Emgann Kergidu/Pennad 14
Kiza a rankchomp ive ’ta araok Canclaux hag he zoudardet. Lod ac’hanomp a ieaz euz a Gastel dre hent Plouenan, lod-all dre hent Rosko ha Santec, mez an darn-vuia a dec’haz dre an hent braz a iea euz a Gastel da Verven, ha me a ioa gand ar re-man. Canclaux a deuaz var hor lerc’h. Mez neuze an Aoutrou de Kerbalanek, euz a Blouvorn, a en em lakeaz enn hor penn. Gourc’hemenn a reaz d’ar re n’o doa ket a fuziliou, mont buan araok, ha d’ar re o doa fuziliou, chomm ganthan da viret ouc’h Canclaux da zont varnomp. Lakaat a reaz ar re-man d’en em guzet adre ar c’hleuziou, hag ac’hano e tennent var ar zoudardet, pa en em gavent azindan tenn. Mad a reaz, rak o velet se, Canclaux ne gredaz ket dont var hor lerc’h zoken betek an Hospital ; e fesoun, he zoudardet ne gavent ket eaz kaout tennou fuzil. Distrei a reaz e kear da ober aoun d’an oll, ar pez n’oa ket diez, rak, va c’hredi a c’hellit, Kastelliz n’edont ket ep nec’h goude m’oamp-ni eat kuit.
Evidomp-ni a ieaz betek Kroaz-Kombot, dirak hent braz Plouescat. Eno e chommchomp a-za, ha di e teuaz d’hor c’haout ar re o doa tec’het euz a gear dre an hentchou-all. Evit beza kollet e Kastel, n’oamp ket digalounekeat, pell ac’hano. En em glevet a rechomp da gas kelou d’an oll barresiou a dro-var-dro euz ar pez a ioa c’hoarvezet, ha da lavaret d’ar goazek iaouank dont, antronoz vintin da zivezata, d’hor c’haout var dro bourg Plougouloum, el leac’h m’oamp mennet da jomm da loja. Lavaret oue d’ezho ive digas gantho fuziliou, freier, eskennou-prad ha kement tra a c’helle terri ho fenn ouc’h ar republikaned. Sonj hor boa d’en em renka epad an deiz ha da vont d’abardaez e kear Gastel var Ganclaux hag he zoudardet. Goude beza kaset hor c’hanaded enn ho hent, ez echomp da vourk Plougouloum hag e tro-var-dro da glask eun tamm boed hag eur guchenn golo, rak anat oa d’eomp n’oat ket evit rei gueleou da gement-all a dud. Lavaret d’ehoc’h e ouemp digemeret mad e kement leac’h ma’z eamp, ne ket red ; anaout a rit Plougouloumiz. E kement ti ma’z eamp, e veze roet d’eomp ar pez a ioa a vella, hag ar re goz zoken ne felle ket d’ezho mont d’ho guele ; guelloc’h e kavent ho rei d’eomp ha mont ho-unan var ar c’holo. An Aoutrou de Kerbalanek epken ne deaz e guele ebed. Kemeret a reaz eul loan, hag, epad an noz, edo var vale, o vont du-man ha du-hont, da velet hiniennou ac’hanomp en doa lakeat var an hentchou, varzu Kastel, da zigas kelou d’ezhan e ken-kaz ma viche, araok an deiz, deuet Canclaux var hor lerc’h.
Canclaux a jommaz sioul e Kastel. Tud hor bro-ni avad ne chommchont ket er gear. Ker buan ha m’oa lavaret d’ezho mennoz an Aoutrou de Kerbalanek, pep hini a grogaz enn he fuzil. Ar re n’o d’oa ket, a deue gantho freier-houarn, eskennou-prad ha filc’hier. Mez ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’had ar foenn d’ar foennok ; troet oa he lagaden d’ezhi, hag evelse ec’h en em gave al lammenn a eeun gand an troad ; hevel oa ouc’h eun eskenn-brad, nemed m’oa hirroc’h ha pounneroc’h. N’oa ket hanter-noz pa en em gavaz ganeomp paotred Cleder, Sibiril ha Plouenan. Pell araok m’oa deiz ec’h en em gavaz paotred Plouescat, Guinevez, Lanhouarne, Guiniventer, Guitevede, Plouvorn, hag enn eur ger, an oll goazed en oad euz ar parresiou-all a dro-var-dro.
Abred dioc’h ar mintin edomp var zao, hag an Aoutrou de Kerbalanek a ioa ouc’h hor renka hag o lakaat mistri e penn peb banden. Ian Kerangueven, euz a vereuri Kerouzere, a ioa e penn Clederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inisan, a Lanzeon, a ioa e penn Plouescadiz, Guineveziz, Lanhouarniz hag ar re a ioa deuet euz a gostez Pagan ; Per Prigent, a Vitevede, a ioa e penn tud he barrez ha kals re-all euz ar parresiou-all a dro-var-dro. An Aoutrou de Kerbalanek a ioa mestr var an oll ; outhan e ranke peb hini senti ; d’ezhan oa kas ac’hanomp el leac’h m’en diviche c’hoant, el leac’h ma viche izomm. Edot ive ’ta oc’h en em renka er c’hiz-ze, pa deuaz unan euz ar re a ioa lezet da daoler evez e Kroaz-Kombot, da lavaret d’eomp oa deuet Canclaux hag he zoudardet er meaz euz a Gastel gant ho c’hanoliou. Anat oa ez oant erru varnomp, mez dre be hent ? Dre hent Plouescat pe dre hent Berven ? Kaset e oue tud da velet. Epad m’edont oc’h ober ho zro, an Aoutrou de Kerbalanek a beur-achue da renka he dud, a gomze outho, a domme ho c’haloun d’ezho en eur ziskleria ec’h en em gannent evit ho Doue, evit ho bro hag evit ho Roue. Diskouez a rea ive da bep hini petra en doa da ober. Var dro nav heur-hanter e tistroaz hon tud enn dro da lavaret d’eomp ez ea Canclaux varzu Berven. O klevet an dra-ze, an Aoutrou de Kerbalanek a velaz gand eun taol lagad petra en doa da ober. Kas a reaz ugent ac’hanomp, ha fuziliou mad ganeomp, da guzet adren ar c’hleuziou, e sao Milin-ar-Stank, e tu Berven. Gourc’hemenn mad a reaz d’eomp ober peder bandenn, pemp e pep hini, ha lakaat d’an nebeuta kant paz etre pep bandenn. Pa deuche ar zoudarded azindan tenn d’eomp, e tliemp tenna hor pemp enn eun taol, ha, mar teuchet var hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont enn eur park pe enn eur goaremm-all, atao o tont varzu Berven. Ma ne deuche den var hor lerc’h, n’hor boa nemet karga adarre ha tenna a-nevez pa gafchemp ar zoudarded e bek hor fuzil. Pep bandenn a dlie ober evelse.
Mont a rechomp enn hent ; en em guzet a rechomp enn eur goaremm lann azioc’h kanol Milin-ar-Stank. Edomp eno eur pennad a ioa, ha ne deue den dre an hent. Mennet oamp dija da zizenti ouc’h an Aoutrou de Kerbalanek ha da vont enn tu-all d’an dour, pa velchomp enn neac’h d’an diskenn, eur zoudard var loan. Chomm a reaz a-za eur pennad da zellet enn dro d’ezhan a gleiz hag a zeou, ha goude-ze ez eaz var he c’hiz. Neuze e klefchomp eun trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; kredi a reamp zoken e krene an douar. Ar c’hanoliou eo a rea an trouz-se. Emaint erru, a lavaremp an eil d’egile ! Hag, evit guir, abarz nemeur e velchomp daouzek pe bemzek soudard var loan o tont araok. Diskenn a rechont betek ar pount, hag e chommchont a-za, nemet unan a en em zistagaz adarre diouc’h ar re-all hag a deuaz betek var eeun d’eomp-ni, ar pemp kenta. Mennet oamp da denna varnhan ; me a gave guelloc’h gedal, hag a lavaraz goustadik d’ar re-all :
— Gortozomp, paotred. Anat eo d’eomp eman heman oc’h ober aman ar pez en deuz great du-hont, enn tu-all, d’an neac’h, o sellet ha ne velo den, ha goude-ze e teuio he gamaraded ganthan betek aman. Pa vezint deuet-oll betek enn-omp, ni a skoio hor pemp enn eun taol hag ho diskaro d’an douar.
Va c’hamaraded a zentaz ouzign, hag, e guirionez, ar pez am boa sonjet a c’hoarvezaz. Ar zoudard a zistroaz da gaout he dud, hag ho femzek e teuchont araok. Edont var eeun d’eomp pa roaz dign Per Kemener eun taol ilin en eur lavaret :
— Sellit du-hont ’ta, Ian ! Trei a riz va fenn, hag e veliz an hent braz enn neac’h ar zao goloet a dud.
— N’euz forz, a leverchon da Ber, evit ar re-man a rankomp da gas d’ar bed-all ; goude-ze e teuio tro ar re-hont.
N’oamp ket bet pell evit lavaret ar c’homzou-ze ; evelato hor boa roet amzer d’ar pemzek soudard da vont dreistomp. N’oant ket eat re hirr, ha me lavaret :
— Tan, paotred !
Hor pemp tenn a grozaz, ha ker buan e klefchomp pemp tenn-all laosket gand hor pemp kamarad a ioa huelloc’h d’an neac’h ; etrezomp edo ar zoudarded. Daou zen hag eul loan a jommaz var an hent braz ; eun all a ioa a ispill ouc’h he varc’h, eun troad d’ezhan er stleuk hag he benn o ruilla hag lammet var an douar divar an eil mean var egile. Ar re a ioa chommet e buez a zistroaz d’an daou-lamm varzu ho c’hamaraded.
Neuze e velchomp kabal e touez ar zoudarded a ioa chommet d’an neac’h. Dont a rechont d’ar red d’an traon, lod var loan, lod-all var droad. Guelet a reamp n’oamp ket evit herzel, hon ugent, ouc’h kement-all a dud. Senti a rechomp ouc’h gourc’hemennou an Aoutrou de Kerbalanek, dont a rechomp var hor c’hiz, oc’h en em guzet adren ar c’hleuziou ; ha, savet d’an neac’h, etre Milin-ar-Stank ha Kroaz-Mean, e chommchomp adarre da c’hedal paotred ar republik. N’hor boa ket a aoun ; fouge a ioa ennomp o veza diskaret soudarded da Ganclaux.
Breman evelato eo diesoc’h d’eomp ho zizout rak ne deuont nemed a vandennou braz, ha n’oamp ket, hon ugent, evit gedal kement-all a dud. Evelkent, araok unnek heur, hor boa diskaret d’an nebeuta eun all c’hoaz, rak chommet oa var an hent. Me gred hor boa ive tizet meur a hini.
Euz a Blougouloum e veze klevet an tennou, gouzout a reat ive ’ta edomp e krok gand soudarded Canclaux. An Aoutrou de Kerbalanek a velaz, enn eun taol lagad, petra en doa da ober. Kas a reaz he dud da guzet adren Kervrenn, Keinigou ha Kreac’h-Moiek, ha divar an hent braz, den n’ho guele. Lod-all a ioa e Tosen-Fantik.
Ni a gendalc’he da zont var hor c’hiz dre ma teue beac’h varnomp, hervez m’oa gourc’hemennet d’eomp. P’en em gafchomp dirak Tosen-Fantik, e kafchomp eno Paol Inisan, hag a lavaraz d’eomp :
— Aman, goazed, e rankomp chomm, hag aman e rankomp derc’hel penn, epad eun hanter-heur d’an nebeuta, oc’h Canclaux hag oc’h he zoudarded. An Aoutrou de Kerbalanek en deuz her lavaret dign, ha red eo senti.
Chomm a rechomp a za da c’hedal. Canclaux ne zaleaz ket d’en em gaout. Me her lavar d’ehoc’h, an tennou a iea hag a deue, ne ket dioc’h kount. Ni ne dosteamp ket re, ha Canclaux ne grede ket ken nebeut dont re vuan varnomp. Guelet a rea oa e Tosen-Fantik tud ha n’o diche ket lezet anezhan da dremenn. Trei a reaz divar an hent braz gand eul loden euz he dud, evit mont abiou Begavel, da vaner Kergidu. Ac’hano en doa c’hoant skei varnomp a gostez, epad ma viche al loden-all euz he dud o skei varnomp dre an hent braz. Tenna a reaz ive ugent pe dregont tenn kanol, mez ne reant ket a zrouk d’eomp ; mont a rea an tennou dreist hor penn da skei er zao, varzu Berven, enn tu-all d’an dour.
O lakaat he dud el leac’h m’en doa ho lakeat, an Aoutrou de Kerbalanek en doa he sonj. Epad m’edomp-ni e Tosen-Fantik oc’h en em ganna ouc’h Canclaux, eun daou-ugent den bennag a ziskennaz var an hent braz, d’an traon, hag a freuzaz pount Kergidu. Eur veach ar pount freuzet, den ne c’helle mont euz an eil tu d’egile euz ar ster, rak re ledan eo da lammet dreist, ha re zoun an dour d’he zreuzi var an troad.
Pa oue freuzet ar pount e oue lavaret d’eomp-ni ober an neuz da ziskenn d’an traon, evel pa hor biche c’hoant da dec’het. Ober a rechomp ar pez a oue lavaret deomp, ha Canclaux hag he zoudarded a deuaz var hor lerc’h ; kaout a rea d’ezho n’oa ken nemed hon drailla da ober. Ne ket an dra-ze a c’hoarvezaz. Ar re euz hon tud-ni a ioa kuzet adren Kervrenn ha Keinigou, a dreuzaz, lod anezho, an hent braz evit mont da Loklouer ha da Benn-an-Traon. Er c’hiz-se oa trouc’het hent Kastel ouc’h Canclaux, n’oa ken evit dont var he c’hiz ; n’oa ket evit mont araok ken nebeut, rak freuzet oa ar pount. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; red eo d’he dud beza lazet ganeomp-ni, pe beza beuzet gand dour ar ster. Canclaux ne zaleaz ket da velet oa lakeat er zac’h gand an Aoutrou de Kerbalanek ; anaout a rea he vicher. Abalamour da-ze e c’hourc’hemennaz d’he zoudarded kas achanomp kuit euz a Dosen-Fantik. Eno en doa c’hoant da lakaat he ganoliou evit gellout, ac’hano, tenna varnomp a bep tu, varzu Begavel ha Penn-an-Traon, kerkouls ha varzu Kreac’h-Moiek, Keinigou ha Kervrenn. Evit se e roaz urz d’he zoudarded da zont varnomp, evel enn derc’hent e Kastel, ho baionnettez e bek ho fuziliou. Mez ni hor boa desket eun tamm ho micher. El leac’h tec’het, p’ho guelaz o trei varzu ennomp, an Aoutrou de Kerbalanek a griaz a-bouez he benn :
— Var zao hag araok, paotred Breiz ! A benn herr var an dispac’herien ! Skoit gand ho freier ha gand ho filcher starta ma c’helfot ! Evit ho Toue, evit ho pro hag evit ho Roue eo ec’h en em gannit. Kaloun ie ’ta, paotred Breiz, ha dao d’ezho !
Ar c’homzou-ze a lakeaz ar goad da virvi enn hor goazied ; el leac’h trei kein e teuchomp d’ar red var ar zoudarded. Ar re ho doa fuziliou a denne hag a ziskare pep taol ho den ; ar re n’o doa nemed freier, eskennou-prad pe filc’her, a lamme var ar zitoianed. E neb leac’h ne oue biskoaz en em gannet gand muioc’h a ioul. Ne glevet a bep tu nemed ar c’homzou-man : « Dao atao varnezho... Beac’h d’an dud fall ha dizakret... Dalc’h mad ’ta, Ian... Toulgof anezhan ’ta, Perr... Torr he benn outhan ’ta, Herve... Ne velet nemed skei a gleiz hag a zeou, ha skrijuz oa guelet hiniennou o rankout lakaat ho zroad var gorre ar zoudard mac’hagnet evit tenna he forc’h pe he falc’h er meaz euz he gorf. Kriz oa kement-se, mez ar c’henta oa ar guella kaout ar benfek evit en em zifenn pe evit skei adarre. Ar re o doa eskennou-prad a skoe a dro-chouk hag a faoute penn eun den evel eun irvinenn. Soudarded ar republik a jomm mantret ha sebezet... N’int ket evit herzel ken, c’hoant o deuz da gemeret an teac’h ; mez, siouaz evit-ho ! n’int ket evit hen ober, rak kelc’het int ganeomp a bep tu. N’int ket evit mont varzu Berven, rak freuzet eo pount Kergidu ; n’int ket ken nebeut evit distrei da Gastel, rak ni a zo a bep tu d’an hent braz, adalek Tosen-Fantik betek Begavel, hag enn tu-all. Eun heur c’hoaz hag hini euz ar zoudarded ne jommo e buez evit mont da lavaret da Vrest, pe d’he vro, e peleac’h eo bet lazet ar zoudarded, he gen-vreudeur, ha Canclaux, he jeneral.
Great oa ’ta gand Canclaux hag he zoudarded, a gave d’eomp. Tec’het a rea atao enn hor raok ; diskenn en doa ranket da guzet adren maner Kergidu, el leac’h n’eo evit ober netra ken gand he ganoliou. N’eman ket tri c’hant paz ken dioc’h ar ster ; ez a da veza beuzet...
Mez enn eun taol e velchemp an hent braz, varzu Berven, leun a dud hag a deue buan d’an traon...
Piou oa ar re-ze ?
Canclaux n’oa ket bet sotoc’h eget omp-ni, da noz an tenna d’ar zort. Ni hor boa kaset kannaded da gemenn d’hor mignouned dont d’hor c’haout. Canclaux ive en doa kaset daou zoudard da Lesneven da lavaret d’ar Prat, a sturie ar gear-ze, dont dioc’h-tu gand he oll zoudarded da Gastel, rak eno e starde an traou. Canclaux a ioa ive ’ta var c’hed euz ar Prat ; hag ouc’hpenn m’en doa aoun rak omp-ni, ha ma kave guelloc’h en em ganna ganeomp var ar meaz eget e kear, abalamour m’en doa kanoliou, e teue d’hen diambrouk, gand aoun n’en diviche ket gellet he-unan harpa ouzomp.
Pa velaz Canclaux ar Prat enn tu-all d’ar ster, e tigasaz daou bez kanol euz a-dren maner Kergidu, hag ec’h en em lakeaz da denna varzu ennomp ; mez n’oa evit ober drouk ebed d’eomp, re zounn oa ar zao, ha ni a ioa var gorre. Mez ne ket evit ober drouk d’eomp eo e rea an dra-ze, evit diskouez d’ar Prat petra da ober oa. Heman en divinaz, rak ne zaleas ket da lakaat he ganoliou da skei varnomp. Neuze e ouemp goall lakeat. Ar Prat a skoe, dreist Canclaux, var Begavel, Tosen-Fantik, Kreac’h-Moiek hag er parkeier a dro-var-dro ; ne ehane da skei var an hent braz, pe e viche tud varnezhan pe ne viche ket.
Petra a c’hellemp-ni da ober gand hor fuziliou a enep kanoliou hag a skoe a geit ? Kiza a rankchomp, rak, ma vichemp chommet el leac’h ma edomp, ar Prat n’en doa nemet tenna varnomp evel tenna d’ar guenn, pa’z eo guir n’oamp evit ober drouk ebet d’ezhan. Kerkent na ma velaz ar Prat ac’hanomp o tec’het, e tosteaz ouc’h pount Kergidu. Kirri a beder rod, kirri hirr kenan a ioa ganthan ; lammet a reaz ar c’hestel-karr divar ho roudou, ha, goude-ze, ho zaolaz azioc’h ar ganol ; hirr avoualac’h oant evit tizout an daou du. Goude beza great er c’hiz-se eur pount gant pevar garr, e lakeaz he zoudarded var droad da zont da gaout Canclaux. Kefestet mad oa bet Canclaux ganeomp araok, hag he zoudarded a ioa digalounekeat ; mez breman, p’euz en em gavet gant-ho tri mil pevar c’hant soudard-all, e sao kaloun d’ezho, hag oll e pignont a-unan, dre an hent braz, hag ar parkeier, betek Tosen-Fantik, Kreac’h-Moiek ha Begavel.
Na dit ket da gredi, evelato, hor boa-ni troet kein enn eun taol evit guelet kement a dud o tont varnomp. Nann. Breman ne denner ken a dennou kanol hag e c’hellomp tostaat adarre ouc’h ar zoudardet. An Aoutrou de Kerbalanek, enn hor c’hreiz, a ziskoueze d’eomp penaoz en em ganna ma ne c’houiemp ket, hag eno, d’an neac’h, e parkeier Kervrenn, e oue eur c’hrok euz ar re starta.
Kals ac’hanomp a oue mac’hagnet ; me, evit va lod, am boa bet eun taol baionnettez em morzed. Hennez, avad, an hini en doa roet ar mestr-taol-ze dign, ne zaleaz ket da vont d’ar bed-all ; eur Roskoad iaouank em c’hichenn, a dorraz he benn outhan gant eun taol krok. Daoust da ze, va goad a rede puill, chaflika a rea em boutou dre ma valeen ; koulskoude ne rean van ebed, ne c’houien ket zoken oan tizet. An nep ne ket bet enn emgann ne c’hello biken koumpren petra eo an den paour e kreiz an tan, var an dachen. He zaoulagad a luc’h enn he benn evel daou gef tan, an eonenn a zo e korn he c’hinou, dizeac’h eo he vuzellou, he fronellou a zo digor hag a deu evel moged anezho, he dal a zo roufennet, he gorf a bez a gren gand he herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da reded ha da skei pa gaf he du ; kollet eo he benn hag he skiant ganthan. Lod a lavar eo c’houez ar poultr eo a ra kement-se. Koulskoude guechall, araok m’oa poultr, fuziliou ha kanoliou, ec’h en em gannet gand kement a gounar ha breman. Me gredfe kentoc’h e teufe, epad an emgann, an Aoutrou Doue da zilezer an den da heuill siou fall he galoun, da ober drouk d’ezhan he-unan ha da dud ne anavez ket zoken, abalamour ar brezel a zo unan euz he voaligner. N’euz forz, evidoun-me a gaf dign em boa kollet va fenn, n’emoa aoun rak netra, ne rean van a netra. Guelet a rean tud, hag a anavezen mad, astennet var an douar, mac’hagnet, hag ez ean abiou d’ezho evel pa ne vichent ket bet eno ; va c’haloun a ioa deuet da veza dir. N’em oa ken ioul nemed laza ha diskar soudarded muia ma c’hellchenn.
Kaer hor boa en em ganna a galoun, n’oamp ket evit herzel ouc’h ar zoudarded. Breman oant ouc’hpenn seiz mil den varnomp, hag en em ganna a c’houient ive guelloc’h eget omp-ni, red eo hen anzao. Senti a reamp evit guir, mez evelato kals o doa c’hoant da ober ho fenn ho-unan, hag er c’hiz-se ne vichent ket kavet, pa viche red, el leac’h m’oa izoum anezho. Ha neuze, breman eo savet ar c’hanoliou betek Keinigou, hag ac’hano e touarent ac’hanomp evel enn eur c’hoari. Kollet oamp, siouaz ! anat oa. Neuze an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :
— Goazed a galoun oc’h, en em virit evit eur veach-all. Houman eo an abaden genta d’eomp gand ar republikaned, mez ne ket an diveza, pe Kerbalanek a varvo abarz nebeut. Evit miret da goueza etre daouarn hon enebourien, it pep hini d’he gear da c’hedal ma kemennign d’ehoc’h dont adarre d’am c’haout.
Senti a rechomp : pep hini a droaz varzu he gear. Ar zoudarded ne gredent ket dont re vuan varnomp, rak gouzout a reant pe seurt digemer a gavent. Abalamour da ze e oue eaz avoualac’h d’eomp-oll tec’het dioc’h Kergidu en eur vont adreuz dre ar parkeier, hag oc’h en em guzet a-hed ar c’hleuziou.
Canclaux ne zaleaz ket ken nebeut da vont kuit ha da zistrei da Gastel gant ar Prat, goude beza destumet he dud varo, ha lakeat e kirri he zoudarded mac’hagnet. P’edont o vont kuit abiou Kroaz-Mean, eur paour keaz koz, ne rea nemed klask an aluzen, a zigoraz he zor, o klevet trouz, evit gouzout piou a ioa o vont dre an hent. Eur zoudard her guelaz, a vizaz d’ezhan, a dennaz varnhan hag her lazaz, hen a n’edo ket e doare da ober drouk da zen.
Ma rankaz tud ar vro tec’het, e Kergidu, araok Canclaux, n’oant ket digalounekeat evit-se. Eur guchenn ac’hanomp, me gred oamp eun daou-ugent bennag, a lakeaz enn hor penn bale var he lerc’h. Dioc’h ar mintin oamp bet betek Milin-ar-Stank ouc’h hen diambrouk, ha breman hor beuz c’hoant da vont d’hen ambrouk hirra ma c’hellimp. Bale a rechomp ive ’ta a dreuz ar parkeier, hag en em gaout a rechomp gand Canclaux goude m’oa savet, varzu Kastel, dioc’h Milin-ar-Stank. Skei a rechomp-oll a-unan, ha lakaat a rechomp kemmesk, kabal ha skrab e touez ar republikaned. Ne gredaz den dont var hor lerc’h, mez tennet e oue, a-hed an hent braz, er parkeier, a gleiz hag a zeou, daouzek pe bemzek tenn kanol ne rechont drouk da zen. Eur pennad larkoc’h e c’hoarvezaz ar memez tra, ha larkoc’h c’hoaz kement-all ; betek Kermoruz ez echomp varlerc’h.
Ha ni hor boa lazet tud ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h, rak ne deamp ket ha n’oamp ket evit mont da velet. Ar pez a zo guir, eo, hervez m’hel lavar Mortimer-Ternaux, skrivagner gall en deuz komzet euz a emgann Kergidu, ar pez a zo guir eo ez euz merket, er parreziou a dro-var-dro, hano meur a zoudard lazet, hag enn ho zouez eman zoken hano an hini a ioa e penn paotred ar C’halvados, am euz komzet d’ehoc’h anezho. Dre gement-man e velit oa bet stard an traou ganeomp hag hor boa kempennet brao avoualac’h Canclaux hag ar Prat, kerkouls var hent Kastel hag e Kergidu.