk ar c’holo hanter-vrein a ioa a-zindan ar brizounerien, pa deuaz da vont a-biou d’ezhan, unan euz an dud a garg a zo el leac’h enkrezuz-se ; dioc’h he stumm oa anat gouzout petra oa.
— Va den mad, eme Gorintin d’ezhan ken eaz ha tra, selaouit ac’hanoun eur pennadik. Da bed heur e vizign-me kaset d’ar maro ?
— C’houi ? Pe hano oc’h euz ?
— Me eo Corintin.
— Corintin ?
— Ia, Corintin, an hini a zo aman pemzek dervez a zo, hag a dle beza dibennet herrio.
— Gortozit, ma’z ign da velet.
Hag hen da gaout ar prenestr gand eun tamm paper a ioa gant-han enn he c’hodell.
— Merket oc’h evit pemp heur e-berr.
— Daoust ha ne c’helfenn ket mervel eun tamm kentoc’h ? Deoc’h-c’houi e tle beza ann dra-ze ar memez tra, ha di-me n’eo ket.
— Na perak-ta ?
— Abalamour me garfe mervel var dro an heur ma varvaz gueach-all hor Zalver Jesus-Chrit, evidomp-oll, er groaz, var memez Kalvar.
— Ha da bed heur an dra-ze ?
— Da deir heur.
— Ne ket diez rei d’eoc’h ho c’hoant. Unan-bennag a vezo fouge enn-han o velet he vuez astennet d’ezhan a ziv heur. Me a ia da verka hoc’h hano evit an eil karrad e leac’h an trede.
— Guell a-ze.
Goard ar prizoun — ne ouzoun ket pe hano da rei d’ezhan ken, — a joumaz eur pennad souezet da zellet ouc’h Corintin :
— Ar re-all ho deuz c’hoant da veva an hirra ar guella, hag he-man en deuz c’hoant da vervel div heur kentoc’h evit gellout mervel d’ar memez heur gand he Zoue !... Daoust a ne ket maro ar feiz c’hoaz enn he galoun ? Ne ouzoun dare. Trei a reaz he benn ha mont a reaz kuit. An diaoul, me gred, en doa her c’habestet pell a ioa, hag a reaz neuze eur chachad var ar ziblenn evit hen digas enn he hent koz.
Corintin ne reaz van ; en em lakaat a reaz da lavaret he japeled var he viziad. Ia, var he viziad, abalamour da gounta mad an dizenezennou, ha da lavaret ar Gloria Patri hag ar Bater, pep hini d’he boent, rak n’oa lezet chapeled ebed gand hini euz ar brizounerien ; an dud difeiz a lavare n’oa an traou-ze nemed brizerez. An Aoutrou Coarigou en doa desket d’ar vugale, e kouent Kastel, lavaret evel-se ho chapeled var ho biziad, enn ho gouele, enn noz, pa ne c’hellent ket kousket, evit kas enn he hent an drouk-spered, pa deue da c’houlen digor enn ho c’haloun ha da glask ho sacha er pec’hed. Mad, an Aoutrou Coarigou en doa desket ive da Gorintin ar c’hiz-se da bedi Doue, ar pez a rea eur vad vraz d’he galoun hag a verrea kalz hirder an amzer.
Var dro kresteiz e teuaz unan euz a vevelien ar bourreo, pe an dibenner tud, da lavaret d’ezhan oa mall beza kempennet evit mont d’ar maro da deir heur evel m’en doa c’hoant.
— Beza kempennet, eme Gorintin ! Ha petra am beuz-me da ober evit an dra-ze ?
— Red eo trouc’ha ho pleo.
— Pell braz a zo n’int ket bet trouc’het ; ha perak ho zrouc’ha herrio, pa’z eo guir a-benn eberr e vizign maro ?
— Abalamour gand ar bleo hirr-ze e ve re ziez d’eomp-ni ober hor micher varnoc’h. Hastit buan dont aman er sklerijenn, rak ni n’hon beuz ket kement-se a amzer, aman ez euz labour.
— C’houi a c’hoar ho micher ; mad, grit ar pez a zo red da ober.
Goude ma oue kempennet, Corintin a droaz ouc’h mevel ar bourreo, hag a lavaraz d’ezhan :
— Va den, c’houi oc’h euz kaset meur a hini da Varadoz an Aoutrou Doue ; c’houi ive-ta a c’hoar penaoz e ranker en em lakaat evit mervel evel ma’z eo red ; c’houi hoc’h euz eun ear vad, evidoc’h da gaout eur vicher zivalo ; ha beza o pefe ar vadelez da ziskouez d’ign petra da ober, penaoz en em lakaat evit kaout taol ar maro ?
— Oh ! ia-da. Ne ket diez ho kentellia. Deuit aman da gichen ar prenestr, ha me hen diskouezo d’eoc’h.
Corintin a ieaz d’he heul.
— Kenta hoc’h euz da ober, eme mevel ar bourreo, eo en em astenn a-ze var an douar.
Corintin a ieaz var bennou he zaoulin.
— Ne ket avoualac’h kement-se, red eo d’eoc’h gourvez enn hoc’h hed.
Corintin a c’hourvezaz.
— Breman, lakit ho taouarn var ho kein, rak er c’hiz-se e vizint staget d’eoc’h.
Corintin a astennaz he zaou-zourn a-hed livenn he gein.
— Ho taou benn-c’hlin a zo re hirr an eil diouc’h egile, red eo ho zostaat.
Corintin a reaz ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan.
— Mad avoualac’h evel-se. — Tostait ive ho treid an eil ouc’h egile, rak var ar plankenn n’ho pezo ket kement-se a frankiz da fringal.
Corintin a dosteaz he dreid an eil ouc’h egile, ha setu hen eeun evel eur vaz.
— Breman e rankit astenn ho kouzouk.
Ha Corintin da astenn he c’houzouk.
— Ne ket mad evel-se. Arabad eo d’eoc’h sevel ho penn varzu an neac’h, red eo her plega. Harpit ho tal ouc’h an douar.
Corintin a zentaz adarre.
— Breman, astennit ho kouzouk muia ma c’hellot... Muioc’h c’hoaz...
Ha Corintin a astenne he c’houzouk.
— Mad avoualac’h evel-se. Breman e c’hellit sevel. N’hoc’h euz nemed ober er c’hiz-se e berr, ha ne vezor ket pell evit ober ho stal d’eoc’h.
Corintin a zavaz enn he za ken dinec’h ha ma save a-ziagent divar bennou he zaoulin goude beza lavaret he bedennou dioc’h an noz pe dioc’h ar mintin.
Mevel ar bourreo a choume da zellet out-han ; n’oa ket evit gouzout petra ioa e penn Corintin.
— Daoust, eme-z-han, ha kollet en deuz, he benn ? Pe c’hoant en deuz, dre eur brabanserez diskiant, diskouez n’en deuz ket a aoun rak ar maro ?
C’hoant her gouzout en doa : abalamour da-ze e lavaraz da Gorintin :
— Breman, me gred, e tle beza mao ho spered ha laouen ho kaloun p’am beuz ho kentelliet kerkoulz ?
— Ia, va den mad, eme Gorintin, breman oun dizoan ha dinec’h, bennoz Doue deoc’h evit ho madelez. Breman e c’houzoun petra a rankign da ober pa deuio ho mestr d’am dibenna, ha netra ne viro ouzign da lakaat va spered da sonjal e Doue, ha va c’haloun d’her c’haret betek va huanad diveza.
Setu penaoz e varve hon tud koz !